Diviniñ ba verna pesseurt kêr, ba verna pesseurt bro eh oc'h get pezh wellit tro-dro deoc'h, àr ur gartenn Google, setu pal an c'hoari internet "Geo Guessr". Un c'hoari vez c'horiet get Thibaut Lécroart hag ur yoc'h tud b'an Europe a-bezh ! Thibaut a zisplegay muioc'h deomp hiri petra eo ar gartenn Google hag an c'hoari-se.
Muzik
Pennoù Skoulm - Toniou bale deus Kreiz Breizh
Setu ar lodenn zevehañ get ar vasonerion mod kozh ba Roazhon ! Ni ya d'ober tro an ti-kozh emant o sevel en dro b'an 12 ru St Mikel. Ha Divi, Guillaume ha Yann a zispleg deomp model ar vasonerezh ba bro Roazhon. B'an achumant e ya da lâret Guillaume ur ganenn deomp !
Divi, Yann, ha Guillaume a zo masonerion ba Roazhon. E gwirionez Divi a re ar vicher-se e-tal e studioù eid bout "cryptographe", eñ zisplegay hiri petra 'ta eo ur c'hryptographe... Yann ha Guillaume a lâray deomp penaos int daet da vout masonerion hag diàr-benn an traoù farsus o deus kavet ba tier kozh Roazhon.
MUZIK
Armel ha Claude Le Gallic - ar masoner yaouank a barrez Melrand
Desko yezh ar sinoù, ha desko brezhoneg : petra 'halla bout heñvel entre an daou ? Clara Thabard 'lara diamp' he sonjoù diwar benn ar sujet-mañ.
Koajet vo ivez deus ar c'hiz hag vez gwellet an deiz a hiri da desko yezh ar sinoù evit kuminiko gan ar poupigoù, "bébésigne" vez graet dese en gallek.
Musik : 1 /An Tri Dipop - Mari-Louise (Laridé)
2 / Ivarh - Ar Gouloù Deiz
Start eo d'ar re vouzard chom war ar maez, pell deus kerioù bras. Clara Thabard 'displega diam' perak hiri.
Koazet vo ganti ivez deus ar "kansino", "Chansigne" vez great dese en gallek kar Clara 'deus savet un daouad gan Elouan Le Sauze, anvet "Dorn". Gan Elouan vez selaouet kanaouennoù e gallek hag e brezhoneg, hag gan Clara vez gwellet yezh ar sinoù warne.
Musik : 1 / Dorn, la marche nuptiale, https://www.youtube.com/watch?v=IiQy7b9B3eQ
2 /Ar verch Margaridig, Dièse 3 (feat. Aldo Ripoche, Dylan James)
Gan e familh 'doe tapet Clara Thabard ar c'hoant de desko yezh ar sinoù.
Pa oe arruet kozhoc'h, 'doe labouret evit ar servij publik, ba mediaoueg « Les champs Libres » ba Roezhon, ba mediaoueg Loudia, ba levraoueg Rostren, hag bomen ba Klegereg. Ba lec'hioù kulturel guis-se, 'doe klasket Clara savet abadennoù evit an tud vouzar.
'Ma kloted mad awalc'h ar c'hinnigoù sevenadurel gan ar re vouzar ? Clara ' gomzeï diwar benn an tem-se : petra 'halla bout graet ha changed evit aesaat an traoù dehe ?
Musik : 1 /KLEW, abadenn e brezhoneg, gallek hag e yezh ar sinoù gan Nolùen Le Buhé, Thumette Léon, Mathilde Chevrel ha Yuna Léon
2 / Kaourintin Bouzar, kanet gan Strullu (Mlle) ba Plozévet
Ba Klegereg 'on bet o wellet Clara Thabard, hag 'laboura ba kreizenn kutlurel Perenn. Clara vez gwellet ivez ba Gemene, e lec'h 'laboura ba Cine Roch. Met hiri, ne vo ket komzet d'he vuhez ba Klegereg, na d'ar filmoù vez gwellet ba sinema Gemene, met kentoc'h deus ar yezh ar sinoù. Ar yezh se 'deus komenset de desko Clara gan he familh, pe oe bihan. Diwezatoc'h, he deus decidet heulio kentelioù noz. Hiri, e konta diam' Clara pe sort mod 'neus komenset an istor-man.
Musik : KLEW , Noluen le Buhé ha Thumette Léon.
Pa oe bihan, e laboure tad Jañlug Ar Moel ba'n arme, se zo kaoz e vije red dehan chanj lec'h bep tri bloaz.
Diwezhatoc'h, oe bet o chom Janlug e broioù estren. Hiri e koajeï diam' diwar benn bro Iran, e lec'h' oe bet o tesko ar c'han gan ar ganerez Sahar Mohammadi.
MUSIK : Golrokh - Sahar Mohammadi
Ni ya hiri betag Roazhon ba ur ru anavet mat get ar re a vourra gober bourrapl : Ru St Michel, "rue de la soif" vez groet anehi gweave. Met estroc'h eid an tavarnioù, an tier aze a zo bammus. Savet get "colombages", un tammig a-dreuz a-gaoz int arru kozh bremañ. Ha peogwir int kozh int lakaet a-nevez get ti-kêr Roazhon. Jeanne zo bet o welet ar vasonerion o labourat ba unan ag an tier-se. Yann, Divi hag ar mason ba penn ar chanter : Guillaume. Hè zisplega b'ar lodenn-mañ penaos int daet da vout masonerion.
MUZIK
Tri Pichon Noz - Ur masoner ieuank