Re bell ganti

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Re Bell Ganti Yaou 4 a viz meurzh

Re Bell Ganti Yaou 4 a viz meurzh

13/04/2023

En abadenn hiziv: -penaos aozañ abadennoù sevenadurel gant ar strizh m'eo ar reolennoù, pa rank an arvesterien bezañ azezet? Hag ar festoù-noz? Rozenn Talec, eus ar Fiselerezh ha Christophe Guilloux eus Finan Bulle, ouzh mikro Enora Molac -savet zo bet ur strollad politik nevez, ur strollad enep-kapitalour, dizalc'hour, ekologour, benelour bloaz zo: Douar ha frankiz, kinniget deomp gant Tim ha Kentigwern, ouzh mikro Tunvezh Vloeguen. Ganti eo kinniget ar c'heleier deomp hiziv ivez. -ur gentel fonologiezh ouzhpenn gant Youen Vloeguen -ur c'hinnig eus ul levr nevez kinniget gant Gilles Penneg, Koktail ar vuhez 2...


Re Bell Ganti Gwener 5 a viz meurzh 2021

Re Bell Ganti Gwener 5 a viz meurzh 2021

13/04/2023

-A-benn an 8 a viz meurzh 'vo lidet evel bep bloaz devezh etrevradoadel gwirioù ar merc'hed. Er bloaz-mañ 'vo ivez deiz-ha-bloaz ar Gumun, ar stourm sitoian bet kaset e Paris 150 bloaz zo. An daoù dra-se zo un digarez brav da enoriñ Nathalie Le Mel, hag aozet 'vo an abadenn-se gant Strollad Kommunour Ker Gemper. Graet 'vo warc'hoazh dirak an ti-kêr, plasenn Sant Kaourintin, da div eur hanter. Nathalie Le Mel, ganet e Brest ha bet Kemperiadez n'eo ket ken anavezet hag he mignonez a stourm hag a harlu, Louise Michel, hag anat eo ma ranker klask renkañ se pa selaouer Yann Foucher kontañ deomp peseurt stourmerez 'oa bet -BARZHAZ: Magali Baron, eus Kuzul ar Brezhoneg, ouzh mikro Tomaz Laken, evit enoriñ Per Denez en dro-mañ. -Roger Geñtric, paotr Pouldregad, a vo en abadenn an DON a-benn disadorn war Radio Kerne. «Ar Geñtric» e-giz vez lesañvet er vro a gonto deomp un tamm deus e vuhez. Yann mil-vicher eo bet. Evel kalz bugale eo bet o tiwall ar saout da gentañ, a-raok mont d'an Normañdi asambles gant e dad da sevel tier en-dro goude ar brezel. Masoner eo bet, ha bloaz eo bet o labourat e-barzh ur gigerez ivez, e bourc'h Pouldregad. Met d'ar c'houlz-se ne veze ket labouret tre e-giz bremañ avat . -AN ALI LENN Histoires de la nuit gant Laurent Mauvignier, setu ali lenn Maryse Evrin deus mediaoueg Alain Gerard e Kemper. Ur romant hir e stumm ur thriller.- Gilles Pennec a zo c'hoazh en abadenn evit komz diwar-benn e levr diwezhañ 'Koktel ar vuhez 2'


Re Bell Ganti Lun 1 a viz meurzh

Re Bell Ganti Lun 1 a viz meurzh

13/04/2023

-Un devezh hep kig er skol, petra a dalv an diviz-se da Timothée Messager, keginer a-vicher ne ra ket implij anezhañ? -Un abadenn-stourm zo bet graet gant izili ar CEPEB 44 (Collectif pour l'Enseignement en Breton dans les Ecoles Publiques de Loire-Atlantique): goulenn a reont gant rektor an akademiezh doujañ da Kod an Desdurezh. Gant Remy Toulhoat, prezidant ar gevredigezh Divyezh Breizh, Renan Kerbiquet, eus Kelennomp, ha Mallorie, mestrez-skol. -Youenn Toudig, studier e Roazhon, a desteni eus an diaes ma vez studiañ abaoe ar bloaz paseet -Karront Sant Jakez: Dominique Merrien a achu da gontañ Sadorn deomp -Div vunutenn evit kompren: anv an te -Al lastezioù koachet: un doser kudennek e Tunizia (Ar bed o treiñ) -Keleier gant Erwan Blanchard


Re Bell Ganti Gwener 26 a viz C'hwrevrer

Re Bell Ganti Gwener 26 a viz C'hwrevrer

13/04/2023

Re Bell Ganti Gwener 26 a viz C'hwrevrer Tangi Louarn, deus an LDH, asambles gant Morgane Bramoullé, da safaret deus al lezennoù "enep-frankiz". Lukian Kergoat, asambles gant Tunvezh Wloegen, da safaret deus ar mell post 5G a zo da vezañ savet e Lokorn. Kronikennoù : Bzzzz Bzzzz Bzzzz / ABT / Ali Lenn Keleier gant Gwenvael Delanoë


Re Bell Ganti Yaou 25 a viz C'hwrevrer

Re Bell Ganti Yaou 25 a viz C'hwrevrer

13/04/2023

Re Bell Ganti Yaou 25 a viz C'hwrevrer Poltred Emmanuelle Eon, kenurzhierez C'hoariva, gant Morgane Bramoullé. Charles Normand, deus Bank ar Boued Kemper, gant Tunvezh Wloegen. Kronikennoù : Pesa' mod vez Lâr't / Ul levr, un oberour / Barzhaz Keleier gant Yuna Kojan


Re Bell Ganti Merc'her 24 a viz C'hwevrer

Re Bell Ganti Merc'her 24 a viz C'hwevrer

13/04/2023

Katell Leon diwar-benn ar raktres magouri e brezhoneg, Levenez. Kronikoù Yec'hed : ar CBD Bed ar babigoù : an torr dougen terapeutek Tennit ho anal : stumm ar gador Labous web : an afer Gamestop Keleier : Tunvezh Glwagen Grandjean Kinniget gant Morgane Bramoullé


Re Bell Ganti Lun 22 a viz C'hwevrer

Re Bell Ganti Lun 22 a viz C'hwevrer

13/04/2023

Pierrick Tardivel ha Fiona Le Boucher, stajiad ha stajiadez e Mervent, stummet en un davarn Olwen Denez,ezel ar strollad EELV, diwar-benn "Afer ar C'hantved" Kronikoù Karront Sant Jakez : ar blanedenn Sadorn 6/7 Ar Bed o Treiñ : stalioù koshañ ar bed 2vn evit kompren : liv ar stered Keleier gant Tunvezh Glwagen-Grandjean Kinniget gant Morgane Bramoullé


Re Bell Ganti Meurzh 23 a viz C'hwrevrer

Re Bell Ganti Meurzh 23 a viz C'hwrevrer

13/04/2023

Re Bell Ganti Meurzh 23 a viz C'hwrevrer Dominique Merrien, asambles gant Benjamin Bouard, da gaozeal deus Perseverañs, ar "rover" zo en em gavet war-c'horre Meurzh. Aline Lemasson, asambles gant Enora Molag (RBG), da bresañtiñ labour Forro na Chuva. Kronikennoù : 'Zhpenn ar Vretoned zo / Kronikenn ar plankton / UDEB / Teñzor ar brezhoneg komzet Keleier gant Erwan Blanchard.


Re Bell Ganti Yaou 18 a viz C'hwrevrer

Re Bell Ganti Yaou 18 a viz C'hwrevrer

13/04/2023

Re Bell Ganti Yaou 18 a viz C'hwrevrer Erwan ar Berr, rener skolaj Diwan Kemper, dre bellgomz gant Laetitia Fitamant, da safaret deus ar c'hentelioù brezhoneg a vo digresket e skolioù ar vro, hervez 'neus lâret Ministr an Deskadurezh. Kenan Autret, asambles gant Maxime Viau (e staj e Radio Kerne), da safaret deus repariñ an otoioù kozh, kentoc'h evit distrujañ anezho. Christian Rogel, asambles gant Ewen Korr (e staj e Radio Kerne), da safaret deus Wikipedia e brezhoneg. Kronikennoù : Pesa' mod vez lâret / Ul levr, un oberour / Barzhaz Keleier gant Yuna Kojan


Re Bell Ganti gwener 19 a viz c'hwevrer 2021

Re Bell Ganti gwener 19 a viz c'hwevrer 2021

13/04/2023

Mont da vanifestiñ disul a-enep da Amazon (Mael Tomaz), en em soñjal war ar feulster revel gouzañvet betek er skolioù-gwellañ (Ewen Le Clec'h, Enora Paniez, studierien e Sciences-Po), hag ivez war an taosoù a vefe tu da implijout evit reolenniñ muioc'h marc'had al lojeiz (Gael Roblin, dilennad e Gwengamp)... Lenn, gant ul levr kinniget gant Maryse Evrin (mediaoueg Alain Gérard, Kemper) Ha chom desket war ar mod e tro ar vro, gras d' hor c'hazetennerien: Yuna Cojean, Erwan Blanchard, Tunvezh Vloaguen...


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine