Sinema

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

au bord du monde

au bord du monde

12/04/2023

un teul-film a ziar an dud didoen e Paris get Jean-Claude ar ruyet SIN-150130-AU BORD DU MONDE.docx AU BORD DU MONDE Un teulfilm sevenet gant : Claus Drexel (2013) (1e38). Setu ur valzenn-erc'h, ur bluñvenn-erc'h é stagañ douzh gwerenn ar fenestr. Ne chom ket pell, teuziñ a ra diouzhtu rag tomm an ti a-dreñv ar werenn. Ha redeg a ra bremañ evel an dapenn-dour ema daet da voud. Pelloc'h e kouezh unan arall war riblenn ar boulouard braz. Ha doned a ra lod arall d'en em juntiñ douti ha moned a raont oll d'ober ur gwiskad téw a-walc'h hag a chomo gwenn-kann ha gwerc'h ur prantad, daoust mah omp e Pariz, mez peder eur da vitin eo, ha n'eo ket savet an dud c'hoazh. Setu ur valzenn arall é kouezhel war lañjer Christine, azezet, gourloutet evel ma c'hell war ur vorvur, he c'hein harpet douzh ur gael uhel graet gant goafoù dir. En ur gognell ema, e kognell ur vur vraz arall hag a barra douti a dapoud an avel spinac'h a-blom en he fas roufennet. Kavoud a ra tommder gant tanigan he sigaretenn. Braw eo an erc'h, a soñj Christine, braw eo an erc'h hag a wenna tamm ha tamm he lañjer aluminiom, he lañjer treuzvevañ. Mez gouied a ra e vo kaled ha hir an noziad. Ha kouezhel a ra malzennoù-erc'h ive war teltenn Wencezlas. He fozet en deus a-hed ur vali vraz, war ur riblenn, douzh troad ur blatanenn. Droed en deus da chomel aze da gousked enni beteg pemp eur da vitin. Goude e ta ar polis d'henn lakaad da fichal. Mez un den seven eo Wencezlas, ha derc'hel a ra d'e c'her : da pemb eur ha kard e vo waet kuit pelloc'h, an amzer dezhañ da dennañ toud e voutik er-maez ag e deltenn. Ya, e Pariz eh omp, e Pariz an noz. Ur Bariz sklaerijennet evid nebeud a dra, rag n'eus ket kristen ebed er ruioù...nemed "ar c'hrignouzed" evel ma veze graet anezhe en Oriant gwezhall. Tud didan ha didoenn. Ha gweled a raomp Pariz en ur mod n'anavomp ket. Gant daoulagad ar sevener en deus kredet moned da gomz gant ar re hag a véw war bord ar bed. War bord ar bed, rag n'int ket er-maez c'hoazh, mez n'int ket lodeg ennañ naket. Ur Bariz filmet a-rez an douar, ur Bariz evel pa vehe gwelet gant daoulagad gwiw ar razhed hag a za da làerezh bara an dud-se e-pad o c'housk. Evid ar wezh kentañ marse e welomp pegen divuhez ha diene e c'hell ur gêr vraz boud, pa ne vez ket gwelet an dud é redeg stank er ruioù, e trepasoù ar metro, er skalieroù, reud ha dañjeruz d'an treid diasur. Pariz ar poubellennadoù a vez rannet dilavar gant an dud-se etreze, kent tarzh an deiz. Tàerroc'h c'hoazh e ta an naon da voud dindan an amzer... Peb unan anezhe en deus un istoer dezhañ da gontiñ. Perag ema daet honnañ da vevañ er-maez, pa oa war ur vicher bennag e-raog, p'he doa savet ur familh, desavet bugale ? Hennezh a gomz ag ar boliserion hag o doa degaset boued mad dezhañ da Nedeleg. Komz a ra ive, joa en e zaoulagad, ag an dud dianav hag a laka paketadoù sigaret war e loj-kartoñ. Unan arall en deus komprenet emdroâdur ar vuhez. Tra ma ya ar progres teknik war-raog, a lâr-eñv, eh a an denelezh a-gul a-fed sevenadur. Doned a ray ar gevredigezh da voud mestroniet un deiz gant an teknik hag ar robotoù, mez e-pad an amzer-se e kerzhimp war hent ar ragistoer gant e sovajiri. An arall, hag a oa bet martolod, ne gred ket ema waet e vag d'ar strad c'hoazh. Nann, ha setu perag e talc'h da c'hoarzhed, ha plijadur a ra dezhañ c'hoarzhed. Ne oui ket anezhañ ma vo Doue douzh henn gortoz er bed arall, mez krediñ a ra, santiñ a ra eh eus un dra bennag. A-c'houde tri bloaz warnugent ema Patrig hag e gamarad é skwatiñ ur sal e kognell ar pont Louis Philippe. Kantulerioù a daol un tammig sklaerder en tachad. Mez klevet o deus lâret e vo daw dezhe kuitaad emberr ar pezh a zo daet da voud o zi, rag kêr Pariz he do dober ag ar lec'h ne ouiont ket perag. Corvel, ar Rouman, en deus berniet e dammoù kartoñ dindan ur pont war bord ar stêr. Skriv a ra d'e vamm, chomet er vro, ha lâred a ra dezhi ema euruz e Pariz, rag ne faot ket dezhañ ma ouelo-hi douzh henn lenn. Mez setu ar polis é toned da lâred dezhañ dilojañ. Dilojañ, mez evid moned da venn ? Ne oa ket an dud-se nemed skeudoù. Amzer ar film emaint daet da voud tud, hon breuder zokén, traoù da lâred gante. Mez n'eo ket e sal ar sinema emaint. Er ru emaint, er-maez. Jean-Claude Le Ruyet.20150130c.106D.


une heure de tranquillité

une heure de tranquillité

12/04/2023

SIN-150123-UNE HEURE DE TRANQUILLITÉ.docx UNE HEURE DE TRANQUILLITÉ Ur film sevenet gant : Patrice Leconte (2014). Gant : Christian Clavier, Carole Bouquet, Valérie Bonneton (1e19). Pa drejeboul hon bed pemdezieg, pa gavomp torr-penn an traoù ha mantruz ar pezh a vez gwelet ha klevet en-dro dimp, e ta c'hoant d'an den klask c'hoarzhed un tammig, en ur mod bennag. Ha setu perag em boa graet ma soñj moned da weled ar film-mañ, Une heure de tranquillité, evid kavoud, me ive, un euriad pe un euriad hanter a sioulded e foñs ma c'hadoer voulouz. C'hoarzhet em eus un tammig memestra - diaez eo lakaad an dud da c'hoarzhed, henn gouied a raomp, aesoc'h diskoueziñ traoù trist ha divalaw. Setu ur paourkaezh den, Michel e hanw (Christian Clavier evel-just), ur bourc'hiz ag ar re eurusañ, ur "beauf" marse, en dehe lâret Cabu. Erfin un den hag a vourr é tennañ e vad ag ar vuhez heb moned re bell da glask e walc'h. Hiziw en deus kavet ur bladenn er marc'had traoù kozh, ur bladenn jazz e oa é redeg war he lerc'h a-c'houde gwers amzer. Hag e gentañ c'hoant : moned kentizh d'ar gêr da azez un euriad evid kleved trankil an teñzor sonel-se. Siwazh evitañ, spered kontrel ar vuhez a oa aze c'hoazh é c'hortoz c'hoari e droioù kamm. Pa oa-eñv tost da zigoriñ dor ar baradoez, setu e vaouez é toned gant an c'hoant da lâred un dra bouezuz braz dezhañ, setu e vestrez é c'houlenn henn gweled diouzhtu, setu e vatezh é tremen gant ar sunellenn er salon pa oa he deiz koñje, setu ar voazined é prientiñ Gouel an Amezeion e kourd ar batimant, setu labourerion é torriñ speurennoù e kampr ar lein (labour goulennet gant e vaouez, labour du, evel-just), setu e vab é toned en-dro d'o ranndi, n'eo ket evid gweled e gerent mez evid lojañ aze ur familh embroidi didoenn. Gant an aridennad darvoudoù-se e vo diaez d'hon den, aez henn kompren, kaoud e euriad sioulded. N'eus ket arrest ebed gant an dud é toned d'henn direnkañ, da c'houlenn un draig gantañ, ha kàer en do ijinañ respontoù toull ha kàer ober van a respont heb respont, netra d'ober : n'eo ket hiziw an deiz ma c'hello boud trankil e-hunan. Peb unan ahanimp en deus anavet sort stadiadoù kredabl. Ma, aze en deus lakaet Patrice Leconte ur sapre gwiskad dimp memestra, beteg re un tamm, ha setu perag marse ne c'hoarzhomp ket kement. Re zo re. Diouzh an tu arall n'eo ket er-maez ag ar vuhez an darvoudoù a zegouezh er film. Gwelet e vez labourerion estren, na gomzont ket galleg, daet da dorriñ ur speurenn hag a doull ur gorzenn dour dre fari, heb gouied penaoz stankañ an toull. Gwelet e vez an amezeion éc'h aloubiñ dichipot ranndi Michel abalamour ma oa an aesañ d'ober a-gaoz d'ar glaw, hag é kemer o aez enni, é furchal en e ziskaoueg hag é tañsal hag éc'h eved o banneioù, e win zokén, heb derc'hel kont anezhañ. Anavet madig a-walc'h eo c'hoari Christian Clavier bremañ. Gouied a ra c'hoari e bilpouz ag an dibab. Gouied a ra lâred gevier evel heni ebed, ha roiñ da grediñ n'eus ket 'med ar wirionez a za war e ziwweuz. Un inosant eeun pa ne vez nemed tort traoù en e spered. Prest eo da werzhañ e ene d'an diaoul evid kavoud e euriad dezhañ. Ha kompren a raomp. Sartre en doa lâret e oa ar re arall an ifern. Henn diskoueziñ a ra ar film-mañ. Pa oa Michel edan moned-tre en e baradoez, setu ar re arall é toned en e vuhez evid abegoù hag a seblant dister dezhañ. Dister hag agresuz a-benn ar fin. Peadra da lakaad an den da sovajiñ en un taol. Ema aze an diaezamant da genvevañ. Ar blijadur ive. Mez ar pezh a zo diaez, a-benn ar fin, zo kavoud ur c'hempouez etre ar re arall ha ni. Ur c'hempouez etre hon c'hoantoù-ni hag a c'hell klask boud hon-hunan da beb an amzer ... pe e kompagnunezh tud arall, pa santomp an dober a gomz gant unan bennag. Mez diouzh an tu arall ive, ur c'hempouez etre doberoù ar re arall, hag a c'hell kaoud c'hoant da brezeg douzhimp, da c'houlenn un dra bennag ganimp, paneve chelaou doute un herrad, hag hon c'hoant-ni da voud e peuc'h ur prantad. Evel-se e valañsomp etre hon c'hoant da vevañ didrabas war un enezenn distro hag hon c'hoant d'en em gavoud e-mesk hon kempredidi, a-gaoz ma ra vad dimp en em santiñ tost douzh ar re arall, gwezhave d'an nebeutañ. Jean-Claude Le Ruyet.20150123c.105D.SIN-150123-UNE HEURE DE TRANQUILLITÉ.docx UNE HEURE DE TRANQUILLITÉ Ur film sevenet gant : Patrice Leconte (2014). Gant : Christian Clavier, Carole Bouquet, Valérie Bonneton (1e19). Pa drejeboul hon bed pemdezieg, pa gavomp torr-penn an traoù ha mantruz ar pezh a vez gwelet ha klevet en-dro dimp, e ta c'hoant d'an den klask c'hoarzhed un tammig, en ur mod bennag. Ha setu perag em boa graet ma soñj moned da weled ar film-mañ, Une heure de tranquillité, evid kavoud, me ive, un euriad pe un euriad hanter a sioulded e foñs ma c'hadoer voulouz. C'hoarzhet em eus un tammig memestra - diaez eo lakaad an dud da c'hoarzhed, henn gouied a raomp, aesoc'h diskoueziñ traoù trist ha divalaw. Setu ur paourkaezh den, Michel e hanw (Christian Clavier evel-just), ur bourc'hiz ag ar re eurusañ, ur "beauf" marse, en dehe lâret Cabu. Erfin un den hag a vourr é tennañ e vad ag ar vuhez heb moned re bell da glask e walc'h. Hiziw en deus kavet ur bladenn er marc'had traoù kozh, ur bladenn jazz e oa é redeg war he lerc'h a-c'houde gwers amzer. Hag e gentañ c'hoant : moned kentizh d'ar gêr da azez un euriad evid kleved trankil an teñzor sonel-se. Siwazh evitañ, spered kontrel ar vuhez a oa aze c'hoazh é c'hortoz c'hoari e droioù kamm. Pa oa-eñv tost da zigoriñ dor ar baradoez, setu e vaouez é toned gant an c'hoant da lâred un dra bouezuz braz dezhañ, setu e vestrez é c'houlenn henn gweled diouzhtu, setu e vatezh é tremen gant ar sunellenn er salon pa oa he deiz koñje, setu ar voazined é prientiñ Gouel an Amezeion e kourd ar batimant, setu labourerion é torriñ speurennoù e kampr ar lein (labour goulennet gant e vaouez, labour du, evel-just), setu e vab é toned en-dro d'o ranndi, n'eo ket evid gweled e gerent mez evid lojañ aze ur familh embroidi didoenn. Gant an aridennad darvoudoù-se e vo diaez d'hon den, aez henn kompren, kaoud e euriad sioulded. N'eus ket arrest ebed gant an dud é toned d'henn direnkañ, da c'houlenn un draig gantañ, ha kàer en do ijinañ respontoù toull ha kàer ober van a respont heb respont, netra d'ober : n'eo ket hiziw an deiz ma c'hello boud trankil e-hunan. Peb unan ahanimp en deus anavet sort stadiadoù kredabl. Ma, aze en deus lakaet Patrice Leconte ur sapre gwiskad dimp memestra, beteg re un tamm, ha setu perag marse ne c'hoarzhomp ket kement. Re zo re. Diouzh an tu arall n'eo ket er-maez ag ar vuhez an darvoudoù a zegouezh er film. Gwelet e vez labourerion estren, na gomzont ket galleg, daet da dorriñ ur speurenn hag a doull ur gorzenn dour dre fari, heb gouied penaoz stankañ an toull. Gwelet e vez an amezeion éc'h aloubiñ dichipot ranndi Michel abalamour ma oa an aesañ d'ober a-gaoz d'ar glaw, hag é kemer o aez enni, é furchal en e ziskaoueg hag é tañsal hag éc'h eved o banneioù, e win zokén, heb derc'hel kont anezhañ. Anavet madig a-walc'h eo c'hoari Christian Clavier bremañ. Gouied a ra c'hoari e bilpouz ag an dibab. Gouied a ra lâred gevier evel heni ebed, ha roiñ da grediñ n'eus ket 'med ar wirionez a za war e ziwweuz. Un inosant eeun pa ne vez nemed tort traoù en e spered. Prest eo da werzhañ e ene d'an diaoul evid kavoud e euriad dezhañ. Ha kompren a raomp. Sartre en doa lâret e oa ar re arall an ifern. Henn diskoueziñ a ra ar film-mañ. Pa oa Michel edan moned-tre en e baradoez, setu ar re arall é toned en e vuhez evid abegoù hag a seblant dister dezhañ. Dister hag agresuz a-benn ar fin. Peadra da lakaad an den da sovajiñ en un taol. Ema aze an diaezamant da genvevañ. Ar blijadur ive. Mez ar pezh a zo diaez, a-benn ar fin, zo kavoud ur c'hempouez etre ar re arall ha ni. Ur c'hempouez etre hon c'hoantoù-ni hag a c'hell klask boud hon-hunan da beb an amzer ... pe e kompagnunezh tud arall, pa santomp an dober a gomz gant unan bennag. Mez diouzh an tu arall ive, ur c'hempouez etre doberoù ar re arall, hag a c'hell kaoud c'hoant da brezeg douzhimp, da c'houlenn un dra bennag ganimp, paneve chelaou doute un herrad, hag hon c'hoant-ni da voud e peuc'h ur prantad. Evel-se e valañsomp etre hon c'hoant da vevañ didrabas war un enezenn distro hag hon c'hoant d'en em gavoud e-mesk hon kempredidi, a-gaoz ma ra vad dimp en em santiñ tost douzh ar re arall, gwezhave d'an nebeutañ. Jean-Claude Le Ruyet.20150123c.105D.v


