Avel em fenn

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Avel em fenn - Merc'her 7 a viz C'hwevrer

Avel em fenn - Merc'her 7 a viz C'hwevrer

07/02/2024

Alexandre Casseron ag [Institut du Galo] (https://institutdugalo.bzh/fr/accueil/) :
Labour kizidikaat a zo d'ober c'hoazh evit ma gomprenehe an dud emañ ar gallaoueg ur yezh da vat.
Da glevout e penn kommañs an abadenn. Komzet en doa da Radio Naoned goude un emvod get Ajañs Sevenadurel Breizh e Liger Atlantel.

Sachiñ àr ar gordenn a vo diskouezhet e-pad an hoarioù Olimpeg, e Pariz an hañv-mañ. Muioc'h get prezidant Kevredad sportoù ha c'hoarioù Breizh Serj Falezan. Pennad-kaoz ar sizhun-mañ a zo kinniget get Tunvezh Wloeguen-Grandjean.

Ur bonnreizh nevez a zo e Bro Chile. Ha neventioù talvoudus àr an dachenn politikel. Muioc'h da glevout e kronikenn Las Entrevistas Maëlle Ausias (RKB).

Buhezet oa an abadenn-mañ get Enora Molac dre-eeun a Bondi (RBG). Keleier ar vro & ar bed kaset get Metig Jakez Vargas dre-eeun a Bloneis (Radio Kerne).


Avel em fenn - Meurzh 6 a viz C'hwevrer

Avel em fenn - Meurzh 6 a viz C'hwevrer

06/02/2024

Emañ sezon ar c'hoñkourioù e krogiñ, abretoc'h evit kustumm! Neventioù Kerlenn Pondi & disoc'h lez-varn galv Roazhon a-ziàr un afer perc'hennidigezh ur werzenn da glevout get prezidant ar Gerlenn Eflamm Louis.

Gwelet e vo unan deus sportoù Breizh er C'hoarioù Olimpek e Pariz : sachañ war ar gordenn ! N'eo ket e touezh ar sportoù ofisiel e vo sachet war ar gordenn evel just : e kêriadenn ar c'hoarioù eo e vo diskouezet d'an holl dud o tremen. Displegadurioù Serj Falezan àr ar gevredigezh Sportoù ha C'hoarioù Breizh evit eil tamm an heuliad-mañ. Setu-eñ an den pedet ar sizhun mañ e Pennad-kaoz ar sizhun, doc'h mikro Tunvezh Wloeguen Grandjean.

Adkavit ivez Lenn par gwir par gaou, kinniget get Padrig Drean. Neventioù Brezhoweb a vo da adkavout a benn Dimeurzh 13 a viz C'hwevrer en-dro.

Keleier ar vro hag ar bed get Anton Burel. Avel em fenn a zo bet buhezet dre-eeun a studio RBG e Pondi.


Avel em fenn - Lun 5 a viz C'hwevrer 2024

Avel em fenn - Lun 5 a viz C'hwevrer 2024

05/02/2024

Gwelet e vo unan deus sportoù Breizh er C'hoarioù Olimpek e Pariz : sachañ war ar gordenn ! N'eo ket e touezh ar sportoù ofisiel e vo sachet war ar gordenn evel just : e kêriadenn ar c'hoarioù eo e vo diskouezet d'an holl dud o tremen. Displegadurioù Serj Falezan àr ar gevredigezh Sportoù ha C'hoarioù Breizh evit krogiñ geti. Setu-eñ an den pedet ar sizhun mañ e Pennad-kaoz ar sizhun, doc'h mikro Tunvezh Wloeguen Grandjean.

Un atalier zo bet savet evit kizidikaat ar grennarded d'an handisport. Magali Klecha, kasourez annon, he deus kemeret perzh e aozadur an atalier. Klevet e vo ivez Mael Douna ha Koulma Ar Gall e 4vet klas, ha Thomas Prat, kelenner DKS er skolaj-lise. Ur reportaj get Yuna Kojan.

En abadenn e adkavehet ivez talvoud an osmoz en energiezh, labouret get un embregerezh e Roazhon e kronikenn Loeiz Belleg War Hentoù an Antroposenn ha Mael Gwenneg rener programmoù brezhoneger FR3 Breizh àr Naig ha me, un teul-film nevez savet get Klervi Lalond.

Avel em fenn a zo bet kinniget get Enora Molac e studio RBG (Pondi), Keleier ar vro & ar bed dre-eeun ivez a Landerne (Arvorig FM).


Avel em fenn - Gwener 2 a viz C'hwevrer

Avel em fenn - Gwener 2 a viz C'hwevrer

02/02/2024

Kristen Nikolaz a zo o paouez embann ur ganaouenn nevez anvet Errare Humanum Est. Benjamin Bouard a zo bet o welet anezhañ da c'houzout deus pelec'h e teu an ton-mañ.
Serj Falezan a zo o stourm evit ma vefe c'hoarioù poblek ar maezioù er c'hoarioù Olimpek. Kontañ a ra da Dunvezh Wlagen-Grandjean perak eo ken pouezus derc'hel gant ar c'hoarioù-mañ, dreist ar sach war an tortis.
Keleier ar vro hag ar bed gant Tomaz Laken
Lodenn diwezhañ Pennad-kaoz ar sizhun gant Glen Doujet, eñ zo soner er gompañunezh Panik staliet Melrant.


Avel em fenn - Yaou 1añ a viz C'hwevrer

Avel em fenn - Yaou 1añ a viz C'hwevrer

02/02/2024

Un atersadenn gant Kristen Bodros, desaver dañvadezed e Lannbaeron, evit komz deus ar bleiz e Breizh hag an doare ma c'hell ar chas Patou gwareziñ un tropellad loened. Deus mikro Tunvezh Wlagen-Grandjean.
Ar gronikenn Klak klak klak gant Marin In o kontañ deomp trede sizhunvezh ar redadeg tro ar bed war vor gant ar 6 bag tri gourc'h.
Keleier ar vro hag ar bed kinniget gant Anton Burel
Pevare lodenn Pennad-kaoz ar sizhun gant Glen Doujet, soner staliet e Melrant.


Avel em fenn - Merc'her 31 a viz Genver

Avel em fenn - Merc'her 31 a viz Genver

02/02/2024

Un atersadenn gant Yoann Huiban da geñver ar vanifestadeg a vo aozet d'an 2 a viz C'hwevrer e Sant-Brieg evit souten Diwan hag ar brezhoneg e Aodoù an Arvor. Deus mikro Tunvezh Wlagen-Grandjean.
Ar gronikenn Barzhaz war levrioù evit ar vugale bihan-tout embannet gant ti-embann Sav Heol.
Keleier ar vro hag ar bed kinniget gant Yuna Cojean
Trede lodenn Pennad-kaoz ar sizhun gant Glen Doujet, soner e-barzh ar gompañunezh Panik staliet e Melrant


Avel em fenn - Lun 30 a viz Genver

Avel em fenn - Lun 30 a viz Genver

30/01/2024

N'eo ket bet paeet c'hoazh an digolloù argant prometet get ar Stad d'ar labourizion·ezed-douar da-heul tremen ar gorventenn Ciaran. Disadorn e oa bet aozet ur bodadeg e Plougastel-Daoulaz. Galvet oent get ar Koñfederasion ar Beizanted d'en em gavout dirag an ti-kêr. Un atersadenn get Yuna Cojean.

Penaos e tremen an traoù er gompagnunezh sirk Panik: muioc'h get Glenn Doujet doc'h mikro Caroline Trouillet e Pennad-kaoz ar sizhun.

Adkavit ivez neventioù Brezhoweb get Florent Grouin ha Keleier ar vro Metig Jakez-Vargas dre-eeun a studio Radio Kerne e Ploneiz. Avel em fenn a zo bet buhezet get Enora Molac dre-eeun a Bondi e studio RBG.


