Bro Naoned aterset

Radio Naoned

Lien copié dans le presse papier.

Atersadenn Jerom Bouthier : Stumman kelenerien·ezed war ar gallaoueg

Atersadenn Jerom Bouthier : Stumman kelenerien·ezed war ar gallaoueg

13/04/2023

Staliet e Roazhon, ensavadur ar gallaoueg en deus kinnget e -kerzh an hañv ur stummadur evit an dud a fell dezho kinnig kentelioù noz e gallaoueg en o c'hevredigezh. 8 den o deus kemeret perzh d'ar stummadur, nag un taol brav ! Un digarez ivez da lakaat ar gaoz war stad ar gallaoueg dibaoe digoradur an ensavadur e 2017. Hag e vez desket muioc'h a c'hallaoueg er skolioù ? hag ez eus muioc'h a c'hallaoueg er mediaoù ? Jêrome Bouthier a lâr hiroc'h da Varianne Vaidie dre bellgomz.


Atersadenn Gilles Servat : Deuet eo 'maez ur bladenn nevez

Atersadenn Gilles Servat : Deuet eo 'maez ur bladenn nevez

13/04/2023

Daoust d'an 50 vloaz a gan hag a sonerezh n'eo ket chomet Gilles Servat a-sav gant al labour, ar c'hontrol-mik zoken. Goude e bladenn « 70 ans .. a l'ouest » deuet maez e 2017 e teu ar c'haner en-dro gant ur pevarad kerdin, pe ur quatuor a cordes ma karit. Mathilde Chevrel er gourviolons, Florianne Le Pottier gant ar violoñs, phillippe Turbin er piano ha Gilles servat gant e vouez hepken. A cordes Desployées setu anv e bladenn nevez deuet 'maez e penn-kentañ miz Gwengolo. Skeudenn gant : Gwenaël Saliou


Atersadenn Vefa L'Hourre : Penngasourez nevez e skolaj Diwan Liger-Atlantel

Atersadenn Vefa L'Hourre : Penngasourez nevez e skolaj Diwan Liger-Atlantel

13/04/2023

Deuet eo poent an distro-skol. Vefa L'Hourre 'deus komanset gant he labour navez evel penngasourez e skolaj Diwan Liger-Atlantel. Tremenet e oa ouzh mikro Marianne Vaidie da gontañ penaos e raio tud skipailh ar skolaj evit degemer ar skolajidi hag ar skolajiadezed er mare drol-mañ. Peseurt reolennoù ha peseurt argerzhadur a vo da vezañ heuliet gant an holl ?


Atersadenn Kristin, Annie ha Danielle : Stal ganañ Kentelioù an Noz

Atersadenn Kristin, Annie ha Danielle : Stal ganañ Kentelioù an Noz

13/04/2023

Ar stal ganañ a vez aozet bep miz gant ar gevredigezh Kentelioù An Noz. Kristin David e-penn ar stal a zispleg deomp penaos e tremen ar stal. Annie ha Danielle anezho perzh eus ar stal-mañ a vo klevet ivez.


Atersadenn Fañch An Henaff : E oberenn e Sant-Ervlan

Atersadenn Fañch An Henaff : E oberenn e Sant-Ervlan

13/04/2023

Kreizenn Dafar Sevenadurel Keltiek (KDSK) ha kreizenn Yezhoù ha Sevenadur o deus pedet ar grafour Fañch An Henaff da skritellañ e labour e sal diskouezadegoù Yezhoù ha Sevenadur. Ul labour levezonet gant ur vuhez sevenadurel ha sokial e Breizh. Gantañ e vo lakaet ar gaoz war ar graferezh, e levr embannet e miz Ebrel 2019, "Skeudennoù : Images et Point de vue" hag an diskouezadeg. Un atersadenn lusket gant ur weladenn aozet evit stajidi Skol an Emsav.


Atersadenn Léo Gefard-Michel : Ti-feurm "La Terre Ferme"

Atersadenn Léo Gefard-Michel : Ti-feurm "La Terre Ferme"

13/04/2023

Ar GAEC (Groupement Agricole d'Exploitation en Commun) "La Terre Ferme" a zo un ti-feurm staliet e kumun Skouvlant (La regrippière) e-tal kichen Gwaled (Vallet). Léo Gefard-Michel a zo unan eus ar strollad tud o deus krouet an ti-feurm-se gant ar pal diorren ur patrom gounezerezh diazezet war an emrenerezh, ar gwerzh war-eeun ha war teknikoù labour naturel evit an douar.


