Pa faota da unan bennak diskoueziñ penaos eo bet distrujet an natur get ur gevredigezh, e vez kemeret skouer an Enezenn Bask. Maleurusamant, n'omp ket sur ag ar pezh zo digouezet war an enezenn-se. Evit an enezennn Nauru, e-kreiz ar mor bras Pasifik, e ouiamp penaos eo bet distrujet an natur hag ar gevredigezh.