An divskouarn o nijal

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Mizvezh an teulfilmoù, filmoù chakod / Daoulagad Breizh

Mizvezh an teulfilmoù, filmoù chakod / Daoulagad Breizh

13/04/2023

Gant: Elen Rubin ha Mona Caroff, gopradezed ar gevredigezh Daoulagad Breizh. Mizveh an teulfilmoù zo kinniget deomp gant Mona. Abaoe ouzhpenn 20 vloaz 'vez kaset ha bannet teulfilmoù an tostañ posubl ouzh an dud. Pa ne c'heller mont d'ar sinema e teu ar sinema davedoc'h. Al labour-skignañ-se zo asuret gant Daoulagad Breizh e Penn-ar-bed met graet eo en holl departmantoù Breizh ha Frañs. Padout a ra betek an 3 a viz Kerzu. Gwelet zo brav, ober zo gwell: kavit ho plas er genstrivadeg 'Filmoù-chakod' eme Elen Rubin. Digor 'vo d'ar vrezhonegerien betek miz Ebrel


Gres ar paotr yaouank Kristian Bras

Gres ar paotr yaouank Kristian Bras

13/04/2023

War zigarez bevañ fonnusoc'h Festival ar Sineme e Douarnenez e klaskemp ur brezhoneger, pe ur vrezhonegerez dezhañ pe dezhi ul liamm ispisial gant Gres. Bet eo Laëtitia Fitamant o kaout Kristian Bras. En e gentañ oad gour en doa kaset meur a brantad er vro, ha chomet e oa plijet gant an natur, an dud, ar sevenadur eno. Un dro en e envorennoù a vo graet e-pad amzer an abadenn...


Ar brezhoneg unvanaet gant an ekonomiezh #1

Ar brezhoneg unvanaet gant an ekonomiezh #1

13/04/2023

Tezenn Denez Pichon war ar brezhoneg. Un abadenn gant Laetitia Fitamant.


Ar brezhoneg unvanet dre an ekonomiezh ? #2

Ar brezhoneg unvanet dre an ekonomiezh ? #2

13/04/2023

Tezenn Denez Pichon war ar brezhoneg. Un abadenn savet gant Laetitia Fitamant.


Geriadur an Tad Yann ar Skao

Geriadur an Tad Yann ar Skao

13/04/2023

Aziliz Korneg zo en abadenn hiziv da safaret deomp deus an Tad Yann ar Skao. Hennezh a oa misioner, ganet e Brieg e 1867. Pa oa ugent vloaz 'noa kuiteet ar vro da vont d'ar broioù tomm hag eno neuze 'noa skrivet daou c'heriadur deus brezhoneg Kerne. Ar re-mañ n'int ket bet embannet morse, ne oant ket bet studiet morse ken nebeut a-raok ma oa graet e soñj gant Aliziz studiañ anezho da skrivañ e memor.


'Blam da betra 'zo chomet bev kement-all rannyezhoù e brezhoneg ?

'Blam da betra 'zo chomet bev kement-all rannyezhoù e brezhoneg ?

13/04/2023

Hiziv emaomp e Landerne asambles gant Tangi Solliec. Hennezh 'neus echuet skrivañ e dezenn n'eus ket pell. « Distance Linguistique et Dialectométrie, une application à la langue bretonne » eo anvet. Pezh 'neus graet n'eo ket kement-se sevel listennoù eus kement parlant pe kement distagadur a zo e brezhoneg, met kentoc'h klask kompren 'blam da betra zo chomet bev kement-all rannyezhoù e brezhoneg, goude ma oa moiaen da soñjal, marteze, 'vefe deuet unvan a-walc'h ar brezhoneg goude kantvechoù ha kantvechoù, ha neuze peseurt diferañsoù zo etre ar parlañchoù-mañ ha penaos int en em zispartiet.


Imrann gant Gwennyn

Imrann gant Gwennyn

13/04/2023

Deuet eo maez 7vet pladenn Gwennyn, Imrann hec'h anv. Un digarez da doullañ kaoz ganti war sujedoù a-bep seurt, hec'h eiennoù awen. Bet omp o kejañ outi en he zi....Kaozadennoù liesseurt tro dro ur banne kafe tomm pe c'hoazh en he liorzh.


« Ma mamm 'noa ket bet chañs ha me 'moa bet »

« Ma mamm 'noa ket bet chañs ha me 'moa bet »

13/04/2023

Asambles gant Fañch ar Galand (François Galand) on bet oc'h ober anaoudegezh hiziv. Hennezh zo ganet e 1935 en Edern, e-kichenn Brieg. Paour-ran 'oa e familh neuze : e dad-kozh 'oa bet rivinet gant ar brezel bras, e dad 'oa marv abred a-walc'h ha setu 'noa ranket e vamm sevel he bugale he-unan kazimant. Degouezhet ar brezel e 1940 goude-se hag ar « Boched » a teue da zeskiñ tennañ 'kichenn an ti. Met chañs 'neus bet Fañch memestra, peogwir oa-eñ mat da zeskiñ er skol ...


Ar veilherien

Ar veilherien

13/04/2023

Ar vicher meilher zo cheñchet kalz abaoe ar brezel diwezhañ. Meilhoù-avel n'eus ket ken ha ne vez ket labouret gant an dour ken, abaoe m'eo deuet ar mekanikioù tredan. Ur veilh oa e kement parrez oa tout gwechall da neubeutañ, e-lec'h bremañ ne chom ket muioc'h evit dek e Penn-ar-Bed. Pevar meilher vo klevet en abadenn-mañ, da gontañ deomp penaos eo cheñchet ar vicher tammig-ha-tammig : François Rospape, pe "Soaig ar Veilh" (Brieg), Armand Penneg (Kerien), Youenn Naour (Kerien) ha Jean-Paul Kerdranvat (Ploneour).


Poltred ur vrezhonegerez eus ar vro : Marie-Louise ar Gow

Poltred ur vrezhonegerez eus ar vro : Marie-Louise ar Gow

13/04/2023

Gant Marie-Louise ar Gow omp bet oc'h ober anaoudegezh ar wech-mañ. Benjamin Bouard zo bet oc'h en em gavout asambles ganti e Kermelen Vihan e Brieg. Marie-Louise he deus bet safaret brezhoneg evit ar wech. Desket he deus brezhoneg asambles gant he zud ha pell zo neuze he deus choazet da safaret brezhoneg ar muiañ posubl. Desket he deus brezhoneg d'he bugale, ha da vugale ar re all memes, peogwir eo-hi bet o teskiñ tammoù traoù brezhoneg da skolidi Brieg e-pad tost dek vloaz. En afer deus ar brezhoneg eo bet er gomun ivez.


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine