Ribine Records

Radio Naoned

Lien copié dans le presse papier.

Ribines Records : Jerome Aka Medrol

Ribines Records : Jerome Aka Medrol

12/04/2023

Abaoe m'eo yaouank tout eo bet maget Jerome Aka Medrol gant ar sonerezh. Mab bihan yves cariou, anezhañ kaner kan ha diskan e kreiz Penn Ar Bed, e krog Jerome da skeiñ e dreid ouzh ar plañchod er festoù-noz asambles gant e dadig-kozh. Un nebeud bloavezhioù goude en em gav o seniñ toumperezh e strolladoù reagge, ska ha rock 'n roll. Diwezhatoc'h avat e raio anaoudegezh gant bed ar sonerezh elektronek... DJ er c'henstroll Atomix e Mayotte, en em staliañ a ra Jerome en e gêr orin, Brest e lec'h ma krou ar c'henstroll Epistaxis asambles gant e gompagnun, The Grand Master Der ! Distroet da donioù « furoc'h », eus an Indie Dance d'an Techno, eus an Tech House d'ar Break Beat, dont a ra da vezañ arbennik war an After Kitchen gant e vignoned Azeria ha Rudz.


Ribines Records : Hadz ha Seydou

Ribines Records : Hadz ha Seydou

12/04/2023

Hadz ha Seydou eus ar c'henstrollad TK2 (strollad DJed / produerien a Vro-Naoned) zo sot gant an drum'n'bass abaoe bloavezhioù. Skignet o deus o sonioù e meur a davarn pe glub ha sonet o deus gant anvioù-meur al leurenn etrevroadel. Troet war un drum'n'bass deep ha nerzhus,bepred o klask tonioù nevez a c'hell bezañ degaset gant ar sonerezh-man, setoù teknikel ha prientet eus ar gwellañ... Degemer mat en o bedig.


Ribines Records : Miks Møebius

Ribines Records : Miks Møebius

12/04/2023

MØEBIUS: A orin eus Brest ha DJ abaoe 1995, hemañ 'zo sot gant an abstract hiphop, an turntablism, an IDM hag an tekno. Peurlipat a ra e DJsets en un doare livet gant takennoù Downtempo, Electronica ha Tek / House. Goude 8 vloaz tremenet er Pasifig, krouer ar strolladoù NOMAD SOUL PROJECT ha KOSMOPOLITE MUSIC e Nouméa, dont a ra da Naoned evit kenlabourat gant RIBINES RECORDS. Fenoz 'neus fardet deoc'h un djset Deep House kompozet gant arzourien evel Kollektiv Turmstrasse, Maribou State, French 79 ha kalz a reoù all... Ur veajig egoramzel gant kensonegezhioù turkvaen. Gall' a rit selaou miksoù MØEBIUS gant MIXCLOUD !