Damb endro da gaozeal diàr-benn ar labour bras o deus groet Jil ha Martine Auffret en o zi.
Ar wezh baset, Jil neus lâret deomp petra o deus groet ewit ar leur hag ar blañcheris, ha hiriv e kaoja deomp ag ar mogerioù hag an doenn.
Muzik : Ampouailh - Skañv (mazurka)
Martine ha Jil Auffret o deus savet endro un ti ba Klegereg àr-lerc'h bout laoket o zi-feurm. Lakaet o deus poan ewit implijet dañvezoù prop ewit an Douar.
Ur pikol labour oa ha Jil hag e ami Yannig a zisplega deomp toud pezh o deus groet adal ar penn-ketañ betag ar fin !
Paskal Nignol a zo heñcher hag animatour sevenadurel ba Mirdi Breizh, ba Roazhon. Getañ e reomp tro an diskouezadeg «hollvet eo Breizh» da gontañ deomp istoer an oberennoù diskouezet amañ. Da gomañs, selaoump anezhañ é kontañ deomp istoer telwennoù oedvezh an houarn.
Paskal Nignol a zo heñcher hag animatour sevenadurel ba Mirdi Breizh, ba Roazhon. Getoñ e reomp tro an diskouezadeg «hollvet eo Breizh» da gontañ deomp istoer an oberennoù diskouezet amañ.
Ar sizhun baset hon oa kaozeet a delwennoù arem kozh-Noe bet kavet ba Breizh hag hiri 'vimp splujet adarre en oedvezh an houarn, da sellet ouzh pezhioù moneiz : «statères» vez groet anezhe.