Larsen ha mediator !

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Larsen ha Mediator 98 : ar post-punk : Emdroadur strolladoù ar CBGB ‘s

Larsen ha Mediator 98 : ar post-punk : Emdroadur strolladoù ar CBGB ‘s

21/10/2023

Donemat e Larsen ha Mediator, setu ni o kenderc’hel hon abadennoù gouestlet da istor ar sonerezh post-punk, etre 1978 ha 1984. Perak ar bevennoù-mañ ? 1978, ar Sex Pistols o splittañ, 1984, MTV oc’h aloubiñ ar skrammoù. Neuze evel-just ez eus meur a dremm d’ar post-punk gant chapelioù disheñvel, eus an new wave d’ar cold wave, eus ur rock eksperimañtal o vountañ bevennoù a bep seurt d’ur rock industriel evit echuiñ gant ur sinth pop. Tro hon eus bet dija da gomz eus Pil, Joy Divison pe Cabaret Voltaire en abadennoù kent, bremañ e vo tro Devo pe Talking Heads. Peadra ‘vo da selaou gant ar strolladoù-se o doa holl ur poent boutin : stourm ouzh an ideologiezh sevenadurel hag estetik a aloube ar gwagennoù.
Playlist :
- Talking Heads : Psycho killer
- Talking Heads : Once in a lifetime
- Brian Eno David Byrne : Regiment (foñs son)
- Tom Tom Club : Wordy Rappinghood
- The Feelies : Moscow nights
- Tom Verlaine : Kingdom come
- Blondie : Fade away and radiate
Levrlennadur :
- New Wave : du post punk à la new pop - Dominique Dupuis – Embannadurioù Stéphane Bachès
- Rip it up and start again, post-punk 1978-1984 - Simon Reynolds – Embannadurioù Allia


Larsen ha Mediator 97 : ar post-punk : An No Wave

Larsen ha Mediator 97 : ar post-punk : An No Wave

18/10/2023

E New-York ar bloavezh 1978 e klever a bep seurt doareoù sonerezh ; bemnoz e tigor kleuboù noz nevez a ginnig sonerezh disco dindan ar mirror balls. Er Bronx hag er Queens e tregern ar beats hip hop kentañ hag en Tribeca pe Soho, karterioù « in » an intelektualed, e weler un nebeut tud yaouank a fell dezho flastrañ ar pezh a chom eus ar rock. Rivinet eo New-York, ha karterioù evel al lower East Side pe an East Village a zo heñvel ouzh ul lec’h a vefe bet bombezennet, gant savadurioù dirapar ha straedoù lous. Sachañ a ra ar c’harter ar skwaters hag ar junkies met ivez ar vuzisianed abalamour d’ar feurmoù ranndioù izel. Ar sonerien-se a sav neuze ul luskad ne anavez nag ar punk nag an new wave o tiwanañ, ar sonerezhioù-se zo re flour d’o soñj. Setu-ni, e Larsen ha Mediator, e kompagnunezh sonerien ha sonerezed dibleg en o dibaboù arzel, deomp da bourmen e metoù an No Wave !
Playlist :
- Bernard Herrmann : Thank god for the rain (Taxi Driver ‘s soundtrack)
- Mars : Helen Forsdale
- Teenage Jesus and The Jerks : Orphans (fons son)
- Teenage Jesus and The Jerks : The Closet
- James Chance and The Contorsions : Dish it out
- The Lounge Lizards : Incident on South street
- James Chance and The Contorsions : Designed to kill
- Suicide : Frankie teardrop
Levrlennadur :
- New Wave : du post punk à la new pop - Dominique Dupuis – Embannadurioù Stéphane Bachès
- Rip it up and start again, post-punk 1978-1984 - Simon Reynolds – Embannadurioù Allia
- Respect, le rock au féminin - Steven Jezo-Vannier – Embannadurioù Le mot et le reste


Larsen ha Mediator 96 : ar post-punk : Ar rock gotik (2)

Larsen ha Mediator 96 : ar post-punk : Ar rock gotik (2)

