An divskouarn o nijal

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Iona Gauchet e Bro Chile

Iona Gauchet e Bro Chile

12/04/2023

Hiriv e vo nijet kuit treuz meurvor atlantel betek bro Chile. Tremen a raimp tri c'hard eur gant Iona Gauchet, ur plac'h yaouank eus Sparl, kostez Kemperle, a zo bet o veajiñ eno e-pad daou vloaz, hag a gont deomp penaos eo bet he buhez er Chile.


Krautrock

Krautrock

12/04/2023

Daou-ugent vloaz zo e oa mil-inervet yaouankiz Bro-Alamagn gant donedigezh ar rock hag al luskad hippi er vro. Koulz ar mennozhioù anarkour e oa ivez. Dre-se e oa bet ganet ur stil sonerezh nevez, anvet krautrock, 'neus levezonet meur a strollad musik a-vremañ. Met petra eo ar c'hrautrock ? Deomp da ziskoachañ ar c'hevrin-mañ o selaou strolladoù gwellañ ar stil a c'hell lakaat o tivskouarn da nijal davat !


Distro-skol an dud deuet

Distro-skol an dud deuet

12/04/2023

Ar sizhun tremenet e oa distro-skol ar vugale. Met ouzhpenn ar re-se zo aet war hent ar skol e Breizh e gwirionez. Un toullad tud deuet ivez ! Gant ar stummadurioù d'an daoulamm e vez un tri c'hant den bennak o teskiñ brezhoneg e-pad c'hwec'h miz bep bloaz. Penaos 'ta 'vez lakaet an dud-se da gomz ar yezh ? Ha petra vez graet gante warlerc'h ?


An distro-skol e Diwan

An distro-skol e Diwan

12/04/2023

Erru miz gwengolo, hag erru an distro skol. Bet omp oc'h ober un tamm tro e Skolaj Diwan Jakez Riou e Kemper da gomz gant ar skolajidi ha gant ar skipailh pedagogel, da welet penaos eo bet an distro skol, ha penaos e vo an dazont gant an deskiñ e brezhoneg !


Tangi Merien, poltred ur brezhoneger yaouank

Tangi Merien, poltred ur brezhoneger yaouank

12/04/2023

Kinnig a reomp deoc'h hiziv poltred ur brezhoneger yaouank, Tangi Merien. Emañ en deus lakaet da rod-stur e vuhez al lugan bet klevet er bloavezhioù 70: bevañ ha labourat er vro. Ha dre ar brezhoneg, dre ar c'hrouiñ e brezhoneg: komedian, advouezher, senarour, kaner ( ha me oar c'haozh!) eo Tangi!


Ar Maezioù

Ar Maezioù

12/04/2023

Teatr Piba, Radio Kerne ha Dizale a ginnigo 'benn ar merc'her 16 a viz gwengolo ur fiksion radio c'hoariet ha skignet war-eeun deus sal an Arthémuse ba Brieg. Ar pezh-c'hoari « Ar Maezioù » diwar « The Country » gant Martin Crimp a zo bet dibabet. Displegadennoù 'kerz an abadenn gant ar gomedianezed Marion Gwenn ha Loeiza Beauvir ha Lou Millour, renerez Radio Kerne.


Gouel Ar Filmoù Douarnenez

Gouel Ar Filmoù Douarnenez

12/04/2023

Evit gouzout pep tra war programm 38vet festival sinema Douarnenez, gouestlet ar bloaz-mañ da bobloù An Andoù...


Kampionnad Sonerien Daou Ha Daou Gourin

Kampionnad Sonerien Daou Ha Daou Gourin

12/04/2023

Annaig Daouphars a ginnig deomp 58vet Kampionnad Ar Sonerien dalc'het 'kichen kastell Traoñjoli 'ba Gourin...


Jean-René LeMoullec, archer a vicher 1/2

Jean-René LeMoullec, archer a vicher 1/2

12/04/2023

Abadenn An Divskouarn o Nijal vo gouestlet d'ar micher archer. Un doare da anavezout gwelloc'h petra vez graet gant an archerien resis en ho labour. Jean-René LeMoullec, archer a vicher a zispeg deomp penaos eo deuet da vezañ archer, perak ha penaos eo. Met ivez petra ra kichen d'e labour. Kontañ a ra penaos en eus savet ur strollad kejañ e brezhoneg e Pazieg, kichen Roazhon hag ur rallye evit ar vugale hag o gerent.


Jean-René LeMoullec, archer a vicher 2/2

Jean-René LeMoullec, archer a vicher 2/2

12/04/2023

Abadenn An Divskouarn o Nijal vo gouestlet d'ar micher archer. Un doare da anavezout gwelloc'h petra vez graet gant an archerien resis en ho labour. Jean-René LeMoullec, archer a vicher a zispeg deomp penaos eo deuet da vezañ archer, perak ha penaos eo. Met ivez petra ra kichen d'e labour. Kontañ a ra penaos en eus savet ur strollad kejañ e brezhoneg e Pazieg, kichen Roazhon hag ur rallye evit ar vugale hag o gerent.


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine