Setu eo digor ar chase en-dro ! Pierre 'zo bet kizidikaet yaouank war gwirioù al loened pe c'hoazh ar plas o doa ar boudoù-bev war an tamm douar patatez-mañ. Vejetarian anezhañ, Pierre a gemer perzh ivez e strolladoù-stourm a-enep d'ar chase. Daoust m'eo dañjerus mat stourm war an dachenn ez a Pierre alies da enebiñ ouzh chase war varc'h. Tremenet eo e studio Radio Naoned da zisplegañ ouzh mikro Marianne Vaidie penaos eo douget gant e stourmoù.
Gwenole 'zo tavarnour en davarn Berthom e Naoned. Ha penaos e tle an davarnourien·ezed ober o zamm labour gant ar reolennoù yec'hed nevez. Laurie Le Brouster, a youl-vat evit Radio Naoned, deus mouchet he genou gant ur maskl, tapet he sonenroller ganti ha bet eo o kavout Gwenole war e lec'h labour. Laurie 'deus goulennet gant Gwenole penaos e oa bet chenchet e vuhez vicherel abaoe un nebeud mizioù.
Tud 'zo zo gouest da lâr « forzh penaos n'eus ket bet komzet brezhoneg biskoazh e Naoned ! ». Gevier tout ! Bertrand Luçon 'zo sot gant al lec'hanvadurezh. Kaset 'neus da benn ul labour enklask war an anvioù lec'h e Bro-Naoned dre forzh studiañ ar c'hadastroù kozh 'neus kavet roudoù yezh e-leizh un tamm pep-lec'h el Liger-Atlantel. Peadra da ziskouez 'zo bet komzet brezhoneg amañ, ha da embann ul levr zoken « Noms de lieux bretons du Pays Nantais ». Deuet eo neuze da gontañ da Varianne munudoù e labour prizius.
Marianne he deus bet c'hoant kaout keleier eus Roazhon, ha dreist holl eus mirdi Breizh. Ha setu hi o pellgomz da Baskal Nignol anterour sevenadur anezhañ. Kontañ a ra deomp penaos o deus troet an traoù er mirdi e-pad he goude ar prantad enkaeañ.
Tud bugale Diwan Sant-Ervlan asambles gant dilennidi, dilennadezed ha tud all tost o c'halon ouzh ar brezhoneg oa bet en em vodet dirak rektordi akademiezh Naoned. Ar pal goulenn ma vo kevratet skol Diwan Sant-Ervlan an abretañ ar gwellañ. En o zouez e oa Tangi Louarn deuet da Naoned e anv Kevre Breizh. Displegañ a ra pegent direizh eo stad an traoù. Xavier Grimault zo tad er skol ha perzh eus skipailh BEV : Brezhoneg Evit ar Vugale, ar c'huzul skoazell a glask rastellat arc'hant evit lakaat ar skol da vont en-dro. Testeni a ra d'an diaesterioù arc'hant liammet eus ar fed ne vije ket paeet ar skodenn-skol. Ur skipailh dileuridi ha dileuriadezed a oa sañset bezañ degemeret gant Rektor Naoned. Gireg ar Gevel skolaer ha rener skol Diwan Sant-Ervlan a lâr hiroc'h deomp eus disoc'h an emgav-mañ.
Unan eus ar re o doa lañset ar raktres skol Diwan e Sant-Ervlan eo Tangi Manac'h. D'ar c'hentañ a viz Gwengolo 2020 e lide ar skol-mañ he femvet distro-skol. Un dalc'h a zo koulskoude, n'eo ket kevrataet c'hoazh ! Un diouer a arc'hant eo peogwir n'hall ket bezañ goulennet an treiziad-skol digant ar c'humunioù. Diwan Breizh 'ni eo a rank paeañ ar skolerien·ezed neuze ! A unvouezh e galv tud bugale Diwan koulz ha rouedad Diwan Breizh da vont da vanifestiñ dirak rektordi Naoned d'an 23 a viz Gwengolo da 5 eur d'abardaez. Deuet eo Tangi Manac'h da gontañ deomp istor krouidigezh ar skol hag an diaesterioù arc'hant pe melestradurel. Emañ ouzh mikro Marianne Vaidie.
Tara Adeux 'zo kenurzhierez ar gevredigezh Kentelioù an Noz. Tremenet eo ouzh mikro Marianne Vaidie da gontañ deomp penaos e vo an distro d'ar c'hentelioù brezhonek evit an dud deuet. Kinnig a ra deomp an obererezhioù nevez a vo lakaet pe adlakaet e plas ar bloaz-mañ. A-benn dilun, d'an 21 a viz Gwengolo 2020, e vo dalc'het un emvod distro e kreizenn Yezhoù ha Sevenadur. Evit ma c'hello an dud lakaat o anvioù pe en em didouriñ war mont en-dro ar gevredigezh.
Alixia Thuau zo karget a gehentiñ en ACB (Ajans Sevenadurel Breizhek). Abaoe penn kentañ miz Gwengolo e komañset an ACB en-dro gant e labour aozañ, renabliñ ha brudañ davourdoù sevenadurel e Bro-Naoned. En em gavet eo Alixia ouzh mikro Marianne Vaidie, lakaat a reont ar gaoz war distro an obererezhioù hag an diaesterioù liammet d'an enkadenn yec'hed.
Bep bloaz e kinnig kreizenn Yezhoù ha Sevenadur darvoudoù sevenadurel. Diskouezadegoù, prezegennoù, lid-embann ul levr pe ur bladenn... Klok eo programm emglev bro Liger-Atlantel. Ewan Thébaud a labour evel kenurzhier er gevredigezh, deuet da ginnig programm sevenadurel an distro-skol da Varianne Vaidie.
Skignadennoù filmoù dibaouez, Sine-sonadeg... Brav eo ar programm a vo kinniget gant Gwarez Filmoù Breizh e Naoned evit Devezhioù ar Glad ! D'ar Sadorn 19 ha d'ar Sul 20 a viz Gwengolo 2020 e dielloù an Departamant. Dre bellgomz eo en em gavet Mevena Guillouzic-Gouret da gontañ munudoù an aozadur da Varianne.