18/10/2023

Kenderc’hel a reomp hiziv da zizouarañ tonioù strolladoù al luskad gotik, lod zo anavezet gant ar brasañ niver met al lodenn vrasañ anezho o deus adkavet ur c’housk peurbadus en o archedoù dalc’het en ur c’hev-iliz diwallet gant logod-dall. Adalek 1983 ez eus bagadoù gothed e pep lec’h e Londrez met en em ledañ a ra al luskad er bed a-bezh betek al leurenn « Death Rock » e Los Angeles…
Playlist :
- Christian Death : Romeo’s Distress
- KUKL : Dismembered
- Virgin Prunes : Baby turns blue
- Sisters Of Mercy : Alice
- Sex Gang Children : Sebastiane
- The Cult : She sells sanctuary
- Lebanon Hanover : Gallowdance
Levrlennadur :
- Rip it up and start again, post-punk 1978-1984 - Simon Reynolds – Allia embannadurioù
- New Wave : du post punk à la new pop - Stéphane Bachès - Dominique Dupuis embannadurioù
- Gothic rock, une anthologie en 100 albums – Victor Provis – Le mot et le reste


Larsen ha Mediator 95 : ar post-punk : Ar rock gotik (1)

Larsen ha Mediator 95 : ar post-punk : Ar rock gotik (1)

23/09/2023

Kanañ a rae ar bunked « No future », brini al luskad gotik ne soñjont ket en dazont. Enoeet int hag e soñjont er marv. Morlivet, an daoulagad livet gant khôl, ar blev du bran dispak e sach ar goth e zizesper hag e spleen romantek war e lec’h evel ur samm er straedoù teñval beuzet el latar.
Pegañ a ra ar skeudenn-mañ ouzh izili al luskad rock gotik. Splujañ a reomp hiziv e Larsern ha mediator el luskad ganet war luduennoù ar punk, ul luskad leun a daveoù lennegel : ar rock gotik hag ar cold wave. Me ‘fell din menegiñ diouzhtu, etre kromelloù, ‘m eus graet an dibab d’ober gant rock gotik e lec’h gotek, marteze e fazian met ‘pezh a gont eo ar sonerezh forzh penaos !

Playlist :
- Fatals Picards : Cure Toujours (Tennad son)
- Dracula’s trailer : Sevenet gant Ted Browning Universal 1931
- Bauhaus : Bela Lugosi’s Dead
- Siouxie and the Banshees : Poppy Day
- Siouxie and the Banshees : Christine
- The Cure : The figurehead
- The Batcave : Tennad-son eus London Weekend television 1983
- Alien sex Fiend : Dead And Buried
- The Southern Death Cult : Moya
- The Birthday Party : Release The Bats

Levrlennadur :
- Rip it up and start again, post-punk 1978-1984 - Simon Reynolds – Allia embannadurioù
- New Wave : du post punk à la new pop - Stéphane Bachès - Dominique Dupuis embannadurioù
- Gothic rock, une anthologie en 100 albums – Victor Provis – Le mot et le reste


Larsen ha Mediator 94 : ar post-punk : Ar rock indus

Larsen ha Mediator 94 : ar post-punk : Ar rock indus

23/09/2023

Donemat da bep hini ac’hanoc’h selaouerien ha selaourezed kaer, hiziv e raimp ur veaj e metoù ar sonerezh industriel, ur stil ganet ivez evel kalz re all da goulz ar post punk hag a chom bev c’hoazh hiziv an deiz, strewet e tonioù metal, rap, pe zoken pop. Kavout a ran gwelloc’h ho kelaouiñ diouzhtu, lod eus an tonioù skignet hiziv a raio poan d’ho tiskouarn, klasket ‘m eus ober un dibab tonioù selaouabl a lârfen.

Playlist :
- Pierre Schaeffer : Etude aux chemins de fer (fons son)
- Throbbing Gristle : Slug Bait
- Die Krupps : Stahlwerk Symphonie (tennad son)
- Einsturzende Neubauten : Yü-Gung (Fütter mein ego)
- D.A.F : Der Mussolini
- Front 242 : Headhunter
- Depeche Mode : People Are People
- Severed Heads : Dead Eyes Opened

Levrlennadur :
- Inrockuptibles 2 : Electro des origines à nos jours
- New Wave : du post punk à la new pop - Stéphane Bachès - Dominique Dupuis embannadurioù
- Rip it up and start again, post-punk 1978-1984 - Simon Reynolds – Allia embannadurioù
- Standing on a beach, la new wave en 100 disques essentiels - Sylvain Fanet - Le mot et le reste


Larsen ha Mediator 93 : ar post-punk : Ar synthpop

Larsen ha Mediator 93 : ar post-punk : Ar synthpop

23/09/2023

Donemat deoc’h e Larsen ha Mediator, an abadenn a zezrevell istor ar rock. Kenderc’hel a reomp da furchal e tiretennoù ar post-punk breizhveuriat evit en em ouestlañ hiziv d’ur beñveg a vo pennkaoz d’ar pleg kemeret gant ar pop e deroù ar bloavezhioù 80, ar stokelleg an hini eo, ar « synthé » ma kavit gwelloc’h. A-drugarez dezhi e vo komzet eus synthpop hag eus new romantics.
-----------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------


Playlist :
-Human League : Being boiled
- Atersadenn Joanne Catherall, tennad-son eus « Synth Britannia » sevenet gant Benjamin Whalley evit BBC four
- Human League : The sound of the crowd
- Prezegenn gentañ Margaret Thatcher evel ministrez gentañ : tennad-son eus BBC News
- Gary Numan : Are friends electric ?
- Kraftwerk : Radioactivity (foñs son)
- Atersadenn Andy McCluskey, tennad-son eus « Synth Britannia » sevenet gant Benjamin Whalley evit BBC four
- Orchestral Manoeuvres In The Dark : Electricity
- Depêche Mode : New life
-Depeche Mode : I just can get enough (foñs son)
- Visage : Fade to grey

Levrlennadur :
- New Wave : du post punk à la new pop - Stéphane Bachès - Dominique Dupuis embannadurioù
- Rip it up and start again, post-punk 1978-1984 - Simon Reynolds – Allia embannadurioù
- Standing on a beach, la new wave en 100 disques essentiels - Sylvain Fanet - Le mot et le reste


Larsen ha Mediator 92 : ar post-punk : Hold-up war ar reggae

Larsen ha Mediator 92 : ar post-punk : Hold-up war ar reggae

23/09/2023

Jerry Dammers, krouer ar strollad ska The Specials, a felle dezhañ sevel ur strollad reggae punky met p’en doa tro da seniñ war al leurenn gant strolladoù du e teue ingal ur rasta da lâret dezhañ « Arabat touch da sonerezh ar Jah ». Jah o vezañ Doue, hag impalaer Etiopia, Hailé Sélassié 1tañ, e enkorfadur war an douar. OK, peogwir e oa ar reggae ur sonerezh relijiel e voe kemeret an diviz gantañ da zistreiñ da orinoù ar reggae, ar ska, ur sonerezh graet evit dañsal tra ken. Padal adalek deroù ar seventies e oa preizhet ar reggae gant arzourien wenn, ar pezh a welimp hiziv e Larsen ha Mediator !
Playlist
- Desmond Dekker : Israelites (foñs son)
- Eric Clapton : I shot the sheriff
- The Rolling Stones : Cherry oh baby (Tennad son)
- Led Zeppelin : D’Yer Mak’er (Tennad son)
- 10 CC : Dreadlock holiday (Tennad son)
- Bob Marley : Punky reggae party
-The Ruts : Jah War
- Basement 5 : Silicon chip
- Ian Dury : Sex and drugs and roc’k ‘n roll
- Elvis Costello : Watching the dedectives (Tennad son)
- Joe Jackson : Fools in love (Tennad son)
-The Police : Roxanne
- UB40 : Food for thought
Levrlennadur :
- New Wave : du post punk à la new pop - Stéphane Bachès - Dominique Dupuis embannadurioù
- Rip it up and start again, post-punk 1978-1984 - Simon Reynolds – Allia embannadurioù


