Mil micher he deus graet Angèle, hag en o zouez skrivagnerez. Ha stourmerez ivez, da gentañ evit hor yezh. P'eo bet krouet Radio Kerne he deus fardet kronikoù, e-giz kazetennerez. An holl draoù-se he deus kontet deomp d'an deiz ma oa kaset ur devezh-gouel en hor studioioù e miz Meurzh 2013.
Ambroise Menou, ganet war Enez Sun, zo aet war an douar bras da gas e studioù... hag er fin tout eo bet martolod, souezhusaat tra! Ur wezh war e leve en deus faotet dezhañ deskiñ lenn ha skrivañ yezh e dud. E-kerz e stajoù en deus bet digarez da enrollañ mignoned dezhañ, martoloded ivez, tud eus Enez Sun, e-giz Fañch Spineg.
Asambles gant Aurélie Le Deroff, karget eus ar sevenadur e Maner Kernault (Mellac) e vo gweladennet an diskouezadeg staliet er Maner, Kanomp bepred hag a ginnig hengoun kan Breizh. Un diskouezadeg da welet. Titouroù war http://www.cheminsdupatrimoineenfinistere.com/kernault-lesactualitesexpositionchantonstoujourskanompbepred.html
Div lodenn a zo b'an abadenn-mañ. Kinniget 'vo raktres nevez Gwenael Kerleo, Arneo. Treiñ a ra ar sonerez etrezek ar sonerezh elektro. War lerc'h e vo komzet diwar-benn stadt spontus prizonidi palestinian gant Yves Jardin, ezel eus ar gevredigezh AFPS, Association France Palestine Solidarité.
Kernitron-al-Lann a zo ur gumun eus Liger-Atlantel, e gevred Breizh. Ur raktres aerborzh etrebroadel a zo war dachenn ar barrez abaoe dekvloazhioù hag a zegas enebiezh. d'ar 16 a viz here 2012 oa bet lanset skarzhadeg an dud o chom en dachenn evit impich al labourioù da gomañs gant gouarnamant Ayrault. cheu bras zo bet e pad mizvezhioù etre nerzhioù ar polis hag ar stourmerien. Kinnig a reomp deoc'h en abadenn-mañ un tamm tro e Kernitron al Lann ur miz goude penn kentañ ar jeu gant ar polis. Ur valeadenn er ZAD. (tachenn an aerborzh, Zone à amenagement Différé, deuet da vezañ ar Zone à Défendre evit an stourmerien) Deomp da welet ar gabanenn war an dour, unan eus ar c'habanennoù savet eno.
Laors Skavenneg, Jean-Mai Ollivier, Taran Karluer, Samuel Julien hag Arno Vannier evit komz diwar benn ar film the Runway eilmouezhiet e bzg gt Dizale. Diazezet war un istor gwir, e konto ar film-mañ istor Ernesto, bleiner ur c'harr-nij a vro gKolombi, rediet da lakaat e garr-nij da bradañ e-kichen ur barrez vihan a vro-Iwerzhon. Dre ma ne gomz ket Ernesto saozneg e skoulmo hemañ darempredoù a vignoniezh gant Pablo, ur paotrig nav bloaz kozh hag an den nemetañ gouest da gomz spagnoleg. Tennañ a raio Pablo gounid deus istor kevrinus Ernesto evit sevel mojennoù diwar e benn hag, en ur ober e mod-se, e kendrec'ho tud ar gêriadenn da reiñ o sikour dezho. Erru a raio un enklasker a vro-gKolombi avat, prest da ziskuliañ sekredoù diwar-benn ar bleiner. Piv krediñ ? Un abardevezh e studioioù eilmouezhiañ Dizale evit ar c'hasting da dibaab mouezhioù bzk tudennoù ar film. http://www.letelegramme.com/local/finistere-sud/ouest-cornouaille/douarnenez/doublage-taran-voix-de-paco-18-01-2013-1976246.php?xtmc=t%C3%A9b%C3%A9o&xtcr=15 ur film da adkavout war breizh VOD http://www.breizhvod.com/video/product/The_RunWay.html