Bep bloaz da Sul Vask e vez aozet gouel an Nevez Amzer e Kastell Nevez ar Faou, e penn ar bed, unan deus brasañ fest-deiz/fest-noz ar vro. An Divskouarn O Nijal a ginnig deoc'h ur sell war programm hag istor ar gouel (37vet hini er bloaz-mañ!), gant ar c'haner ha dastumer Jean-Claude Talec, deus Sant-Hern.
Gant Philippe Plouzane, ezel eus ar strollad GASPARE e vo kinniget pal ar strollad, stourm a-enep ar greizenn gaz raktreset bezañ savet e Landivizio, met ivez heuliadoù ar greizenn ha diskoulmoù all evit produiñ tredan. http://www.nonalacentrale.fr/
Gant Philippe Plouzane, ezel eus ar strollad GASPARE e vo kinniget pal ar strollad, stourm a-enep ar greizenn gaz raktreset bezañ savet e Landivizio, met ivez heuliadoù ar greizenn ha diskoulmoù all evit produiñ tredan. http://www.nonalacentrale.fr/
Bugale kelc'h keltiek Danserien Kemper a zo bet pedet e Gouel ar Vugale gant bro Turki. Kinniget 'vo o beaj gant Mylène Tydou ha Lanig Donnars, izili eus ar c'helc'h a zo aet eno ganto. Evit dizoloiñ ar c'helc'h http://danserien.kemper.free.fr/
Niverenn miz Mae ha miz Mezheven ArMen a zo kinniget deomp gant Tudi Kernalegenn, kazetenner ha kenurzhier ar gelaouen. Liammoù etre Breizh ha Bro Sina, pobl ar Vosoed (ur bobl mammveliel), Victor Segalen e Bro Sina, met ivez beaj an eog hag ar festival Etonnants voyageurs e touez traoù all a vo kavet en niverenn-mañ. Dizoloit ArMen amañ http://www.armen.net/
Abaoe muioc'h evit ugent vloaz zo 'vez beajoù hag eskemmoù sevenadurel ha politik etre ar skolajoù Diwan hag ar skolioù sorab. Ar sorabed zo o chom e Reter Alamagn, hag o yezh o deus da zifenn int ivez... En abadenn-mañ e klevoc'h hiroc'h war an eskemm diwezhañ bet e miz Ebrel e Kemper, ha war ar Sorabed.