Sinema

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Amy

Amy

12/04/2023

SIN-151009-AMY.docx AMY Ur film sevenet gant : Asif Kapadia (2015). Gant : Amy Winehouse, Mark Ronson, Tony Bennett (2e7mn). Kenevez ar film-mañ e vehe tremenet buhez Amy Winehouse hebtin da ouied e oa bet anezhi : da grediñ e vevan er-maez ag ar bed ! Ha nawazh e oa-hi ur ganerez jazz e-mesk re vrudetañ he rummad. Plac'h a Londrez e oa. Diouzhtu e oa daet da voud anavet e bed ar jazz a-gaoz d'he eeunded-spered. Ne driche ket gant ar pezh a skrive na gant ar pezh a lâre. Evid skrivañ e oa donezonet-mat evid taolenniñ e berrgomzoù ar pezh a oa enni, en he c'hreizon. Abred e oa daet da voud anavet, abred o doa merket he sonennoù ar re o c'hleve. Goude boud graet he fazoù kentañ e Camden, ur c'harter a Londrez, e oa bet e New-York. Du-hont e tañvas an alkool hag an drogachoù, ha ne voe ket mui posubl dezhi, daoust d'he strivoù kreñv nawazh, en em zijabliñ anezhe da vad. He gwaz, Blake Fielder-Civil, ne ziskouez ket boud bet un harp eviti war an dachenn-se, ar c'hontrel kentoc'h e oa bet, rag eñv eo en doa he lakaet da heuliañ an hent riskluz-se. Marvet e oa Amy e 2011, d'an oad a 27 vloaz. Ar pezh a sko war hon spered, hed-ha-hed ar film, zo an dichipot ma kas he buhez, krouerez dispar diouzh un tu ha ganti sïoù terrupl : an evaj hag an drogach. Chem he doa, ur bam, mez bresk ha tener-braz en he c'halon e oa. Hec'h edmegerion, sod ganti abalamour d'he c'hanaouennoù, a remerkas buan he dougañs evid ar whisky pe ar gwin. Ar pezh a vage hec'h awen a zaas da voud ar pezh he lakaas da goll he buhez abred. Diskoueziñ a ra ar film pouez ar mediaoù en afer (hag e bal e oa ?). Meur a skenenn a ziskouez pegen didruez e oa an teleioù pe ar journalioù ganti. An dud o-hunan, a-unton gant ar gazetennerion diskorpul, n'he laoske ket e peuc'h biskoazh. Daet e oa he buhez da voud ur merzherinti, hag en em c'houlenn a ra an den penaoz e c'hell ne vern piw bevañ pa vez tud (soded, daw eo henn lâred) ataw é redeg war e lerc'h, noz ha deiz koulz lâred. Gant ar c'hizidig ma oa ar plac'h e oa diaez dezhi derc'hel da voned gant an hent-se. Diaez dezhi ive kroueiñ, diaez dezhi enoriñ ar c'hevradoù sinet eviti gant he melestrerion. Rag n'ankouomp ket an dra-mañ : gant he sonennoù e veze savet pladennoù, ha gant ar pladennoù e tae argant, ur bochad argant da serriñ. Hag evid an argant, anad eo, ne vez ket trawalc'h anezhe biken. Kàer he doa lâred ne oa ket evid moned da droiad-mañ-troiad, ne veze ket chelaouet douti ha kaset e veze, enebti gwezhavez, war he zachenn-emgann : ur leurenn bennag, en Amerik pe en Europ. Gant Asif Kapadia e ta Amy da voud béw diragzimp. Ha diaez ober gwell a-fed buhez, peogwir en deus savet Asif Kapadia e film gant skeudennoù gwirion, brudet pe dianav, a vuhez ar ganerez. Neuze e welomp ar plac'h evel ma oa bet gwelet gant tud an tele, gant ar gazetennerion, ar filmerion, ha ganti he-hunan, rag bourriñ a rae leuskel he mignoned he filmañ en he buhez pemdez. A-dra-sur ema bet Amy, ar vaouez he fennad blew du uhel ganti ataw, un arzourez dispar. Ouzhpenn ur wezh e oa bet roet ar maout dezhi, pandeogwir he doa resevet c'hwec'h Grammy Awards, ar pezh a dalv Oskaroù e bed ar sonerezh. Chom a ra d'an den ur santimant mesket, goude boud he gwelet war ar skramm, goude boud bet un alberz ag he buhez, berr ha ken frouezhuz war-un-dro. Soñjal a raer pegen bresk e c'hell boud bed ar grouerion gwezhavez. Ha ne savehe ket an dober pe an ezhomm a groueiñ diwar ar c'hloaz a sant an den, gwaz pe plac'h, en e askre ? Daoust da lod boud solud a-walc'h beteg achuamant o buhezioù hir, skwerioù a-walc'h zo a dud arall ne badont ket pell goude boud taolet o c'hri ha roet o ferlennoù d'ar bed. Mozart, Novalis, Rimbaud... Mez d'an nebeutañ o doa profet an dud-se o zeñzor. Amy oa unan anezhe. Lod arall, nawazh, ne laoskont roud ebed... Jean-Claude Le Ruyet.20151002b.139D.SIN-151009-AMY.docx AMY Ur film sevenet gant : Asif Kapadia (2015). Gant : Amy Winehouse, Mark Ronson, Tony Bennett (2e7mn). Kenevez ar film-mañ e vehe tremenet buhez Amy Winehouse hebtin da ouied e oa bet anezhi : da grediñ e vevan er-maez ag ar bed ! Ha nawazh e oa-hi ur ganerez jazz e-mesk re vrudetañ he rummad. Plac'h a Londrez e oa. Diouzhtu e oa daet da voud anavet e bed ar jazz a-gaoz d'he eeunded-spered. Ne driche ket gant ar pezh a skrive na gant ar pezh a lâre. Evid skrivañ e oa donezonet-mat evid taolenniñ e berrgomzoù ar pezh a oa enni, en he c'hreizon. Abred e oa daet da voud anavet, abred o doa merket he sonennoù ar re o c'hleve. Goude boud graet he fazoù kentañ e Camden, ur c'harter a Londrez, e oa bet e New-York. Du-hont e tañvas an alkool hag an drogachoù, ha ne voe ket mui posubl dezhi, daoust d'he strivoù kreñv nawazh, en em zijabliñ anezhe da vad. He gwaz, Blake Fielder-Civil, ne ziskouez ket boud bet un harp eviti war an dachenn-se, ar c'hontrel kentoc'h e oa bet, rag eñv eo en doa he lakaet da heuliañ an hent riskluz-se. Marvet e oa Amy e 2011, d'an oad a 27 vloaz. Ar pezh a sko war hon spered, hed-ha-hed ar film, zo an dichipot ma kas he buhez, krouerez dispar diouzh un tu ha ganti sïoù terrupl : an evaj hag an drogach. Chem he doa, ur bam, mez bresk ha tener-braz en he c'halon e oa. Hec'h edmegerion, sod ganti abalamour d'he c'hanaouennoù, a remerkas buan he dougañs evid ar whisky pe ar gwin. Ar pezh a vage hec'h awen a zaas da voud ar pezh he lakaas da goll he buhez abred. Diskoueziñ a ra ar film pouez ar mediaoù en afer (hag e bal e oa ?). Meur a skenenn a ziskouez pegen didruez e oa an teleioù pe ar journalioù ganti. An dud o-hunan, a-unton gant ar gazetennerion diskorpul, n'he laoske ket e peuc'h biskoazh. Daet e oa he buhez da voud ur merzherinti, hag en em c'houlenn a ra an den penaoz e c'hell ne vern piw bevañ pa vez tud (soded, daw eo henn lâred) ataw é redeg war e lerc'h, noz ha deiz koulz lâred. Gant ar c'hizidig ma oa ar plac'h e oa diaez dezhi derc'hel da voned gant an hent-se. Diaez dezhi ive kroueiñ, diaez dezhi enoriñ ar c'hevradoù sinet eviti gant he melestrerion. Rag n'ankouomp ket an dra-mañ : gant he sonennoù e veze savet pladennoù, ha gant ar pladennoù e tae argant, ur bochad argant da serriñ. Hag evid an argant, anad eo, ne vez ket trawalc'h anezhe biken. Kàer he doa lâred ne oa ket evid moned da droiad-mañ-troiad, ne veze ket chelaouet douti ha kaset e veze, enebti gwezhavez, war he zachenn-emgann : ur leurenn bennag, en Amerik pe en Europ. Gant Asif Kapadia e ta Amy da voud béw diragzimp. Ha diaez ober gwell a-fed buhez, peogwir en deus savet Asif Kapadia e film gant skeudennoù gwirion, brudet pe dianav, a vuhez ar ganerez. Neuze e welomp ar plac'h evel ma oa bet gwelet gant tud an tele, gant ar gazetennerion, ar filmerion, ha ganti he-hunan, rag bourriñ a rae leuskel he mignoned he filmañ en he buhez pemdez. A-dra-sur ema bet Amy, ar vaouez he fennad blew du uhel ganti ataw, un arzourez dispar. Ouzhpenn ur wezh e oa bet roet ar maout dezhi, pandeogwir he doa resevet c'hwec'h Grammy Awards, ar pezh a dalv Oskaroù e bed ar sonerezh. Chom a ra d'an den ur santimant mesket, goude boud he gwelet war ar skramm, goude boud bet un alberz ag he buhez, berr ha ken frouezhuz war-un-dro. Soñjal a raer pegen bresk e c'hell boud bed ar grouerion gwezhavez. Ha ne savehe ket an dober pe an ezhomm a groueiñ diwar ar c'hloaz a sant an den, gwaz pe plac'h, en e askre ? Daoust da lod boud solud a-walc'h beteg achuamant o buhezioù hir, skwerioù a-walc'h zo a dud arall ne badont ket pell goude boud taolet o c'hri ha roet o ferlennoù d'ar bed. Mozart, Novalis, Rimbaud... Mez d'an nebeutañ o doa profet an dud-se o zeñzor. Amy oa unan anezhe. Lod arall, nawazh, ne laoskont roud ebed... Jean-Claude Le Ruyet.20151002b.139D.


microbe et gasoil

microbe et gasoil

12/04/2023

SIN-151002-MICROBE ET GASOIL.docx MICROBE ET GASOIL Ur film sevenet gant : Michel Gondry (2015). Gant : Ange Dargent, Théophile Baquet, Diane Besnier, Audrey Tautou (1e43). Gant ar film-mañ e chom ar vakañsoù braz da stranañ un tammig ha vad a ra d'an den hunvreal c'hoazh e-raog ma tay ar gouiañv gant e vrumennoù hag e nozioù hir. Setu istoer follig daou grennard n'o deus ket c'hoant da goll o amzer e-pad an hañv gant o familhoù. Kroget ar soñj en o jiletoù da fabrikañ un oto dezhe, ur menier karavanenn, diwar ur motor touzerez. Rag m'ema Mikrob ur paotrig tener mez leun a vugon diabarzh ha Gazoal un ijiner dispar, e taont da benn ag o zaol. Traouigoù zo a seblant boud diwirhañval a-walc'h, evel skenenn ar jañdarmed é toned da dennañ o fortred dirag ar garavanenn heb klask pelloc'h, en ur grediñ hebkén e oa un tiig savet war bord an hempraz, bokedoù war barlenn ar fenestr. Mez daoust da se e chom béw ar fent beteg ar fin. Kalonoù ar vugale a zo ennimp a drid un tammig c'hoazh dre weled an daou-se é krogiñ er vuhez en ur mod plijuz braz. Unan ag an daou grennard zo avañsetoc'h eged an arall : douzh a seblant n'eus sekred ebed evid Gazoal. Barreg eo war ur bern domanïoù. Evid pezh a sell douzh ar seks ("normal eo en em horjellañ, a lâr da Vikrob, un tammig chifet gant an afer-se, zokén ar wazed dimezet henn gra !"), mez ive evid ur bern traoù arall. Tra m'ema Mikrob ur sort koulouch-e-vamm (fiskal, Audrey Tautou e rol ar vamm-se), ema Gazoal ur spered libr a-walc'h, ur spered pleustreg ampart war ar vuhez a-vremañ, solud war e dreid, solud ive en e benn. Eñv eo a zo mestr Mikrob, gant ar sort mignoniezh-se hag a ziwan d'an termen-se ag ar vuhez etre ar grennarded, unan a bazennoù kentañ ar vuhez brazard. Evel-just eh eus merc'hed ba'n taol, mez a-bell e vezont gwelet, evel un dremmwel diaez da dizhoud. Boud eh eus ag an ollved-sen ive, sur a-walc'h, ha santet e vez Mikrob strafuilhet muioc'h eged Gazoal gantañ. Mez n'eo ket an termen c'hoazh, evid ar paotr e fas ael, da c'hoari koukou gant ar merc'hed. Traoù arall, emgannoù arall zo da gas da benn e-raog : gounid war e aonoù, war e ambazhted, war e harzoù. Daw e vo dezhañ brasaad, kaoud muioc'h a fiziañs ennañ, kuit a droc'hañ e vlew hir marse, sin an tremen etre daou brantad e vuhez. Piw nen deus ket klasket sevel un oto pa oa bihan, gant koad ha rodoù kavet en un doullenn bennag ? Mez gwezharall e veze diaez kaoud motorioù, pa vez kavet ar re-mañ aez a-walc'h bremañ. Ur motor touzerez e chom simpl a-walc'h henn rapariñ, evid ur spered digourdi evel heni Gazoal amañ. O c'haravanenn a zegas soñj a dier damhañval ar barzh-ferailher, Aogust Coudray, a Lizioù, an heni en doa savet ar film J'demande pas la lune, juste quelques étoiles, e 2012. Diwezhañ film Michel Gondry, L'écume des jours, ne oa ket bet a-renk gant e skrid-orin, romant brudet Boris Vian ; dipituz e oa bet kavet gant an darn vuiañ ag an arvesterion. Mez gant Microbe et Gasoil e ta da benn ag e daol : hon lakaad da hunvreal, hon lakaad da grediñ e c'hellomp kreskaad. Ar pezh a ra Mikrob, a zeiz da zeiz e kompagnunezh e gamarad filozofer. Tro-dro dezhe e fich ar vuhez, gant tudennoù drol, fall pe sod gwezhavez, kollet en o c'hustumoù liez, en o sïoù. Mez ar buhezioù nevez a doull an douar evid diwanañ, evid kellidiñ, ha setu gante distabillaet buhez ar re arall, buhez ar re gozh, koshoc'h d'an nebeutañ. Etre Mikrob ha Gazoal ne vez ket splann an traoù bemdez naket. Da beb an amzer e sav bec'h etreze, rag kizidig eo peb unan, na petra 'ta ! Gourc'hemennoù d'an daou aktor yaouank a gas ar film war-raog evid hon brasañ plijadur : ne vehen ket souezhet o gweled o daou war ar leurenn un deiz bennag c'hoazh. Ange Dargent, é sortial ag ar vugaleaj, glan a gorf hag a spered, nerzh gantañ nawazh dindan e bennad blew, ha Théophile Baquet, siriuz evel ur prederour, sur e lâredoù evel re un Ulys a-vremañ, daou aktor a vicher dija, a brof d'ar re vihan ha d'ar re vraz ive ur film fresk ha joaiuz. Jean-Claude Le Ruyet.20151002b.138D.


la belle saison

la belle saison

12/04/2023

SIN-150925-LA BELLE SAISON.docx LA BELLE SAISON Ur film sevenet gant : Catherine Corsini (2015). Gant : Cécile de France, Izïa Higelin, Noémie Lvovsky (1e45). Meur a wezh, goude boud bet er sinema, eh an war ar rouedad da weled penaoz ema kont gant ar filmvarnouriezh. Seul gwezh e remerkan ur liessorted braz a-walc'h, etre ar re a hej per melen a-dreist da benn ar film pa chom lod arall éc'h ober o begoù moan evid ar memez heni. Evid La belle saison ema ur sort. Mez gwazh a-se evid ar re n'o deus ket istimet ar film-mañ, rag evidin ema daet braw gant ar sevenerez, Catherine Corsini. Sav-boent ur vaouez eo, diwar-benn istoerioù merc'hed. Da gentañ em eus dizoloet Izïa Higelin, merc'h he zad. Kanerez eo ive, ha daoust ma nend eo ket amañ he rol kentañ er sinema e oa ar c'hentañ gwezh din d'he gweled. Ha gouied a ra ar plac'h roiñ da ziskouez he santimantoù. N'eo ket gant ardoù, izmodoù pe orimantoù. Nann, trawalc'h dezhi ur sell, un taw, ur ger : gouied a ra damskeudenniñ ar pezh a verw enni, mez ive ar pezh a vrall, ar pezh a argil, ar pezh a derm etre daou soñj eneb. Cécile de France, blew hir dezhi amañ, zo Carole, kelennerez yaouank e penn savadeg ar maouezi e Pariz er bloazioù 1970. Evel-just nen doa ket kroget stourm ar maouezed er bloazioù-se, ur stourm koshoc'h eo. Lâromp neuze e oa bet kavet, er bloazioù-se, ur mod nevez da gas o stourm war-raog gant ar maouezed. Daoust hag an heni mad e oa ? Ema ar matchizm un dra sanket don e pennoù ar wazed c'hoazh, dre ar bed hag er Frañs zokén. Bourret em eus en em gavoud en-dro e amzer ar c'hatrelloù. Ur "c'hatrell" (unan orañj) e oa bet ma oto gentañ, e 1967. Ne oa ket ar 4L-où (Renault) otoioù evel ar re a anavomp bremañ. Kentoc'h e oa ur vouest rodeg. Mez nag a blijadur pa c'helle an den moned da furchal er motor hag ober ar pezh a gare evid he lakaad da voned war-raog en-dro : chañch ar boujïennoù, selled douzh an Delko ha m'oar-me. Kit da c'hoari hiziw gant hoc'h oto, pa n'hellit ket lakaad ur biz nebtu dindan ar c'hapo ! Afer teknisianed o saro gwenn ema daet an otoioù da voud bremañ... Lod ag an dikrierion e kave dezhe e vehe bet gwell diskoueziñ stourm ar maouezed hiziw-an-deiz kentoc'h. Perag pas ? Gwir eo ne seblant ket boutin-braz an emgav etre ar gelennerez a Bariz, dieub en he fenn, (a grede ataw) hag ar beizantez ag ar Gorrèze, Delphine hec'h anw, modelloù ar familhoù kozh en he spered, modell ar gevredigezh hengounel labourerion-douar, sparlet o speredoù douzh ar gizioù nevez. Mez peb unan a dreuz e vuhez gant un istoer dezhañ e-hunan, hag e-mesk ur bern istoerioù tostig an eil re douzh ar re arall eh eus ive istoerioù hag a c'hell boud dishañval braz a-zoc'h re ar muiañ niver. Setu aze danvez ar romantoù, n'eo ket ? Just a-walc'h, penaoz e c'hell ur garantez a-sort gant honnezh ober gant ar liveioù sokial dishañval, maez a Bariz (ur planedenn dezhi he-hunan), etre ur beizantez yaouank hag ur gelennerez, skiant-prenet gant peb unan, evel-just, mez skiant-prenet pell unan a-zoc'h heben ? Ema ar stourm en diw dudenn, hag ar pezh a ro e dalvoud d'ar film just a-walc'h eo gweled penaoz e tro an traoù e penn Delphine dreist-oll. Etre he buhez ha heni he zad, daet klañv braz en un taol, hag he mamm, chomet he-hunan war an dachenn dilezet gant he gwaz ha gant he merc'h. Ha n'eo ket evel-se e ya ar bed war-raog ? Ema an dispac'h un dra dibosubl, a lâre ar prederour, rag n'eo ket empenn mab-den un organ dispac'her, mez unan emdroer ne lâran ket. Red eo leuskel amzer d'an dud da intent ar bed tro-dro, mez muioc'h a amzer c'hoazh marse, evid kompren o bed diabarzh. Re a amzer marse, mez petra 'faot deoc'h ? Mechal mar n'eo ket an amzer rekiz da empenn mab-den evid chañch penn d'ar vazh kudenn vrasañ an denelezh hiziw, just a-walc'h, pa spurmanter ar problemoù a zo é tostaad, hag a c'houlenno gant peb unan chañch ur bern traoù en e vod-bevañ, en e gredennoù ha m'oar-me c'hoazh ? Goude ar glaw e ta an heol, goude ar rannvloaz gàer rannvloazioù arall... Jean-Claude Le Ruyet.20150925c.137D.SIN-150925-LA BELLE SAISON.docx LA BELLE SAISON Ur film sevenet gant : Catherine Corsini (2015). Gant : Cécile de France, Izïa Higelin, Noémie Lvovsky (1e45). Meur a wezh, goude boud bet er sinema, eh an war ar rouedad da weled penaoz ema kont gant ar filmvarnouriezh. Seul gwezh e remerkan ur liessorted braz a-walc'h, etre ar re a hej per melen a-dreist da benn ar film pa chom lod arall éc'h ober o begoù moan evid ar memez heni. Evid La belle saison ema ur sort. Mez gwazh a-se evid ar re n'o deus ket istimet ar film-mañ, rag evidin ema daet braw gant ar sevenerez, Catherine Corsini. Sav-boent ur vaouez eo, diwar-benn istoerioù merc'hed. Da gentañ em eus dizoloet Izïa Higelin, merc'h he zad. Kanerez eo ive, ha daoust ma nend eo ket amañ he rol kentañ er sinema e oa ar c'hentañ gwezh din d'he gweled. Ha gouied a ra ar plac'h roiñ da ziskouez he santimantoù. N'eo ket gant ardoù, izmodoù pe orimantoù. Nann, trawalc'h dezhi ur sell, un taw, ur ger : gouied a ra damskeudenniñ ar pezh a verw enni, mez ive ar pezh a vrall, ar pezh a argil, ar pezh a derm etre daou soñj eneb. Cécile de France, blew hir dezhi amañ, zo Carole, kelennerez yaouank e penn savadeg ar maouezi e Pariz er bloazioù 1970. Evel-just nen doa ket kroget stourm ar maouezed er bloazioù-se, ur stourm koshoc'h eo. Lâromp neuze e oa bet kavet, er bloazioù-se, ur mod nevez da gas o stourm war-raog gant ar maouezed. Daoust hag an heni mad e oa ? Ema ar matchizm un dra sanket don e pennoù ar wazed c'hoazh, dre ar bed hag er Frañs zokén. Bourret em eus en em gavoud en-dro e amzer ar c'hatrelloù. Ur "c'hatrell" (unan orañj) e oa bet ma oto gentañ, e 1967. Ne oa ket ar 4L-où (Renault) otoioù evel ar re a anavomp bremañ. Kentoc'h e oa ur vouest rodeg. Mez nag a blijadur pa c'helle an den moned da furchal er motor hag ober ar pezh a gare evid he lakaad da voned war-raog en-dro : chañch ar boujïennoù, selled douzh an Delko ha m'oar-me. Kit da c'hoari hiziw gant hoc'h oto, pa n'hellit ket lakaad ur biz nebtu dindan ar c'hapo ! Afer teknisianed o saro gwenn ema daet an otoioù da voud bremañ... Lod ag an dikrierion e kave dezhe e vehe bet gwell diskoueziñ stourm ar maouezed hiziw-an-deiz kentoc'h. Perag pas ? Gwir eo ne seblant ket boutin-braz an emgav etre ar gelennerez a Bariz, dieub en he fenn, (a grede ataw) hag ar beizantez ag ar Gorrèze, Delphine hec'h anw, modelloù ar familhoù kozh en he spered, modell ar gevredigezh hengounel labourerion-douar, sparlet o speredoù douzh ar gizioù nevez. Mez peb unan a dreuz e vuhez gant un istoer dezhañ e-hunan, hag e-mesk ur bern istoerioù tostig an eil re douzh ar re arall eh eus ive istoerioù hag a c'hell boud dishañval braz a-zoc'h re ar muiañ niver. Setu aze danvez ar romantoù, n'eo ket ? Just a-walc'h, penaoz e c'hell ur garantez a-sort gant honnezh ober gant ar liveioù sokial dishañval, maez a Bariz (ur planedenn dezhi he-hunan), etre ur beizantez yaouank hag ur gelennerez, skiant-prenet gant peb unan, evel-just, mez skiant-prenet pell unan a-zoc'h heben ? Ema ar stourm en diw dudenn, hag ar pezh a ro e dalvoud d'ar film just a-walc'h eo gweled penaoz e tro an traoù e penn Delphine dreist-oll. Etre he buhez ha heni he zad, daet klañv braz en un taol, hag he mamm, chomet he-hunan war an dachenn dilezet gant he gwaz ha gant he merc'h. Ha n'eo ket evel-se e ya ar bed war-raog ? Ema an dispac'h un dra dibosubl, a lâre ar prederour, rag n'eo ket empenn mab-den un organ dispac'her, mez unan emdroer ne lâran ket. Red eo leuskel amzer d'an dud da intent ar bed tro-dro, mez muioc'h a amzer c'hoazh marse, evid kompren o bed diabarzh. Re a amzer marse, mez petra 'faot deoc'h ? Mechal mar n'eo ket an amzer rekiz da empenn mab-den evid chañch penn d'ar vazh kudenn vrasañ an denelezh hiziw, just a-walc'h, pa spurmanter ar problemoù a zo é tostaad, hag a c'houlenno gant peb unan chañch ur bern traoù en e vod-bevañ, en e gredennoù ha m'oar-me c'hoazh ? Goude ar glaw e ta an heol, goude ar rannvloaz gàer rannvloazioù arall... Jean-Claude Le Ruyet.20150925c.137D.


Le tout nouveau testamant

Le tout nouveau testamant

12/04/2023

SIN-150918-LE TOUT NOUVEAU TESTAMENT.docx LE TOUT NOUVEAU TESTAMENT Ur film sevenet gant : Jaco van Dormael (2015). Gant : Benoît Poelvoorde, Yolande Moreau, Catherine Deneuve, François Damiens, (1e50). An heni kozh, an heni nevez a oa dija, ha setu an heni nevez-flamm. É komz ag an Testamantoù on, ha deuz ar film savet gant Jaco van Dormael. Krogiñ a ra fiskal a-walc'h an traoù, mar faota deoc'h : ema Doue un den abominabl é chom e Brusell, ataw a-dreñv e urzhiataer gant e c'hoari bourraplañ : lakaad ar vuhez da voud an diaesañ posubl evid an denion. Dimezet eo Doue gant ur vaouez kazi-mud, unan sujet d'he gwaz ha just mad d'ober war-dro an ti. Mez ouzhpenn e vab (Jezuz, soñj ' peus ?), eñv en doa bet ur verc'h ive, Ea. Siwazh evid Ea, n'hell ket he zad hec'h añdur, ha nen deus eviti nemed disprizañs. Pa ne ra ket e blac'hig e seizh bolontez e sko warni didruez, tre evel un den fall waet sod ha foll gant ar boeson. Setu aze penaoz e krog an istoer. Lod a welo blasfem e-barzh marse... Adal neuze e komprenomp ne vo ket merc'h Doue tomm-tomm evid diskoueziñ d'he Zad ur garantez tener braz. Ar c'hontrel-mik eo : c'hoant he deus d'en em veñjiñ, ha didruez kàer. Achap a ra ag ar "baradoez" (ur baradoez hag a zo kentoc'h un ifern evid Ea) ha diskenn a ra war an douar. E-raog diskenn he doa goulennet gant he breur penaoz ober "en diaz". He breur, e retred evel delwenn war bufed e vamm, a oui alïañ Ea. Honnañ, e-raog deval, a ya war urzhiataer Doue ha kas a ra d'an oll dud war an douar ur mesaj personel : deiz hag eur o marw ! Setu aze un ide ! Petra a zegouezhe en hon pennoù pa ouiehemp eur hon marw ? Ar re a gav dezhe emaint war an hent mad, emaint éc'h ober ar pezh o doa c'hoant d'ober, marse ne chañchint ket netra en o buhezioù. Mez ar re arall, ar re a ra micherioù didalvoud, a re a véw gant ur pried heuguz, ar re a chom da feneantiñ e-lec'h ober ar pezh o doa bet c'hoant d'ober, pa oant bihan ? Setu aze un aters pouezuz : petra a rahemp ag hon buhezioù pa ouiehemp e chom pemzeg deiz dimp da vevañ ? Sur eh eus tud, ur bern tud, hag o deus traoù da rebech da Zoue, pa ne gomprenont ket netra er vuhez-mañ, pa ne gavont war o hentoù nemed mizeroù, nemed fallentez, nemed drougoù ha kleñvedoù a beb sort. Mard eo gwir e oa bet ur baradoez war an douar, aez eo kompren ema tremenet an amzer-se, gwerso n'omp ket mui e-barzh. Evid ur bochad tud war an douar hiziw ema ar vuhez un tremen en ifern. Ha gant ar film e komprenomp perag : n'eus ket brasañ plijadur evid Doue an Tad nemed sevel lezennoù evid breinañ buhez an dud, gant traoù divalaw braz mez ive gant traoù munut ha kasauz ur spont : da skwer lakaad un tamm bara da gouezhel ataw war an tu gant ar c'honfitur ! Pe lakaad ur lostad tud er supermarc'had da voned fonnaploc'h ataw eged an heni lec'h mah oc'h-c'hwi ! Diskenn a ra Ea war an douar ha moned a ra da glask diskibion da sevel un Testamant Nevez, Nevez-Flamm. Ea n'eo ket evel Jezuz : n'eus ket netra da lâred, mez he breur en doa kenniget dezhi lakaad he diskibion da gomz, da lâred ar pezh a drubuilh pe a rejouis o c'halonoù. N'eus ket par da vBenoit Poelvoorde evid ober un Doue an Tad heuguz. E vaouez, Yolande Moreau zo parfed ive evel maouez sujet. Maleuruzamant eh omp pell ag hon kazeg a-fed Testamant Nevez-Flamm. Setu poent gwan ar film. Ha gwan-gwan ! Rag p'o doa kavet poblañsoù gwezharall ha pa gav hiziw c'hoazh milionoù a dud boued, ha boued maguz ha frouezhuz meur a wezh en daou Destamant arall, hag a-c'houde kantvedoù, ne welomp ket petra a c'hell boud talvouduz er pezh a zo bet renablet e heni Ea. Mantruz eo zokén. E-lec'h roiñ boued d'an dud, dezhe d'en em soñjal un tammig war hon lec'h er bed-mañ, ha war ar perag, e chom an diskibion evel paralizet pa vez kenniget dezhe lâred o soñjoù. Ne gavont netra uhel. Nemed traoù dister, traoù paour a-benn ar fin. Ha dam, ne welomp ket gwell, goude ar film, penaoz "sortiañ ag ar c'hamot" ! Nawazh ne vehe ket fall gweled spisoc'h an dazont... Jean-Claude Le Ruyet.20150918b.136D.


Dheepan

Dheepan

12/04/2023

0SIN-150911-DHEEPAN.docx DHEEPAN Ur film sevenet gant : Jacques Audiard (2015). Gant : Anthonythasan Jesuthasan, Kalieaswari Srinivasan, Claudine Vinasithamby (1e54). Chomet e oa Jacques Audiard gant daou film o doa merket an arvesterion : Le Prophète ha De rouille et d'os. Gant Dheepan eh omp kaset e banlew Pariz, e buhez ur "familh" ag ar Sri Lanka daet da gavoud repu er Frañs. D'ar film-mañ ema bet roet ar lore e Cannes ar bloaz-mañ. Meur a dra interesuz zo er film, taolennet gant ur mestr memestra, gwezh gant ur mestroni disi, mez pas ataw. Ar peb pouezusañ moarvad eo ar feson ma kav an dud-se o lec'hioù en o endro nevez. Da gentañ ne ouiont ket komz galleg, ne ouiont ket hag evaduz eo an dour a red er lavabo, n'anavont ket kalz a dra diwar-benn ar vuhez er bed estren dezhe emaint degouezhet ennañ. Ar plac'hig hebkén a gompren gerioù galleg zo, ur gwir sikour evite memestra da gomañs. Dheepan a oa bet soudard, unan ag an Tigred tamoul eo. An Tigred tamoul oa ar soudarded a oa savet eneb da c'houarnamant reizh Kolombo, kêrbenn enezenn ar Sri Lanka (ez-Seilan). Goulennet o doa, etre 1979 ha 2009, ma vehe bet savet ur stad dizepant, e biz an enezenn, evid ar bobl tamoul (20% ag ar boblañs), mez en aner o doa stourmet er brezel-se. Tost da gant mil den a oa bet lazhet. Ha kuitaet en doa Dheepan ar stourm goude ar faezhidigezh. En dizurzhioù a zegouezh goude sort emgannoù en doa gellet achap gant ur vaouez yaouank hag ur verc'hig naw vloaz kavet war an dachenn, koulz lâred : evel-se e c'hellent kaoud ur statud repuidi, statud roet aesoc'h d'ar familhoù, ha kuitaad ar vro. Ne oa ket ur familh wirion, mez diskoueziñ a rae henn boud. Ne chom ket pell ar film war ar veaj, mez aez eo kompren ne oa ket bet bourrabl bemdez, ken pell m'ema ar Sri Lanka a-zoc'h an Europ, pa welomp pegen diaez e vez treuziñ ar Mor Kreizdouarel an deizioù-mañ evid lod... Ur lec'h bennag a gav Dheepan e-kostez Pariz, ur lec'h, ur loj, ur vicher : gouarner ur batimant e vo. Karget e vo a zerc'hel prop ar lec'h, rapariñ ar pezh a ya da fall, boud ur liamm etre an dud. Ha labour zo. N'o deus ket ar re yaouank-se, dilabour peurvuiañ, kalz a zoujañs evid madoù an oll. O domani eo, gant lezennoù kuzh pe diguzh zokén. Perag kuzhad o c'henwerzh drammoù pa ne weler jamez paotred Mari Robin, da lâred eo ar jañdarmed, é tostaad ? Kaided zo er c'harter, evel ma jaoj d'ar metoù-se. Ha kaided eneb da gaided arall. Ha red da zDheepan ober gante. Mez ne blij ket peb tra dezhañ, santoud a ra eh a an traoù-se a-dreuz, eneb da sioulder ar c'harter, eneb da drankilded an dud ordinel a véw ennañ, eneb dezhañ a-benn ar fin, eñv hag a zo gouarner ar lec'h. Diskouezañ a ra Dheepan boud un den mad, ar pezh a soñj ar plac'h daet gantañ. Mez soudard e oa bet ive, arabad henn ankouaad, na boud ne venn ket dezhañ krogiñ en-dro gant ar vicher-se e neb feson. Ar vuhez meur a wezh a oui astenn dimp ar gordenn hon tago. Ha daoust da zDheepan kaoud c'hoant da zilezel war e lerc'h e amzer dremenet, ha da vad, ennañ e verw ataw e ene soudard. Ha diaez eo dezhañ parraad a lakaad urzh er geoded-se, pa wel a-walc'h e rank an dud a véw enni gouzañviñ, añdur emgannoù, koulz en deiz hag en noz, gant armoù a beb sort. Ha gwirion eo ar pezh a vez taolennet dimp pa vez hanw a ziskouez ar bannlew-se ? Ar re o deus tostaet douzh ar lec'hioù-se a oui e c'hell boud evel-se : an tu pellañ ha tàerrañ a c'heller gweled eo, ha n'eo ket lod peb bannlew en-dro da gêrioù braz zo, euruzamant. Muioc'h eged ar fin, un tammig gwan, a gavan, tu interesusañ oberenn Audiard amañ zo diskoueziñ dimp n'eo ket an diaezamantoù hebkén, mez ive ar chañsoù a c'hell an dud en harlu kavoud war o hentoù. Rag e peb lec'h e vez kavet tud hegarad, hag ouzhpenn-se, zokén gant an dud maez a lezenn e chom jestoù deneg. Daoust d'an endro boud kriz meur a wezh e tiskouez ar film kalonegezh an dud-se, prest d'ober o seizh gwellañ evid sevel ur vuhez nevez, gwell eged an heni bet dilezet gante, pell, du-hont. Daoust pegen rust e c'hellont kavoud o douar nevez, an douar-mañ eo o heni bremañ, ha c'hoant o deus da zoned da benn ar wezh-mañ, gant ur banne karantez ouzhpenn, mar be tu. Jean-Claude Le Ruyet.20150911c.135D.0SIN-150911-DHEEPAN.docx DHEEPAN Ur film sevenet gant : Jacques Audiard (2015). Gant : Anthonythasan Jesuthasan, Kalieaswari Srinivasan, Claudine Vinasithamby (1e54). Chomet e oa Jacques Audiard gant daou film o doa merket an arvesterion : Le Prophète ha De rouille et d'os. Gant Dheepan eh omp kaset e banlew Pariz, e buhez ur "familh" ag ar Sri Lanka daet da gavoud repu er Frañs. D'ar film-mañ ema bet roet ar lore e Cannes ar bloaz-mañ. Meur a dra interesuz zo er film, taolennet gant ur mestr memestra, gwezh gant ur mestroni disi, mez pas ataw. Ar peb pouezusañ moarvad eo ar feson ma kav an dud-se o lec'hioù en o endro nevez. Da gentañ ne ouiont ket komz galleg, ne ouiont ket hag evaduz eo an dour a red er lavabo, n'anavont ket kalz a dra diwar-benn ar vuhez er bed estren dezhe emaint degouezhet ennañ. Ar plac'hig hebkén a gompren gerioù galleg zo, ur gwir sikour evite memestra da gomañs. Dheepan a oa bet soudard, unan ag an Tigred tamoul eo. An Tigred tamoul oa ar soudarded a oa savet eneb da c'houarnamant reizh Kolombo, kêrbenn enezenn ar Sri Lanka (ez-Seilan). Goulennet o doa, etre 1979 ha 2009, ma vehe bet savet ur stad dizepant, e biz an enezenn, evid ar bobl tamoul (20% ag ar boblañs), mez en aner o doa stourmet er brezel-se. Tost da gant mil den a oa bet lazhet. Ha kuitaet en doa Dheepan ar stourm goude ar faezhidigezh. En dizurzhioù a zegouezh goude sort emgannoù en doa gellet achap gant ur vaouez yaouank hag ur verc'hig naw vloaz kavet war an dachenn, koulz lâred : evel-se e c'hellent kaoud ur statud repuidi, statud roet aesoc'h d'ar familhoù, ha kuitaad ar vro. Ne oa ket ur familh wirion, mez diskoueziñ a rae henn boud. Ne chom ket pell ar film war ar veaj, mez aez eo kompren ne oa ket bet bourrabl bemdez, ken pell m'ema ar Sri Lanka a-zoc'h an Europ, pa welomp pegen diaez e vez treuziñ ar Mor Kreizdouarel an deizioù-mañ evid lod... Ur lec'h bennag a gav Dheepan e-kostez Pariz, ur lec'h, ur loj, ur vicher : gouarner ur batimant e vo. Karget e vo a zerc'hel prop ar lec'h, rapariñ ar pezh a ya da fall, boud ur liamm etre an dud. Ha labour zo. N'o deus ket ar re yaouank-se, dilabour peurvuiañ, kalz a zoujañs evid madoù an oll. O domani eo, gant lezennoù kuzh pe diguzh zokén. Perag kuzhad o c'henwerzh drammoù pa ne weler jamez paotred Mari Robin, da lâred eo ar jañdarmed, é tostaad ? Kaided zo er c'harter, evel ma jaoj d'ar metoù-se. Ha kaided eneb da gaided arall. Ha red da zDheepan ober gante. Mez ne blij ket peb tra dezhañ, santoud a ra eh a an traoù-se a-dreuz, eneb da sioulder ar c'harter, eneb da drankilded an dud ordinel a véw ennañ, eneb dezhañ a-benn ar fin, eñv hag a zo gouarner ar lec'h. Diskouezañ a ra Dheepan boud un den mad, ar pezh a soñj ar plac'h daet gantañ. Mez soudard e oa bet ive, arabad henn ankouaad, na boud ne venn ket dezhañ krogiñ en-dro gant ar vicher-se e neb feson. Ar vuhez meur a wezh a oui astenn dimp ar gordenn hon tago. Ha daoust da zDheepan kaoud c'hoant da zilezel war e lerc'h e amzer dremenet, ha da vad, ennañ e verw ataw e ene soudard. Ha diaez eo dezhañ parraad a lakaad urzh er geoded-se, pa wel a-walc'h e rank an dud a véw enni gouzañviñ, añdur emgannoù, koulz en deiz hag en noz, gant armoù a beb sort. Ha gwirion eo ar pezh a vez taolennet dimp pa vez hanw a ziskouez ar bannlew-se ? Ar re o deus tostaet douzh ar lec'hioù-se a oui e c'hell boud evel-se : an tu pellañ ha tàerrañ a c'heller gweled eo, ha n'eo ket lod peb bannlew en-dro da gêrioù braz zo, euruzamant. Muioc'h eged ar fin, un tammig gwan, a gavan, tu interesusañ oberenn Audiard amañ zo diskoueziñ dimp n'eo ket an diaezamantoù hebkén, mez ive ar chañsoù a c'hell an dud en harlu kavoud war o hentoù. Rag e peb lec'h e vez kavet tud hegarad, hag ouzhpenn-se, zokén gant an dud maez a lezenn e chom jestoù deneg. Daoust d'an endro boud kriz meur a wezh e tiskouez ar film kalonegezh an dud-se, prest d'ober o seizh gwellañ evid sevel ur vuhez nevez, gwell eged an heni bet dilezet gante, pell, du-hont. Daoust pegen rust e c'hellont kavoud o douar nevez, an douar-mañ eo o heni bremañ, ha c'hoant o deus da zoned da benn ar wezh-mañ, gant ur banne karantez ouzhpenn, mar be tu. Jean-Claude Le Ruyet.20150911c.135D.


en quête de sens

en quête de sens

12/04/2023

SIN-150626-EN QUÊTE DE SENS.docx EN QUÊTE DE SENS Ur film sevenet gant : Nathanaël Coste ha Marc de la Ménardière (2014). Gant : Vandana Shiva, Pierre Rabhi, Hervé Kempf, Frédéric Lenoir (1e27). Plijoud a ra ar film-mañ d'an dud, war am eus klevet, ha gwir eo e kaver ennañ hag en-dro dezhañ traoù fresk en ur mod. Da gentañ ema bet sevenet gant daou zen yaouank, un tregont vloaz bennag, mar n'eo ket nebeutoc'h. Tud ag hon bed-ni, ar bed kornôgel, pinvidig, sur anezhañ, erfin e-mod-se e oa n'eus ket pell zo c'hoazh, rag kroget o deus an traoù da vrallañ ha da frailhañ muioc'h-mui. Hiziw, gwir eo, en em c'houlenn an dud petra eo petra. Hama, an daou zen yaouank-se zo waet da weled petra a soñj ar re o doa huchet en dezerzh bloazioù zo, heb resev kalz a heklew. Hiziw e kont muioc'h o alioù. Mez brazarded war an oad int kentoc'h, an hucherion-se, tremenet hanter-c'hant vloaz gante. Daoust hag-eñv e tahe d'ar re yaouank mank a dud fur ? Mank a vodelloù ? Daoust hag-eñv ne vehe ket ar re-se, Pierre Rabhi, Vandana Shiva, Jean-Marie Pelt ha m'oar-me c'hoazh furion an amzer a-vremañ ? Marse. Ar pezh a zo, moned a ra Nathanaël ha Marc en arbenn dezhe ha diskoueziñ a raont deskiñ traoù evid an dazont. D'an nebeutañ e klevont respontoù na oant ket é c'hortoz, respontoù nevez, digor war àrc'hoazh ha war an deiz goude. N'eo ket int hebkén a zesk, mez an arvesterion ive. Da skwer, na glaskit ket labour, na c'houlennit ket labour gant tud arall : sinifioud a rahe ar c'hlask-se eh oc'h prest da voud sklav. Nann : savit hoc'h embregenn c'hwi ho-hunan. Bezit kroueour ho puhez. Krogit e-barzh ! Ouzhpenn-se ema bet savet ar film n'eo ket gant ur gompagnunezh amerikan stank niver an dollaroù war he c'hont, pe gant un ti-produañ a Frañs tapet gantañ ur yalc'had braz a-walc'h. Tamm ebed : a-drugarez d'an internaoted, tost d'ur mil anezhe, e oa bet dastumet an argant evid kas ar ragtres da benn. Setu aze un hent nevez da seveniñ traoù zo. Interesusad poent ! Hiziw an deiz e seblant d'an dud n'heller ket doned da benn a netra kén gant an hentoù kozh. Ar politik ? Netra da c'hortoz gantañ. Ar skol ? N'eo ket mui ar pezh a oa. An ekonomiezh ? Etre daouarn tud dilezenn ha divoral. Neuze, petra ober ? Arsa, krogiñ a ra an dud e dornioù an arar, krogiñ a ra ar bobl er sugelloù. Ha setu savet keveladurioù a beb sort evid difenn repuidi amañ, evid difenn ur peizant bio aze, evid plantañ gwez lec'h ma kaver plas, evid sevel ur bank-breuder, evid dasparzh produadur peizanted ar c'hornad, evid netaad an avonoù (gouveroù, gwazhioù, sterioù) ha kement a zo c'hoazh. Komz a raer bremañ ag ar "société civile", da lâred eo ag ar gevredigezh poblel. Ha mall eo moarvad, rag mar n'hell ket peb unan ober kalz a dra en e gorn e c'hell oberennig peb unan doned da voud braz-braz, ramzel zokén pa'n em laka an oll d'ober o lod, evel kolibried. Un dro bale er bed a-hiziw eo, fresk ya, leun a esper. Gwir eo ne ya ket mad an traoù war hon planedenn. Klevet hon eus oll bremañ komz a vMonsanto hag ag an ampouezonoù a strew war an douar. Klevet hon eus komz ag ar brezelioù amañ-a-hont. Mez daoulagad an daou zen yaouank a wel kentoc'h an hentoù nevez a vez diskouezet dezhe gant ar furion vraz. Furion é chom e peb korn ar bed, mez stard ar liamm etreze dre ma tifennont ar memez tra : ar vuhez, an douar, an denelezh. A-benn ar fin ne vez ket desket kalz a dra nevez gant ar film : komz a ran evid ar re hag a heulia ingal problemoù an ekologiezh, an ekonomiezh, ar poblekâdur dre ar bed. Mez ne vo ket kollet hon amzer memestra, rag en ur feson nevez emaint diskouezet dimp, hag un dra vad e vo kleved komz anezhe ur wezh ouzhpenn c'hoazh, rag tostaad a ra an deiz ma vimp koutant da gavoud respontoù deread, respontoù pouelleg douzh atersoù an denelezh. Jean-Claude Le Ruyet.20150626a.124D.


Crosswind

Crosswind

12/04/2023

SIN-1506xx-CROSSINGWINDS.docx CROSSWIND Ur film sevenet gant : Martti Helde (2014). Gant : Laura Peterson, Mirt Preegel (1e27). Gouied a raomp bremañ pesort torfedoù a oa bet graet gant an Nazïed en Europ ha pelloc'h c'hoazh. Mez siwazh n'eo ket bet Hidler ar foll nemetañ hag en doa strewet gwad e gempredidi. Er memez termen ne veze ket fentuz bemdez bevañ e Rusia hag er broioù bet enkorfet en Unvaniezh Sovietel goude Dispac'h 1917. Klevet hor boa komz a brosezoù Moskou, a gasadeg milieradoù a dud beteg finfoñs ar Siberi ; klevet hor boa komz ag ar goulagoù diskrivet ar vuhez enne gant Solyenitsin. Gant ar film-mañ e tizoloomp un tu arall ag ar pezh a oa bet graet gant Stalin, graet anezhañ, ha heb farsal, "Tadig ar pobloù". Tost da c'hwec'h kant mil ag Estonianed a oa bet lazhet gant ar Sovietidi dindan Stalin. Ha muioc'h a vehe bet marse keneve marw hennañ e 1953. An diranted zokén a goll o buhez ! Diskoueziñ a ra ar film Crosswind, dle. eo Kroashent an avel, ar pezh a oa degouezhet gant ur familh estonian goude m'he doa kavet gwell ar vaouez chomel er vro, e-lec'h he c'huitaad, evel ma rae lod. Rag ne fell ket d'an dud selled douzh ar pezh a seblant boud er-maez ag ar skiant vad pe selled douzh ar realded pa vez kriz. Siwazh, tud zo ne gont ket ar vuhez dezhe, nemed pa vez hanw ag o heni. Ide digustum ar film zo ar mod mand eo bet roet da weled penaoz e oa an traoù er prantad skrijuz-se. Gwenn-ha-du, evel a-liez bremañ en-dro. Diskoueziñ a ra ar filmerion distroiñ d'ar gwenn-ha-du, rag gantañ e vez gomet ar pezh nad eo ket pouezuz. Ne chom nemed kalon ar skenennoù, evel e fotoioù Doisneau. Amañ eh eus tud nawazh, helaezh a dud, mez evel delwennoù emaint, evel pa vehent bet troet da vein gant un taol achanterezh. Netra ne fich er film, nemed ar c'hamera. Hag avañs a ra ar c'hamera e-mesk an dud, difonn-kàer, ha tremen a raomp ag ur skenenn d'an arall, beteg gouied ar pezh a oa degouezhet gant ar verc'hig, Eliide, gant ar vamm, Erna, ha gant an tad, Heldur. Diwar lizherioù bet skrivet gant Erna d'he gwaz pemzeg vloaz pad ema bet savet ar senario. Moian ' vehe bet d'ar mod-filmañ-se boud boroduz pe torr-penn. N'eo ket. Gant ar béwhañval ema peb skenenn e c'hellomp tostaad douzh peb unan ag an dud aze, kompren o c'hoantoù er momant diaesañ, gouied ar pezh a soñjent hag ogozig kleved ar pezh a oant é lâred. Ur feson da lakaad an amzer da chom a-sav, da arrest, eo ar filmañ difonn a zo bet. Neuze e c'hellomp kaoud amzer d'en em lakaad e lec'h hennañ pe hennezh, a pa vehe prizoniad pe bourrew, penn-braz ar c'holkoz pe kannad ar soviet lec'hel, pe c'hoazh plac'h daw dezhi plegañ da c'hoantoù he chef pe gwaz oblijet da labourad a-lazh-korf. Diaez eo dimp henn koñseviñ, mez ken braz eo ar Siberi ma en em sante dalc'het an dud gant an natur rust er goulagoù kollet-se. Ur menier frankiz a veze laosket dezhe, bevañ a raent dichadenn, mez ur frankiz faoz e oa. Ha tost e oant da soetiñ boud staget kentoc'h, evid santoud e oant prizonidi just a-walc'h. En ur bed dizesper e oant, ur bed ken kloz gant brasted ar plaenennoù, ar step hag ar c'hoadegi divent tro-dro, ma lame ar vrasted-se digante an c'hoant da achap, ma lame an disterrañ spi : "C'hwi hag a za amañ, ankouait peb goanag !" Bremañ, goude ma oa bet digoret dïelloù an Unvaniezh Sovietel goude dismantr an URSS, e tiskouez ar wirionez penn he fri. N'eus limit ebed d'ar blaoac'h. Ar pezh a zo, n'eo ket ar fallentez nag ar c'hrizder pezh an XXved kantved hebkén, n'eo ket pezh pobladoù dizesk. Speredoù dreist a oa en Alamagn, speredoù dreist a oa er Rusi ive. Ha hiziw n'eo ket tud dizesk hebkén a ya da zibennañ Kopted pe Muzulmaned arall er Siri, pe er Libi. Diaez eo d'an denelezh moned war-raog war hent ar sevenadur. Klask a ra nawazh. Nebeutoc'h-nebeud a Stadoù a asant douzh poan ar marw c'hoazh. Mez diouzh an tu arall e sav tàerderioù arall, trawalc'h d'hon lakaad da grediñ n'eus ket fin ebed da sotoni mab-den. Jean-Claude Le Ruyet.20150612d.122D. SIN-1506xx-CROSSINGWINDS.docx CROSSWIND Ur film sevenet gant : Martti Helde (2014). Gant : Laura Peterson, Mirt Preegel (1e27). Gouied a raomp bremañ pesort torfedoù a oa bet graet gant an Nazïed en Europ ha pelloc'h c'hoazh. Mez siwazh n'eo ket bet Hidler ar foll nemetañ hag en doa strewet gwad e gempredidi. Er memez termen ne veze ket fentuz bemdez bevañ e Rusia hag er broioù bet enkorfet en Unvaniezh Sovietel goude Dispac'h 1917. Klevet hor boa komz a brosezoù Moskou, a gasadeg milieradoù a dud beteg finfoñs ar Siberi ; klevet hor boa komz ag ar goulagoù diskrivet ar vuhez enne gant Solyenitsin. Gant ar film-mañ e tizoloomp un tu arall ag ar pezh a oa bet graet gant Stalin, graet anezhañ, ha heb farsal, "Tadig ar pobloù". Tost da c'hwec'h kant mil ag Estonianed a oa bet lazhet gant ar Sovietidi dindan Stalin. Ha muioc'h a vehe bet marse keneve marw hennañ e 1953. An diranted zokén a goll o buhez ! Diskoueziñ a ra ar film Crosswind, dle. eo Kroashent an avel, ar pezh a oa degouezhet gant ur familh estonian goude m'he doa kavet gwell ar vaouez chomel er vro, e-lec'h he c'huitaad, evel ma rae lod. Rag ne fell ket d'an dud selled douzh ar pezh a seblant boud er-maez ag ar skiant vad pe selled douzh ar realded pa vez kriz. Siwazh, tud zo ne gont ket ar vuhez dezhe, nemed pa vez hanw ag o heni. Ide digustum ar film zo ar mod mand eo bet roet da weled penaoz e oa an traoù er prantad skrijuz-se. Gwenn-ha-du, evel a-liez bremañ en-dro. Diskoueziñ a ra ar filmerion distroiñ d'ar gwenn-ha-du, rag gantañ e vez gomet ar pezh nad eo ket pouezuz. Ne chom nemed kalon ar skenennoù, evel e fotoioù Doisneau. Amañ eh eus tud nawazh, helaezh a dud, mez evel delwennoù emaint, evel pa vehent bet troet da vein gant un taol achanterezh. Netra ne fich er film, nemed ar c'hamera. Hag avañs a ra ar c'hamera e-mesk an dud, difonn-kàer, ha tremen a raomp ag ur skenenn d'an arall, beteg gouied ar pezh a oa degouezhet gant ar verc'hig, Eliide, gant ar vamm, Erna, ha gant an tad, Heldur. Diwar lizherioù bet skrivet gant Erna d'he gwaz pemzeg vloaz pad ema bet savet ar senario. Moian ' vehe bet d'ar mod-filmañ-se boud boroduz pe torr-penn. N'eo ket. Gant ar béwhañval ema peb skenenn e c'hellomp tostaad douzh peb unan ag an dud aze, kompren o c'hoantoù er momant diaesañ, gouied ar pezh a soñjent hag ogozig kleved ar pezh a oant é lâred. Ur feson da lakaad an amzer da chom a-sav, da arrest, eo ar filmañ difonn a zo bet. Neuze e c'hellomp kaoud amzer d'en em lakaad e lec'h hennañ pe hennezh, a pa vehe prizoniad pe bourrew, penn-braz ar c'holkoz pe kannad ar soviet lec'hel, pe c'hoazh plac'h daw dezhi plegañ da c'hoantoù he chef pe gwaz oblijet da labourad a-lazh-korf. Diaez eo dimp henn koñseviñ, mez ken braz eo ar Siberi ma en em sante dalc'het an dud gant an natur rust er goulagoù kollet-se. Ur menier frankiz a veze laosket dezhe, bevañ a raent dichadenn, mez ur frankiz faoz e oa. Ha tost e oant da soetiñ boud staget kentoc'h, evid santoud e oant prizonidi just a-walc'h. En ur bed dizesper e oant, ur bed ken kloz gant brasted ar plaenennoù, ar step hag ar c'hoadegi divent tro-dro, ma lame ar vrasted-se digante an c'hoant da achap, ma lame an disterrañ spi : "C'hwi hag a za amañ, ankouait peb goanag !" Bremañ, goude ma oa bet digoret dïelloù an Unvaniezh Sovietel goude dismantr an URSS, e tiskouez ar wirionez penn he fri. N'eus limit ebed d'ar blaoac'h. Ar pezh a zo, n'eo ket ar fallentez nag ar c'hrizder pezh an XXved kantved hebkén, n'eo ket pezh pobladoù dizesk. Speredoù dreist a oa en Alamagn, speredoù dreist a oa er Rusi ive. Ha hiziw n'eo ket tud dizesk hebkén a ya da zibennañ Kopted pe Muzulmaned arall er Siri, pe er Libi. Diaez eo d'an denelezh moned war-raog war hent ar sevenadur. Klask a ra nawazh. Nebeutoc'h-nebeud a Stadoù a asant douzh poan ar marw c'hoazh. Mez diouzh an tu arall e sav tàerderioù arall, trawalc'h d'hon lakaad da grediñ n'eus ket fin ebed da sotoni mab-den. Jean-Claude Le Ruyet.20150612d.122D. v


intimite

intimite

12/04/2023

SIN-INTIMITE.docx INTIMITÉ Ur film sevenet gant : Patrice Chéreau (2001). Gant : Mark Rylance, Kerry Fox (1e55). Anavet eo Patrice Chéreau, marvet e 2013, evel leurenner teatr hag opera hag evel sevener filmoù brudet a-walc'h evel La chair de l'orchidée (1975), La reine Margot (1994), Ceux qui m'aiment prendront le train (1998), Gabrielle (2005). Fallvrudet e oa e bed ar sinema evid kas stard e gomedianed, evid o lakaad da dostaad douzh bord ar frailhoù a oa enne. Enoret ouzhpenn ur wezh e oa bet evid boud degaset traoù nevez d'ar mod da filmañ. Er film Intimacy/Intimité, savet e 2001 gant komedianed saoz e Londrez, eñv en doa treuzet an harz a vire a filmañ an aktoù seksel evel m'emaint. Barman en ur pub ema Jay, un daou-ugent vloaz bennag dezhañ, ha bevañ a ra e-hunan goude boud kuitaet e bried ha dilezet e zaou grouadur. Beb merc'her d'enderw e resev Jay ur vaouez e kaw e di bihan evid c'hoari ar likon ganti hardizh. Ha kreñv ar liamm etreze, mez ur liamm fizik hebkén, koulz lâred. Rag n'eus ket santimant ebed na stagamant ebed evid magañ an darempred simpl-se. Ogozig digomz e vez an emgavioù, emgavioù berrig a-walc'h ouzhpenn-se. N'anav ket Jay anw ar plac'h zokén. Gant e labour e anav Jay un hañvalrev yaouank daet nevez so da labourad gantañ. Doned a ra hennezh da voud e guzhuter : gantañ a-wael e c'hell komz ag e broblemoù santimantel. Mad. Moian ' vehe bet d'an traoù chomel war an hent-se keneve an c'hoant kroget e jilet Jay da ouied hirroc'h diwar-benn ar plac'h. Hag en em lakaad a ra da heulïañ e genc'hoarierez goude o emgavioù ha kompren a ra ema-hi komedianez ha mamm d'ur paotr bihan. Ur film sine-kleub parfed eo. Merket eo gant ar livioù ruz, melen ha glaz. Gouied a ra Chéreau c'hoari gant ar gouloù, er-maez war an endro ha war fasoù e gomedianed. Ema ar muzik an heni a veze tu da gleved e Bro-Saoz er bloazioù 1980. Ur film pinvidig eo, gant tudennoù bihan leun a vuhez enne, leun a wirionez ive, gant o c'hàerded hag o gwanderioù mizeruz gwezhavez ; gant o inosañs ive, pa vez anw ag ar vugale. Ha gwir an dra-se evid an dudennoù a eil pe a drived renk. Ur skwer eo hag a ziskouez pegen barreg e oa Patrice Chéreau evid sevel senariooù parfed hag evid roiñ korf dezhe tre beteg ar munudoù, evel pa ne vehe ket tra dister ebed war ar skramm. Diskoueziñ a ra amañ nerzh ar garantez korfel. Trawalc'h eo nerzh ar garantez evid lakaad an dud da dostaad unan douzh egile, zokén heb komz. Ema ar garantez fizik gant he reolennoù, he modoù d'ober, he flijadurioù korfel ha speredel evel-just. Mez ive, pelloc'h pe dindan, e verw an dober a eskemm, an ezhomm a ouied piw eo an heni a zo en ho tiwvrec'h, e anw, e vicher, e vuhez familh mar en deus unan. Ema ar santimantoù dindan kroc'henn an dudennoù ; na boud n'int ket galvet diouzhtu e vervont memestra, prest da stivelliñ pa gavint an tu d'henn ober. Hag amañ e welomp penaoz e kellid ar santimantoù, a-nebeudigoù, e askre an daou zen. Moian a vehe bet d'ar film boud ur gentel voralel, ar pezh n'eo ket. N'eus moralenn ebed d'an istoer. Chomel a ray an traoù hanter-hent, marse abalamour mand eo dalc'het peb unan en ur roued misteriuz, bet teiset gant dregsoñjoù ha gant rezonoù talvouduz pe ged, faos abegoù, arguzennoù ha digarezioù toull. Ne vez ket aez ataw troc'hañ net ar liammoù hon stag douzh an tremened. Pa glask an den boud libr da beb termen e sant ive e respontegezh e-keñver ar bed tro-dro. Evel ma lâr ar Priñs Bihan, e rankomp boud responteg ag ar pezh hon eus doñvikaet : peb unan a zo responteg ag e rozenn, ar rozenn en deus plantet ha lakaet da ziwañiñ, da zigoriñ. War ar poent-se just a-walc'h ema an dalc'h : gouied gweled splann etre hon respontegezh hag hon frankiz. Choaz ar respontegezh ha dilezel ar frankiz pe choaz ar frankiz ha kaoc'h d'hon respontegezh ? Moned war-raog gant an daou dra, setu ar pezh a vehe mad, mez n'eo ket an dra-se a vez gwelet en-dro dimp bemdez, ha n'eo ket e traoù ar garantez hag ar galon hebkén a lâran, mez evid peb tra. Dam, luziet e vez ar vuhez liez, traoù kontrel enni, hag amsklaer hon c'hoantoù ive... Jean-Claude Le Ruyet.20150612b.123D.


MAD MAX FURY ROAD

MAD MAX FURY ROAD

12/04/2023

SIN-150529-MAD MAX FURY ROAD.docx MAD MAX FURY ROAD Ur film sevenet gant : George Miller (2015). Gant : Tom Hardy, Charlize Theron, Zoë Kravitz (2e00). Filmoù zo a vez savet kentoc'h evid ar gerent, evid brazarded o deus ankouaet ar pezh a lakae o c'halonoù da dridal ha da gavoud bourrabl pa oant etre pemzeg hag ugent vloaz. Mez pandeogwir e chom e peb den un ene krouadur em eus soñjet e oa ennin ur c'hrennard ive, hanter gousket marse, mez prest da zihuniñ da vad adal ma lakehen un dihunell kreñv a-walc'h e-tal e skouarn. Ha me gant Mad Max enta war "hentoù ar fulor". A dam, evid bouljal e voulje hag evid trouzal e trouze. Pandeogwir e komzer plaen a zazont diasur hon planedenn, da lâred eo dazont an denelezh, hon dazont-ni kwa, e saver filmoù é teurel kont ag an dazont-se. Dam ne wel ket George Miller traoù joaiuz en degvloazadoù da zoned. Berr ar petrol, berr an dour, berr ar boued sur a-walc'h. En e film ema daet an douar da voud un dezerzh edan un heol toemm spontuz ; ne weler ket liw un delienn c'hlaz, netra nemed erinoù, tempestoù traezh ramzel a-sort gant ar re a aloub ar Chin hiziw dre beb diw wezh ar bloaz. Ha dreist-oll tud waet da varbared en-dro. Metal merglet, mekanikoù todionuz, euzhuz ha safaruz, ha traezh beteg an dremmwel, setu bed Mad Max, hon heni a-benn kant vloaz pe nebeutoc'h. Satordallig ! Evel-just en deus gellet unan bennag, kreñvoc'h pe finnoc'h eged ar re arall, lakaad e veli war ur morad sklaved evid boud mestr ag an dour hag ar petrol. Lakaet e vez ar maouezi (bet làeret er broioù tost) da c'henel bugale d'ober soudarded pe sklaved arall. Mez evel-just d'ober mestrezed sentuz ive pa blij d'an aotrou. Setu-ni en-dro gant Lez ar Mirakloù bet gwelet er film Itron-Varia Pariz diwar romant Victor Hugo. Ha tud arall é klask tapoud o lod a blijadurioù ar vuhez ive. Hag un nebeud é klask o frankiz kentoc'h. Mez an oll é klask kavoud esañs da vagañ o roñseed dir merglet toud... Ar senario amañ n'eo ket an dra-se a laka an arvester e galon da dridal. Nann kentoc'h e welomp c'hoarïoù sirk, ur c'horoll jigant edan an heol. Ha distruj, ha lazherezh hed-ha-hed hentoù rouz an dezerzh divent. Dre hon bro, da goulz an hañv, en disterrañ bourc'h, e ta sirkoù bihan da ziskoueziñ d'an dud otoioù braz meurbed é frikañ hag é flastrañ otoioù arall. "Monsters" trouzuz-spontuz gant hanwioù amerikan evel-just. Ale, lec'h d'ar metal, lec'h d'an nerzh kriz, lec'h d'an dismantr ! Gant ar safaruz e vez an arvestoù-se ma rankit tevel, ne vehec'h ket klevet gant hoc'h amezeg. A, plijoud a ra an arvestoù-se dimp ! Warnimp e c'hoari an nerzh kreñv, hoaluz ha sovaj-se : dedennet, sachet ha desachet e vezomp gantañ. Setu perag e vez gwelet kement a dud war ar Champs-Elysées pe dirag o skrammoù-tele da zeiz ar "14 Juillet" evid gweled an défilé. Sellit 'ta pegen kreñv omp ! Amañ, gweled stourmerion pignet e penn perchennoù soupl hag é toned dousig, evel amprevaned dic'hortoz, da dennañ merc'hed a-ziabarzh o otoioù a ya da voud braw. Ya, braw, keneduz zokén ! Estonuz. Ar pezh a blij d'ar grennarded ! C'hoant da zistruj ar bed en deus o dalc'het strizh pemzeg pe ugent vloaz pad, c'hoant da dorriñ o chadennoù. C'hoant d'en em zijabliñ da vad ag ar liammoù a beb sort o dalc'h war treuzoù o buhez nevez. Daw eo din henn ansav : n'em eus ket kavet divourrabl ar film : kredabl eh on chomet ur c'hozh krennard miliget... Nawazh e c'hellomp chomel mantret gant ar pezh a dremen war ar skramm hag er speredoù da-heul. Ar skeudennoù a vez bountet e pennoù ar re yaouank n'int ket skeudennoù a esper mez kentoc'h re ur bed dilezenn ha direizh, ur bed lec'h ma ranko peb unan soñjal ennañ da gentañ evid soviñ e damm buhez, gant ar stard e vo treuzvevañ àrc'hoazh. Lâred a rahen ema an dañjer aze, mez komprenet ho peus ne gomzan ket mui bremañ evel unan yaouank mez evel ur c'hozh den e vehe gwell dezhañ serriñ e veg hag ober lec'h d'ar yaouankizoù. Nawazh, ha ne vehe ket bremañ pal meur ar bed a-bezh stagañ da sevel ur mod arall da genvevañ ? Rag bevañ evel kamaraded Mad Max pe evel e enebourion, ha bevañ eo c'hoazh ? Jean-Claude Le Ruyet.20150529c.121D.SIN-150529-MAD MAX FURY ROAD.docx MAD MAX FURY ROAD Ur film sevenet gant : George Miller (2015). Gant : Tom Hardy, Charlize Theron, Zoë Kravitz (2e00). Filmoù zo a vez savet kentoc'h evid ar gerent, evid brazarded o deus ankouaet ar pezh a lakae o c'halonoù da dridal ha da gavoud bourrabl pa oant etre pemzeg hag ugent vloaz. Mez pandeogwir e chom e peb den un ene krouadur em eus soñjet e oa ennin ur c'hrennard ive, hanter gousket marse, mez prest da zihuniñ da vad adal ma lakehen un dihunell kreñv a-walc'h e-tal e skouarn. Ha me gant Mad Max enta war "hentoù ar fulor". A dam, evid bouljal e voulje hag evid trouzal e trouze. Pandeogwir e komzer plaen a zazont diasur hon planedenn, da lâred eo dazont an denelezh, hon dazont-ni kwa, e saver filmoù é teurel kont ag an dazont-se. Dam ne wel ket George Miller traoù joaiuz en degvloazadoù da zoned. Berr ar petrol, berr an dour, berr ar boued sur a-walc'h. En e film ema daet an douar da voud un dezerzh edan un heol toemm spontuz ; ne weler ket liw un delienn c'hlaz, netra nemed erinoù, tempestoù traezh ramzel a-sort gant ar re a aloub ar Chin hiziw dre beb diw wezh ar bloaz. Ha dreist-oll tud waet da varbared en-dro. Metal merglet, mekanikoù todionuz, euzhuz ha safaruz, ha traezh beteg an dremmwel, setu bed Mad Max, hon heni a-benn kant vloaz pe nebeutoc'h. Satordallig ! Evel-just en deus gellet unan bennag, kreñvoc'h pe finnoc'h eged ar re arall, lakaad e veli war ur morad sklaved evid boud mestr ag an dour hag ar petrol. Lakaet e vez ar maouezi (bet làeret er broioù tost) da c'henel bugale d'ober soudarded pe sklaved arall. Mez evel-just d'ober mestrezed sentuz ive pa blij d'an aotrou. Setu-ni en-dro gant Lez ar Mirakloù bet gwelet er film Itron-Varia Pariz diwar romant Victor Hugo. Ha tud arall é klask tapoud o lod a blijadurioù ar vuhez ive. Hag un nebeud é klask o frankiz kentoc'h. Mez an oll é klask kavoud esañs da vagañ o roñseed dir merglet toud... Ar senario amañ n'eo ket an dra-se a laka an arvester e galon da dridal. Nann kentoc'h e welomp c'hoarïoù sirk, ur c'horoll jigant edan an heol. Ha distruj, ha lazherezh hed-ha-hed hentoù rouz an dezerzh divent. Dre hon bro, da goulz an hañv, en disterrañ bourc'h, e ta sirkoù bihan da ziskoueziñ d'an dud otoioù braz meurbed é frikañ hag é flastrañ otoioù arall. "Monsters" trouzuz-spontuz gant hanwioù amerikan evel-just. Ale, lec'h d'ar metal, lec'h d'an nerzh kriz, lec'h d'an dismantr ! Gant ar safaruz e vez an arvestoù-se ma rankit tevel, ne vehec'h ket klevet gant hoc'h amezeg. A, plijoud a ra an arvestoù-se dimp ! Warnimp e c'hoari an nerzh kreñv, hoaluz ha sovaj-se : dedennet, sachet ha desachet e vezomp gantañ. Setu perag e vez gwelet kement a dud war ar Champs-Elysées pe dirag o skrammoù-tele da zeiz ar "14 Juillet" evid gweled an défilé. Sellit 'ta pegen kreñv omp ! Amañ, gweled stourmerion pignet e penn perchennoù soupl hag é toned dousig, evel amprevaned dic'hortoz, da dennañ merc'hed a-ziabarzh o otoioù a ya da voud braw. Ya, braw, keneduz zokén ! Estonuz. Ar pezh a blij d'ar grennarded ! C'hoant da zistruj ar bed en deus o dalc'het strizh pemzeg pe ugent vloaz pad, c'hoant da dorriñ o chadennoù. C'hoant d'en em zijabliñ da vad ag ar liammoù a beb sort o dalc'h war treuzoù o buhez nevez. Daw eo din henn ansav : n'em eus ket kavet divourrabl ar film : kredabl eh on chomet ur c'hozh krennard miliget... Nawazh e c'hellomp chomel mantret gant ar pezh a dremen war ar skramm hag er speredoù da-heul. Ar skeudennoù a vez bountet e pennoù ar re yaouank n'int ket skeudennoù a esper mez kentoc'h re ur bed dilezenn ha direizh, ur bed lec'h ma ranko peb unan soñjal ennañ da gentañ evid soviñ e damm buhez, gant ar stard e vo treuzvevañ àrc'hoazh. Lâred a rahen ema an dañjer aze, mez komprenet ho peus ne gomzan ket mui bremañ evel unan yaouank mez evel ur c'hozh den e vehe gwell dezhañ serriñ e veg hag ober lec'h d'ar yaouankizoù. Nawazh, ha ne vehe ket bremañ pal meur ar bed a-bezh stagañ da sevel ur mod arall da genvevañ ? Rag bevañ evel kamaraded Mad Max pe evel e enebourion, ha bevañ eo c'hoazh ? Jean-Claude Le Ruyet.20150529c.121D.


L'épreuve

L'épreuve

12/04/2023

SIN-150515-L'ÉPREUVE.docx L'ÉPREUVE Ur film sevenet gant : Erik Poppe (2013). Gant : Juliette Binoche, Nikolaj Coster-Waldau. Ar re a vourr é weled Juliette Binoche er sinema a gavo ouzhpenn o lod gant ar film-mañ daet er-maez daou vloaz so. Unan ag he roloù bravañ marse, beteg bremañ, rag e barr he brud ema Juliette Binoche amañ, e barr hec'h ampartiz da voud an heni a rank boud hervez ar senario. Hi zo ar vamm hag a gar he bugale, ar bried hag a gar he gwaz. Mez hi zo ive fotograferez tachadoù brezel ar bed, ar vaouez he deus c'hoant d'ober ar pezh a gar ag he buhez, ar pezh he deus choazet hag a blij dezhi, dreist-muzul marse. Ha dre he dremm leun ar skramm gantañ, dre he fas hag e fiñvadennigoù, dre he selloù, eeun pe dizeeun, dre krenadennoù he diwweuz, e ro an aktorez dimp da santoud he bed diabarzh, da zivinañ ar stourm a zo enni evid derc'hel war he hent dezhi an tri pe pewar jao a stlej he c'harr. An titl, L'épreuve, "an Amprou", a zegas da veur a amprou e gwirionez, mez an oll anezhe ned aont d'ober nemed unan, a-benn ar fin. Ema Rebecca ur plac'h un daou-ugent vloaz bennag. Daet eo da voud unan ag ar pemp kazetenner-brezel brudetañ hon planedenn. Ar pezh a vern dezhi zo moned an tostañ ma c'hell douzh an tachadoù lec'h ma vez an dud douzh en em lazhañ e mod pe vod. Tostaad a ra douzh terroristed Kaboul pe Bagdad, douzh an dienez er c'hampoù repuidi. Gant an adrenalin a red en he gwazhiad eh a ataw. Ar pezh a vez é klask kousto pe gousto, ouzhpenn-se. Ha baraka ganti dalbezh, da lâred eo chañs, beteg an deiz-se ma tarzh ur vombenn just etalti, ha hi gloazet ha distro d'ar gêr, distro d'he familh. Setu re evid he gwaz hag o diw verc'h, dreist-oll evid an heni goshañ, krennardez yaouank. Penaoz e c'hello Rebecca lakaad e peuc'h he c'hoantoù kontrel ? Penaoz akordiñ toud ar pezh a zo saour he buhez : he micher dañjeruz, ken divoutin ha ken gloriuz, mez ive he familh, he mignoned ? Petra 'ta he laka da foetiñ bro dalc'hmat e-risk a goll he buhez da beb termen ? Roiñ d'ar bed d'anavoud stad truezuz an traoù ? Roiñ da ouied, d'ar re hag a gousk c'hweg bemnoz en o gweleioù klouar hag a zebr o gwalc'h bemdez-Doue, ar pezh a zegouezh er-maez, er broioù pell ha ken tost war-un-dro ? Soñjomp e portredoù Delgado. Soñjomp e kelaouadennoù tud kaloneg a-walc'h evid kas dimp fotoioù ag an Irak, ag ar Siri, ag an Afghanistan pe an Dombas. An dober a ouied a c'houlenn ma sav tud prest da destenïañ. Ur goulenn eo, ur goulenn ag ar gevredigezh partoud er bed. Setu perag e prenomp kazetennoù. Setu perag e vourromp é chelaou douzh an doereioù ha selled douzh ar journalioù-tele... Daoust d'an traoù-se e rank Rebecca gouied petra eo motor he buhez, petra eo nerzh hec'h ivoul vicherel, petra he laka da fichal bepred ha da voned da zarempredañ an dañjer. Micherioù a-sort-se a jaoj da dud difamilh, gant an diasur e vez peb kevredi, peb mision. Mez daw eo dezhi kontiñ gant he gwaz hag he merc'hed. Ha tra ma sav he gwaz enebti e chom sourprenet Rebecca, ha fier sur a-walc'h, gant c'hoant he merc'h vrasañ da voned d'ar C'henia ganti, evid komz ag ar veaj-se en he skolaj goude. Merc'h he mamm eo Katell ! Pandeogwir ema ar veaj-se dindan beli an ONU, ha sañset dizañjer, eh asant an tad o leuskel o diw da voned du-hont. Mez pa dro an traoù da fall n'hell ket Rebecca parraad douzh he gwad a verviñ, daoust d'he merc'h tost. Piw e oa-hi war an dachenn neuze : ar vamm é vale en Afrik gant he merc'h yaouank, pe ar gazetennerez e-kreiz turmud ar bed ? Hec'h anienn aze he deus respontet prim. Ha neuze ? Ha graet ganti, an deiz-se, ar fari ne oa ket posubl dezhi ober ? Fari ar vamm, fari ar plac'h a vicher ? Setu aze un amprou ag ar re ziaesañ : soñjal enni he-hunan pe soñjal en nesañ, amañ he familh, he bugale. Dilezel e hunvreoù a c'houlenn nerzh-kalon gant an den. Rankoud a ra dezhañ en em anavoud un tammig evid gouied perag e ra an dra-mañ-tra, perag e choaz an hent-mañ-hent. Ar vuhez, liez a-walc'h, a gennig ar respont. Jean-Claude Le Ruyet.20150515b.119D.SIN-150515-L'ÉPREUVE.docx L'ÉPREUVE Ur film sevenet gant : Erik Poppe (2013). Gant : Juliette Binoche, Nikolaj Coster-Waldau. Ar re a vourr é weled Juliette Binoche er sinema a gavo ouzhpenn o lod gant ar film-mañ daet er-maez daou vloaz so. Unan ag he roloù bravañ marse, beteg bremañ, rag e barr he brud ema Juliette Binoche amañ, e barr hec'h ampartiz da voud an heni a rank boud hervez ar senario. Hi zo ar vamm hag a gar he bugale, ar bried hag a gar he gwaz. Mez hi zo ive fotograferez tachadoù brezel ar bed, ar vaouez he deus c'hoant d'ober ar pezh a gar ag he buhez, ar pezh he deus choazet hag a blij dezhi, dreist-muzul marse. Ha dre he dremm leun ar skramm gantañ, dre he fas hag e fiñvadennigoù, dre he selloù, eeun pe dizeeun, dre krenadennoù he diwweuz, e ro an aktorez dimp da santoud he bed diabarzh, da zivinañ ar stourm a zo enni evid derc'hel war he hent dezhi an tri pe pewar jao a stlej he c'harr. An titl, L'épreuve, "an Amprou", a zegas da veur a amprou e gwirionez, mez an oll anezhe ned aont d'ober nemed unan, a-benn ar fin. Ema Rebecca ur plac'h un daou-ugent vloaz bennag. Daet eo da voud unan ag ar pemp kazetenner-brezel brudetañ hon planedenn. Ar pezh a vern dezhi zo moned an tostañ ma c'hell douzh an tachadoù lec'h ma vez an dud douzh en em lazhañ e mod pe vod. Tostaad a ra douzh terroristed Kaboul pe Bagdad, douzh an dienez er c'hampoù repuidi. Gant an adrenalin a red en he gwazhiad eh a ataw. Ar pezh a vez é klask kousto pe gousto, ouzhpenn-se. Ha baraka ganti dalbezh, da lâred eo chañs, beteg an deiz-se ma tarzh ur vombenn just etalti, ha hi gloazet ha distro d'ar gêr, distro d'he familh. Setu re evid he gwaz hag o diw verc'h, dreist-oll evid an heni goshañ, krennardez yaouank. Penaoz e c'hello Rebecca lakaad e peuc'h he c'hoantoù kontrel ? Penaoz akordiñ toud ar pezh a zo saour he buhez : he micher dañjeruz, ken divoutin ha ken gloriuz, mez ive he familh, he mignoned ? Petra 'ta he laka da foetiñ bro dalc'hmat e-risk a goll he buhez da beb termen ? Roiñ d'ar bed d'anavoud stad truezuz an traoù ? Roiñ da ouied, d'ar re hag a gousk c'hweg bemnoz en o gweleioù klouar hag a zebr o gwalc'h bemdez-Doue, ar pezh a zegouezh er-maez, er broioù pell ha ken tost war-un-dro ? Soñjomp e portredoù Delgado. Soñjomp e kelaouadennoù tud kaloneg a-walc'h evid kas dimp fotoioù ag an Irak, ag ar Siri, ag an Afghanistan pe an Dombas. An dober a ouied a c'houlenn ma sav tud prest da destenïañ. Ur goulenn eo, ur goulenn ag ar gevredigezh partoud er bed. Setu perag e prenomp kazetennoù. Setu perag e vourromp é chelaou douzh an doereioù ha selled douzh ar journalioù-tele... Daoust d'an traoù-se e rank Rebecca gouied petra eo motor he buhez, petra eo nerzh hec'h ivoul vicherel, petra he laka da fichal bepred ha da voned da zarempredañ an dañjer. Micherioù a-sort-se a jaoj da dud difamilh, gant an diasur e vez peb kevredi, peb mision. Mez daw eo dezhi kontiñ gant he gwaz hag he merc'hed. Ha tra ma sav he gwaz enebti e chom sourprenet Rebecca, ha fier sur a-walc'h, gant c'hoant he merc'h vrasañ da voned d'ar C'henia ganti, evid komz ag ar veaj-se en he skolaj goude. Merc'h he mamm eo Katell ! Pandeogwir ema ar veaj-se dindan beli an ONU, ha sañset dizañjer, eh asant an tad o leuskel o diw da voned du-hont. Mez pa dro an traoù da fall n'hell ket Rebecca parraad douzh he gwad a verviñ, daoust d'he merc'h tost. Piw e oa-hi war an dachenn neuze : ar vamm é vale en Afrik gant he merc'h yaouank, pe ar gazetennerez e-kreiz turmud ar bed ? Hec'h anienn aze he deus respontet prim. Ha neuze ? Ha graet ganti, an deiz-se, ar fari ne oa ket posubl dezhi ober ? Fari ar vamm, fari ar plac'h a vicher ? Setu aze un amprou ag ar re ziaesañ : soñjal enni he-hunan pe soñjal en nesañ, amañ he familh, he bugale. Dilezel e hunvreoù a c'houlenn nerzh-kalon gant an den. Rankoud a ra dezhañ en em anavoud un tammig evid gouied perag e ra an dra-mañ-tra, perag e choaz an hent-mañ-hent. Ar vuhez, liez a-walc'h, a gennig ar respont. Jean-Claude Le Ruyet.20150515b.119D.v


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine