War hentoù an antroposen

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

35- Galloud ar Loar; kredennoù a bep seurt.

35- Galloud ar Loar; kredennoù a bep seurt.

12/04/2023

En amzer gwezharall ne ouie ket an dud rac'h ar pezh a zo bet degaset deomp get ar skiant. Ha neoazh, gi o-doa c'hoant kavout penn d'ar pezh a welent en-dro dezhe. Setu penaos emañ bet roet galloudoù a bep seurt d'ar loar. Lod anezhe a zo gwir, lod arall a zo kredennoù nemetken.


34- E-menn emañ ar c'hreiz?

34- E-menn emañ ar c'hreiz?

12/04/2023

Thales a seblanta bout an hani kentañ é sevel goulennoù a-zivout ar bed. Tamm ha tamm e oa daet tud an henamzer da sonjal e oa an Douar ur voulenn e-kreiz an hollved. Betek Copernic ha Galilée ne chanjo ket kalz ar feson da welout ar bed. Ha setu an heol daet da vout kreiz an hollved. Petra vez lâret hiriv get ar skiantourion? E-menn emañ ar c'hreiz?


32-Solar Impulse, un taol kaer

32-Solar Impulse, un taol kaer

12/04/2023

Solar Impulse, ur c'harr-nij a ya en-dro dre energiezh an heol. Daou zen a vro Suis, Andre Piccard hag Andre Borshberg, a zo bet kaset da-benn ar raktres-se gete. O sonj a oa gober tro ar bed get ar c'harr-nij-se. Hag emañ bet graet gete!


33- Solar Impulse n'eo ket karr-nij an amzer da zont

33- Solar Impulse n'eo ket karr-nij an amzer da zont

12/04/2023

Kalz a drouz a zo bet en-dro da Solar Impulse. Gwelet eo bet Piccard ha Bolshberg war ar chadennoù skinwel. An daou gomper o-deus kontet deomp ur fablenn vrav. O fal a oa diskoueziñ e vo posubl nijal hep petrol ha lakaat energiezh an heol e-lec'h petrol. E gwirionez, ne vo ket posubl.


31-Ar c'hirri-nij

31-Ar c'hirri-nij

12/04/2023

Penaos e ya ur c'harr-nij d'ar lein? Peseurt nerzhioù a laboura evit se?


30-Un den war ar blanedenn Mars eraok 2040?

30-Un den war ar blanedenn Mars eraok 2040?

12/04/2023

1969: Neil Armstrong hag Edwin Aldrin a arrue war ar Loar. Evit ar wezh kentañ e welemp-ni un den é kerzhout war ar Loar. Tost da hanterkant vlez warlerc'h an darvoud-se n'eus ken bro ebet duac'h da gas da benn ur veaj seurt-se. Ha neoazh e vez klevet komz ag ar veaj betek ar blanedenn Mars. "Kaset e vo un den war Mars eraok 2040" eme an NASA. Lod arall a lâra ne c'hello ket bout graet. Petra sonjal?


29- En-dro d'an Douar: ur boubelenn!

29- En-dro d'an Douar: ur boubelenn!

12/04/2023

War-dro 6000 satellit a zo bet lañset a-c'houde ar blezioù 1950. Chom a raont er lein pa vez achu o prantad labour. Mar a wezh ez int torret get meteoritoù pe get satellitoù arall. Ha setu kantadoù a "satellitoù nevez" é troiñ en-dro d'an Douar!


28- ITER

28- ITER

12/04/2023

"International Thermonuclear Experimental Reactor". Setu an anv a zo bet roet d'ur raktres etrevroadel kinniget èl an hani pouezusañ evit amzer da zont an energiezh. Sanset eo ITER diskoueziñ e vo posubl produiñ energiezh dre ar fuzion nukleel. E gwirionez, war a seblant, e vo hir an hent. Da skouer, rac'h an danvezioù (metaloù) ijinet betek hiriv a gozha re fonnapl a-gaoz d'an neutronoù produet get ar reaktadenn fuzion. Evel m'en-deus laret ur skiantour amerikan: " Energiezh an amzer da zont eo ar fuzion , hag e chomo energiezh an amzer da zont !"


27- An ekzoplanedennoù (2). Ar raktres SETI.

27- An ekzoplanedennoù (2). Ar raktres SETI.

12/04/2023

Ha ma vehe kavet merchoù buhez é tont ag un ekzoplanedenn bennak? Ar mennad SETI a zo e bal klask tapout sinaloù é tont ag un intent estrendouarel.


26- An ekzoplanedennoù (1)

26- An ekzoplanedennoù (1)

12/04/2023

Anavet mat e vez ar planedennoù e sistem an heol. A-c'houde gwerso e klaska an astrofizisianed dizoloiñ planedennoù e sistem ar steredennoù arall. Dek vlez zo ne oa ket posubl "gwelout" ar planedennoù-se. Gwellaet eo bet ar binvioù evezhiañ. Miliadoù a "blanedennoù" a zo bet dizoloet. Anvet int "ekzoplanedennoù".


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine