Bac'het en ti

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Adkroget ganti #13

Adkroget ganti #13

13/04/2023

An abadenn adkroget ganti, kaset da benn gant Radio Kerne ha Radio Naoned. Olivier Dussauze eus ar gevredigezh Ribin zo ouzh mikro Laetitia Ur gevelouri nevez e Gwened gant Anais Scornet (Gant Gael Le Du RBG) Fanch Broudig a lak ar gaoz war ar filmig diwar-benn Per Jakez Helias gant Tunvezh Wlagen - Grandjean Div gronikenn : Ar bed o treiñ - An arz hag ar geodedourien yaouank + Istor Breizh gant Visant Roue Ar c'heleier gant Neven Penneg


Adkroget ganti #14

Adkroget ganti #14

13/04/2023

An abadenn adkroget ganti, kaset da benn gant Radio Kerne ha Radio Naoned. Natacha Floc'h a ra ul labour kannadourez evit an departamant dre ar rouedadoù sokial. Sur eo ha n'eo ket marteze da vroudañ an douristed da zont en-dro er vro! Peseurt mod emañ ar sindikadoù o prepariñ ar post-enkañ gant ar gouarnamant? André Gars, eus ar CFDT, zo ouzh mikro Tunvezh vGloaguen-Grandjean. Pemp ploaz zo he doa Tunvezh graet ur weladenn da bPer Perennoù, aet diouzhimp un nebeut deizioù zo. Kontet en doa petra 'oa bet ar skol en e vuhez a vugel ganet en ur familh vras ha paour eus ar Vro Vigoudenn. Ar Bed o Treiñ: ar globul ruz sintetek a zo dioute! Un ali lenn gant Per Miñs-Pegailh: love in vain Keleier gant Tugdual Karluer


Adkroget ganti #12

Adkroget ganti #12

13/04/2023

An abadenn adkroget ganti, kaset da benn gant Radio Kerne ha Radio Naoned. Youn Jardin, ezel eus komite souten ospital Douarnenez, db ar galv da vanifestiñ evit an ospital publik d'ar 16 a viz Even. Florian Pedrot, sokiologour ha kelenner war ar sokiolodiezh, db ar studiadenn Coconel war efed an dispell war spered an dud. Gwenn Drapier, deus Dastum, db dilojadeg ar gevredigezh e Roazhon. Keleier gant Tudual Karluer


Adkroget ganti #11

Adkroget ganti #11

13/04/2023

Adkroget ganti, an abadenn gant Radio Kerne ha Radio Naoned ! Dounia Wolteche, evit safaret deomp deus manifestadeg ar c'hentañ a viz-Mae a oa bet e Sant-Riwall, hag ar fest-noz a oa bet disadorn evit soutenn ar vanifesterien bet paket gant an archerien. Fulub Kere, rener Deskiñ d'an Oadourien, diwar-benn ar stajoù brezhonek a vo e-doug an hañv. Daou dañva bet tennet deus an abadenn Deomp Dezhi, gant Benjamin Bouard. Teir c'hronikenn : Ouzhpenn ar Vretoned zo, ar gronikenn yec'hed hag Ar Bed o Treiñ. Keleier gant Erwan Blanchard.


Adkroget ganti #10

Adkroget ganti #10

13/04/2023

Adkroget ganti, an abadenn gant Radio Kerne ha Radio Naoned ! Elina Vandenbroucke, maerez nevez an Treoù-Kerne, diwar-benn he hent 'sa ar politkerezh lec'hel. Youn Jardin, deus komite souten an ospitalioù lec'hel, diwar-benn an distruj graet d'an ospitalioù e Bro C'hall. Katell Leon, tenzorourez ar mikro-vagouri Youn ha Solena e Sant-Ervlan, diwar-benn kudennoù argant ar gevredigezh. Keleier gant Tunvezh Wloagen-Grandjean.


