Ouzhpenn ar Vretoned a zo

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Orin ar Rapanuied

Orin ar Rapanuied

12/04/2023

War Enez Pask emañ ar Rapanuied o chom abaoe kantvejoù ha kantvejoù. Hervez o c'hoñchennoù kozh ne veze ket gour ebet war an enez-mañ pa oant erruet. Met eus pelec'h oant deuet ? Lod a lâr Amerika ar Su, lod all a vez gwelloc'h Inizi Markiz ganto.


Ar bobl Rohingya

Ar bobl Rohingya

12/04/2023

Ar Rohingyaed a zo ur bobl vusulman eus Birmani, ur vro voudist. Heskinet-mat e vez ar bobl-mañ gant ar gouarnamant ha peurrest ar boblañs. Kalz Rohingyaed a zo divroet e Bangladesh, lod a zo bet distrujet o zier peotramant int bet lazhet.


Ar Bigmeed hag an WWF

Ar Bigmeed hag an WWF

12/04/2023

Ar Bigmeed a rank chaseal evit beviñ. N'hallont ket ober mod-all. Ne blij ket kalz an dra-mañ d'an WWF koulskoude. Evit gwareziñ al loened e vez gopret soudarded gant ar gevredigezh-mañ. Hag ar re-mañ a vez kaset da gêrioù ar Bigmeed ! Survival International 'neus savet klemm ouzh an OCDE.


An Amazonezed

An Amazonezed

12/04/2023

Mojenn an Amazonezed a zo anveet-mat. Ar brezelourezed-mañ a sponte ar C'hreged gozh. Ur vronn 'n em droc'hent kuit da vezañ jenet pa raent gant o gwaregoù. Goût a rit eus pelec'h 'teufe koñchenn an Amazonezed koulskoude ? Abalamour da betra vez graet "Amazon" eus stêr brasañ Amerika ar Su ?


Ar Yuzevien Ruz

Ar Yuzevien Ruz

12/04/2023

Ar Yuzevien Ruz a zo ur bobl vojennek. War meur a garten eus ar Grennamzer e vez kavet anv ar bobl yuzev-mañ. Ha n'eo ket 'met e penn-kentañ an XVIIIvet kantved oa bet dilaosket anezhañ gant ar jeografourien ! Met pelec'h oant o chom ? Ha 'blam da betra oant « ruz » 'ta ?


Kultur ha folkloraj

Kultur ha folkloraj

12/04/2023

Petra eo an diferañs etre ar sevenadur hag ar folkloraj ? Honnezh zo bras. E galleg e vez graet gant an daou gomz-mañ da lâret ar memestra koulskoude !


Ar Garaïmed

Ar Garaïmed

12/04/2023

Gant ar Garaïmed e c'heller bezañ estonet : turk ha yuzev int ! Ar bobl durk nemeti a vev e Bro-Lituania ivez ... Deomp da Drakaï neuze, e-lec'h emañ o sinagogenn ziwezhañ.


ADN hon tadoù-kuñv (2)

ADN hon tadoù-kuñv (2)

12/04/2023

Peseurt-mod ober evit kavout orinoù hon tadoù-kozh ? Meur a zoare 'zo : gant ar yezh, gant ar c'hultur petramant gant an istor ... ha gant an ADN ! Goût a ouzoc'h petra eo un "haplogroup" ? Deuit 'ta, emaomp o vont da zisklipañ an dra-mañ deoc'h !


ADN hon tadoù-kuñv (1)

ADN hon tadoù-kuñv (1)

12/04/2023

Peseurt-mod ober evit kavout orinoù hon tadoù-kozh ? Meur a zoare 'zo : gant ar yezh, gant ar c'hultur petramant gant an istor ... ha gant an ADN ! Goût a ouzoc'h petra eo un "haplogroup" ? Deuit 'ta, emaomp o vont da zisklipañ an dra-mañ deoc'h !


An Aïnoued (2)

An Aïnoued (2)

12/04/2023

Poent-bras eo deskiñ istor an Aïnoued goude bezañ gwelet oc'h orinoù. N'eo ket un istor gwall zrev koulskoude ! Da skladed 'oant bet kaset gant ar Japaned. O yezh hag o sevenadur a oa bet difennet. E-giz-se emañ ar bobl-mañ o vont da zisparisañ.


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine