Pa vez komzet deus an tad, ar vamm hag all eo un doare evit ar bsikologourien.ezed komz deus rol ur prezegenn evit magañ ha sevel un den. P'emañ ar vamm an hini en deus douget ar bugel en e/he c'hof eo prezegenn an tad nemet ur gomz a zo pal dezhi distagañ ar bugel deus ar vamm.
Displegadennoù Clement Guillanton, bredour e Montroulez.
Ar gouheb, e galleg la frustration, a zo ur santimant a liamm ac'hanomp gant ar reoù all, hag a zo e eien hon deskadurezh. Peseurt liamm en deus gant kemplez ar spasadur, le complexe de castration. Petra a grou ennomp ar gouheb pa vêmp yaouank ?
Ar gerzh, jouissance e galleg, a zo ar fed kaout ur blijadur kreñv. E psikologiezh e vez sellet ar fed ne vefe ket ingal ar c'horfoù gant kromosommoù X pe XY da geñver ar blijadur-mañ. Peogwir eo liammet ar gerzh gant ar folentez : ar fed e vefe ur fin d'ar gerzh a zo un doare da lakaat bevennoù en hon doare da vevañ ha gant-se pas kouezhañ e-barzh ar folentez. Displegadennoù Clément Guillanton, psikologour e Montroulez.
Start eo gouzout piv omp. Startoc'h c'hoazh pa vez lâret deomp en hon bugaleaj piv omp. Penaos n'em denn ar vugale gant tout ar frazennoù tud gour o lâret dezho penaos int dre anien padal e vezont barnet nemet war un emzalc'h gant un den resis en ur prantad resis ? Penaos pouezh en deus ar frazennoù-se da c'houde en hor buhez ? Displegadennoù Clément Guillanton, psikologour e Montroulez.
Evit bezañ emskiant deus hon frommoù, gouzout n'em azasaat dezho ha chom stabil a walc'h en hon spered e c'hell ar bredelfennerezh, psikanaliz, degas oustilhoù evit tapout pellder war hon tresoù spered ha war hon doare da verañ hon buhez.
Clément Guillanton, psikologour e Montroulez
Evit gellout bezañ hon buhez ar gwellañ ma c'hellomp ez eus moaien klask bezañ emskiant deus hon doare da vevañ an darvoudoù, an darempredoù ha klask kontrolliñ ar muiañ ma c'hellomp. Mes faota ket krediñ e c'hellomp bezañ mestr war tout hon frommoù kennebeut. Hag eurüs a-walc'h n'hallomp ket mestroniañ tout. Clément Guillanton, psikologour e Montroulez.
A-wezhoù eo ret asantiñ ne vefe respont ebet da goulennoù a seblant pouezus deomp : petra eo ar garantez ? Petra eo ster ar vuhez ? Piv omp ?
Clément Guillanton, psikologour e Montroulez, a gont deomp petra respont d'an dud pa teuont da welout anezhañ a-benn diskoulmañ goulennoù pouezus dezho.
An neuroz a zo stumm spered darn vrassañ deus an dud. Hag ur c'hard deus an dud a dremen dre prantadoù psikotek, ur stumm spered all. Plas an diemouezh etre an dud en un neuroz hag ar reoù en ur psikoz a zo disheñvel. Setu displegadennoù Clément Guillanton, psikologour 'ba Montroulez.