Avel em fenn - Lun 29 a viz Genver

Avel em fenn - Lun 29 a viz Genver

29/01/2024

"Quand les femmes prennent la clé des champs" : A-viskoazh e oa bet merc'hed o stourm, neoazh emañ bet diverket o ferzh e lod vrasañ ag ar stourmoù. Ur sell a vo teuret àr ar merc'hed er labourerezh-douar, treuswellus, hep statud betek n'eus ket ken pell 'zo get ar glaskerez [Clémentine Comer] (https://www.cairn.info/publications-de-Cl%C3%A9mentine-Comer--111566.htm) . (Spoiler: èl just o doa stourmet ivez). Muioc'h get aozerez an emgav Anna Quéré, evit ar gevredigezh BCD - Breizh Sevenadurioù. Ha mand oc'h intereset kit da vediaoueg An Oriant da 6e noz a benn ar Gwener 2 a viz C'hwevrer. Un atersadenn get Enora Molac (RBG).

Pennad-kaoz ar sizhun: Glenn Doujet deus ar Gompagnunezh sirk Panik, doc'h mikro Caroline Trouillet (RBG).

Istoér ar vaksin a ya pelloc'h evit prantad Pasteur. Muioc'h get Alan Goulwen, medisin e retret er gronikenn Yec'hed. Adkavit ivez Mael Gwenned rener programmoù e brezhoneg FR3 Breizh àr monet en-dro ar chadenn TV.

An abadenn 'zo bet buhezet get Enora Molac dre-eeun a Bondi e studio RBG. Keleier ar vro & ar bed get Erwan Blanchard dre-eeun a studio Arvorig FM e Landerne.


Avel em fenn - Gwener 26 a viz Genver

Avel em fenn - Gwener 26 a viz Genver

26/01/2024

Diskleriet eo bet gant ar Prezidant Emmanuel Macron e vefe amprouet an unwisk e kant skol, skolaj ha lise adalek miz Gwengolo 2024 evit ma vefe ur stumm hollek adalek miz Gwengolo 2026. Ar skol nemerti e Breizh en deus asantet lakaat an unwisk e plas a zo skol bublik Plouisy. Ar maer en deus tapet an diviz-mañ hep kelaouiñ tud ar skol. Ur vanisfestadeg a zo bet d'ar meurzh 23 a viz Genver ha divizet eo bet an devezh goude chom hep lakaat an unwisk e plas er skol. Nil Caouissin a zo kelenner ha kuzulier Rannvro, reiñ a ra e soñj dre bellgomz.
[Ar gronikenn Barzhaz] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/60817) war levr nevez embannet Mark Kerrain : Gwenn-kann, du-bran ha ruz-tan
Keleier ar vro hag ar bed gant Metig Jakez-Vargas
Ar gronikenn Ur sizhun, ur c'hoari savet gant Ninnog Guillois-Le Dissez war ar c'hoari Citadelles.
Lodenn diwezhañ Pennad-kaoz ar sizhun gant Koupaia Mahé, mansonerez war ar glad war chanter ar Chapel Sant-Gwilhom e Sant-Brieg


Avel em fenn - Yaou 25 a viz Genver

Avel em fenn - Yaou 25 a viz Genver

26/01/2024

Yeun ar Gow oa marv e Gouezeg d'an 22 a viz-C'hwrevrer 1966 ha ret eo lâret an traoù evel m'emaint : ar re yaouank n'o deus klevet kaoz deuzoutañ peurvuiañ ha disoñjet eo bet e skridoù. Disadorn oa bet lakaet ur blakenn da enoriñ Yeun ar Gow war an ti lec'h m'eo ganet e Pleiben. Benjamin Bouard a zo bet e Gouezeg oc'h en em gavout gant Dominique Merrien evit kontañ deus an dra-se.
Ar gronikenn Las Entrevistas savet gant Anjela Stephan : Myrtha a zo mamm Pierina, 80 vloaz eo ha reiñ a ra he soñj war ar votadeg evit ur Bonreizh nevez a oa ba Bro Chile e miz Kerzu 2023.
Keleier ar vro hag ar bed kinniget gant Anton Burel
Pevare lodenn Pennad-kaoz ar sizhun gant Koupaia Mahé, masonerez war ar glad oc'h adkempenn gant an embregerezh ART Chapel Sant-Gwilhom e kreiz-kêr Sant-Brieg.


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine