A-ramp War'r Gomz

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Koulizh Kedez : barzhoniezh da lenn pe da lâret ?

Koulizh Kedez : barzhoniezh da lenn pe da lâret ?

13/04/2023

Hag ur wezh diwezhañ er gronikenn « A-Ramp War Gomz » e vimp asambles gant ar barzh Koulizh Kedez, evit ar mare.

Digoriñ a ra gant ar barzhoneg « Rin Anv », ur barzhoneg diaes da zibuniñ. An abeg da c'houlenn ma eo ar varzhoniezh da vezañ lâret pe da vezañ lennet ?


Koulizh Kedez : ar gomz " teuz "

Koulizh Kedez : ar gomz " teuz "

13/04/2023

Un trede kronikenn « A-Ramp War Gomz » gant ar barzh Koulizh Kedez. Komz a ra diwar e varzhoneg « Gwerz an teuzoù druz », o tisplegiñ talvoudegezh ar gomz « teuz », hag a zo ur mod da lâret « tasmant », pe « intersigne » e galleg.

« Gwerz an teuzoù druz », eo ar barzhoneg a zo bet klevet amañ ganeoc'h, er gronikenn « A-Ramp War Gomz ». Ur gronikenn ar sizhun-mañ gant Koulizh Kedez ha Tunvezh Gwlagen-Grandjean.


Koulizh Kedez : skrivañ war ar primm

Koulizh Kedez : skrivañ war ar primm

13/04/2023

Un eil kronikenn gant ar barzh Koulizh Kedez, anv pluñenn Yann-Yeun gKefeleg. Er gronikenn-mañ e c'houlenn Tunvezh Gwlagen-Grandjean ma adlabour kalz e destennoù a-raog dezhañ embann anezho.

« Bugale ar gweud », eo ar barzhoneg a zo bet klevet amañ ganeoc'h, er gronikenn « A-Ramp War Gomz ». Lennet eo gant Koulizh Kedez e-unan. « Yezh ma Zud » eo al levr bet savet gantañ diwar-benn langaj Sant Koulidh.


" En disrann e oan ganet "

" En disrann e oan ganet "

13/04/2023

Ar barzh Koulizh Kedez a zo ganet e 1947 e parrez Sant Koulizh, e bro Gastellin. Barzh ha dispac'her eo atav, saver deñved n'eo ket ken, daoust m'en eus bet graet a vicher-se e parrez e dud e pad meur a zekad a vloavezhioù. Troet zo bet gantañ skrivagnerien ha barzhed deus ar galleg, ar ruseg pe c'hoazh ar yiddish, embannet gant e di embann « An Diaoul Dieub ».

Er gronikenn-mañ, ar gronikenn « A-ramp war gomz » gentañ savet gantañ, e tispleg KoulizhKedez e varzhoneg « En disrann e oan ganet ». Un digarez evit dezhañ kontañ un tammig deus darn kentañ e vuhez. Klevet vo ar barzhoneg « En disrann e oan ganet » e fin ar gronikenn.

« En Disrann e oan ganet, », a zo ur barzhoneg tennet deus trede dastumad barzhonegoù Kouli Gedez, an dastumad « Dev an Avel », embannet e 1987 gant Mouladurioù Hor Yezh.


Buhez Pêr-Jakez Helias

Buhez Pêr-Jakez Helias

13/04/2023

« A-Ramp War Gomz » a zo ur gornikenn nevez da glevet barzhonegoù ar varzhed ha barzhezed an amzer a vremañ pe an amzer dremenet. Hag evit krogiñ ganti e vo klevet « Brezhoneg eo ma bro » un destenn bet skrivet gant unan deus skrivagnerien vrudetañ Breizh, Pêr-Jakez Helias. Gwendal Denez, bet kelenner-enklasker e Skol-Veur Roazhon 2, a gomz deomp da gentañ deus e vuhez.

