E kreiz Penn ar Bed, e kichen Kastel Trevarez ez eus ul lec'h kuzhet a dalv ar poan bezañ dizoloet. Un ti e doen soul a zo war bord un hent bihan war maezioù Sant Goadeg. E-barzh emañ Padrig ar Goarnig o chom, kizeller, stourmer, saver tiez ekolo, paotr mil micher ha mil buhez. Abaoe penn kentañ ar miz emañ Sandra hag he mab o chom gantañ. Implijiadez gentañ kevredigezh Padrig eo, Eskemm gwezh bev he anv. Pal ar gevredigezh : sevel lochennoù er gwez ha dindan an douar evit tout an dud, da lâret eo, reoù baour (peurliesañ e koust un nozvezh en un ti a seurt-se ur c'hant euro bennak d'an nebeutañ), reoù nammet, reoù o defe c'hoant kousket en ul lochenn e-pad ar goañv hag all. Ur raktres brav neuze, doujus eus an endro, liesyezhek, padus da zizoloiñ asambles gant Padrig ha Sandra !
Efed ti-gwer, anavezout a rit ar gêrioù-se. Effet de serre e galleg flour evit komz diwar-benn mont-en-dro an tommder war an douar patatez-mañ. Egiz un ti-gwer eo aergaelc'h an douar evidomp, trapañ a ra ul lodenn eus an tommder produet gant an eol hag ac'h adlamm war an douar ha gras da se e chom bevabl an temperadurioù war an douar. Pezh eo zo gazoù efed ti-gwer a ya da devaat an aergaelc'h hag e trapont muioc'h a dommder. 'Blam dezho e ya war dommaat an hin. E-touez ar gazoù efed ti-gwer zo ar CO2, anvet mat ganeomp dre ma z'eo produet gant an industriezh vodern, ar c'hirri-tann, ar glaouerezh hag all. Met ur gaz all a zo gwasoc'h. 5 gwech warn ugent gwasoc'h eget ar CO2. Ar metane an hini eo. Muioc'h mui anezhañ a zo 'blam ma 'vez produet gant ar saout hag a zo muioc'h mui anezho ivez war an douar. Kavet 'vez e brammoù ha breugeudoù ar saout hag en o c'hoac'h ivez. Diskoulm ebet evit poen evit stourm a-enep saotradur brammoù ar saout met kavet eo bet un diskoulm evit adimplijout kaoc'h ar saout en un doare efedus ha doujus eus an endro, ar metanizañ. Emañ Marion Kerglonou o labourat evit un embregrezh anvet 3EI, Méthan'action. Kinniget 'vez ganto savadurioù metanizañ evit al labourerien douar. Petra eo pal ar metanizañ ? Penaos e ya en-dro ? Pegement e koust ? Sûr a-walc'h ne gredec'h ket selaouerien e oa posubl goustlañ 3/4 eur abadenn da gaoc'h ar saout met amañ 'maomp. Deomp de'i neuze !
Ur bloaz zo e oa bet kinniget Hent St Jakez gant Ronan Debel en doa graet ar perc'herinaj ur bloaz a-raok. Gantañ neuze hor boa dizoloet istor hag aergaelc'h ar perc'herinaj mil bloaz kozh. Ar bloaz-mañ en deus graet an hent gant e verc'h Anna, 14 bloaz anezhi. Bet eo bet Morgane da atersiñ tad ha merc'h a-raok ma yafent kuit ha goude o distro evit dastum o soñjoù. Camino Anna neuze egiz e vo menneget gant Ronan da lâret eo hent Anna o tizoloiñ ur vro nevez, o kejañ ouzh tud nevez, o kerzhout bemdez ur 25 km bennak evit erruout e Santiago de Compostela. Sed aze un 45mn abadenn evit rentañ kont eus 300 km bale.
Hiziv e chomomp e Ploneiz evit dizoloiñ ur chapel koant kuzhet war ar maez. Sz Anna Prat ar Raz he anv. Tro-dro dezhi un hanterkant a dud evit ober war he zro bodet er gevredigezh mignoned Sz Anna. Tro hon 'no da zeskiñ istor ar chapel, savet en-dro e fin an Naontekvet kantvet goude bezañ bet distrujet 'pad ar Revolusion ha da glevet son gwechall ar c'hloc'hioù gant Saig Yaouank, boaz da seniñ ar c'hloc'hioù dibaoe e vugaleaj.
Al lurskeudenner Charles Fréger a ziskouez war bro vreizh a-bez, abaoe ar 6 a viz mezheven, e dastumadeg fotoioù nevez anvet : Bretonnes. Ober a ra ur poltred sokial deus merc'hed gant ho gwiskamanchoù hengounel. Diskouezhadegoù a vo gant labour ar fotografour e bep korn eus ar vro : e kreizenn arzel Gwinzegal Gwengamp, e Mirdi Bigouden Pont An Abat, e Mirdi an Arz hag an Istor e Sant Brieg hag e Mirdi Breizh Roazhon. E Mirdi Breizh Roazhon, emañ an hanterour sevenadurel, Pascal Nignol o vont da reiñ deomp un dañvadenn deus an diskouezhadeg, oc'h ouzpennañ degouezhennoùigoù hag elfennoù titourañ. Pad a ra an diskouezhadeg betek an 30 a viz eost e Mirdi Breizh Roazhon. Ateleroù "Koeffoù" evit ar vugale deus 6 vloaz betek 12 vloaz a zo digoust hag a dalc'het e vezont bep merc'her da deir eur e miz gouere hag e miz eost. Deoc'h d'en em enskrivañ, pellgomzit d'ar mirdi.
Al lurskeudenner Charles Fréger a ziskouez war bro vreizh a-bez, abaoe ar 6 a viz mezheven, e dastumadeg fotoioù nevez anvet : Bretonnes. Ober a ra ur poltred sokial deus merc'hed gant ho gwiskamanchoù hengounel. Diskouezhadegoù a vo gant labour ar fotografour e bep korn eus ar vro : e kreizenn arzel Gwinzegal Gwengamp, e Mirdi Bigouden Pont An Abat, e Mirdi an Arz hag an Istor e Sant Brieg hag e Mirdi Breizh Roazhon. E Mirdi Breizh Roazhon, emañ an hanterour sevenadurel, Pascal Nignol o vont da reiñ deomp un dañvadenn deus an diskouezhadeg, oc'h ouzpennañ degouezhennoùigoù hag elfennoù titourañ. Pad a ra an diskouezhadeg betek an 30 a viz eost e Mirdi Breizh Roazhon. Ateleroù "Koeffoù" evit ar vugale deus 6 vloaz betek 12 vloaz a zo digoust hag a dalc'het e vezont bep merc'her da deir eur e miz gouere hag e miz eost. Deoc'h d'en em enskrivañ, pellgomzit d'ar mirdi.
Hiziv e yimp da zizoloiñ ur vilin gozh e Plouhineg asambles gant Jean Kere, perzh eus ar gevredigezh Cap sur les moulins. Ar gevredigezh-mañ a ra war-dro meilhoù Bro ar C'hap, hini Beuzeg : milin Keriolet hag hini Plouhineg, milin Treouzien. O paouez bezañ adnevezaet emañ meilh Treouzien hag eo digor d'an dud abaoe an 21 a viz Even. E-barzh e c'heller kompren mont en-dro ar vilin hag he rod a-blaen, ur sistem kozh deuet eus Bro Euskadi e-giz e vo displeget gant Jean Kere. Deomp neuze en un droiad peoc'hus gant trouz troioù ar rod ha red an dour.
Brewen Favrau, a orin eus Roazhon, zo deuet da vezañ sot gant ar sonerezh hengounel pa oa bihan. Goude meur a vloaz e Bagad Roazhon ha Bagad Saozon Sevigneg, e teu dezhañ ar c'hoant da vont da welladenniñ Bro Iwerzhon. Evit gounit e damm bara, e c'hoario barzh straedoù Galway. Deuet en dro en e vro, e kas e amzer etre ar skol sonerezh hag e strolladoù sonerezh hengounel emañ bremañ&