Adkroget ganti #9

Adkroget ganti #9

13/04/2023

Dominique Merrien, eus ar gevredigezh Loar Gann, en deus roet e sav-poent war embregerezh Elon Musk, SpaceX. Pa grog ar prevez da gemer plas ar stadoù evit beajiñ en egor... Ur sujed gant Tunvezh Vloaguen-Granjean. E miz meurzh e teue e-maez 'Koktail ar vuhez', un dastumad danevelloù gant Gilles Pennec. Bremañ pa c'heller fiñval muioc'h a stal da stal, kit da gaout ho kwerzher levrioù muiañ-karet d'an daoulamm! Jean-Paul Kerdranvat zo bet miliner evel e dad hag e dad-kozh. Un tañva eus an 'Divskouarn o Nijal' a vo kinniget gant Benjamin Bouard disul ha dimeurzh da 12e00 ha da 18e00. Un abadenn a c'heller kaout e podkast dija. Penaos e c'hoarier gant ar ger 'biz' e brezhoneg? Selaouit Liza Jakez-Vargas. Ha pladañ-dibladañ 'vo graet gant an albatrosed : gante e c'heller diskoachañ ar besketourien e-maez lezenn.


Adkroget ganti #8

Adkroget ganti #8

13/04/2023

An abadenn savet asambles gant Radio Kerne ha Radio Naoned. Anton Burel, kuzulier kêr e Kentreg zo ouzh mikro Marianne Vaidie. Claire Cariou deus toullet kaoz gant Laeticia Fitamant diwar-benn ar spered zero lastez a teu anatoc'h-anatañ e penn an dud. Mikael Bihannig ouzh mikro Enora Molac eus Radio Bro Gwened evit kaozeal eus ar pardonioù. Kronikenn Labous Web gant Gwenn Meynier diwar-benn an Arload Stop Covid. Keleier gant Tudual Carluer


Adkroget ganti #7

Adkroget ganti #7

13/04/2023

Adkroget ganti an abadenn gant Radio Kerne ha Radio Naoned. Annaick Loizel, ezelez ar strollad Kernavelo e Kemper, diwar-benn plas ar velo e kêr.Gant Tunvezh Wloagen Grandjean. Camille Diquelou, skolaerez kentañ trede skol Diwan Kemper, da vezañ digoret e miz Gwengolo. Gant Benjamin Bouard. Leo Gerard-Michel, labourer douar e GAEC La Terre, diwar-benn buhez ar baisanted 'pad an dispell. Gant Marianne Vaidie.


Adkroget ganti #6

Adkroget ganti #6

13/04/2023

Adkroget ganti, un abadenn gant Radio Kerne ha Radio Naoned. Hiziv 'vimp asambles gant Keven ar Fur digentañ, prezidant an UJAP Family (kevredigezh suporterien UJAP Kemper), deus mikro Tunvezh Wloegen. Mikael Bihannic a vo deus mikro Enora Molac ivez, evit safaret deomp deus ur pezh mell labour a zo bet kaset da benn gant Breizh Sevenadurioù, diwar-benn ar pardonioù e Breizh. Teir c'hronikenn : Ouzhpenn ar Vretoned 'zo gant Benjamin Bouard, Ar Bed o Treiñ gant Laetitia Fitamant hag ar gronikenn Yec'hed asambles gant Gaelle Pedron ha Tomaz Laken. Keleier gant Erwan Blanchard.


Adkroget ganti #5

Adkroget ganti #5

13/04/2023

Adkroget ganti an abadenn gant Radio Naoned ha Radio Kerne. Stummadurioù kelenn gant Yann-Fulup Dupuy ha Patricia Chorley-Heinot Efed an enkadenn yec'hed er c'humunioù gant Henri Goardon, maer Goulien Stummadur war ar brezhoneg evit an dud a vicher er c'hleweled gant Stephanie Coquillon, kenurzhierez pedagogel e Films en Bretagne Kronikenn Laetitia : an TDN a vez distummet gant ar spont Keleier gant Erwan Blanchard