« Brezhoneg eo ma bro » a zo lodenn gentañ un heuliad barzhonegoù anavezet « Brezhoneger Ma 'z On », skrivet gant Pêr Jakez Helias. Kanet oa bet « Brezhoneg eo ma bro » gant Gilles Servat er bloavezhioù 1990. Lennet eo deomp amañ gant Youenn Wlagen. Embannet oa bet evit ar wezh kentañ gant Pêr-Jakez Helias en e zastumad barzhonegoù « Ar Mên Du », deuet maez er bloavezh 1974, gant Emgleo Breizh.


Sell PJ Helias war ar varzhoniezh

Sell PJ Helias war ar varzhoniezh

13/04/2023

Komz a ra Gwendal Denez, kelenner Skol-Veur e Roazhon 2, deus ar skrivagner Pêr Jakez Helias. Goude bezañ kontet deomp e vuhez ar sizhun dremenet, e tispleg deomp peseurt sell 'n oe Helias war ar varzhoniezh.

Diskinnig : « Tachenn Labour » eo trede lodenn un heuliad barzhonegoù anavezet « Brezhoneger Ma 'z On », skrivet gant Pêr Jakez Helias. Lennet eo deomp amañ gant Youenn Wlagen. Embannet oa bet evit ar wezh kentañ gant Pêr-Jakez Helias en e zastumad barzhonegoù « Ar Mên Du », deuet maez er bloavezh 1974, gant Emgleo Breizh.


Oberennoù barzhoniel PJ Helias

Oberennoù barzhoniel PJ Helias

13/04/2023

Komz a ra Gwendal Denez, kelenner Skol-Veur e Roazhon 2, deus ar skrivagner Pêr Jakez Helias.

Diskinnig : « An Azglav » eo pempet lodenn un heuliad barzhonegoù anavezet « Brezhoneger Ma 'z On », skrivet gant Pêr Jakez Helias. Lennet eo deomp amañ gant Youenn Wlagen. Embannet oa bet evit ar wezh kentañ gant Pêr-Jakez Helias en e zastumad barzhonegoù « Ar Mên Du », deuet maez er bloavezh 1974, gant Emgleo Breizh.


Marie-Pierre Laurens - Brezhoneg, yezh he bugaleaj

Marie-Pierre Laurens - Brezhoneg, yezh he bugaleaj

13/04/2023

Marie-Pierre Laurens a zo deus bro Plestin. Brezhoneg oa yezh ar familh ha bet eo o vevañ e Pariz e-pad 20 vloaz. Skrivañ a ra barzhonegoù ha gounezet he doa priz Nevez-hañv ar barzhed e Plestin 'bloaz paset. Emañ deus mikro Tomaz Laken


Distro ar gwennili - Krediñ embann e brezhoneg

Distro ar gwennili - Krediñ embann e brezhoneg

13/04/2023

Pa vez ar c'hoant gant tud yaouank bet desket brezhoneg un nebeut bloavezhioù 'zo, skrivañ traoù frommus ha don e brezhoneg, n'eo ket aes atav dont a-benn da gaout fiziañs ha da c'houzout kaout e blas el lennegezh brezhonek. Setu testeni Tara Uhelloù, he 'zo bet perzh 'bar fanzin Distro ar Gwennili, bet moullet e 2021 gant barzhonnegoù, testennoù ha treadennoù bet skrivet gant merc'hed deus ar vro.


Distro ar gwennili - Penaos eo ganet

Distro ar gwennili - Penaos eo ganet

13/04/2023

Distro ar gwennili, sed aze anv ur fanzin nevez. Ur fanzin barzhonegoù, kannaouennoù ha tresadennoù bet skrivet gant merc'hed deus ar vro, gant ar c'hoant ezteurel traoù a zo don enne, fromoù, santimantoù, huñvreoù hag all. Moullet eo bet kerzh an diskar amzer 2021 ha roet d'an dud a zorn da zorn. Tara Uhelloù a zo o chom e Plougonveur, he 'n eus bet ar soñj sevel ar fanzin-mañ ha kontañ 'ra deomp penaos eo ganet an afer.