Bac'het en ti

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Bac'het en ti #2

Bac'het en ti #2

13/04/2023

Bac'het en ti, an abadenn kaset deus tiez skipailh Radio Kerne ha Radio Naoned. En enor da Louise Ebrel, aet d'an anaon. Ro vo skañv an douar dezhi. En abadenn hiziv fardet deus hon tiez e vimp en-dro gant Kami Toulgoat, edukatourez e Lyon dre Skype. Laetitia zo chomet er gêr evit sevel he c'hronikenn diwar-benn Randomma, ul lec'hienn internet a zispak prederioù a-bep seurt. Benjamin 'neus fiñvet eñ evit gellet atersiñ Kaou Dono, skolaer, dre bellgomz deus studio Radio Kerne.


Bac'het en ti #1

Bac'het en ti #1

13/04/2023

Bac'het en ti #1 Marianne 'vo gant Kami Toulhoat edukatourez e Lyon dre Skype, Laetitia 'neus bet tro enrollañ he zamm preder er gêr gant he enroller, Lou ha Melaine o deus eskemmet hag enrollet o c'hronikenn dre skype ha Morgane zo gant he mikro bihan en he burev er gêr gant he chosonioù hag he banne kafe. Bac'het en ti skipailh Radio Kerne ha Radio Naoned met ganeoc'h c'hwi a zo ivez o labourat deus a bell, oc'h ober war dro ho pugale, hag a zo war an hentoù, en ospitalioù pe er stalioù.


Permiere Cai d'avant