Gant « Bringing it all back home » hag « Highway 61 Revisited » en deus Dylan pinvidikaet ar folf gant energiezh ar rock 'n roll. Lod all a heulio an hent difraostet gantañ e-keit ha ma chomo reoù all feal d'ar folk penn kil ha troad, hiziv e chomomp e New York e eil hanterenn ar bloavezhioù 60. Playlist : - Joan Baez : Silver dagger - Simon and Garfunkel : Bleecker street - Simon and Garfunkel : Scarborough Fair - The Lovin' Spoonful : You didn't have to be so nice - Arlo Guthrie : Alice 's restaurant massacre (pennadig) - Arlo Guthrie : Coming into Los Angeles Karen Dalton : Little bit of rain Leonard Cohen : So long Marianne Loudon Wainwright III : Dead Skunk
E 1967 eo digabestr ar rock, ha gant Sergent Pepper e kendalc'h ar Beatles da dreuzfurmiñ ar bed kozh gwenn ha du en ur freskenn psykedelik ha da aweniñ meur a strollad, ar pezh a gendalc'himp da welet ar sizhun-mañ. Playlist : - The Pretty Things : Bracelets of fingers (foñs son) - The Pretty Things : St Sorrow is born - Tomorrow : Real life permanent dream (foñs son) - Twink : Ten thousands words in a cardboard box - Traffic : Dear Mister fantasy - Soft Machine : Save yourself - Soft Machine : Priscilla lullabye Letter (son foñs) - Family : The chase - The deviants : I 'm coming home
A-raok dibradañ evit Greenwitch village e New-York em boa c'hoant ma selaoufemp asamblez un nebeut strolladoù pe arzourien breizhveuriat n'em boa ket bet tro da venegiñ betek-hen en abadenn. Playlist : - Spencer Davis group : Gimme some lovin' - Spencer Davis group : I'm a man - The Troggs arguing in a studio - The Troggs : Wild thing - Terry Reid : Superlongs my super girl - Nick Drake : Riverman - King Crimson : The dream (Foñs son) - King Crimson : I talk to the wind
Chom a reomp e Breizh-Veur hiziv c'hoazh er bloavezhioù 60. Met goude ar mods hag ar blues boom hag o deus laosket roudoù en doare da seniñ, ez eus ul luskad nevez oc'h aloubiñ ar gwagennoù. Awenet gant an drammoù, ha gant binvioù sonerezh a bep seurt, setu-ni o vont da blavañ e-pad un hanter eur er sonerezh psikedelik. Playlist : - Pink Floyd : Lucifer Sam - July : The way (foñs son) - Donovan : Bert's blues - Donovan : Season of the witch - The Rolling Stones : Sing this all together (foñs son) - The Rolling Stones : In another land - The Beatles : Sergent pepper's lonely hearts club band (foñs son) - Blossom toes : Love is - Cream : Strange brew - Tomorrow : Real life permanent dream
Kenderc'hel a reomp hor pourmenadenn er pezh a voe anvet the british blues boom, pa voe levezonet un toullad muzisianed breizhveuriat gant sonerezh annezidi du stadoù delta ar Mississipi. Playlist : - Keef Hartley Band : Leavin 'trunk - Ten years after : I can't keep from crying sometimes - Fleetwood Mac : Black Magic Woman - Chicken Sack : The letter - Chicken Sack : You ain't no godd - John Lee Hooker and the Groundhogs : Waterfront
Tro hon eus bet en abadennoù kent da welout penaos o deus sonerien blues US evel Muddy Waters, Lightnin' Hopkins, pe Otis Rush skoet ar vuzisianed Breizhveuriat evel ar Stones, John Mayall hag e vluesbreakers pe The Who. Kenderc'hel a reomp hiziv hon ergerzhadenn er british blues boom. Playlist : - The Animals : Club a-go-go - The Animals : Gonna send you back to walker - The Yardbirds : Stroll on - Jeff Beck Group : You shook me - Them : Gloria - Jimi Hendrix : All along the Watchtower - Cream : Sunshine of your love
A-raok treizhañ Mor Breizh evit gwelout ar birvilh degaset gant The british invasion, pa voe tro ar sonerien saoz da levezoniñ ar bed, eo ret deomp da gentañ kompren gwelloc'h penaos en deus ar rock treizhet ar Meurvor Atlantel e dibenn ar bloavezhioù 50. Playlist : Howlin' Wolf : Moanin' in the moonlight Otis Rush : I can't quit you babe Sonny Boy Williamson : Help me Muddy Waters : Rollin' Stone The Rolling Stones : Come on John Mayall and the Heartbreakers : Another man John Mayall and the Heartbreakers : All your love Muddy Waters, Sonny Boy Williamson, Memphis Slim ha Willie Dixon : Bye bye blues
Degemeret eo mat berzh ekolomikel fin ar bloavezhioù 50 e Breizh-Veur gant ur boblañs o c'houzañv ur sistem klasoù abaoe kantvedoù. Evel er Stadoù-Unanet, ez eus ur c'hoant bras gant ar yaouankiz da brofitañ eus e vuhez. Hervez Time Magazine ez eus d'ar c'houlz-se kazi 30 % eus annezidi Londrez hag a zo etre 15 ha 34 bloaz, un dregantad brasoc'h eget e peurrest an enezenn. Ar yaouankiz-se an hini eo a lakao Londrez da swingañ, oc'h ijinañ stiloù nevez, kenkoulz evit an dilhad hag evit ar sonerezh. Playlist : - The Kinks : I'm not like everybody else - Pennad tennet eus Quadrophenia, film Franc Roddam, produet gant The Who films ha Polytel e 1979 - The Kinks : Well respected man - The Kinks : Sunny afternoon - The Who : My generation - The Who (at Leeds) : Young man blues - Small faces : What cha gonna do about it
E 1964 o deus ar Stones graet o zoull : gouesoc'h eget The Beatles e tiskouezont ivez un doujañs bras evit o idoled, araogerien ar blues hag ar rock 'n roll, komprenit sonerien zu rhythm 'n blues ar Stadoù-Unanet. Evit poent, ne glever war o fladenn nemet adenrolladennoù eus tonioù bet savet abretoc'h, da skouer « Carol » gant chuck Berry, « Walking the dog » gant Rufus Thomas, pe « come on » gant Berry c'hoazh. A-drugarez dezho e ra ar publik breizhveuriat anaoudegezh gant tonioù klasel ar blues. Playlist : The Rolling Stones : I wanna be your man Slim Harpo : I'm a king bee Marianne Faithfull : As tears go by The Rolling Stones : Paint it, black The Rolling Stones : Let's spend the night together. The Rolling Stones : We love you The Rolling Stones : Prodigal son The Rolling Stones : No expectations The Rolling Stones : Gimme shelter
Kenderc'hel a reomp hor rummad abadennoù gouestlet d'ar pezh zo bet anvet « The british invasion », p'o deus strolladoù saoz deroù ar bloavezhioù 60 trustet plasoù kentañ an holl « charts » dre ar bed a-bezh. Ha deuet eo ar mare evel-just da gomz eus ar strollad brudetañ er bed, ar strollad a chom hini karetañ ar blanedenn 50 vloaz goude m'o deus dispartiet, 40 vloaz goude marv John Lennon hag 20 vloaz goude hini George Harrison. Met penaos komz eus ar Beatles en ur eurvezh pe ziv ? Dic'hallus an hini eo, neuze em eus dibabet kentoc'h kinnig un nebeut tonioù heverk ha, ma vez tu, e-touez ar re dianavezetañ. Playlist : - The Beatles : Love me do - The Beatles : Boys - The Beatles : Twist and shout - The Beatles : From me to tou - The Beatles : I want to hold your hand - Kelaouadenn o tennañ d'ar beatlemanaia e Breizh-Veur gant E. Newman Evit NBS - CBSN 1963 : un tañva eus ar beatlemania er sixties - The Supremes : Can't buy me love - Donna Lynn : My boyfriend had a Beatle haircut - The Beatles : She 's a woman - The Beatles : I'm a loser