Ribine Records

Radio Naoned

Lien copié dans le presse papier.

Ribines Records : Dj Alpaide

Ribines Records : Dj Alpaide

13/04/2023

Gant ur sonerezh tenval ha desachus, an Dj Alpaide a lako ac'hanoc'h da veajiñ betek harzoù e hollved arzel digor mat. Soner ha produer, klask a ra furchal en holl sevenaduriou, amzerioù hag en holl levezonoù tro-dro dezhañ evit kinnig deoc'h ur sonerezh breaké, stokadennet ha dansus pe c'hoazh hunvreel. Ur stlapadenn hag ur flouradenn eo. Ar grouve hag ar sioulder pe c'hoazh an trans hag an arvesterezh.


Ribines Records : DJ Bren

Ribines Records : DJ Bren

13/04/2023

Ur songarour eo DJ Bren. An tekno, Acid, an House hag an Hard music a zo ar stiloù-sonerezh a blij dezhañ ar muiañ. Plij a ra dezhañ rannañ gant karantez e dibaboù gant an holl. O klask emañ memestra bezañ war evezh gant an arvesterien. Chom hep koll an dud evit desachañ an holl. Hag o chench emañ e setou atav. Etre ar mintivezhioù dous, tommder fin an abardevezh pe c'hoazh an nozvezhioù froumus . Hervez an eur DJ Bren a ginnig sonadegoù disheñvel mik. Ret eo lakaat an dud da finval da zansal. Ne vez ket sonet neus forzh petra evit neus forzh piv setu leitmotiv DJ Bren.


Ribines Records : C.V.P.O

Ribines Records : C.V.P.O

13/04/2023

O chom e brest emañ CVPO. Ezel deus ar strollegezh WestSound ha ken diazezer al label Chien Sans Collier Records. Buheziñ a ra an abadenn Cold Kultur war ar radio fréquence Mutine. An dj CVPO a zo klask e levezenoù e-kerzh leurennoù elektro tenval a bep seurt. E sonadegoù evel dj a zo o bransellaat gant a bep seurt stil sonerezh underground evel an EBM, an techno, ar sonerezh Punk an elektro hag ar sonerezh industriel. Sonet en eus dija war leurenn astropolis, ar Macadam, la Suite hag en deus sonet ivez gant arzourien evel Max Durante, Rendered, Minimum Syndicat, Varg, Luxe Vibert, Radical G ha gant Shxcxchcxsh. An Dj CVPO a zo un arzour yaouank gant un dazont grataus e bed ar sonerezh elekro.


Ribines Records Black Tide/Black Greedz - Krew Karacha (BZH / FR )

Ribines Records Black Tide/Black Greedz - Krew Karacha (BZH / FR )

13/04/2023

Gant ar strollegezh Krew Karacha emañ DJ Tide ha DJ Greedz o seniñ kentoc'h kostez Bro Gerne. O stil elektro a zo troet kentoc'h war zu an deep techo/deep house, breakbeat hag an techno indus. Ar baotred a zo en o aes gant ar platinoù vinilou met ivez ar reou niverel. An daou gomper a blij dezho magañ o setoù hag o awen e-kerzh o beajoù pep lec'h e Europa. Marteze ho peus gwelet anezho ba Brest er c'hlub La suite, e Pariz er Mellotron pe c'hoazh e le café local ba Kombrit.


Ribines records : TY KEV

Ribines records : TY KEV

13/04/2023

A-orin eus Kerne Izel e krog TY KEV gant ar miksañ e penn-kentañ ar bloavezhioù 2000 e Breizh dreist-holl. D'ar mare-se e son er sound system « Arlek'1 » war un dro gant Epsylon, Korrils, 716 hag all. Erru eo Naoned pemp bloaz zo hag e kemer perzh er strollad « Assaillants du rail ». Troet d'an tekno ha d'an Acid Tekno e deroù e vuhez evel dj, mont a ra war-zu an tek house hag ar funk house er mare-mañ. Un tamm groove ha dance floor graet gantañ evit an arvesterien. da lakaat anezho da zañsal 'pad pell hag evit e blijadur dezhañ ivez.


Ribines Records : Ultra Violette

Ribines Records : Ultra Violette

13/04/2023

Ultra Violette a zo ken-diazezerez ar strollegezh Conne Action. Kanerez hag O seniñ gitar-boud emañ hi en ur strollad Punk-rock anvet HHM Juliette he deus kroget da viksañ adalek 2007. Diwar tonioù sonerezh ha n'haller ket parraat an djeez Ultra Violette a glask sevel setoù doare dancefloor gant frommoù brav atav.


Ribine Records : Cedric Sheva

Ribine Records : Cedric Sheva

13/04/2023

Ar miz-mañ e vo diskoachet an Dj Cedric Sheva. An dj a-orin eus Brest a zo lesanvet Corsen evit e viksoù live Deep Tekno pe c'hoazh an anv Atlantic a vez roet dezhañ pa son gant e gomper Midside. Cedric Sheva a zo plijet gant an tekno met ivez gant an house hag an disco. Hag alies e vez klevet ar paotr o seniñ a-bep seurt stil sonerezh, sonioù tomm betek ar beatsoù labouret mat. Ezel eus ar strollegezh Radio Lune eo ha gwelet 'vez alies mat war leurennoù Brest. Cedric Sheva a embanno a-benn nebeut Epoù nevez gant al label Labyrinth Records e Londrez.


Ribine Records : FEM

Ribine Records : FEM

13/04/2023

FEM, un dj a-vro Roazhon, a zo unan eus an arzourien brudetañ war leurenn Breizh. Abaoe 10 vloaz emañ oc'h aloubiñ leurennoù ar vro o lakaat war-wel sonerezh a-bep seurt. Levezonet eo gant ar wagenn sonerezh eus Detroit, e sonerezh dezhañ a zo etre an tekno hag ar groove ha lakaat a ra an holl da zañsal da vat. Laurent Garnier hag ar re all ne chomont ket etre daou evit seniñ e viksoù. E skiant-prenet war an dancefloor 'neus kaset anezhañ da seniñ e pep lec'h e Bro frañs, evit festivalioù bras evel Astropolis, Transmusicales pe c'hoazh Panorama, hag e kluboù mojennel evel Le Rex, l'Iboat pe c'hoazh ar 1988 Live Club hag ar Warehouse.


Ribines Records : Just Jul

Ribines Records : Just Jul

13/04/2023

Just Jul a zo DJ ha produer, kenkrouer al label Mascarade records ha krouer ar web radio Nebulah Radio. Abaoe 6 vloaz emañ o tioroiñ ur sell disheñvel deus ar gouelioù gant an aozadurioù-mañ. Frank deus an diktatoù, digemplez hag entanet. Fier ruz o tifenn ar Worldwide Music, he setoù a ya deus ar jazz betek ar sonerezh eletronek a zo graet evit an dancefloor. Sonet en deus gant arzourien hag arzourienezed evel Voila, GUTS, ZAJAZZA, Julien Le Brun, Gones, Soulist, Michel Cleis, Loefah, Mumdance hag e kêrioù bras evel Londrez, Bruxelles, Pariz, Gênes hag Istanbul ..


Ribines Records : Zevka

Ribines Records : Zevka

13/04/2023

Naonedadez, Zevka a grog gant ar miks er bloavezhioù 2000. Sot gant ar groove, deus ar beats flour betek ar beats lemm, profañ a ra d'he fublik un dibab deus ar c'hentañ pinvidik ha personnel da vat, o cheñch atav. Emskiant deus ar sonerezh, deus ar fromadennoù, lakaat a raio ho kalon da lammat fonnusoc'h fonusañ rak plij a ra dezhi c'hoarie gant ar boudennoù. Arnodiñ a ra bepred ar stiloù sonerezh en ur implij ar sonerezh elektro, House, Afro Beat pe c'hoazh an tekno ... evit kontañ deoc'h he istor evit un arnod sonerezh dancefloor da vat. Diaes e vo deoc'h lakaat un anv d'he stil sonerezh, kelouet oc'h !