Atersadenn Solenn ha Céline : Ar strollad Sant-Ervlan Boutin

Atersadenn Solenn ha Céline : Ar strollad Sant-Ervlan Boutin

13/04/2023

A-benn miz Meurzh e vo eus an dilennadegoù-kêr e Bro-Frañs. E Sant-Ervlan e vo tri strollad war ar renk : an Aotrou Maer e plas Bertrand Affilé (PS), Matthieu Annereau (LREM) ha Jean-François Tallio eus strollad Ar Re C'hlas. Meur a strollad a zo e skipailh Jean-François Tallio : Saint-Herblain Ville Bretonne, Ensemble Saint-Herblain autrement, Saint-herblain à gauche toute, La France Insoumise, Unvaniezh Demokratel Breizh, Europe Ecologies Les Verts ha Génération Ecologies. Céline Bruneau ha Solenn Pedron a zo e-touez ar re o deus krouet ar strollad « Saint-Herblain, ville Bretonne ». Tamm-ha-tamm o deus skoulmet emglevioù gant listenn Jean-François Tallio : Sant-Ervlan Boutin / Saint-Herblain en commun. Céline Bruneau a gont un tammig hiroc'h deomp. Sant-Ervlan Boutin (1) Souten ar skolioù divyezhek ha Diwan (forfedoù roet gant ar gumun evit an holl skolidi deus Sant-Ervlan o vezañ skoliataet e Naoned Meurgêr + Kinnig d'ar skoazellerien pe skoazellerezed nann-vrezhoneger·ez ur stummadur war ar brezhoneg ... ) Sant-Ervlan Boutin (2) Reiñ un taol sikour ouzhpenn da greizenn Yezhoù ha Sevenadur sed aze ar pezh 'vez kinniget gant ar strollad. Céline Bruneau a zispleg deomp hiroc'h. Sant-Ervlan Boutin (3) 10 vloaz e oa bet sinet karta Ya d'ar Brezhoneg gant ti-kêr St-Ervlan... Un digarez da welet gant Solenn Pedron hag a zo bet e-touez an dilennidi er c'huzul-kêr an araokadennoù graet ganto da-geñver ar brezhoneg. Sant-Ervlan Boutin (4) Dibaoe miz Kerzu emañ ar strollad o taremprediñ gant annezidi Sant-Ervlan gant un alterbus pe c'hoazh un altervan, gant peseurt pal ? Sant-Ervlan Boutin (5)


Atersadenn Brendan hag Ewan : Foar ar vabigouriezh e Kernitron-al-Lann

Atersadenn Brendan hag Ewan : Foar ar vabigouriezh e Kernitron-al-Lann

13/04/2023

A benn disul e kinnigo Kuzul skoazell Diwan Kernitron-al-Lann foar ar vabigouriezh. An darvoud-se zo daou bal anezhan dastum un tamm arc'hant evit ar raktres skol ha daremprediñ gant tud o deus bugale yaouank. Mathieu Rouby zo o teskin brezhoneg gant Skol an Emsav, ar sizhun-mañ emañ e staj e Radio Naoned. Asambles gant Marianne Vaidie o deus aterset Brendan Guillouzic-Gouret hag Ewan Thebaud int o daou perzh eus ar c'huzul skoazell. Ar baotred a lâr deomp hiroc'h diwar-benn ar foar ha stad ar raktres digeriñ ur skol Diwan e Kernitron al lann.


Atersadenn Odile ha Danielle : Ar bodadoù lenn

Atersadenn Odile ha Danielle : Ar bodadoù lenn

13/04/2023

Bep daou viz e vez aozet ur bodad-lenn gant brezhonegerien ha brezhonegerezed a Vro-Naoned e mediaoueg KDSK (Kreizenn Dafar Sevenadurel Keltiek). Lenn muioc'h a levrioù e brezhoneg, diskoachañ levrioù pe diskoachañ en-dro levrioù 'zo, eskemm gant an dud diwar-benn al levr-mañ-levr setu ar pezh vez graet er bodad-lenn. Odile Raynaudon-Kerzhero ha Danielle Padel a zo deuet betek studio Radio Naoned evit kontañ hiroc'h deomp.


Atersadenn Anjela Ilias : Ortofonourez en APAJH 44

Atersadenn Anjela Ilias : Ortofonourez en APAJH 44

13/04/2023

Anjela Ilias 'zo ur plac'h yaouank o chom e Naoned abaoe ur pennadig dija ! Ortofonourez eo hi er gevredigezh APAJH 44 ( Association pour Adultes et Jeunes Handicapés de Loire-Atlantique) hag a sikour an dud nammet en o buhez pemdeziek. Anjela a ra war-dro ar vugale pe ar grennarded dreist-holl gant strafuilhoù a bep seurt. Abaoe pell e ouie Anjela war peseurt micher e felle dezhi mont. Goude he studioù en ur skol ortofonourez e Naoned eo bet o labourat e Bro-Vartinig evel ortofonourez a vicher frank.