Ar vredoniezh klinikel, pe psikologiezh klinikel a zo un doare disheñvel da soaniañ 'vit ar psikiatriezh, ar vredvezekniezh. Ar psikologour a zo aze evit selaou an den, hep lakaat anezhañ pe anezhi da soñjal e oar pep tra en e blas pe en he flas.
Pegoulz reiñ louzoù, pegeit amzer ha penaos en ober ? Sed aze sell Clément Guillanton, psikologour, pe bredour e Montroulez. Kontañ 'ra deomp penaos sikour an dud o vevañ un diwaskadenn, "dépression" en galleg, gant al louzoù ha penaos dont a-benn da baouez.