Larsen ha Mediator 91 : ar post-punk : Distro ar ska

Larsen ha Mediator 91 : ar post-punk : Distro ar ska

23/09/2023

« Disoñjit ar punk, disoñjit ar mods nevez o kerzhout war lusk My generation, e Bro-Saoz ar bloavezh 1980 eo Ska ar ger a gont ». Setu penaos e kroge David Fricke, kazetenner e Rolling Stone, e bennad war ar ska d’an 23 a viz Meurzh 1980. Ar ska, ar sonerezh nevez a aloube ar gwagennoù e Breizh-Veur. C’hwi zo o selaou Larsen ha Mediator, e kompagnunezh Gaëtan ho servijour, ha setu ni war roudoù ar ska, tigada, tigada, tigada ! Ska, ska, ska !
Playlist :
- Millie Small : My boy lollipop (foñs son)
- Prince Buster : Linger on
- The Specials : Gangsters
- The Specials : Too much too young (foñs son)
- The Specials : A message to you Rudy
- The Specials : Ghost town (tennad son)
- The Beat : Mirror in a bathroom
- Madness : Don’t quote me on that (tennad son)
- Madness : One step beyond
- The Selecter : On my radio
- The dead 60’s : Ghostfaced killer
Levrlennadur :
- New Wave : du post punk à la new pop - Stéphane Bachès - Dominique Dupuis embannadurioù
- Rip it up and start again, post-punk 1978-1984 - Simon Reynolds – Allia embannadurioù


Larsen ha Mediator 90 : Leurenn Manchester hag « ar sonadeg a cheñchas ar bed »

Larsen ha Mediator 90 : Leurenn Manchester hag « ar sonadeg a cheñchas ar bed »

22/08/2023

Mark E. Smith, kaner ar strollad The Fall, a lavaras un deiz e oa daou seurt uzinioù e Manchester, ar re a lakae an dud da vervel hag ar re a veve diwar an dud varv. Evel-just e soñje en uzinioù niverus e Manchester a gorvoe al labourerien met ivez e Factory Records a welas sifr e werzhioù pladennoù lieskementet goude marv Ian Curtis, kaner Joy Division. Hiziv, e Larsen ha Mediator, e pradomp e fraostoù industriel Manchester, ur gêr war an diskar a welas new wave Joy Division, The Fall pe A Certain Ratio o tont war-wel.
Playlist :
- Hair Soundtrack : Manchester
- Sex pistols Live in Manchester 76 : I Wanna Be Me
- The Fall : Totally Wired
- The Fall : Big New Prinz
- Atersadenn Peter Hook tennet diouzh Granada TV’s NWA
- Joy Division : Warsaw
- Joy Division : She ‘s Lost Control
- Joy Division : Love Will Tear Us Appart
- A Certain Ratio : Crippled Child
- The Frantic Elevators : Passion

Levrlennadur :

- New Wave : du post punk à la new pop - Stéphane Bachès - Dominique Dupuis embannadurioù
- Rip it up and start again, post-punk 1978-1984 - Simon Reynolds – Allia embannadurioù


Larsen ha Mediator 89 : Emdroadur un nebeut strolladoù punk breizhveuriat

Larsen ha Mediator 89 : Emdroadur un nebeut strolladoù punk breizhveuriat

22/08/2023

War ludu ar punk ez eus ul luskad oc’h en em aozañ : ar post punk. Nann, na yit ket da gomz dezho eus new wave, divalav e vefe. An ex-punked a guita ar broleteriezh evit en em dreiñ war-zu ar bohem hag an arzoù.
Playlist :
- Public Image Limited : Radio 4 (foñs son)
- Public Image Limited : Public Image
- Magazine : Shot By Both Sides
- The Pop Group : We Are All Prostitutes
- Gang Of Four : Damaged Goods
- The Jam : Down At The Tube Station At Midnight
- Buzzcocks : Ever Fallen In Love (With Someone You Shouldn't've)

Levrlennadur :
- New Wave : du post punk à la new pop - Stéphane Bachès - Dominique Dupuis embannadurioù
- Rip it up and start again, post-punk 1978-1984 - Simon Reynolds – Allia embannadurioù


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine