E 2011 'oa bet kaset da Veurzh un dra all c'hoazh gant an Amerikaned : an MSL (Mars Science Laboratory e saozneg). E-barzh ar sond-se 'oa ur robot, sur a-walc'h 'peus bet klevet kaoz deuzoutañ : Curiosity. Dominique Merrien zo 'vont da lâret deomp petra neus graet war-c'horre ar blanedenn ruz, deus mikro Benjamin Bouard.
Kalz soñdoù a zo bet kaset da Veurzh, hag an hini gentañ a zo deuet a-benn da vont di a oa Mariner 4, kaset gant an Amerikaned er bloavezh 1965. Dek vloaz goude 'oa bet kaset Viking 1 ha Viking 2 gant an Amerikaned c'hoazh, ha neuze Mars Pathfinder e 1997. Ha kalz traoù a zo bet diskoachet ganto ! Dominique Merrien zo deus mikro Benjamin Bouard.
War-c'horre ar Loar 'zo bet kaset tud, met n'eus ket bet kaset den ebet war-c'horre Meurzh c'hoazh. Ha koulskoude 'zo pell zo eo intereset ar skiantourien gant ar blanedenn ruz. Kalz soñdoù a zo bet kaset eno abaoe muioc'h evit tri-ugent vloaz 'zo ha lod all a vez kaset c'hoazh ingal, gant an Amerikaned, an Indianed pe c'hoazh an Europeaned. Met an URSS an hini 'oa ha noa kaset ar re gentañ etramek Meurzh. Dominique Merrien zo deus mikro Benjamin Bouard.
Daou dra zo o treiñ tro-war-dro da Veurzh evit ar wech. Daou loarell, daou satelit naturel ma karit, Phobos ha Deimos o anv. Ha n'int ket gwall vras avat ! Deimos ne ra nemet pemzek kilometr deus an eil penn d'egile ! Deomp war o c'horre asambles gant Dominique Merrien ha Benjamin Bouard.
Cheñchomp planedenn, deomp da Veurzh bremañ ! Abaoe pell zo tre eo boaz an den da sellet deus ar blanedenn ruz. Un doue a oa memes evit kalz pobloù kozh. Ha goude ar brezel diwezhañ 'oa komañset serten da soñjal lar oa bet tud o veviñ war he c'horre ! Dominique Merrien a zo c'hoazh deus mikro Benjamin Bouard.