Patagonia a zo ur vro e kreisteiz Chile hag Arc'hentina. Betek an XVIIIvet e soñje d'an Europaniz e veze kavet mell tud bras eno, tud ramz zoken : ar Batagoned. Lod o deus lâret memes 'veze ar re-mañ ken bras ha daou zen. Hiziv an deiz 'oar ar skiantourien eus pelec'h 'teu ar goñchenn-mañ koulskoude.
Pobloù ha relijionoù a zo an eil re gant ar re all evit ar wech tout. Ouzhpenn dek mil relijion a vefe er bed ! Den ne oar koulskoude pevare eo arruet ar c'hredennoù kentañ e penn hon tadoù-kuñv. An hini goshañ a vefe relijion aborijened Aostralia, bet deuet war wel hanterkant kantved 'zo matrehe.
Al lodenn vrasañ eus ar yezhoù a c'heller eren an eil re ouzh ar re all. Peurvuaiñ 'vez moaien da renkañ anezho en ur familh-yezh bennak : ar yezhoù indo-europeanek, ar yezhoù semitek, ar yezhoù ouralek ... Koulskoude e vez kavet serten re hag a zo o-unan. Eus ar re-mañ e vez graet "yezhoù digenvez".
Daoulagad moan, marchodennoù uhel, dilhajoù disheñvel . Ar Vigouterien ne oant ket Bretoned evel ar re all hervez skiantourien 'zo e fin an XIXvet. Ar re-mañ a soñje dezho e vije deuet tadoù-kozh ar Vigouterien eus Azia zoken ! Pêr-Jakez Helias a vefe eus familh Gengis Khan neuze ?
An oubikeg a veze savaret war bord ar Mor Du betek ar bloavezhioù 1970. Tevfik Esenç a oa an oubiger diwezhañ ha marv eo-eñ e 1992. Kalz yezhourien o deus studiet ar langach-mañ koulskoude, evel Georges Dumézil ha Georges Charachidzé e Bro-Frañs. Ha gwall luziet e oa an oubikeg ! 83 kensonenn a vez kontet !
Petra eo ur bobl ? Diaes eo respont. Ster ar ger-mañ a cheñch kalz hervez ar broioù, an dud hag ar mareoù. « Pobl » a zeu eus « populus » e latin. Met hag-eñ e veze implijet ar ger-mañ evel bremañ ? Ha perak e vez kavet komzoù all evel « ethnie » pe « nation » e galleg ?