EXODUS

EXODUS

12/04/2023

SIN-150116-EXODUS (Gods and Kings).docx EXODUS (Gods and Kings) Ur film sevenet gant : Ridley Scott (2014). Gant : Christian Bale, Joel Edgerton, John Turturro (2e31). Gwazh a-se : goude boud gwelet ar film-mañ e-pad ar gouelioù em boa lâret nawazh ne gomzehen ket anezhañ. Ha me staget bremañ e foñs ma gwele n'hellan ket moned da weled heni ebed arall e-raog an deiz dleet ! Graet e vez gant ar ger peplom evid komz ag ur film é tiskoueziñ avañturioù an Henamzer, ejiptad, gresian pe roman, a-sort gant An Deg Gourc'hemenn sevenet gant Cecil B. DeMille (1955) pe Ben-Hur gant William Wyler (1959). Pa oan krennard e vourren é voned da weled sort filmoù ha ne lârin ket e vehen diseblant en o c'heñver hiziw c'hoazh. Ouzhpenn-se, savet gant Ridley Scott, sevener Gladiator, e c'helle tem an Exodus-mañ boud adnevesaet. Hag ema bet ? Ne ouian ket re. Evid taolenniñ an istoer, setu e berrgomzoù an afer evid ar re o dehe ankouaet pe evid ar re na ouiont netra diwar-benn an avañturioù-se tennet ag ar Bibl. E oa Moizez ur bebig bet kavet en ur gavell broenn hag a yae gant red ar stêr Nil : serret e oa bet gant merc'h ar Faraon ha desavet er palez evel ur priñs. Mez pa oa daet da voud braz e teskas Moizez e oa un Hebread. Sañset eo boud klevet mouezh Doue war ar menez Sinai é c'houlenn gantañ dieubiñ e bobl dalc'het dindan sklavaj gant Ejiptiz. Ha setu aze ar film, é tiskoueziñ stourm Moizez evid kas pobl Izrael er-maez ag an Ejipt, beteg o bro orin a gKanaan. Diaez eo gouied ha gwir eo an afer-se, a vez kontet er Bibl heb ma vez kavet, beteg bremañ ataw, roud ebed en testennoù ejiptian. Kredabl e oa degouezhet troioù ar 15ved kantved e-raog JK, mez ne ouier ket sur piw e oa ar Faraon e penn an traoù da vare an "egzod"-se, an Ermaeziadeg. Evel-just e weler skenennoù biblel, braz, taolennoù meur hag a jaoj gant an avañturioù a-sort gant ar re-se : brezelioù, tàer evel-just, an Deg Gwalenn (an Deg Droug pe an Deg Kleñved, mar karit) kaset gant Doue war an Ejipt evid lakaad ar Faraon da blegañ, treizh ar Mor Ruz gant ar 400 000 a dud é heuliañ Moizez ha beuzadur soudarded ar Faraon. Ma, ha neuze ? Petra a zegas ar film-mañ dimp ? Un dra heverk : berzet eo bet skignañ Exodus e broioù muzulman zo : en Ejipt, er Marok, en Emiradoù. Ha perag ? Rag ma en deus diskouezet Ridley Scott Doue é komz da vMoizez dindan furm ur c'hrouadur. Rag n'heller ket diskoueziñ Doue e neb feson ba'n Izlam. Ha setu-ni en-dro a-blom er c'hudennnoù a hej hag a zihej an denelezh hiziw an deiz ha nevez so c'hoazh e Pariz zokén. Petra a ziskouez ar film ? Dieubidigezh ur bobl dalc'het dindan sklaverezh gant ur galloud kreñv. Un dra vad hag a glot gant droedoù mab-den a-vremañ. Diazez istor ar relijion yudew eo. Mez gelliñ a raomp en em c'houlenn ar pezh a zo daet ar frankiz-se da voud 3000 vloaz goude, pa weler ar pezh a dremen bemdez er Palestin. Diazezet e oa ar yudeviezh war ar Lezenn, Lezenn Moizez. Pa oa daet ar Gristeniezh e oa sañset an dud tremen "ag ar lezenn d'ar feiz". Dre lakaad ar garantez evel e gentañ urzh e lakae ar C'hrist peb unan libr da sevel e feiz, heb boud oblijet da blegañ dindan lezenn arall ebed. C'hwec'h kant vloaz goude-se, setu ur relijion arall hag a zegas ar lezenn en-dro da gentañ oll. Penaoz kompren an emdroâdur-se ? Ha ne vehe ket aze gwrizienn ar problem ? Hon diaezamant d'en em zijabliñ ag ar pezh en deus sammet warnimp ar gevredigezh, ar skol, ar Stad, ar skiant zokén meur a wezh, gant o c'hredennoù, o serteniezhioù, o dogmoù, o ritualoù a beb sort ? A-benn ar fin hon diaezamant da voud libr, gant na Doue na mestr douzh hon derc'hel dindan o gwask. N'eus netra skandaluz er propozoù-se, ar c'hontrel béw eo, pa soñjer mat. Ema ar speredelezh un droed absolut ive, hag a zo en tu arall ag ar relijionoù, hag a verk hon lec'h er bed, er Vuhez, diouzh ma soñjomp. An oll speredelezhioù, enkontet an heni vuzulman, dre ar soufizm da skwer, a ya beteg lakaad ar feiz en tu arall ag ar lezenn hag ar relijion. Istor Moizez hag ar Faraon a verk un troc'h, un emdroâdur etre bed Ejiptiz, liezdoueeg, ha heni ar Yudevion, a grede en un Doue unik, un Doue nemetañ. N'eo ket aez komz a Zoue hiziw, taolet hon eus en doullenn ar pezh a oa daet dimp da voud kozh sorc'hiennoù. Aesoc'h komz ag Allah, zokén e Breizh (sd. Allah's kanañ !). Laoskomp Doue a-gostez enta, rag ur ger "minet" eo, peb unan é livañ e heni evel ma kar, evel ma kred. Rag edan skum an traoù, edan an ewon hag ar spoum a zo evel moged, ema meurvor ar Vuhez, hag a eston ar skiantourion, hag a zigor brasoc'h-braz dor ar C'houiañs dimp hag an atersoù a ya da-heul. Ar Vuhez kroueüz ataw, aozet diwar an niver aour, reolennet gant heuliad niveroù Fibonacci, diazezet war frammoù pemp soludenn Platon : pewarzaleg, kub, eizhtaleg, daouzegtaleg, ugenttaleg. Ar Vuhez hag a dalm er stered, en disterrañ atom hag en hon kalonoù ive ; hag a ra goap ag hon kredennoù liessort, mez ar Vuhez a zo ennimp ha diragzimp : brasoc'h egedimp-ni, truezuz re liez, mez an heol ganimp en hon daoulagad. Jean-Claude Le Ruyet.20150116c.D104.


Interstellar

Interstellar

12/04/2023

SIN-150109-INTERSTELLAR.docx INTERSTELLAR Ur film sevenet gant : Christopher Nolan (2014). Gant : Matthew McConaughey, Ann Hathaway, Michael Caine (2e49). Er film-mañ en deus klasket Christopher Nolan chomel tost douzh ar wirionez c'houiañsel degemeret hiziw gant an darn vuiañ ag ar skiantourion. Ne oa ket pal Eric Besson gant e film Lucy am boa komzet anezhañ amañ. Klasket en deus Nolan chomel tost douzh ar skiant enta, ha n'eo ket daet da benn a beb tra, gant ar stank ma chom ar misterioù da doullañ c'hoazh evid dizoloiñ sifr kuzh an ollved. Savet eo bet steuñvenn ar film war an ide a zo é sevel e-touesk an dud : mar ne gavomp ket an tu da freniñ disurzhioù an hinad (ar c'hlimad), ha dreist-oll kresk e wrez, ne vo ket pell amzer e-raog ma tay an douar da voud, n'eo ket kén ur baradoez, mez un ifern da vad, hag evid an oll. Diouver a zour e lec'hoù zo, re a zour e tachadoù arall, katastrofoù a beb sort. Diaez eo dimp lonkañ ar pezh a lâr ar GIEC dimp (ar GIEC, da lâred eo ar group skiantourion etrebroâdel hag a studi kemmoù an hinad) ; ya, diaez dimp henn lonkañ, ken direnkuz evid hon buhez pemdezieg ema ar pezh a lâront. Ha nawazh, war washaad eh an traoù c'hoazh, rag n'hell ket ar gouarnamantoù en em akordiñ war ur politikerezh gwaskuz ha paduz a-walc'h. Ken berr, e-keñver ar badusted a c'houlenno ar stourm nevez-se, dic'hortoz-kàer, koulz lâred, rag n'eus ket 'med un tregont vloaz so bennag e komañsed komz siriuz ag an afer (er bloazioù 1960 an douetañsoù kentañ, me 'gred), ya, ken berr e vez karg ar re a zo e penn hon stadoù ma o dez aon a c'houlenn strivoù diaez gant o sitoaianed, pa ne vez ket o sujidi, rag oll emaint é klask boud dilennnet gante ar wezh kentañ c'hoazh. Neuze e krog ar film dre ziskoueziñ dimp un douar klañv braz : maizegi é loskiñ, koumoulennoù-traezh hañval fasibl douzh ur wagenn tsunami é c'holoiñ ar vro a dermen da dermen, tre evel ar re a voug bro China hiziw an deiz. Ha, da-heul, ar loened é kreviñ gant an tommder hag ar sec'hor, hag an dud éc'h achap par ma c'hellont, evel-just. Da venn eh aont ? Den ne oui. D'ar c'hêrioù braz, marse. Mez piw a vago an dud tolpet enne? Emberr e tizoloimp en-dro rol pouezuz meurbed ar labourerion-douar, ken disprizet nawazh gant an dud a gêr en o vaended : troc'herion-buzhug, chaokerion-patat, chaokerion-plouz, tourc'hellerion-douar, "peizanted" en ur ger, gant an dizmegañs staget douzh ar ger-se. Neuze, evid tud zo hag a soñj n'eus netra vad da c'hortoz ag ar blanedenn-mañ kén, ema mall braz moned da weled pelloc'h en egor mar n'hellehe ket ur blanedenn arall damhañval douzh hon heni, degemer an denelezh, pe ur lod anezhi d'an nebeutañ. Marse ho peus klevet lâred e vez dizoloet bremañ muioc'h-mui ag ezplanedennoù, da lâred eo planedennoù er-maez a sistem an heol, na re dost na re bell a-zoc'h o steredenn. Miliardoù anezhe a vehe, mez ar chañs da gavoud unan hag aez ar vuhez warni evel war an douar a vehe kazi null, evid skiantourion zo. Ouzhpenn-se, a pa vehe kavet unan a-feson, marse e vehe ken pell en egor, mil vloaz gant tizh ar gouloù evid moned betegzi, pe kant mil, pe muioc'h c'hoazh, ya, aze e vehe lamet gant ar paourkezh Jozeb e ziwezhañ esper da guitaad e di-krampouezh. Mez kit da ouied ! An teorïennoù pe an damkaniezhoù gouiañsel, re Einstein, hag a dalv c'hoazh na boud eh eus mankoù enne, o doa lakaet e oa kromm ar spas-amzer, ha n'eo ket plad. Rolletit ur follenn-baper a-sort ma vo tost bord ar lein douzh bord an diaz. Aez eo kompren e c'hell boud kalz tostoc'h eged ma kredemp ur poent lakaet war bord ar lein douzh ur poent arall war bord an diaz en ur spas kromm eged en ur spas plad. Hag ouzhpenn kement-se, waet an teorïennoù beteg ijinañ evel toulloù-preñved er spas a zo etre an daou vord-se, ha moian d'an egornaoted moned gante evid en em gavoud fonnabl hag aez a-walc'h en ur bed dibosubl da dizhoud en ur feson arall. Evel-just e c'hoari ar film gant traoù kuriuz ar relativelezh ha re kuriusoc'h c'hoazh an deorïenn gwanteg, heni Planck. Mez a-benn ar fin, e chom un aters ganimp : ha dober hor bo a guitaad Gaia an Douar ? Hag amzer a-walc'h a chom dimp da gavoud an tu d'henn ober e-korf ur prantad a c'hell boud berroc'h eged ma kredomp ? Ha ne vehe ket ar gwellañ tra stagañ diouzhtu gant ar labour, evid gwarantiñ hon planedenn gwell eged ma hon eus graet beteg bremañ ha gwell eged mar groomp c'hoazh hiziw, difoutre-kàer pe diemskiant a-grenn ? Gwelet e vo a-benn achuamant ar bloaz-mañ, pa'n em dolpo e Pariz pennoù "braz" ar bed, pe bec'h a vo war hon boutonoù, evel ma lâr ma mamm. Boutonoù ar re yaouankañ ahanimp muioc'h c'hoazh. Rag o stourm meur e vo, tro-dro d'an Douar, evid henn gouarn bevaduz. Na dreistordinel, nag eskatologel, ne ouian ket pesort ger ober gantañ, evid komz ag an amzerioù a-vremañ, ag an amzerioù é toned ! Ur momant entanuz... Jean-Claude Le Ruyet.20150109b.103D.SIN-150109-INTERSTELLAR.docx INTERSTELLAR Ur film sevenet gant : Christopher Nolan (2014). Gant : Matthew McConaughey, Ann Hathaway, Michael Caine (2e49). Er film-mañ en deus klasket Christopher Nolan chomel tost douzh ar wirionez c'houiañsel degemeret hiziw gant an darn vuiañ ag ar skiantourion. Ne oa ket pal Eric Besson gant e film Lucy am boa komzet anezhañ amañ. Klasket en deus Nolan chomel tost douzh ar skiant enta, ha n'eo ket daet da benn a beb tra, gant ar stank ma chom ar misterioù da doullañ c'hoazh evid dizoloiñ sifr kuzh an ollved. Savet eo bet steuñvenn ar film war an ide a zo é sevel e-touesk an dud : mar ne gavomp ket an tu da freniñ disurzhioù an hinad (ar c'hlimad), ha dreist-oll kresk e wrez, ne vo ket pell amzer e-raog ma tay an douar da voud, n'eo ket kén ur baradoez, mez un ifern da vad, hag evid an oll. Diouver a zour e lec'hoù zo, re a zour e tachadoù arall, katastrofoù a beb sort. Diaez eo dimp lonkañ ar pezh a lâr ar GIEC dimp (ar GIEC, da lâred eo ar group skiantourion etrebroâdel hag a studi kemmoù an hinad) ; ya, diaez dimp henn lonkañ, ken direnkuz evid hon buhez pemdezieg ema ar pezh a lâront. Ha nawazh, war washaad eh an traoù c'hoazh, rag n'hell ket ar gouarnamantoù en em akordiñ war ur politikerezh gwaskuz ha paduz a-walc'h. Ken berr, e-keñver ar badusted a c'houlenno ar stourm nevez-se, dic'hortoz-kàer, koulz lâred, rag n'eus ket 'med un tregont vloaz so bennag e komañsed komz siriuz ag an afer (er bloazioù 1960 an douetañsoù kentañ, me 'gred), ya, ken berr e vez karg ar re a zo e penn hon stadoù ma o dez aon a c'houlenn strivoù diaez gant o sitoaianed, pa ne vez ket o sujidi, rag oll emaint é klask boud dilennnet gante ar wezh kentañ c'hoazh. Neuze e krog ar film dre ziskoueziñ dimp un douar klañv braz : maizegi é loskiñ, koumoulennoù-traezh hañval fasibl douzh ur wagenn tsunami é c'holoiñ ar vro a dermen da dermen, tre evel ar re a voug bro China hiziw an deiz. Ha, da-heul, ar loened é kreviñ gant an tommder hag ar sec'hor, hag an dud éc'h achap par ma c'hellont, evel-just. Da venn eh aont ? Den ne oui. D'ar c'hêrioù braz, marse. Mez piw a vago an dud tolpet enne? Emberr e tizoloimp en-dro rol pouezuz meurbed ar labourerion-douar, ken disprizet nawazh gant an dud a gêr en o vaended : troc'herion-buzhug, chaokerion-patat, chaokerion-plouz, tourc'hellerion-douar, "peizanted" en ur ger, gant an dizmegañs staget douzh ar ger-se. Neuze, evid tud zo hag a soñj n'eus netra vad da c'hortoz ag ar blanedenn-mañ kén, ema mall braz moned da weled pelloc'h en egor mar n'hellehe ket ur blanedenn arall damhañval douzh hon heni, degemer an denelezh, pe ur lod anezhi d'an nebeutañ. Marse ho peus klevet lâred e vez dizoloet bremañ muioc'h-mui ag ezplanedennoù, da lâred eo planedennoù er-maez a sistem an heol, na re dost na re bell a-zoc'h o steredenn. Miliardoù anezhe a vehe, mez ar chañs da gavoud unan hag aez ar vuhez warni evel war an douar a vehe kazi null, evid skiantourion zo. Ouzhpenn-se, a pa vehe kavet unan a-feson, marse e vehe ken pell en egor, mil vloaz gant tizh ar gouloù evid moned betegzi, pe kant mil, pe muioc'h c'hoazh, ya, aze e vehe lamet gant ar paourkezh Jozeb e ziwezhañ esper da guitaad e di-krampouezh. Mez kit da ouied ! An teorïennoù pe an damkaniezhoù gouiañsel, re Einstein, hag a dalv c'hoazh na boud eh eus mankoù enne, o doa lakaet e oa kromm ar spas-amzer, ha n'eo ket plad. Rolletit ur follenn-baper a-sort ma vo tost bord ar lein douzh bord an diaz. Aez eo kompren e c'hell boud kalz tostoc'h eged ma kredemp ur poent lakaet war bord ar lein douzh ur poent arall war bord an diaz en ur spas kromm eged en ur spas plad. Hag ouzhpenn kement-se, waet an teorïennoù beteg ijinañ evel toulloù-preñved er spas a zo etre an daou vord-se, ha moian d'an egornaoted moned gante evid en em gavoud fonnabl hag aez a-walc'h en ur bed dibosubl da dizhoud en ur feson arall. Evel-just e c'hoari ar film gant traoù kuriuz ar relativelezh ha re kuriusoc'h c'hoazh an deorïenn gwanteg, heni Planck. Mez a-benn ar fin, e chom un aters ganimp : ha dober hor bo a guitaad Gaia an Douar ? Hag amzer a-walc'h a chom dimp da gavoud an tu d'henn ober e-korf ur prantad a c'hell boud berroc'h eged ma kredomp ? Ha ne vehe ket ar gwellañ tra stagañ diouzhtu gant ar labour, evid gwarantiñ hon planedenn gwell eged ma hon eus graet beteg bremañ ha gwell eged mar groomp c'hoazh hiziw, difoutre-kàer pe diemskiant a-grenn ? Gwelet e vo a-benn achuamant ar bloaz-mañ, pa'n em dolpo e Pariz pennoù "braz" ar bed, pe bec'h a vo war hon boutonoù, evel ma lâr ma mamm. Boutonoù ar re yaouankañ ahanimp muioc'h c'hoazh. Rag o stourm meur e vo, tro-dro d'an Douar, evid henn gouarn bevaduz. Na dreistordinel, nag eskatologel, ne ouian ket pesort ger ober gantañ, evid komz ag an amzerioù a-vremañ, ag an amzerioù é toned ! Ur momant entanuz... Jean-Claude Le Ruyet.20150109b.103D.


Timbuktu

Timbuktu

12/04/2023

SIN-141226-TIMBUKTU.docx TIMBUKTU Ur film sevenet gant : Abderrahmane Sissako (2014). Gant : Ibrahim Ahmed, Toulou Kiki, Abel Jafri, Fatoumata Diawara. En em c'houlenn a raen a besort film komz da vare Nedeleg, ha soñjet em boa menegiñ Asteriks pe an Hobbit. Mez anavet mat int gant toud an dud bremañ, pe tamm pe damm d'an nebeutañ, an eil hag egile. A-benn ar fin e kavan e talv ar boan komz a dTimbuktu, diwezhañ film Abderrahmane Sissako. Ag ar Mauritani ema Abderrahmane Sissako, mez bevet en doa er Mali ive. Sevenet en doa ur film brudet arall e 2006 : Bamako, ur film hag a gomze ag an Afrik, an Afrik gwallgaset, sunet gant ar broioù pinvidig, re ar C'hornôg d'ar liesañ, dre an ensavadurioù etrebroadel, en despet d'o c'homzoù flour. Fromuz ha dîn, e oa Bamako evel kri Afrika debret gant an droug, mez Afrika na bleg ket dirag he zonkad. Mel zo bet roet d'ar film-mañ ive, ha kalz. Un tammig re marse. Mez ur film braw eo memestra, diaez e vehe lâred ar c'hontrel. N'eus netra nevez e-barzh evid pezh a sell douzh an traoù a gaver er jounalioù bemdez bremañ : pa arru an Djihadisted en ur vro e vezont kreñv n'eo ket kement-se gant o feiz dall mez gant o armoù kentoc'h. Neuze ne chom gant ar boblañs netra kén d'ober nemed talañ doute pe plegañ. Ha pa bleg an dud e vez kavet gante meur a wezh modoù da blegañ heb plegañ toutafed. Evel-se e welomp paotred é c'hoari football heb mell ebed, heb bolotenn ebed. Spered Ibrahim a labour stard evid kavoud an tu da chomel béw kousto pe gousto ha d'ober ar pezh en deus c'hoant d'ober. Setu aze ur skeudenn farsuz a c'hellehe lakaad da grediñ e c'hell an dud en em zizober aez a-walc'h ag ur stadiad politikel sod ha garw. Pas, n'eus ket netra farsuz. Marse e vez diskouezet an Djihadisted-se un tammig re sod er film. Daoust d'an urzhioù d'ar boblañs boud amoed e rank an dud plegañ memestra, ha ne c'hoari ket ar soudarded yaouank gant ar pezh a lâront diarsav d'an dud. Taolioù foet d'ar re na sentont ket, pa ne ya ket an traoù pelloc'h, rag ar charia n'eus netra da weled gant reolennoù diabarzh skolioù hon bugale hiziw an deiz er Frañs. Arabad chelaou douzh ar muzik, arabad kanal ha dañsal ha butunad. Arabad d'ar maouezi diskoueziñ o fasoù nag o zreid nag o daouarn. Penaoz gwerzhañ pesked gant manegoù ? Kit da c'hoari aze ! Lod a vo lazhet a daolioù mein, interet o c'horfoù er jibl beteg o goûgoù. Nawazh, ar re hag a zo daet da voud ar vistri bremañ a vutun dre guzh, a gomz a Zidane hag ag ar foot pa'n em gavont trankil, pell a-zoc'h ar pennoù-braz. Mez lod a c'hoanta maouezi hag a zimez gante dre heg, benniget o eured gant ar relijion a zifennont. Ha divegañ a raont par ma c'hellont hanw Allah. Nag e hanw Allah, nag a dorfedoù a vo graet ! Ar relijionoù, pa grogont er politik, pe pa grog ar politik e-barzh a ya d'an diktatouriezh terruplañ. Imam ar moske, den fur ha desket, hennezh a glask silañ un tammig sklaerijenn e pennoù aheurtet ar soudarded dizesk-se. An djihad gwirion, a lâr, zo an heni a gas an den en e ziabarzh, evid gwellaad ha tapoud muioc'h a gompren. Mez ne ya ket beteg kondaoniñ ar charia. Ataw n'eo ket ar re arall evid intent e gomzoù. En Europ ive e oa bet aloubet ar broioù gant ur sort spered sparlet, un amzer zo bet ha pell en doa padet ar stourm evid en em zizober anezhañ. Nag amañ bremañ ? A-benn ar fin n'em eus ket desket netra na ouien ket dija a-zivoud ar pezh am eus lâret deoc'h uhelloc'h. Mez diskoueziñ a ra ar film ur vro en e vraventez naturel : ar stêr ledan ha sioul, an erinoù tre evel korfoù plac'hed en noazh, estonuz-braz zokén, an tier-douar klouar edan an heol kraz. Hag an dud, ar memez gwad enne evel e peb bro, ar memez karantez, ar memez fromoù, mad pe fall, ar memez c'hoantoù. Kevredigezhioù mod kozh un tammig, evidimp amañ sur a-walc'h, mez silet enne traezoù ag ar re vodernañ: pellgomzoù hezoug, da skwer, liammoù gant ar bed a-bezh. Ha moned a ra don levezon ar bed-se, peogwir e oa bet roet un hanw dic'hortoz-kàer da vuoc'h wellañ an tropell : GPS ! Na petra ! Pa oan é klask titouroù diwar-benn ar film-mañ hag an den en doa henn savet, em eus desket ne oa ket Abderrahmane Sissako sevener-filmoù hebkén. Kuzulier sevenadurel eo ive a-c'houde 2011 : heni prezidant ar Maoritani, Abdel Aziz. Ar Maoritani, ar vro-se ne vez ket komzet kalz anezhi a-fed djihadizm, mez war un dachenn arall e chom roudoù ag ar sklaverezh enni c'hoazh. Tud zo a stourm hiziw du-hont evid ma vehe torret ar sklaverezh da vad, rag béw eo c'hoazh, daoust da lezenn 2007 sañset henn berziñ. Mez toullbac'het e vez ar re a sav re uhel o fennoù eneb d'ar sklaverezh. Stourmoù zo da gas er bed c'hoazh evid ober lec'h d'ar frankiz, ha war peb tachenn. Marse e vo aze kentañ film Abderrahmane Sissako, hag en doa asantet kemer ar garg-kuzulier-se, "n'eo ket evid un den, mez evid ma bro", pezh en doa lâret ataw... Jean-Claude Le Ruyet.20141226c.102C.SIN-141226-TIMBUKTU.docx TIMBUKTU Ur film sevenet gant : Abderrahmane Sissako (2014). Gant : Ibrahim Ahmed, Toulou Kiki, Abel Jafri, Fatoumata Diawara. En em c'houlenn a raen a besort film komz da vare Nedeleg, ha soñjet em boa menegiñ Asteriks pe an Hobbit. Mez anavet mat int gant toud an dud bremañ, pe tamm pe damm d'an nebeutañ, an eil hag egile. A-benn ar fin e kavan e talv ar boan komz a dTimbuktu, diwezhañ film Abderrahmane Sissako. Ag ar Mauritani ema Abderrahmane Sissako, mez bevet en doa er Mali ive. Sevenet en doa ur film brudet arall e 2006 : Bamako, ur film hag a gomze ag an Afrik, an Afrik gwallgaset, sunet gant ar broioù pinvidig, re ar C'hornôg d'ar liesañ, dre an ensavadurioù etrebroadel, en despet d'o c'homzoù flour. Fromuz ha dîn, e oa Bamako evel kri Afrika debret gant an droug, mez Afrika na bleg ket dirag he zonkad. Mel zo bet roet d'ar film-mañ ive, ha kalz. Un tammig re marse. Mez ur film braw eo memestra, diaez e vehe lâred ar c'hontrel. N'eus netra nevez e-barzh evid pezh a sell douzh an traoù a gaver er jounalioù bemdez bremañ : pa arru an Djihadisted en ur vro e vezont kreñv n'eo ket kement-se gant o feiz dall mez gant o armoù kentoc'h. Neuze ne chom gant ar boblañs netra kén d'ober nemed talañ doute pe plegañ. Ha pa bleg an dud e vez kavet gante meur a wezh modoù da blegañ heb plegañ toutafed. Evel-se e welomp paotred é c'hoari football heb mell ebed, heb bolotenn ebed. Spered Ibrahim a labour stard evid kavoud an tu da chomel béw kousto pe gousto ha d'ober ar pezh en deus c'hoant d'ober. Setu aze ur skeudenn farsuz a c'hellehe lakaad da grediñ e c'hell an dud en em zizober aez a-walc'h ag ur stadiad politikel sod ha garw. Pas, n'eus ket netra farsuz. Marse e vez diskouezet an Djihadisted-se un tammig re sod er film. Daoust d'an urzhioù d'ar boblañs boud amoed e rank an dud plegañ memestra, ha ne c'hoari ket ar soudarded yaouank gant ar pezh a lâront diarsav d'an dud. Taolioù foet d'ar re na sentont ket, pa ne ya ket an traoù pelloc'h, rag ar charia n'eus netra da weled gant reolennoù diabarzh skolioù hon bugale hiziw an deiz er Frañs. Arabad chelaou douzh ar muzik, arabad kanal ha dañsal ha butunad. Arabad d'ar maouezi diskoueziñ o fasoù nag o zreid nag o daouarn. Penaoz gwerzhañ pesked gant manegoù ? Kit da c'hoari aze ! Lod a vo lazhet a daolioù mein, interet o c'horfoù er jibl beteg o goûgoù. Nawazh, ar re hag a zo daet da voud ar vistri bremañ a vutun dre guzh, a gomz a Zidane hag ag ar foot pa'n em gavont trankil, pell a-zoc'h ar pennoù-braz. Mez lod a c'hoanta maouezi hag a zimez gante dre heg, benniget o eured gant ar relijion a zifennont. Ha divegañ a raont par ma c'hellont hanw Allah. Nag e hanw Allah, nag a dorfedoù a vo graet ! Ar relijionoù, pa grogont er politik, pe pa grog ar politik e-barzh a ya d'an diktatouriezh terruplañ. Imam ar moske, den fur ha desket, hennezh a glask silañ un tammig sklaerijenn e pennoù aheurtet ar soudarded dizesk-se. An djihad gwirion, a lâr, zo an heni a gas an den en e ziabarzh, evid gwellaad ha tapoud muioc'h a gompren. Mez ne ya ket beteg kondaoniñ ar charia. Ataw n'eo ket ar re arall evid intent e gomzoù. En Europ ive e oa bet aloubet ar broioù gant ur sort spered sparlet, un amzer zo bet ha pell en doa padet ar stourm evid en em zizober anezhañ. Nag amañ bremañ ? A-benn ar fin n'em eus ket desket netra na ouien ket dija a-zivoud ar pezh am eus lâret deoc'h uhelloc'h. Mez diskoueziñ a ra ar film ur vro en e vraventez naturel : ar stêr ledan ha sioul, an erinoù tre evel korfoù plac'hed en noazh, estonuz-braz zokén, an tier-douar klouar edan an heol kraz. Hag an dud, ar memez gwad enne evel e peb bro, ar memez karantez, ar memez fromoù, mad pe fall, ar memez c'hoantoù. Kevredigezhioù mod kozh un tammig, evidimp amañ sur a-walc'h, mez silet enne traezoù ag ar re vodernañ: pellgomzoù hezoug, da skwer, liammoù gant ar bed a-bezh. Ha moned a ra don levezon ar bed-se, peogwir e oa bet roet un hanw dic'hortoz-kàer da vuoc'h wellañ an tropell : GPS ! Na petra ! Pa oan é klask titouroù diwar-benn ar film-mañ hag an den en doa henn savet, em eus desket ne oa ket Abderrahmane Sissako sevener-filmoù hebkén. Kuzulier sevenadurel eo ive a-c'houde 2011 : heni prezidant ar Maoritani, Abdel Aziz. Ar Maoritani, ar vro-se ne vez ket komzet kalz anezhi a-fed djihadizm, mez war un dachenn arall e chom roudoù ag ar sklaverezh enni c'hoazh. Tud zo a stourm hiziw du-hont evid ma vehe torret ar sklaverezh da vad, rag béw eo c'hoazh, daoust da lezenn 2007 sañset henn berziñ. Mez toullbac'het e vez ar re a sav re uhel o fennoù eneb d'ar sklaverezh. Stourmoù zo da gas er bed c'hoazh evid ober lec'h d'ar frankiz, ha war peb tachenn. Marse e vo aze kentañ film Abderrahmane Sissako, hag en doa asantet kemer ar garg-kuzulier-se, "n'eo ket evid un den, mez evid ma bro", pezh en doa lâret ataw... Jean-Claude Le Ruyet.20141226c.102C.


7.1

7.1

12/04/2023

SIN-141219-'71.docx '71 Ur film sevenet gant : Yann Demange (2014). Gant : Jack O'Connell, Paul Anderson, Martin McCann, Sean Harris. Ne oa ket anavet Yann Demange, ur paotr ganet er Frañs ha desavet e Londrez, evel sevener-filmoù. E gentañ film braz eo '71. Lâred a ran kement-mañ deoc'h : a-c'houde gwerso braz n'em boa ket krignet ma ivinoù. Mez douzh gweled e film em eus graet en-dro, azezet em gadoer, direnket ! Pell eo ma zaouzeg vloaz nawazh, ha droed am boa da zoned da weled ar film-mañ, ur film nad eo ket evid ar re vihan... Iwerzhon, braventez ar vro, mor ha menezioù ha deñved ha tonioù kàer ha mouezhioù klouar ar plac'hed hir o blew ; pinvidigezh he sevenadur kozh. Eire, Erin an heni c'hlaz, Iroise (netra da weled gant ur wazh hir bennag, un Hir Wazh ag ar mor, rag Irois a zo galleg kozh hag a sinifi Iwerzhonad pe Iwerzhoniz. La Mer d'Iroise a vehe enta Mor Iwerzhon, hervez an dielloù kavet gant Alan Noac'h e kêrioù Kreiz Breizh). Ya, Iwerzhon : ar baradoez, en ur mod. Mez pas amañ : en ifern en em gavomp, ha diouzhtu kàer. Iwerzhon : amañ e komzer ag ar lodenn a zo e kreiznoz an enezenn, ar lodenn chomet dindan beli Breizh-Veur : an Ulster, pe kentoc'h c'hwec'h kontelezh diwar naw a yae d'ober an Ulster en e bezh. Ha chifroù an titl, '71, zo re ar bloaz 1971, pa oa ar brezel eno en e greñvañ. Brezel etre Katoliked ha Protestanted, brezel etre an emrenerion hag arme ar Rouanez. Ur brezel diabarzh, paduz ha muntruz. Diouzhtu kàer en em gavomp e-kreiz an tàerder, e-kreiz ar feulster. E peb lec'h ema, e kalon peb unan ema, braz ha bihan, yaouank ha kozh, war-greiz an deiz pe e-kreiz an noz. N'eus ket na pemdez na sul er-maez ag he flaer, ag he fallvlaz. Evid disparti an diw gumuniezh e oa bet kaset arme Breizh-Veur du-hont. Gweled a raomp penaoz e vez stummet soudarded an arme-se gant o ofiserion. O, netra estonusoc'h eged ar pezh a ra an oll armeioù er bed. Lakaad ar c'horfoù da souplaad ha da galetaad war un dro, da añdur an traoù kreñvañ, an taolioù startañ, ha lakaad ar speredoù da blegañ, da sentiñ douzh an urzhioù diveget rog, diveget evel pa vehe loened é krial o urzhioù da zeñved evid lakaad da ziwanañ enne o anien bleidi. Ne oa ket du-hont ur brezel klasel. Komzet hor boa ar wezh arall a vrezel an Aljeri : un arme-Stad douzh ur bobl armet. E Bro-Iwerzhon ive e oa damhañval an traoù. Rag n'eo ket soudarded e kave an Tommies anglez diragze pa yaent d'ober o zroiadoù er c'harterioù katolik, mez familhoù a-bezh gwezhave, bugale, tadoù ha mammoù é kas war o lerc'h, é taoliñ mein warne, pe loustoni a beb sort, pa ne veze ket gant armoù e veze tennet warne. Hag ar paourkaezh soudard Hook, hag e krede dezhañ marse e vehe bet moned da sioullaad an traoù en Ulster un dro-bale ag ar re gaerrañ, ne oa ket bet pell e-raog kompren ha kaoud keuz. Rag ar soudard Hook, just é toned ag an Derbyshire, ur rannvro war ar maezoù e Bro-Saoz, bro ar Blouked war a seblant e spered e gamaraded, setu-eñv kollet e ruioù Belfast evel ur glazard goude ur c'hrogad stard gant ar boblañs. Goude ma oa bet lazhet ur c'hamarad dezhañ just etaltañ, setu ar soudard Hook kondaonet da achap par ma c'hell, d'en em guzhad lec'h ma c'hell, rag m'ema paotred an IRA war e lerc'h. Ha gant turubailhoù Hook e splujomp dizale a-blom en neizhiad nàeron e oa Iwerzhon d'an amzer-se. Rag ne oa ket sklaer an traoù, pell alese. A confuse situation, a lâro un ofiser e fin ar film. Diaez da weled splann, hag aez da guzhad traoù ive, pa vez rekiz d'unan bennag pe d'un tu bennag, livañ ar wirionez evel ma kar pe he skoachañ dindan e zrapell. Daoust d'ar feulster diehan, e santomp e c'helle an traoù boud evel-se du-hont, ken gwirhañval ema ar filmañ. Kâz ha kasoni a rae o reuz e peb familh. War fasoù an dud e vezent merket ha ne ra ket ar gasoni braventez an dremmoù. Ne oa ket an den akord gant oberoù e vreur, pe gant re e grouadur. Ar fae, an dizmegañs a astenne o skeud da greizteiz war ar vro. Ur brezel diabarzh e oa. Ne ouiomp ket gant piw ema ar wirionez. Pell eo an arguzennoù o doa lakaet an diw gumuniezh da sevel unan eneb d'an arall. Gant ar film-mañ eh omp e-kreiz lojik ar feulster, ur menier mekanik dall, ur c'hleñved klañv an oll gantañ. En Iwerzhon e oa, ha ne laosk ket ar film an den e peuc'h : c'hoari a ra gant fromoù ar re a vez é selled, an arvesterion. Diaez braz eo chomel da selled heb d'hon diabarzh boud gwallgaset, pa welomp ar pezh a ra an dud pa vez kement a valis gante oll war-lerc'h ar re arall. N'eus ket mui kalz a reolennoù, pa vez bugale e-kreiz ar jeu, entanet kement hag o zud, ha muioc'h c'hoazh gwezhavez, kollet gante, ha da vad kredabl, inosañs o oad. En Iwerzhon e oa, mez en Irak, er Siri pe en Afghanistan ema hañval ive, hiziw... Jean-Claude Le Ruyet.20141219b.101C.SIN-141219-'71.docx '71 Ur film sevenet gant : Yann Demange (2014). Gant : Jack O'Connell, Paul Anderson, Martin McCann, Sean Harris. Ne oa ket anavet Yann Demange, ur paotr ganet er Frañs ha desavet e Londrez, evel sevener-filmoù. E gentañ film braz eo '71. Lâred a ran kement-mañ deoc'h : a-c'houde gwerso braz n'em boa ket krignet ma ivinoù. Mez douzh gweled e film em eus graet en-dro, azezet em gadoer, direnket ! Pell eo ma zaouzeg vloaz nawazh, ha droed am boa da zoned da weled ar film-mañ, ur film nad eo ket evid ar re vihan... Iwerzhon, braventez ar vro, mor ha menezioù ha deñved ha tonioù kàer ha mouezhioù klouar ar plac'hed hir o blew ; pinvidigezh he sevenadur kozh. Eire, Erin an heni c'hlaz, Iroise (netra da weled gant ur wazh hir bennag, un Hir Wazh ag ar mor, rag Irois a zo galleg kozh hag a sinifi Iwerzhonad pe Iwerzhoniz. La Mer d'Iroise a vehe enta Mor Iwerzhon, hervez an dielloù kavet gant Alan Noac'h e kêrioù Kreiz Breizh). Ya, Iwerzhon : ar baradoez, en ur mod. Mez pas amañ : en ifern en em gavomp, ha diouzhtu kàer. Iwerzhon : amañ e komzer ag ar lodenn a zo e kreiznoz an enezenn, ar lodenn chomet dindan beli Breizh-Veur : an Ulster, pe kentoc'h c'hwec'h kontelezh diwar naw a yae d'ober an Ulster en e bezh. Ha chifroù an titl, '71, zo re ar bloaz 1971, pa oa ar brezel eno en e greñvañ. Brezel etre Katoliked ha Protestanted, brezel etre an emrenerion hag arme ar Rouanez. Ur brezel diabarzh, paduz ha muntruz. Diouzhtu kàer en em gavomp e-kreiz an tàerder, e-kreiz ar feulster. E peb lec'h ema, e kalon peb unan ema, braz ha bihan, yaouank ha kozh, war-greiz an deiz pe e-kreiz an noz. N'eus ket na pemdez na sul er-maez ag he flaer, ag he fallvlaz. Evid disparti an diw gumuniezh e oa bet kaset arme Breizh-Veur du-hont. Gweled a raomp penaoz e vez stummet soudarded an arme-se gant o ofiserion. O, netra estonusoc'h eged ar pezh a ra an oll armeioù er bed. Lakaad ar c'horfoù da souplaad ha da galetaad war un dro, da añdur an traoù kreñvañ, an taolioù startañ, ha lakaad ar speredoù da blegañ, da sentiñ douzh an urzhioù diveget rog, diveget evel pa vehe loened é krial o urzhioù da zeñved evid lakaad da ziwanañ enne o anien bleidi. Ne oa ket du-hont ur brezel klasel. Komzet hor boa ar wezh arall a vrezel an Aljeri : un arme-Stad douzh ur bobl armet. E Bro-Iwerzhon ive e oa damhañval an traoù. Rag n'eo ket soudarded e kave an Tommies anglez diragze pa yaent d'ober o zroiadoù er c'harterioù katolik, mez familhoù a-bezh gwezhave, bugale, tadoù ha mammoù é kas war o lerc'h, é taoliñ mein warne, pe loustoni a beb sort, pa ne veze ket gant armoù e veze tennet warne. Hag ar paourkaezh soudard Hook, hag e krede dezhañ marse e vehe bet moned da sioullaad an traoù en Ulster un dro-bale ag ar re gaerrañ, ne oa ket bet pell e-raog kompren ha kaoud keuz. Rag ar soudard Hook, just é toned ag an Derbyshire, ur rannvro war ar maezoù e Bro-Saoz, bro ar Blouked war a seblant e spered e gamaraded, setu-eñv kollet e ruioù Belfast evel ur glazard goude ur c'hrogad stard gant ar boblañs. Goude ma oa bet lazhet ur c'hamarad dezhañ just etaltañ, setu ar soudard Hook kondaonet da achap par ma c'hell, d'en em guzhad lec'h ma c'hell, rag m'ema paotred an IRA war e lerc'h. Ha gant turubailhoù Hook e splujomp dizale a-blom en neizhiad nàeron e oa Iwerzhon d'an amzer-se. Rag ne oa ket sklaer an traoù, pell alese. A confuse situation, a lâro un ofiser e fin ar film. Diaez da weled splann, hag aez da guzhad traoù ive, pa vez rekiz d'unan bennag pe d'un tu bennag, livañ ar wirionez evel ma kar pe he skoachañ dindan e zrapell. Daoust d'ar feulster diehan, e santomp e c'helle an traoù boud evel-se du-hont, ken gwirhañval ema ar filmañ. Kâz ha kasoni a rae o reuz e peb familh. War fasoù an dud e vezent merket ha ne ra ket ar gasoni braventez an dremmoù. Ne oa ket an den akord gant oberoù e vreur, pe gant re e grouadur. Ar fae, an dizmegañs a astenne o skeud da greizteiz war ar vro. Ur brezel diabarzh e oa. Ne ouiomp ket gant piw ema ar wirionez. Pell eo an arguzennoù o doa lakaet an diw gumuniezh da sevel unan eneb d'an arall. Gant ar film-mañ eh omp e-kreiz lojik ar feulster, ur menier mekanik dall, ur c'hleñved klañv an oll gantañ. En Iwerzhon e oa, ha ne laosk ket ar film an den e peuc'h : c'hoari a ra gant fromoù ar re a vez é selled, an arvesterion. Diaez braz eo chomel da selled heb d'hon diabarzh boud gwallgaset, pa welomp ar pezh a ra an dud pa vez kement a valis gante oll war-lerc'h ar re arall. N'eus ket mui kalz a reolennoù, pa vez bugale e-kreiz ar jeu, entanet kement hag o zud, ha muioc'h c'hoazh gwezhavez, kollet gante, ha da vad kredabl, inosañs o oad. En Iwerzhon e oa, mez en Irak, er Siri pe en Afghanistan ema hañval ive, hiziw... Jean-Claude Le Ruyet.20141219b.101C.


Retour en algérie

Retour en algérie

12/04/2023

SIN-141212-RETOUR EN ALGÉRIE.docx RETOUR EN ALGÉRIE Un teulfilm sevenet gant : Emmanuel Audrain (2014). Kariñ a ra Emmanuel Audrain c'hoari gant ar simboloù, gant an arouezioù. Savet en doa ur film a-zivoud ar seizh manac'h a oa bet lazhet e Thibirine. Er film-mañ e tiskouez dimp seizh den a oa bet galvet da voned "da ouarn ar peuc'h" en tu arall ag ar mor kreizdouarel, e fin ar bloazioù 1950. Derc'hel ar peuch, setu ar sonenn ofisiel, pa oa brezel d'ar bobl e oa e gwirionez, ur brezel louz evel kustum, ur brezel n'en deus ket bravaet skeudenn ar Frañs. Ha n'eo ket er bed hebkén, mez skeudenn ar Frañs e pennoù ar soudarded-se, paotred yaouank gant o ugent vloaz, hag o doa gwelet torfedoù e oant pell a soñjal enne. Hiziw e lidomp ar brezel pewarzeg. Klask a raomp kompren pesort sakrifis, pesort aberzh o doa graet, ar re a oa bet kaset a viliadoù douzh an talbenn. Marse e komprenomp gwell e oa aze, evel e 1940, brezelioù savet evid en em zifenn. Diragzimp e oa ur Stad, un arme. Difenn ar vro a seblante boud un dever evid an oll, dreist-oll an eil taol. Mez en Aljeri ne oa ket ur sort. Pa oa an Europ é lidañ ar viktoer, an trec'h, e miz Mae 1945, e save Aljerianiz yaouank e ruioù Sétif ha Guelma gant drapelloù o bro. Tennet e oa bet warne gant an arme. Goude-se e oa bet un arsav hag a oa bet lakaet da devel er gwad : komzet e vez a 15000 den lazhet. Aljerianiz a oa daet da roiñ dorn dimp nawazh evid doned da benn a skarzhiñ rejim an Nazïed. An Nazïed e oa bet rebechet dezhe bourreviañ an dud : ne oa ket ar Gestapo ur bare sonerion ! Hiziw e veneger lazhadeg Oradour-sur-Glane, gant rezon. Penaoz kompren he doa graet ar Frañs en Aljeri ar pezh e tae just a rebech d'an Alamanted ? Penaoz kompren he doa asantet leuskel he soudarded bourreviañ an dud eno, fellagaed sur a-walc'h, mez ive krennarded, paotred ha merc'hed, gant ar jejenn ha m'oar-me... Un nebeud tud yaouank o doa rac'hwizet moned du-hont. Ur jeneral hebkén en doa savet e vouezh eneb d'ar bourreviañ : ar jeneral De Bollardière. Toullbac'het e oa bet. Mez, a-hend-arall e oa chomet an ofiserion hag an izofiserion mud a-grenn. Da fin e vuhez en doa disklaeriet ar jeneral Massu e oa chomet desevet memestra gant ar pezh he doa graet ar Frañs du-hont. Daet soñj dezhañ e vehe bet moian ober en ur feson arall. Soñj mad, mez diwezhad. Beteg daou vilion a soudarded a oa bet kaset du-se e-pad ar seizh vloaz en doa padet ar brezel. En o mesk, ur milion kant mil a soudarded galvet. Moian zo kompren an taol o doa bet ar re-mañ war o speredoù gant ar pezh o doa gwelet : siviled lazhet, kêriadennoù distrujet gant an dud e-barzh ha traoù heuguz evel-se. Komprenabl eo e oa chomet ar re yaouank-se mantret goude boud bevet an darvoudoù vil-se. Ken kriz ma oa bet ar skeudennoù o doa gwelet ma oa chomet ar skeudennoù-se en o fennoù beteg fin o buhez. Setu perag e oa chomet dilavar an dud-a-zivoud o brezel en Aljeri. Ne gavent ket ger ebed evid-se. Ne glask ket ar Frañs ofisiel komz anezhañ naket. Re a draoù dienor zo war an dachenn. Er sal ma oa skignet ar film e oa daet kalzig tud, ha Simone de Bollardière ive, leun a nerzh ganti c'hoazh evid kondaoniñ ar brezelioù. Evid hebkoriñ ar brezel, a lâre, ema ar gwellañ tra rac'hwizañ respont d'ar galv da voned. Re ziwezhad e vez goude. Mez evid gelliñ rac'hwizañ moned e rank an den boud prest da goll e frankiz, da goll e vuhez marse. Daw eo boud prest d'ur choaz ken kriz, anavoud bu ha ba ar politik. Kalonekaad a ra Simone de Bollardière ar soudarded kozh-se evid ma komzint, evid ma vint disammet un tammig kent achu o buhez, rag ne oant ket prest evid ar stourm kamm-se. Ha lod o deus kroget da gomz. N'int ket fier ag ar pezh o doa gwelet pe graet marse, n'int ket fier goude ma oant chomet mud dirag torfedoù arme o bro : "ar Frañs largantezuz", "bro droedoù Mab-Den", ar Frañs hag he ger-stur ken braw : liberté, égalité, fraternité ! Lod ag ar soudarded-se o deus savet ur c'heveladur : roiñ a raont argant o retred-stourmerion evid sikour an dud da sevel ur gêriadenn, du-se, en Aljeri, da lakaad an dour da zoned ha traoù talvoudeg evel-se. Argant ar brezel eneb d'ar brezel ! Brawed ur skeudenn ! Lod o deus kredet moned du-hont, da weled ar vro en-dro, da weled an dud en-dro, da glask ur c'hrouadur dalc'het soñj anezhañ. E-menn ema arru, kozh-mat ive bremañ ? Ha béw eo c'hoazh ? From braz zo ha dàeroù gante oll, Frañsizion hag Aljerianed, joa ha keuz kej-mej. C'hoant da lakaad ur balzam war an drougoù graet, c'hoant da voud pardonet, c'hoant da bardonañ, d'en em bardonañ ive, an diaesañ rac'h... Mez ar Frañs he deus ur problem gant ar jakobinizm hag a zo ar mestr e penn an traoù : ar jakobinizm n'hell ket añdur ar pezh a zo dishañval : n'eus nemed ur vro, un yezh, ur soñj. Ar mod mand eo bet savet ar rannvroioù nevez so zo skeudenn véw ar spered-se. Mall eo en em soñjal a-zivoud an dra-se. Kenteliuz braz eo ar film. Ur wir gentel prederouriezh evid ar re yaouank, mez pas evite hebkén. Jean-Claude le Ruyet.20141212c.100C.


Marie Heurtin

Marie Heurtin

12/04/2023

MARIE HEURTIN Ur film sevenet gant : Jean-Pierre Améris (2014). Gant : Isabelle Carré, Ariana Rivoire, Brigitte Catillon, Noémie Chulet (1e38). Seizh miliard a dud zo sañset bevañ war an Douar (heb kontañ ar re o deus bevet en hon raog), seizh miliard a fesonoù da gompren ar bed, ha n'eus nemed unan hebkén ag ar fesonoù-se da weled ar bed a dalv un dra bennag evid peb unan ahanimp : e heni dezhañ pe he heni dezhi e/he-hunan. Da lâred eo, mar gellomp moned e darempred unan gant egile, unan gant heben, den ebed ne c'hell en em lakaad e lec'h heni arall ebed ; n'hello den ebed boud sur gweled ar pezh a wel e amezeg fasibl, santoud ar pezh a sant (hañval eo goust ar memez aval evid peb unan ahanimp ?). Peb unan enta a chomo e-hunan an test nemetañ ag ar bed a-bezh, é soñjal marse ne chomo netra ag ar pezh en doa anavet pa vo aet da Anaon, pa vo marw. Diaez eo lonkañ an dra-se, tra m'ema ar re arall eo hag a ya kuit. Mez pa vo hon tro-ni, pa vo ma zro-me... Neuze e klaskomp torriñ, par ma c'hellomp, hon dizarempred, hon digenvez : ne gavomp ket forzh bourrabl en em santiñ hon-hunan er bed. Robinson Cruzoe e oa bet ur chañs vraz, e oa bet ur misi dezhañ donedigezh e gensort Vendredi/Gwener war e enezenn. Evid anavoud ar bed eh eus pemp skiant dimp : ar gweled, ar c'hleved, an tañva, an touch hag ar c'hwesha. Ne soñjomp ket enne da beb termen. Ne soñjomp ket muioc'h er benveg arall, pouezuz-braz nawazh, unan, a lârer, hag hon distag a-zoc'h rummad ar loened : hon galloudezh da gomz. Mez pa za da wannaad pe da zisparisañ da vad unan ag ar benvegoù-se, e komprenomp hon eus kollet ur benveg da voned e darempred gant an endro. Lakaomp just a-walc'h e rahe diouver dimp unan ag ar benvegoù-anavoud-se, ar gweled, ar c'hleved pe ar gomz. Klaskomp ober un taol-añsi un deiz bennag : bevañ un devezh a-bezh heb kleved son ebed, heb gelliñ gweled tra ebed pe heb gelliñ ezvegañ ger ebed... Mari Heurtin, hi, n'eo ket ur skiant hebkén a rae diouver dezhi, mez diw : ar gweled hag ar c'hleved. A-gaoz d'ar mankoù-se n'helle ket komz. E fin an XIXved kantved he doa bevet. D'an amzer-se ne veze ket soursïet kement-se douzh ar vugale ampechet. Ha hi, daet 14 vloaz dezhi, ne ouie ket mui he c'herent petra ober eviti. He c'has da di ar re foll, evel ma lâre ar medisinour ? Choazet o doa, a-benn ar fin, he c'has ti seurezed hag a rae war-dro merc'hed yaouank bouzar. Ne oa ket akord ar superiorez evid degemer ar plac'h-se, rag ouzhpenn boud bouzar e oa dall, ha mud da-heul c'hoazh : re ziaez e vehe bet d'ober war he zro. Euruzamant evid Mari e oa, en ensavadur-se, ur leanez yaouank, dister he yec'hed mez leun a youl, leun a volontez. Santet he doa e c'hellehe doned da benn a zeskiñ un dra bennag d'an heni yaouank-se, en desped d'he garvded ha d'he skoempted. Diskoueziñ a ra ar film ar strivoù a rank ar leanez ober evid chomel feal d'he ger. Rag tremen a ra diehan an deizioù hag ar mizioù gant Mari ha ne weler araokâdenn ebed gant ar plac'h : ataw e chom evel ma oa, mud a-grenn, heb diskoueziñ sin ebed a speredegezh. Skenennoù zo a ziskouez penaoz e c'helle an traoù boud etre an daou voud-se e gwirionez (rag diwar fedoù gwirion ema bet savet ar film) : beteg krog-ha-krog, krogadoù etreze evel gourenerezed war ar prad heb brenn-koad dindane. Evid an arvesterion e pad an traoù ur vunutenn bennag, mez er realded e oa bet, sur a-walc'h, ur sonenn arall. Nawazh, e-kreiz an noz, setu ma spurmanter souden ur lutig é lugerniñ. Bresk-bresk da gentañ, mez kreñvoc'h-kreñv goude. A-benn ar fin e ta ar seurez Marc'harid da benn a zigoriñ spered ar plac'h yaouank. Nebeud a dra da gentañ, just kompren ar liamm a c'hell boud etre ur jest resiz bennag hag un dra diavaez a gont kalz eviti : he c'houtell. Tapet ar bazenn-se gant Mari, setu damzigoret war an tach an nor d'he c'hompren : gant he fasianted dibar e oa daet ar leanez da-benn a lakaad he skoliadez c'houez da santiñ ar bed en-dro dezhi ha da lakaad, e yezh ar sinoù, "gerioù" war an traoù ha war he c'hoantoù. Braw eo ar film, diardoù, onest. Ne glask ket c'hoari gant an druez. Just marse hon lakaad da gompren daou pe dri zra ne sonjomp ket enne bemdez. Ha daet soñj din a gemant-mañ. Mar gellomp empentiñ pegen strizh e c'hell hon kompren ag ar bed boud, heb ar pemp skiant hon eus ha heb ar gomz a c'hell hon lakaad da voned e darempred gant ar re arall, ha n'eo ket ar bed limitet-se ur prizon, un toull-bac'h ? Kredabl. Mez lakaomp e vehe, e-kontrel, ouzhpenn ar pemp skiant hon eus dija, skiantoù arall dianav dimp, unan, diw, teir ouzhpenn, ha ne vehe ket neuze ar bed a hiziw ur prizon ive, dialc'hwez ? Gant piw an alc'hwez neuze, pe, kentoc'h, e-menn henn kavoud ? Ale, lakaomp e vehe an esperañs ur mod da groueiñ... Jean-Claude Le Ruyet.20141205d.99C.


magic in the moonlight

magic in the moonlight

12/04/2023

@@@MAGIC IN THE MOONLIGHT@@@ Ur film sevenet gant : Woody Allen (2014). Gant : Colin Firth, Emma Stone, Eileen Atkins (1e38). Un daou-ugent film hir bennag zo bet savet gant Woody Allen. Meur a briz en deus bet evid e oberennoù, La rose pourpre du Caire, Manhattan, Hannah et ses soeurs... C'hoariet en deus gant temoù a denn douzh buhez e gempredidi : ar seks, ar chañs, ar psikologiezh ha kement a zo, gwezh gant bourd, gwezh gant melkoni. Ar wezh-mañ e c'hoari gant ar vediomniezh. Gouied a raomp ema ar vediomed ur menier liamm etre ar bed-mañ hag an arall. An arall, pesort arall ? Ne ouiomp ket re. Gouest e vehe ar vediomed da weled traoù ag ho puhez-c'hwi, daoust dezhe boud tud nad int ket sañset anavoud hoc'h istoer. Nawazh e vehent kap d'ho lakaad e darempred gant tud kar, marw dija, a-sort ma c'hellehec'h kompren perag en doa graet ar eontr Job un emlazh ha matant Fin perag n'he doa ket roet blank ebed d'he niz Ujen en he zestamant. Lod ag ar vediomed a vehe gouest da lâred deoc'h penaoz e welont hoc'h amzer da zoned. Klevet hon eus oll komz ag an traoù-se, komzoù toull, touellerezh, folklorach evid an darn vuiañ ahanimp. Nawazh em eus anavet un den na oa ket sod, douzh a seblant, hag a lâre din e yae da weled ur "voyantez" (evel ma lâre) da beb an amzer, ha simudet e chome seul gwezh, rag degas a rae-hi soñj dezhañ a zarvoudoù stank ha resiz e vuhez, darvoudoù n'helle ket ar vaouez-se anavoud e mod ebed. Lâred a rae an den-se din e oa daet da voud kazi sur-sur, beteg 95%, e oa "un dra bennag" en tu arall ag hon bed-ni, ur "bed arall", displann marse, mez real. Goude e oa bet beteg 97% a surded ha goude c'hoazh beteg 99%. Din da ouied ne oa ket bet pelloc'h. Da lâred eo e oa chomet un draig diasur memestra gantañ en e benn, un douetañsig bennag : ne oa ket sur ma den kant dre gant memestra. Mez siwazh, marw eo bremañ, ha gwazh c'hoazh : n'em boa ket bet ar spered da c'houlenn gantañ hanw ha chomlec'h ar spizwelerez-se. Brenn ! Er film-mañ e komz Woody Allen ag an afer-se. Lakaad a ra en c'hoari un toueller meur, ur sigoter brudet oll, gouest da droc'hañ ur plac'h e daou damm heb gwad na droug ebed ; gouest da dennañ ur gonifl a fiched unan bennag pe a lakaad un olifant (ken béw ha c'hwi war al leurenn) da voned diwar-wel e-korf ur serr-lagad goude ur sin-dorn. Hennezh n'eo ket ur mediom tamm ebed, e bal eo ho lakaad da dremen un herrad bourrabl gant un arvest estonuz-braz, netra kén. Daw eo lâred ouzhpenn ema ar sigoter-se un enebour touet d'ar re a laka an dud da grediñ eh eus ag ur "bed arall", just a-walc'h ; tud hag a vehe lorbourion rac'h, d'e soñj, gouest da lakaad ne vern piw da voned e darempred gant ar bed-se, ha dre o hanterouriezh evel-just. Ha gouest hon sigoter, sañset, da ziskuliañ ar faoz-divinerion, da ziskoueziñ o jeu d'ar re a lonk o c'homzoù evel gwir bater. Ouzhpenn ur wezh dija en dehe bet tro da ziskoueziñ e zonezon evid-se d'an dud ha d'o lakaad oll da weled ne oa ket 'med trompadur ha lorbañs en traoù-se. Ar wezh-mañ nawazh e kav diragzañ ur plac'h yaouank, ur fullenn gàer anezhi. Mez ur penn-aheurt, ur penn-mouldog eo an den, hag ar pezh a gont evitañ, dreist peb tra, zo diskouez d'e vignoned lec'h m'ema al linenn-frailh e komzoù ar plac'h. Setu aze steuñvenn ar film, ha ned in ket pelloc'h gant an dra-se. Anavoud a rit ar sorbienn-mañ marse. E oa ur ranig é neuñvial trañkil en ur poferad dour fresk hag euruz e oa. Mez pozet e oa bet ar pofer war ar geginerez ha daet unan bennag ha bountet an tan dindan. Ar ranig n'he doa ket santet netra da gomañs. Ha tra blijuz zokén, santoud a rae e tae an dour da voud klouarroc'h. Setu-me fasibl evel pa vehen en inizi kàer, a soñje. Ha hi é soñjal ne oa ket divalaw tamm ebed boud é neuñvial en dour migl...tommoc'h-tomm zokén. Nag ur blijadur, setu-me en ur saona bremañ, vad a ray da'm yec'hed ! Saona, saona ya, mez pa zaas spered d'hon ranig e oa an dour edan berviñ ha hanter-boazh e oa ar loen dija. E gwirionez eh on bet dipitet gant film Woody Allen. Gant heni warlene ive. Match Point an heni diwezhañ em eus dalc'het soñj anezhañ evel ur film dispar. Mez hiziw, a soñjan, e vehe daw dimp kompren ema achu gant oad an inosanted : ur gurlaz am eus gwelet éc'h ober korf rouz war dreuzoù ma dor d'an 20 a viz Kalañ-Gouiañv. Henn lâret em eus dija, mez kit da weled film Salgado, Le Sel de la Terre. Gant oad an ober eh omp degouezhet. Ur bed arall zo marse, lakaomp e vehe sur an dra-se beteg 99%, mez da c'hortoz moned da weled a-dostoc'h eh omp amañ, war an tamm douar-mañ, ha kaol zo da blañtañ. Jean-Claude Le Ruyet.20141128b.98C.


Le sel de la Terre

Le sel de la Terre

12/04/2023

LE SEL DE LA TERRE Ur film sevenet gant : Wim Wenders & Juliano Ribeiro Salgado (2014). Gant : Sebastiaõ Salgado, Wim Wenders, Juliano Ribeiro Salgado (1e50). E-pad daou-ugent vloaz en doa tennet Sebastiaõ Salgado portredoù ag an dud e darvoudoù kriz ar vuhez : ar brezelioù, ar sec'hor, an naonegezh, an divroañ. Bremañ en deus kroget ar fotografer brudet braz da selled a-dostoc'h douzh hon planedenn ha da lakaad braventez ar bed war-wel d'an oll. Ur refleks eo, nad eo ket ur sin mad marse. Sellomp doutañ nawazh evel ur sin a esper : ra welo an dud ar pezh emaint edan koll, dre c'hoantegezh, avi, loskentez, diseblanted. Sellomp douzh braventez dreist-ordinel hon douar. Sellomp ha sellomp c'hoazh, ha komprenomp e renomp war ur bed pinvidig-mor. Hag edan distruj ar bed-se e vehemp... Ya, neuze, sellomp c'hoazh ar pezh en deus gwelet Salgado, abalamour m'ema kizidikoc'h e zaoulagad eged hon re marse, abalamour ma kar hon bed muioc'h egedimp marse ive. Evel drapell Breizh ema e fotoioù : gwenn ha du. Lennet em eus en doa komprenet Salgado buan e live ar livioù gevier dimp. Gwelet en doa e save gwell front e zanvezioù pa veze tapet ar re-mañ gant gwenn ha du e venveg. Gant ar gwenn ha du e sav ar pezh a bik hon kalonoù kalz kreñvoc'h eged livioù an natur he-hunan. Evel pa vehe bet tennet ar peb pouesusañ ag an danvez, den pe maezad. Un ene zo d'ar fotoioù, a lâre Ernst Junger... Boud ema ar film-mañ ur biopic c'hoazh, da lâred eo ur film hon laka da gompren gwell buhez un den bennag. Hag amañ e welomp Salgado é taolenniñ dimp e vuhez, n'eo ket gant frazennoù hir ha liduz, mez gant fotoioù gwenn ha du, ha peb unan anezhe evel un taol dorn en hon fasoù. Rag un c'hoari garw e oa bet e vicher, da Salgado. E tachadoù tàerrañ ha heugusañ hon bed-ni e oa bet. Er Brezil da amzer ar juntenn vilourel, er Rwanda, er C'hongo, en Irak, ha, tostig-tra douzhimp, er Yougozlavi. Hag ataw ar memez digalonegezh, ar memez mizer, ar memez follentez dirag lagad, dirag amkanell (objectif) e venveg fotoioù. Pa welomp an tourterioù é kas korfoù marw an Dutsïed en doullenn, pa welomp o diwvrec'h é pign douzh ar bal vraz, e ta soñj dimp hor boa gwelet traoù hañval dija... Mez chomel a raomp mantret ive é selled douzh ar puñsoù petrol é loskiñ er C'howeit, goude m'en doa goulennet Saddam Hussein d'e soudarded bountiñ an tan enne. Ha keneve ar bompizion kanadian daet d'o mougañ unan war-lerc'h an arall, kredabl e vehent é loskiñ hiziw c'hoazh. Druz ha peguz e oa korfoù ar bompizion-se gant an eoul-douar é tiveriñ diehan en-dro dezhe. Ha, mousgoap ouzhpenn : a-gaoz ma oa skrivet strizh an dra-se e reolenn o micher, e veze red dezhe netaad o c'hamionoù bemnoz evid ma vehent bet prop ha lufruz... beteg an deiz war-lerc'h ! E-pad bloaziadoù enta en doa kerzhet Salgado beteg penn pellañ ar bed, pe nepell ahanimp, evid rentiñ kont a vizeroù an dud, abalamour d'an natur, pe a-gaoz da fallentez o c'hensorted. Un test meur e chomo Salgado enta ag ar pezh a c'hell mab-den ober d'e nesañ. Un test waet e foñs duder an denelezh, beteg boud heuget. Beteg an doñjer ya, hag en arvar a goll e ene zokén, gant an heuguz e c'hell boud an darvoudoù gwezhave. Daet e oa da Salgado soñjal ne verite den ebed da vevañ war an douar, goude dezhañ boud gwelet ha klevet ar pezh en doa bevet war hentoù ar bed. Ha me, daet e oa soñj din, tra ma oan é selled douzh an taolenniñ kriz-se, e oa an denelezh ur loen he-hunan, daet da benn a aloubiñ an douar, ha gouest da c'hoari gant an droug ha gant ar mad. Ha peb den ahanimp ur c'hellig ag ar loen-se, speredeg edan ar gouloù hag en deñwelded. Da beb unan ahanimp, evel-just, da lakaad ar loen-se da choaz e hent en tu ma kar, fall pe mad. Gant peb unan an alc'hwez, a-benn ar fin. Euruzamant en deus bet c'hoant Salgado, gant sikour e vaouez marse, da selled, narenn d'an duder-se kén, mez da du splann an traoù. Ha splann e c'hell boud ar bed ive, splann ha leun a esper. Ha setu hon den é lakaad ar blanedenn da ziskoueziñ he follentez c'hoazh, mez tu arall he follentez, tu ollgàer hag estlammuz an douar, an oabl, ar c'hogus, ar sterioù, ar menezioù, an dud gant o labour hag o gouelioù, ar vugale gant o inosanted fromuz. Ha savet en deus un oberenn leun a vaezadoù biblel, e chomehec'h da arvestiñ doute pell gant ar maguz emaint evid hon speredoù. Un oberenn gouest da roiñ dimp fiziañs en denelezh en-dro. Diskoueziñ a ra penaoz e c'hell an natur pareañ en-dro goude boud bet gwallgaset gant an dud pe gant an hinad. N'eo ket an natur rankuuz, nann, adal ma en em lakaomp d'ober war he zro, aketuz, karezuz. Redit da weled ar film, d'hon kantved eo e komz ha d'an denion mah omp, gwir halen an douar... Jean-Claude Le Ruyet.20141121e.97C.SIN-141121-LE SEL DE LA TERRE.docx LE SEL DE LA TERRE Ur film sevenet gant : Wim Wenders & Juliano Ribeiro Salgado (2014). Gant : Sebastiaõ Salgado, Wim Wenders, Juliano Ribeiro Salgado (1e50). E-pad daou-ugent vloaz en doa tennet Sebastiaõ Salgado portredoù ag an dud e darvoudoù kriz ar vuhez : ar brezelioù, ar sec'hor, an naonegezh, an divroañ. Bremañ en deus kroget ar fotografer brudet braz da selled a-dostoc'h douzh hon planedenn ha da lakaad braventez ar bed war-wel d'an oll. Ur refleks eo, nad eo ket ur sin mad marse. Sellomp doutañ nawazh evel ur sin a esper : ra welo an dud ar pezh emaint edan koll, dre c'hoantegezh, avi, loskentez, diseblanted. Sellomp douzh braventez dreist-ordinel hon douar. Sellomp ha sellomp c'hoazh, ha komprenomp e renomp war ur bed pinvidig-mor. Hag edan distruj ar bed-se e vehemp... Ya, neuze, sellomp c'hoazh ar pezh en deus gwelet Salgado, abalamour m'ema kizidikoc'h e zaoulagad eged hon re marse, abalamour ma kar hon bed muioc'h egedimp marse ive. Evel drapell Breizh ema e fotoioù : gwenn ha du. Lennet em eus en doa komprenet Salgado buan e live ar livioù gevier dimp. Gwelet en doa e save gwell front e zanvezioù pa veze tapet ar re-mañ gant gwenn ha du e venveg. Gant ar gwenn ha du e sav ar pezh a bik hon kalonoù kalz kreñvoc'h eged livioù an natur he-hunan. Evel pa vehe bet tennet ar peb pouesusañ ag an danvez, den pe maezad. Un ene zo d'ar fotoioù, a lâre Ernst Junger... Boud ema ar film-mañ ur biopic c'hoazh, da lâred eo ur film hon laka da gompren gwell buhez un den bennag. Hag amañ e welomp Salgado é taolenniñ dimp e vuhez, n'eo ket gant frazennoù hir ha liduz, mez gant fotoioù gwenn ha du, ha peb unan anezhe evel un taol dorn en hon fasoù. Rag un c'hoari garw e oa bet e vicher, da Salgado. E tachadoù tàerrañ ha heugusañ hon bed-ni e oa bet. Er Brezil da amzer ar juntenn vilourel, er Rwanda, er C'hongo, en Irak, ha, tostig-tra douzhimp, er Yougozlavi. Hag ataw ar memez digalonegezh, ar memez mizer, ar memez follentez dirag lagad, dirag amkanell (objectif) e venveg fotoioù. Pa welomp an tourterioù é kas korfoù marw an Dutsïed en doullenn, pa welomp o diwvrec'h é pign douzh ar bal vraz, e ta soñj dimp hor boa gwelet traoù hañval dija... Mez chomel a raomp mantret ive é selled douzh ar puñsoù petrol é loskiñ er C'howeit, goude m'en doa goulennet Saddam Hussein d'e soudarded bountiñ an tan enne. Ha keneve ar bompizion kanadian daet d'o mougañ unan war-lerc'h an arall, kredabl e vehent é loskiñ hiziw c'hoazh. Druz ha peguz e oa korfoù ar bompizion-se gant an eoul-douar é tiveriñ diehan en-dro dezhe. Ha, mousgoap ouzhpenn : a-gaoz ma oa skrivet strizh an dra-se e reolenn o micher, e veze red dezhe netaad o c'hamionoù bemnoz evid ma vehent bet prop ha lufruz... beteg an deiz war-lerc'h ! E-pad bloaziadoù enta en doa kerzhet Salgado beteg penn pellañ ar bed, pe nepell ahanimp, evid rentiñ kont a vizeroù an dud, abalamour d'an natur, pe a-gaoz da fallentez o c'hensorted. Un test meur e chomo Salgado enta ag ar pezh a c'hell mab-den ober d'e nesañ. Un test waet e foñs duder an denelezh, beteg boud heuget. Beteg an doñjer ya, hag en arvar a goll e ene zokén, gant an heuguz e c'hell boud an darvoudoù gwezhave. Daet e oa da Salgado soñjal ne verite den ebed da vevañ war an douar, goude dezhañ boud gwelet ha klevet ar pezh en doa bevet war hentoù ar bed. Ha me, daet e oa soñj din, tra ma oan é selled douzh an taolenniñ kriz-se, e oa an denelezh ur loen he-hunan, daet da benn a aloubiñ an douar, ha gouest da c'hoari gant an droug ha gant ar mad. Ha peb den ahanimp ur c'hellig ag ar loen-se, speredeg edan ar gouloù hag en deñwelded. Da beb unan ahanimp, evel-just, da lakaad ar loen-se da choaz e hent en tu ma kar, fall pe mad. Gant peb unan an alc'hwez, a-benn ar fin. Euruzamant en deus bet c'hoant Salgado, gant sikour e vaouez marse, da selled, narenn d'an duder-se kén, mez da du splann an traoù. Ha splann e c'hell boud ar bed ive, splann ha leun a esper. Ha setu hon den é lakaad ar blanedenn da ziskoueziñ he follentez c'hoazh, mez tu arall he follentez, tu ollgàer hag estlammuz an douar, an oabl, ar c'hogus, ar sterioù, ar menezioù, an dud gant o labour hag o gouelioù, ar vugale gant o inosanted fromuz. Ha savet en deus un oberenn leun a vaezadoù biblel, e chomehec'h da arvestiñ doute pell gant ar maguz emaint evid hon speredoù. Un oberenn gouest da roiñ dimp fiziañs en denelezh en-dro. Diskoueziñ a ra penaoz e c'hell an natur pareañ en-dro goude boud bet gwallgaset gant an dud pe gant an hinad. N'eo ket an natur rankuuz, nann, adal ma en em lakaomp d'ober war he zro, aketuz, karezuz. Redit da weled ar film, d'hon kantved eo e komz ha d'an denion mah omp, gwir halen an douar... Jean-Claude Le Ruyet.20141121e.97C.


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine