Re Bell Ganti Yaou 25 a viz Du Meriadeg Lorho Pasco, asambles gant Enora Molac, diwar-benn Ba'n Dañs, pladenn nevez ar C'hreiz Breizh Akademi. Mark Kerrain, asambles gant Laetitia Fitamant, da gaozeal deus katalog nevez Sav-Heol. Morwenna Audic, asambles gant Morgane Cotten, diwar-benn buhez ha diaesamañchoù ar repuidi afgan er Frañs. Kronikennoù : A-Ramp War Gomz / Ul levr, un oberour / Pesa'mod vez lâret Keleier gant Tunvezh Wloegen.
Re Bell Ganti Meurzh 23 a viz Du Tifenn Linéatte, dre bellgomz gant Benjamin Bouard, da safaret deus ar pezh-c'hoari Les Rois Poubelles gant La Obra. Léna Barré, dre bellgomz gant Laetitia Fitamant, da safaret deus ar sizhunvezh War-Sav e Kemper. Kronikennoù : 'Zhpenn ar Vretoned zo / Un den er bed / Teñzor ar brezhoneg komzet Keleier gant Erwan Blanchard
Tangi Louarn eus an LDH aterset da geñver ur vanifestadeg dalc'het dirak prefeti Kemper evit goulenn ma 'vefe tud gwirion atav er prefetioù. Kasourien ha liseidi ha liseadezed ar Skolaj-lise Diwan e Gwened diwar-benn devezh broadel enep an harellerezh er skolioù. (ouzh mikro Enora Molag eus RBG) Kronikennoù 2vn evit kompren : ar butun hag an alkool Karront Sant Jakez : gouriz Kuiper 1/2 Ar Bed o Treiñ : kastizoù krizoc'h krizañ graet d'an ekologourien·ezed er Rouantelezh Unanet Keleier : Tunvezh Glwagen-Grandjean Kinniget gant Morgane Bramoullé
Armel Sec'h, livourez ha skrivagnourez, diwar-benn he daou levr embannet ar bloaz-mañ, ur romant, War glask Kouevr, hag ul levr livadurioù, Awen. Dorig Ar C'hras diwar-benn ar gevredigezh Solidarité Paysanne Kabilie Bretagne. Ur reportaj gant RKB. Kronikennoù Dibab filmoù ar sizhun Desaver-buzhug : magouri ar plant Brav ha bev : ar go 1 Keleier : Yuna Cojean Kinniget gant Morgane Bramoullé
Glenn Jegou, rener arzel Skeudenn, diwar-benn ar fest-noz bras e-kerzh ar festival Yaouank a zo bet nullet. Alixia Thuau e-karg deus ar c'hehentiñ en ACB 44 diwar-benn ar festival C'hoarioù Breizh, ur seurt c'hoarioù olimpik mod-Breizh, a vo dalc'het e 2022 e Naoned. Un atersadenn gant Rose le Troadec, stajiadez e Radio Naoned. Annaig Perron a zo o chom hag e labourat e Bro Ganaki abaoe pell diwar-benn ar referendum war dizalc'hiezh bro Ganaki a vo dalc'het a benn ur miz. Un atersadenn gant Yuna Cojean e RBG. Kronikennoù 2vn evit kompren : ar c'hig sall Karront Sant Jakez : ar galaksiennoù 3/4 Ar Bed o Treiñ : politikerezh al lojeiz e Iwerzhon Keleier : Tomaz Laken Kinniget gant Morgane Bramoullé Re Bell Ganti 15/11/2021 Glenn Jegou, directeur artistique de Skeudenn, à propos des raisons de l'annulation des deux plus grosses soirées du festival Yaouank. Alixia Thuau, chargée de com' à l'ACB 44, sur le festival C'hoarioù Breizh, les Jeux Olympiques bretons, qui auront lieu en 2022 à Nantes. Une interview de Rose le Troadec, stagiaire à Radio Naoned. Annaig Perron, habitante de longue date en Nouvelle Calédonie, à propos du referendum sur l'indépendance du pays. Une interview de Yuna Cojean de RBG. Chroniques 2min pour comprendre : la viande salée Karront Sant Jakez : les galaxies 3/4 Ar Bed o Treiñ : la politique du logement en Irlande Infos : Tomaz Laken Présenté par Morgane Bramoullé
En abadenn hiziv 'vo kaoz eus plas ar maouezed war al leurennoù : 16% deus an arzourien war al leurennoù e sonerezh hengounel a zo maouezed. 16% nemetken. Setu unan deus disoc'hoù an enklask a zo bet embannet gant ar gevredigezh HF Bretagne e miz Gwengolo. Klevet 'vo Erwan Burban, kenurzhier pedagogel ar stummadur Kreiz Breizh Akademi, a zo bet o kemer perzh er bodad labour war al lodenn-se ha Morgane Gregory a son telenn a vo ganeomp avez. Un dibenn-sizhun e brezhoneg er Menez Are a zo bet dalc'het gant KEAV digwener, disadorn ha disul. Boaz eo ar gevredigezh da ginnig seurt darvoudoù evit ar familhoù gant bugaligoù ha bugale hag evit an dud deuet ivez. Klevet 'vo JJ Bihan kenurzhier KEAV ha stajidi ha stajiadezed, yaouank ha kozh adalek 5e05. Un tamm tro e rimp er sinemaioù ivez, Leo Gefard Michel a raio ur rentañ kont deomp eus peseurt ostilhoù implij el liorzh er gronikenn Desaver Buzhug ha c'hoarzhet 'vo ivez da 5e20 gant Janed Nikol, setu anv an istor fentus a vo kontet deomp er gronikenn C'hoarzhadenn.
Samuel Juluan, rener Dizale, ha Yann Rivallan, prezidant Azkrouiñ a aoz ar Faltazi festival, diwar-benn an darvoud bet dalc'het e Kemper an dibenn-sizhun paseet Tangi Poisson, harper ar Stade Rennais ha bet en RCK, diwar-benn dibab ar strollad harperien da chom a-sav gant o oberezhioù 'pad ur prantad didermen. Kronikennoù Sinema : dibab filmoù ar sizhun Desaver buzhug : ober war dro ar gwez C'hoarzhadenn : ar C'hrampouezh Yec'hed : an Artroz Keleier : Yune Cojean Kinniget gant Morgane Bramoullé
Re Bell Ganti Meurzh 28 a viz Gwengolo Riwanon Kervella, asambles gant Tunvezh Wloegen, da safaret deus Kolier an Erminig ar bloaz-mañ. Annaelle Le Pann, asambles gant Laetitia Fitamant, da safaret deus ar festival Dispar Amzer e Douarnenez. Kronikennoù : 'Zhpenn ar Vretoned zo / Un den er Bed / Teñzor ar brezhoneg komzet Keleier gant Tunvezh Wloegen
Ur savadur nevez evit skolaj-lise Diwan Gwened gant liseidi ha liseadezed ha Lors Landat kenrener (ur reportaj gant RBG) Samuel Julien eus Dizale diwar-benn ar c'hasting evit an dresadenn vev Masha ha Michka Kronikennoù Karront Sant Jakez : an oabl don 1/4 2vn evit kompren : an eskern Ar Bed o Treiñ : Unvaniezh Etrevroadel ar Matematikoù Keleier : Tomaz Laken Kinniget gant Morgane Bramoullé
Re Bell Ganti Yaou 23 a viz Gwengolo André Hamon ha Michel Gouilh, asambles gant Benjamin Bouard, da breg deus fest "Le Champ des Possibles" e Kombrit. Jil Killevere, asambles gant Maelle Auzias, diwar-benn ar falc'herien bet galvet gant an archerien e Rostren da roiñ o ADN dezho. Kronikennoù : A-ramp war Gomz / Ul levr, un oberour / Barzhaz / Pesa' mod vé lar't