Tavarn Kreiz Mintin

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Kanenn Djé 1/4

Kanenn Djé 1/4

13/04/2023

Jean-Claude Le Guennec zo anavet "Djé" get an dud a Bondi. Ar paotr a Vubri neus savet ur ganenn ewit kozeal diàr-benn e vamm-gozh. Dastumet neus gerioù ag ar vuhez a-gunt get e vamm Denise ewit sevel un istoer, get tammoù a vuhez e dud-gozh hag ar vuhez gwezhrall. Djé a ziglegañ deomp tamm-ha-tamm pozioù e ganenn.
Ha ni gomañs hiriv get poltred Jean-Claude, ha lodenn-getañ e ganenn.


B'an davarn get Julia !

B'an davarn get Julia !

13/04/2023

Dait tre b'an davarn, Tavarn Kreiz Mintin !
Da gomañs an emision, ni gendalc'h hiriv kozeal ag ar marvañs ewit gouel an Holla-Sent.
Benjamin Bouard a radio Kerne oa daet d'hon bro-ni d'atersiñ Monique ar Boulc'h ewit gouiet penaos n'em okupe an dud gwezharall ag ar re varv.
Klevet vo ivez Monique ar Boulc'h ech' atersiñ Raphaël Taldir e 1991 diàr-benn gouel an Hollsent ha kontet vo deomp getoñ ur gontadenn diàr karr an Ankoù.
Hag a-raok klozañ an emision vo klevet Jean-Michel Malarde en deus komzet da vMazhev Coviaux diàr-benn pardon Sant-Klemañs, e Bubri, lec’h ma vez moaian gober bourrapl ha debriñ paella ha galet avaloù-douar.


B'an davarn get Julia !

B'an davarn get Julia !

13/04/2023

Donemat b'an davarn, Tavarn Kreiz Mintin !
Hiziv vo klevet Jo Morvant, a Landaol, é lâret un nebeut fablennoù savet get Jean de Lafontaine ha lakaet e brezhoneg get Stevan Kerhoret. Goude e komzay ag ar labour en deus groet evit an abadenn « àr benn ma glin e skrivan deoc’h » àr RBG, pa lenne lizherioù brezel Loeiz Herrieu.
Klevet vo ivez Marie-Laure Groix ec'h atersiñ Albert Bosché da gomz a zivout un daouad gerioù : youl ha divoul.
Hag a-raok klozañ an emision vo klevet Maxime Crahé zo bet meur a wezh da Louisiane er Stadoù-Unaned. Hiriv e kaoja deomp ag ar parlant ase hag a-venn 'ta an dud Cajun.


B'an davarn get Julia !

B'an davarn get Julia !

13/04/2023

Deuet mat b'an davarn, Tavarn Kreiz Mintin !
Arnev, Korvetenn, amzer trouboullet, pe pouk, kement a gerioù a zo evit kozeal ag an oabl ! Monik ar Boulc'h a lâra deomp hiriv gerioù faota gouiet pa gomzer diàr-benn liv an amzer, doc'h mikro Jeanne Chevrel.
Klevet vo ivez Marie-Laure Groix ec'h atersiñ Albert Bosché da gomz a zivout ar verboù goulenn ha mennout.
Ha ba-raok achuiñ an abadenn vo klevet Anne-Marie Bouyer bet aterset get Mazhev Coviaux. Komzet he deus ag ar c'hentelioù saozneg ha brezhoneg he doa heuliet, ha komzet he deus ivez diàr-benn he bugale hag he micher mestrez-skol.


B'an davarn get Julia !

B'an davarn get Julia !

13/04/2023

B'an abadenn hiziv e rimp un dro kostez Bubri da gozeal a-ziàr Pardon Sant-Klemens get Jean-Michel Malarde bet aterset get Mazhev Coviaux.
Ha peogwir ema sizhun Gouel an Holl-sent e vo kaoz get Raphaël Taldir ag ar gouel-mañ ha penaos e vehe lidet gwezharall, doc'h mikro Monique Ar Boulc'h en un archiv bet enrollet e 1991.
Adkavet vo Monique Ar Boulc'h mes ar wezh-mañ doc'h mikro Benjamin Bouard a Radio Kerne. Eñ oa daet d'hon bro-ni d'atersiñ Monique evit gouiet penaos n'em okupe an dud gwezharall ag ar re varv.


B'an davarn get Julia

B'an davarn get Julia

13/04/2023

Donemat d'an davran, Tavarn Kreiz Mintin !
En emision hiriv vo klevet atersadenn Marc Brustier savet get Mazhev Coviaux, a-ziàr ar strollad c'hoariva anùet C'hoarivari ba Langedig.
Klevet vo ivez archiv kentellioù brezhoneg Albert Boshé ouzh mikro Marie-Laure Groix e 1999, amañ e-keñver breton Elisa Evenou Velz, kostez An Intel
Hag evit achuiñ ni glevay Jean-Claude Le Guennec, "Djé". Savet en deus ur sonenn e breton ar blez paset diàr-benn e vamm-gozh. Eñ a gonta deomp he buhez dezhi doc'h mikro Jeanne Chevrel, en ur displegañ lodennoù e ganenn.
Musik :
Ivarh - Ha pa oen me bihan


B'an davarn get Julia

B'an davarn get Julia

13/04/2023

Dait d'an davarn, Tavarn Kreiz Mintin !
Hiriv en abadenn vo klevet eil lodenn atersadenn Marc Brustier a-ziàr ar strollad c'hoariva anùet C'hoarivari ba Langedig. An deiz paset hon eus klevet penaos eo bet krouet ar strollad, hag hiriv vo kaoz ag ar pezhioù zo bet c'hoariet, savet pe troet gete.
Klevet vo ivez archiv kentellioù brezhoneg Albert Boshé ouzh mikro Marie-Laure Groix e 1999, amañ evit resisaat peta a dalv doaré ha doéré.
Hag evit achuiñ ni glevay Jean-Claude Le Guennec, "Djé". Savet en deus ur sonenn e breton ar blez paset diàr-benn e vamm-gozh. Eñ a gonta deomp he buhez dezhi ouzh mikro Jeanne Chevrel, en ur displegañ eil lodenn e ganenn.
Musik :
TAOUARH - tour


Tavarn Kreiz Mintin - Live ! 07/11/2024

Tavarn Kreiz Mintin - Live ! 07/11/2024

01/01/1970

B'an abadenn hiriv :
- Ur Vuhez Vat, lodenn 5
- Christian Le Meut
- Christian Duro
- Fulub Bauché
Muzik :
- Astéréotypie - Que la biche soit avec toi
- Jean-Michel Veillon, Jean-Mathias Pétri - Bolom
- Termajik - An Nisel Erc'h
- Red Hot Riot - Life you get


Tavarn Kreiz Mintin - Live ! 14/11/2024

Tavarn Kreiz Mintin - Live ! 14/11/2024

01/01/1970

Pezh vo klevet hiriv :
Ur Vuhez Vat - Lodenn 6
Padrig Drean a-zivout e labour dastumer
André Le Belleg a Gerforn a-zivout e vicher kalvez
Kristian Le Meut a-zivout "Le Murmure de l'Océan" skrivet get Hippolyte
MUZIK :
Kanerion manéguen & Marcel Jaffré : Kemener Bihan
Kanàan : Delubu Joneson


Kristian ar Meut - Lodenn 1

Kristian ar Meut - Lodenn 1

01/01/1970

Christian Ar Meut a lenn tamm-mat, ha eñ ya da lâret deomp pezh neus kavet bourrapl hag interesant da lenn e meur a abadenn. Hiriv e kaozea deomp diàr-benn Àr an hent skrivet get Jean-Jacques Ar Floc'h, hag unan arall Enez Ar Gerveur get Hervé Gouédard.
Muzik :
Baliskis : Ar gorventenn


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine