Muioc'h-mui a charlataned a vez hiriv an deiz. Mar a wezh e seblanta bout skiantel o c'homzoù. Met n'int ket. Feson-ober ar skiant a rika bout resis. Labourioù ur skiantour a zo gwiriet get skiantourion arall a-raok bout embannet.
096-Feson-ober ar skiant-2-2018-50
12/04/2023
Ar wezh-mañ e vo klasket diskoueziñ an diforc'h etre skiant ha faos-skiant (pe fall-skiant).
094-Gwelout an amzer dremenet-2018-48
12/04/2023
Huñvre an dud: mont da welout en amzer da zont pe dont en-dro en amzer dremenet. Piv a ouia n'eo ket posubl gwelout ar pezh a zigouezha bremañ, àr an tach?
093-Mas an Douar-2018-47
12/04/2023
Pouezañ an Douar! Gast! Penaos gober? N'eus ket moian lakaat an Douar war ur bouezerez. Damp da welout Newton ha Cavendish evit gouzout hiroc'h diwar-benn an afer-se.
092-Desibel-2018-46
12/04/2023
An "desibel", anavet gwell c'hoazh get ar simbol dB. Muzuliet e vez live-son un trouz pe ur son get an unanenn-se. Peseurt liamm a zo etre ar live-son ha galloudezh ar son?
091-Heliom-2018-45
12/04/2023
Un elfenn gimiek: an heliom. Puilh en hollved, er stered, met ral-tre war an Douar. Ur gaz implijet get ar glaskourion er laboratorioù fizik evit studiañ ar materi.
090-Ar liv glas-2018-44
12/04/2023
E brezhoneg e vez graet get "glas" evit liv an oabl digoumoul pe liv ar geot. Ar barzh Homer ne anave ket ar liv "glas" (blue). Petra sonjal ag an dra-se? Petra eo ur "liv"?
089-Tsutomu Yamagushi, div wezh en ifern ha chomet bev-2018-43
12/04/2023
Hiroshima ha Nagasaki, miz mae 1945. Div vombezenn taolet get an Amerikaned. Ur bochad tud lazhet pe gloazet er bombezadegoù. Tsutomu Yamagushi a oa e Hiroshima hag e Nagasaki pa oa bet bannet ar bombezennoù. Dre chañs eo chomet bev an den.
088-Emenn emañ kuzhet an estrendouariz-2018-42
12/04/2023
Get sistemoù evel SETI e espera an astrofizikourion tapout ur sinal é tont ag an Estrendouariz. Betek hiriv, sinal ebet. Peadra da vout souezhet pa sonjer er planedennoù niverus a zo er Galaksi. Emenn emañ an Estrendouariz?
087-Un unanenn ispisial, ar c'hilogram-2018-41
12/04/2023
Kumuniezh ar skiantourion a zo bet termenet geti unanennoù a vez implijet er bed a-bezh. Pep unanenn he-deus un termenadur resis-tre. Neoazh, bout a zo unan a chom un tammig ispisial: unanenn ar mas.