A-ramp War'r Gomz

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Teknikoù yezh er varzhoniezh vrezhonek

Teknikoù yezh er varzhoniezh vrezhonek

13/04/2023

Er gronikenn « A-Ramp War Gomz » ar sizhun-mañ, emaomp asambles gant Gwendal Denez atav, hag eñ bet kelenner-enklasker e Skol-Veur Roazhon 2. Hiriv e kont deomp deus an teknikoù barzhonegel a vez implijet er varzhoniezh vrezhonek hag a zo diazezet war perzhioù memes ar yezh.

« Milc'hwid ar serr-noz » eo barzhoneg brudetañ Maodez Glanndour. Embannet eo bet gantañ e 1946 gant an ti embann Studi hag Ober. Lâret eo amañ gant Yann-Fañch Kemener, en un enrolladenn a c'heller kavout war « Roudennoù », e bladenn ziwezhañ, enrollet da enoriñ barzhoniezh vBreizh, ha deuet maez e 2019.

Ur gronikenn savet gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean.


Jil Famalicão, barzh a vro Bortugal

Jil Famalicão, barzh a vro Bortugal

13/04/2023

Adkavout a reomp Gwendal Denez evit ar gronikenn varzhoniezh. Evit ar gronikenn « A-Ramp War Gomz » ziwezhañ gantañ, e kinnig deomp ar sizhun-mañ an enklasker Skol-Veur labour ar barzh Jil Famalicão.

Klevet peus lodennoù deus ar barzhoneg « Noz ha Deiz », skrivet gant Gwendal Denez dindan al lesanv Jil Famalicão. Embannet e oa bet e 1992 e n°276 Al Liamm.

Ur gronikenn gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean.


Brezhoneg ha Sonerezh

Brezhoneg ha Sonerezh

13/04/2023

Er gronikenn « A-Ramp War Gomz » ar sizhun-mañ, emaomp asambles gant Gwendal Denez atav, hag eñ bet kelenner-enklasker e Skol-Veur Roazhon 2. Hiriv e kont deomp deus al liamm a zo etre ar c'homzoù brezhoneg hag ar sonerezh.

Ur gronikenn savet gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean.


Oberennoù Reun ar C'halan

Oberennoù Reun ar C'halan

13/04/2023

Er gronikenn varzhoniezh « A-Ramp War Gomz » hiriv, e kendalc'homp gant ar gaoz war ar barzh Reun ar C'halan. Evit komz diwar e benn omp bet o welet Gwendal Denez, bet kelenner-enklasker e Skol-Veur Roazhon 2. Ar sizhun dremenet e lâre Gwendal Denez deomp penaos e voe bet Reun ar C'halan da zivroañ d'ar Stadoù-Unanet, ha ne oa ket distroet biskoaz da chom da Vreizh. Ar sizhun-mañ e kont deomp diwar oberenn ar barzh.

« Ar gouskerien gollet » a zo lennet amañ gant Youenn Gwlagen. Unan deus barzhonegoù an dastumad « Klemmgan Breizh » eo, skrivet gant Reun ar C'halan, hag embannet e 1985 gant Al Liamm.

Ur gronikenn savet gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean.


" Tri maread 'zo e istor ar barzhoniezh brezhonek "

" Tri maread 'zo e istor ar barzhoniezh brezhonek "

13/04/2023

Er gronikenn varzhoniezh « A-Ramp War Gomz » hiriv, e komz Gwendal Denez deomp deus istor ar barzhoniezh. Bez eo bet Gwendal Denez kelenner-enklasker e Skol-Veur Roazhon 2. Barzh eo eñ e-unan, hag e penn ar gelouaenn Skrid, a embann barzhonegoù.

Ur gronikenn savet gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean.


" Ar pezh a gonte a oa kaout daouzek mouezhiadenn " : keñveriañ aleksandriñ ha barzhoniezh dieub

" Ar pezh a gonte a oa kaout daouzek mouezhiadenn " : keñveriañ aleksandriñ ha barzhoniezh dieub

13/04/2023

Er gronikenn varzhoniezh « A-Ramp War Gomz » hiriv, emañ Tunvezh asambles gant Gwendal Denez en dro. Ar barzh, bet kelenner-enklasker e Skol-Veur Roazhon 2, a zielfenn evitomp al luskadoù barzhoniezh vrezhonek disheñvel a zo bet dre an istor. Ar sizhun dremenet e lâre deomp penaos e voe bet tri maread : hini an henamzer hag ar grenn-amzer da gentañ, gant ar c'hlotennoù diabarzh. Da c'houde zo bet maread ar romantelezh, pa ra ar vretoned evel ar fransizen gant barzhonegoù e daouzek mouezhiadenn ha klotennoù dibenn. Ha kroget eo an trede maread e fin an XIXvet kantved, gant ar barzh Yann-Bêr Kalloc'h.

Ar barzhoneg « Me zo ganet e kreiz ar mor » gant Yann-Bêr gKalloc'h a voe bet lakaet e sonerezh gant ar sonaozer Jeff Penvenn e hanter an XXvet kantved. Evel ma lâr Gwendal Denez eo bet kanet lies gwezh betek bloaz paseet gant ar strollad Fleuves. Kanet e voe amañ gant Yann-Fañch Kemener, war e bladenn « An dorn » gant ar soner Aldo Ripoche.

Ur gronikenn savet gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean.


Petra eo al lennegezh pobl ?

Petra eo al lennegezh pobl ?

13/04/2023

Er gronikenn « A-Ramp War Gomz » ar sizhun-mañ, e reomp hon soñj war ar pezh eo al lennegezh pobl asambles gant Gwendal Denez, bet kelenner-enklasker e Skol-Veur Roazhon 2. Ur gronikenn savet gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean.

« Tremen ra pep tra » zo ur c'hantik dastumet gant ar person Abjean, hag embannet e 1983.

Ur gronikenn savet gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean.


Reun ar C'halan, barzh breton er Stadoù-Unanet

Reun ar C'halan, barzh breton er Stadoù-Unanet

13/04/2023

Adkrogiñ a reomp gant ar gronikenn varzhoniezh, « A-Ramp War Gomz », gant un nebeut rannoù gouestlet d'ar barzh Reun ar C'halan (René Galand). Kontet vo hiriv e vuhez deomp gant Gwendal Denez, bet kelenner-enklasker e Skol-Veur Roazhon 2.

« Bleuñv an huñvre » a zo lennet amañ gant Youenn Gwlagen. Barzhoneg kentañ un dastumad barzhonegoù eo, tanavezet « Klemmgan Breizh », skrivet gant Reun ar C'halan, hag embannet e 1985 gant Al Liamm.

Ur gronikenn savet gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean


Koulizh Kedez : skol vrezhoneg war ar maez

Koulizh Kedez : skol vrezhoneg war ar maez

13/04/2023

Ar gronikenn « A-Ramp War Gomz » gant ar barzh Koulizh Kedez ar sizhun-mañ c'hoazh. Ouzhpenn skrivañ barzhonegoù, eo bet Koulizh Kedez saver deñved e Sant Kouled. Skol 'n eus bet graet du-hont ivez, evel ma konto deomp er gronikenn-mañ.


Koulizh Kedez : bro Suis

Koulizh Kedez : bro Suis

13/04/2023

Ar gronikenn « A-Ramp War Gomz » gant ar barzh Koulizh Kedez ar sizhun-mañ c'hoazh. Bez eo bet Koulizh Kedez o chom e bro Suis pa oa 20 vloaz, « pell deus an toull don a oa Breizh Izel evitañ d'ar mare-se ». Ha da derc'hout deus bro C'hall, hag a faote dezhi lakaat anezhañ er prison peogwir en oa kuitaet an arme e kreiz e amzer selvij. Dont a raio en dro war an divroañ-se er gronikenn-mañ. Met da zigeriñ anezhi e tibun deomp ur barzhoneg dezhañ « Toulloù a rit »...