Larsen ha mediator !

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Larsen ha mediator 20 : The british invasion : The Beatles 2

Larsen ha mediator 20 : The british invasion : The Beatles 2

13/04/2023

Kenderc'hel a reomp hiziv hor baleadenn e pladennoù ar Beatles. Ar sizhun dremenet hor boa laosket anezho gwall skuizh e fin ar bloavezh 1964 gant peder fladenn enrollet e korf ur bloavezh, ha gwelet 'vo hiziv ne ya ket an traoù war c'horrekaat ! Playlist : The Zombies : She 's not here The Beatles : I need you The Beatles : You 've got to hide your love away The Beatles : Norwegian wood The Beatles : Got to get you into my life  The Beatles : Tomorrow never knows  The Beatles : Whithin you without you. The Beatles : A day in a life


Larsen ha mediator 21 : The british invasion : The Beatles 3

Larsen ha mediator 21 : The british invasion : The Beatles 3

13/04/2023

Setu-ni asamblez adarre e « Larsen ha mediator » evit gwelout tri bloavezh diwezhañ ar Beatles pa grog an arc'hant hag ar merc'hed da drenkañ awen ar strollad. Playlist : - The Beatles : Baby, you 're a rich man » - The Beatles : I'm the walrus - The Beatles : While my guitar gently weeps - The Beatles : Helter skelter - The Beatles : One after 909 - The beatles : You never give me your money


11 :  Ar re yaouank hag ar rock 'n roll

11 : Ar re yaouank hag ar rock 'n roll

13/04/2023

Larsen ha mediator 11 : Ar re yaouank hag ar rock 'n roll « The American way of life » evit ar re wenn d'an nebeutañ zo diazezet war un nebeut talvoudegezhioù eeun : daremprediñ e amezeien, dreist-holl da goulz oferenn ar barez, kaout e di dezhañ e-unan, hag e garr-tan evit mont d'ar c'hrogad base-ball pe mell-droad amerikan. Roz eo liv an dazont er fifties, ar gudenn nemeti evit ar gerent prederiet rak dazont o bugale eo ar rock ha c'hwezh ar sulfur, peg outañ. Degemer mat e Larsen ha mediator, hiziv e pledont gant ar re yaouank hag ar rock 'n roll. Playlist : Boyd Bennet and his rockets : Seventeen The Coasters : Yakety yak Chuck Berry : Sweet little sixteen Little Richard : Lucille Jimmie Snow tennet eus « 1950s preacher vs rock'n'roll music » Pat boone : Tutti frutti Little Richard and Pat Boone tennet eus « PBS History of Rock and Roll series, pt 1 » Bo Diddley :  Bo Diddley  The Robins : Riot in Cell Block #9 The Silhouettes : Get A Job Barret Strong : Money Levrlennadur : « Devil's Music, Holy Rollers and Hillbillies: How America Gave Birth to Rock » gant James A. Cosby "Our american century Rock and roll generation, teen life in the 50s" Time Life books "Les racines du rock" Florent Mazzoleni (Embannadurioù Hors collection)


12 :  An DJ's hag ar rock 'n roll

12 : An DJ's hag ar rock 'n roll

13/04/2023

Ne vefe ket bet gwall bell ar sonerien rock hep ar pezh a selaouit dres bremañ da lavaret ar radio. Rak ma zo ezhomm eus kanerien hag eus tiez-produiñ ez eus ezhomm ivez eus tud, diskoacherien a-wechoù, hag a ziviz lakaat pladenn-mañ-pladenn war an troer pladennoù evit ma vo skignet dreist bevennoù ar stadoù ha dreist ur vevenn all, hini liv ar c'hroc'hen. Degemer mat e metoù an Djs ! Playlist : Dewey Phillips - At WHBQ hosting red hot and blues e Memphis Gene Vincent : Be bop a lula Buddy Holly : That will be the day Alan Freed o kinnig e abadenn The dominoes : Have mercy baby Bill Haley : Rock around the clock Little richard : Rip it up take 1 Little richard : Rip it up Eddie Cochran : Skinny Jim Levrlennadur : "Les racines du rock" Florent Mazzoleni (Embannadurioù Hors collection) "Rhythm & blues country Rock 'n roll la musique qui vit grandir Elvis" J.C. Bertin (Embannadurioù Didier Carpentier)


13 :   Marv ar rock 'n roll

13 : Marv ar rock 'n roll

13/04/2023

E fin ar bloavezhioù 50 e seblant ar rock tonket da vont da get, milliget m'emañ e arzourien bennañ. Setu ar pezh a welimp hiziv. Kregiñ a ra ar c'heleier fall e miz Here 1957 gant Little Richard, an hini en deus berraet filosofiezh ar rock 'n roll en un drouzadell « A wop bom aloo mop a lop bam boom » a ziviz teurel e zilhad alaouret hag e walennoù d'ar blotoù evit en em ouestlañ d'ar relijion goude bezañ bet gwelet Doue er c'harr-nij a gase anezhañ da Aostralia evit un droiad. E miz Meurzh 1958 ez eo Tonton Sam hag a zegas soñj da Elvis en deus da servijout ar vammvro. Playlist : Tenacious D : Rock is dead Elvis Presley : Atersadenn a-raok e gonje ("Elvis Sails") Elvis Presley : Are you lonesome tonight ? Don Mc Lean : American Pie  Ritchie Valens : La bamba Chuck Berry, Bruce Springsteen and the E-street Band : Johnny Be Goode Eddy Cochran : Twenty flight rock Levrlennadur : "Les racines du rock" Florent Mazzoleni (Embannadurioù Hors collection) "Rock 'n roll Babylon" Gary Herman (Embannadurioù Denoël X-Trême) "Pop Rock Story vol. 1" Marion Doussot (Embannadurioù Vents d'Ouest)


14 :  E skeud ar "steredennoù"

14 : E skeud ar "steredennoù"

13/04/2023

Kazi echu eo hon ergerzhadenn er bloavezhioù hanterkant met a-raok kuitaat oadvezh aour ar rock'n roll emaomp o vont hiziv da vukañ ar gouleier war strolladoù a eil renk. Oh ! Na vil eo lavarout kement-mañ, lakaomp kentoc'h strolladoù a galite n'o deus gallet tizhout ar brud a oa dleet dezho abalamour d'ar plas kemeret gant « stars ar rock 'n roll ». E gomprenet ho peus, hiziv plas d'ar re chomet e skeud ar « steredennoù ». Playlist : The Johnny burnette trio : The train kept a rollin  The phantom alias Jerry Lott : Love me  Screamin' Jay Hawkins : Little demon Dale Hawkins : Susie Q Link Wray : Rumble Link Wray : Batman theme Barbara Pittman : I need a man Joyce green : Black cadillac Bob and Lucille : Eeny, meny miney moe


15 : Evit klozañ gant gwriziennoù ar rock hag ar fifties

15 : Evit klozañ gant gwriziennoù ar rock hag ar fifties

13/04/2023

Evit klozañ gant ar rummad kentañ-mañ gouestlet da wriziennoù ar rock'n roll ha d'ar bloavezhioù hanter-kant e kinnigan ur veaj vihan deoc'h hiziv gant meur a arliv. Kregiñ a raimp diouzhtu gant an hini a c'hellfemp lezanviñ « maeronez ar rock 'n roll », ur seurez, sister Rosetta Thorpe, a ginnige dija er bloavezhioù 40 riffoù gitar akuit war he gibson en ur ganañ ar gospel. Playlist : Sister rosetta Tharpe : Shout sister shout Sister rosetta Tharpe : Strange things happening every day  The dixieaires : Joe Louis is a fighting man Buddy Johnson : Did you see Jackie Robinson hit that ball ? Les Brown : Joltin' Joe Di Maggio  The million dollar quartet : I shall not be moved Janis Martin : Drugstore rock 'n roll Sparkle Moore : Skull and cross bones Levrlennadur : "Les racines du rock" Florent Mazzoleni (Embannadurioù Hors collection) "Rhythm & blues country Rock 'n roll la musique qui vit grandir Elvis" J.C. Bertin (Embannadurioù Didier Carpentier) "R'n'R antédiluvien" (Embannadurioù Bdmusic/9ème Art+)


9 : Sonerezh du versus sonerezh gwenn 

9 : Sonerezh du versus sonerezh gwenn 

13/04/2023

Tro 'm eus bet dija da gomz deoc'h eus ar pezh a oa anvet The race records, ar sonerezh enrollet evit ar re zu, deuet da vezañ the rythm and blues records. Komzet 'm boa deoc'h ivez eus Syd Nathan e Cincinaty hag e di-embann King records a rae covers, enrolladennoù nevez ma karit, eus an tonioù enrollet evit ar re zu e versionoù sivilizet evit ar re wenn. Hiziv e selaouimp versionoù all eus tonioù rhythm'n blues gwennaet a-raok mont war-zu Memphis pa antreas ur paotr yaouank anvet Elvis er studio sun. Playlist : Jenerik : The Beatles vs Joan Jett vs Cypress Hill vs House of Pain vs RATM - Mash Together - Mashup by Faroff Etta James : Dance with me, Henry  Georgia Gibbs : Dance with me, Henry  Lavern Baker : Tweedlee Dee Georgia Gibbs : Tweedlee Dee Fats Domino : Ain't that a shame Pat Boone : Ain't that a shame Smiley Lewis : I hear you knocking Gale Storm : I hear you knocking Arthur Crudup : That's all right mamma  Elvis Presley : That's all right mamma Bill Monroe : Blue moon of kentucky Elvis Presley : Blue moon of kentucky


10 : Sun Records ha Rouaned ar rock 'n roll

10 : Sun Records ha Rouaned ar rock 'n roll

13/04/2023

Setu-ni en em gavet e 1954, gant ur paotr a entano kalon ar c'hrennardezed hag a aweno doare en em wiskañ ar baotred. Met n'eo ket ganet ar rock p'en deus Elvis bountet dor ar stuidioù Sun e Memphis, amañ e oa dija a-raok, Elvis a voe e dreizher, ur seurt soner fleüt Hamelin o kas ar bed a-bezh d'e heul. Ur paotr koant, goullo e chakodoù, setu ar pezh a oa ezhomm evit cheñch red an amzer. Playlist : Elvis Presley : Heartbreak hotel Elvis Presley : First appearance on « Louisiana Hayride » Elvis presley : Jailhouse rock Jerry Lee Lewis : Whole lotta shakin' going on Carl Perkins : Honey don't Sun Records : The return of Jerry Lee Jerry Lee Lewis featuring Jimmy Page : Rock 'n roll Trailer ar film Elvis ha Nixon


8 : The doo wop 

8 : The doo wop 

13/04/2023

Larsen ha mediator 8 : The doo wop  Kemerit 4 pe 5 paotr yaouank , du o c'hroc'hen, unan anezho a vo an unkaner, gant ur vouezh tenor skañv o kanañ ar sonenn, un tenor all hag ur bariton oc'h heuliañ gant « ohh », hag « ahh » hag erfin ur bariton boud evit an doop-doop ha setu ur strollad doo-wop ho peus ! Playlist : Jenerik : The Beatles vs Joan Jett vs Cypress Hill vs House of Pain vs RATM - Mash Together - Mashup by Faroff Fluffy hunter : The walkin' blues Frankie lymon and the teenagers :  Why do fools fall in love ?  The swallows : It ain't the meat Two Fords Classic Car Commercials (1950's) The cadillacs : Speedo The capris : Morse code of love The Cordettes : Lollipop The Bobettes : Mr Lee Blue Moon : The Marcels Nat Williams & The Dry-Dells Drake's Fruit Pies Commercial


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine