An divskouarn o nijal

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Arabat tennañ gounit eus ar c'hleñved-red

Arabat tennañ gounit eus ar c'hleñved-red

13/04/2023

Devezh broadel ar yec'hed e oa d'ar 7 a viz Ebrel. Youn Jardin deus komite difenn ospital Douarnenez 'oa e marc'had Treboul o reiñ paperioù d'an dud d'an devezh-se. Ur galv embannet gant ar strollad a vod komiteoù souten an ospitalioù lec'hel e oa, evit ma vije desket diwar ar c'hleñved-red evit chañj penn d'ar vazh er mod da verañ an ospitalioù publik. Ar gevredigezh a zo e-touez an aozadurioù hag hiniennoù o deus sinet un intrudu sitoaian european anvet "Arabat tennañ gounit eus ar c'hleñved-red" : Pas de profit sur la pandémie. O c'houlenn e touez traoù all 'vefe kuzhet netra war ar mod da verañ ar vaksinañ e Unvaniezh Europa. Yves Jardin, stourmer evit ar yec'hed evit an holl hag evit ur servij publik kreñv, a zo ganeomp evit dielfennañ stad an traoù evit an ospitalioù hag ar yec'hed dre vras, bloaz goude penn kentañ ar c'hleñved-red.


Jean Billon, ur c'haner deus ar vro

Jean Billon, ur c'haner deus ar vro

13/04/2023

Gant ur c'haner omp bet oc'h en em gavout ar wech-mañ. Jean Billon eo e anv ha matrehe 'walc'h 'peus bet digarez dija da glevet anezhañ o kanañ er festoù-noz er vro. Jean zo 'chom e Gouezeg, er Menez Du, met ganet eo en Erge Vras e-lec'h ma oa e dud o talc'hen douar. Met n'eo ket ar re-mañ o deus desket dezhañ ar mod da ganañ. Jean 'neus desket kanañ diwezhat a-walc'h, gant Loeiz Roparzh da gentañ, e Kemper.


Pochoù-bez ha pez-bihan

Pochoù-bez ha pez-bihan

13/04/2023

Jean Griffon zo ganeomp en abadenn hiziv. Hennezh zo ganet e Goulien, er C'hab don, ha pell zo emañ-eñ o chom e Bremeur, ur gêr vihan tost d'an aod. Ha kalz traoù 'neus da gontañ deomp 'vat ! Prechet vo da gentañ deus ar mod veze daspugnet "poche-bez" gwechall, ha goude neuze vo kaoz deus "brezel ar pez-bihan" ivez ha traoù all c'hoazh, evel cheñchamañchoù al labour-douar ha foarioù ar vro.


Camille Argouarc'h

Camille Argouarc'h

13/04/2023

Kinnig a reomp deoc'h un abadenn savet gant Kevin Chappe, bet stajiad e Radio Kerne 'pad e stummadur 6miz war ar brezhoneg. Bet 'neus bet c'hoant atersiñ Camille Argouarc'h, pennredaktourez ar gelaouenn Louarnig, prezidantez ar gevredigezh An dorioù poellek, ezel ar gevredigezh Difenn ha mil tra c'hoazh. Setu ur poltred klok ha kizidik enrollet o vale e straedoù ha parkoù Kemper.


Diaezamant en ONF

Diaezamant en ONF

13/04/2023

E koad ar Roue e Landevenneg emaomp hiziv, asambles gant Jean-Paul Roll. Hennezh zo aet war e leve n'eus ket pell, met e-pad pell eo bet o labourat en ONF. E-pad ugent vloaz neuze eo bet oc'h ober war-dro koad Landevenneg. Tunvezh Wloegen ha Benjamin Bouard zo bet o vale er c'hoad asambles gantañ, evit dezhañ displegañ deomp petra ra an ONF ha petra eo ar vicher gward-koad. An dra-se vo un digarez da safaret ivez deus an diaezamant bras zo bremañ en ONF.


Fulub Vouadec ha yezh al lapoused

Fulub Vouadec ha yezh al lapoused

13/04/2023

Hiziv emaomp e penn all Bro-Gerne, er Faouet, asambles gant Fulub Vouadec. Hennezh zo sod gant al lapoused ha plijadur 'nez o vont da sellet deuzouto ha selaou anezho o kanañ. Met bez 'zo lod ha ne vênt ket gwelet kalz ken, evel sparfell al lanneier ha veze gwelet stank er vro gwechall, ha lod all c'hoazh a zo arruet er vro n'eus ket pell, e-giz ar speg du.


Roger Gentric, paotr Pouldregad

Roger Gentric, paotr Pouldregad

13/04/2023

Asambles gant Roger Gentric 'vo graet anaoudegezh hiziv, "Ar Geñtrig" e-giz vez leshañvet er vro. Hennezh zo ganet e Pouldregad er bloavezh 1930 hag eno neuze eo bet o chom evit ar wech. Yaouank-tre 'oa-eñ komañset da labourat evel mevel-bihan, a-raok da vourc'h Pouldregad da labourat en ur gigerezh. Ha goude-se c'hoazh eo bet o labourat en Normañdi asambles gant e dad, da adsevel batisoù eno goude ar brezel. Ha du-hont 'neus desket ar vicher masoner, a-barzh dont da Bouldregad en-dro. Tout an dra-se a gonto Roger deomp en abadenn neuze, ha safaret 'vo un tamm bihan ivez deus Yves Riou, a oa-eñ e vestr-skol e-pad ar brezel. Ha soñj 'neus deus an devezh pa oa deuet an Almañted da bakañ anezhañ er skol ...


Didier Dreo : Gwad, loc'h-houarn hag istorioù an tad

Didier Dreo : Gwad, loc'h-houarn hag istorioù an tad

13/04/2023

Asambles gant Didier Dreo omp bet oc'h en em gavout e Kemeneven, e-lec'h emañ-eñ o chom. Ur bloavezh iskis a-walc'h oa bet evitañ warlene, 'neus ket gallet mont e-touesk an dud da seniñ muzik na netra, met memestra n'eo ket chomet d'ober netra. Safaret a raio deomp deus Gwad, e strollad nevez, deus afer Paotred al Loc'h-Houarn pe c'hoazh deus istorioù e dad a garfe lakaat e muzik.


Nevezadur

Nevezadur

13/04/2023

Ur bladenn vrav a zo deuet e-maez n'eus ket a-bell gant Kanerien Sant-Meryn, Nevezadur he anv. Savet eo bet diwar varzhonegoù Anjela Duval ha komposet ar muzik gant Jean-Yves Le Ven, e penn al laz-kanañ un tammig 'zo bremañ. Enrollet 'oa bet e iliz-veur Kemper memes, e miz-Mae 2019. Jean-Yves Le Ven ha daou ganer all, Pierre Hascoët ha Gilbert Le Brusq, a vo ganeomp a-dreñv d'ar mikro, evit dezho kontañ deomp penaos eo bet deuet Nevezadur ganto.


Teknologiezhioù nevez ar radio

Teknologiezhioù nevez ar radio

13/04/2023

Da geñver devezh bedel ar radio, d'an 13 a viz C'hwevrer, e kinnigomp deoc'h un abadenn gouestlet da teknologiezhioù nevez ar radio, ha dreist holl d'an araokadenn bouezusañ bet er bloavezhioù tremenet, an DAB+, ar radio niverel douarel. Martin Metzing a zo o chom e Amsterdam ha diorrer al lec'hiennoù dabplus.fr ha radiogigi.fr eo. Deus mikro Marianne Vaidie deus Radio Naoned emañ, aterset e oa bet da vare ganedigezh ar radio nevez. Asambles ''maomp ivez gant Melaine Looten, kenurzhier Radio Naoned, evit eskemm war penaos eo aet war-raok an DAB+ abaoe 3 bloaz ha war an teknologiezhioù nevez e bed ar radio, ar podkast, an niverel hag ar rouedadoù sokial. Un abadenn gant Morgane Bramoullé.


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine