N'eus netra nemet gaz e-barzh Yaou. An dra-se zo kaoz n'haller ket bale war e c'horre. Ha na posubl vije bet moaien deomp ober an dra-mañ 'vije bet dav deomp bezañ gouest d'anduriñ e amzer fall. Avelioù foll a zo ha n'eo ket gwall domm an amzer ivez ! Dominique Merrien zo deus mikro Benjamin Bouard en-dro adarre.
Milieroù a dammoù roc'h bras a gaver e-barzh Gouriz an Asteroidennoù, etre Meurzh ha Yaou. Ha chom a reont ar mod-se 'blam d'ar blanedenn Yaou, honnezh zedenn anezho dre gravitadur. Met c'hoarvezout a ra ganto 'wechoù en em « zistagañ », ha mont kuit etramek an Douar . Dominique Merrien zo c'hoazh deus mikro Benjamin Bouard.
N'eo ket gwall aeset mont deus Meurzh da Yaou. Da gentañ tout 'ranker treuziñ ur parkad asteoridennoù ledan-tre. Ur seurt senturenn eo etre an div blanedenn, ken 'vez graet "gouriz an asteoridennoù" deuzoutañ e brezhoneg. Dominique Merrien zo deus mikro Benjamin Bouard en-dro.
Soñdoù ha robotoù a vez kaset ingal da Veurzh bremañ 'zo un nebeut a vloavezhioù 'so, robotoù e-giz TGO pe c'hoazh SEIS. Kalz traoù a zo da studiañ diwar-benn ar blanedenn-mañ. Lakaomp, n'ouzer ket c'hoazh hag-eñ eo bev he c'halon, tomm he c'halon. Dav eo goût petra zo dindan gorre Meurzh a-barzh kas kosmonoted du-hont, c'hwi gompren ! Dominique Merrien zo deus mikro Benjamin Bouard en-dro.