Brav ha bev

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Ar merien

Ar merien

13/04/2023

Ar merien kentañ a c'hallfe bezañ deuet war an Douar muioc'h evit 100 milion bloaz 'zo hag abaoe o deus koloniset tout an douaroù kazimant. Ha goût a ouzoc'h pegement a verien zo ? Ur miliard a viliardoù ! Ewen Korr zo 'vont da lâret deomp pegen souezhus eo an amprevaned-se.


Al laboused-mor

Al laboused-mor

13/04/2023

Deomp d'ar mor ! Deomp d'ober anaoudegezh gant al laboused-mor e-serr selaou anezho o kanañ, asambles gant Ewen Korr.


Ar c'histin-mor (1/2)

Ar c'histin-mor (1/2)

13/04/2023

Deomp d'an oad bremañ da glask kavout loaned iskis hag a zo 'chom war-c'horre foñs ar mor : ar c'histin-mor ! Ewen Korr a zo 'vont da lâret deomp pegen interesant eo sellet deuzouto.


Ar c'histin-mor (2/2)

Ar c'histin-mor (2/2)

13/04/2023

Eizhteiz 'zo 'oa komañset Ewen Korr da safaret deomp deus ar c'histin-mor : ur rummad loaned iskis a-walc'h ha dibar memes, hervez santimant ar skiantourien.


An ADN (3/3)

An ADN (3/3)

13/04/2023

Lodenn ziwezhañ an heuliad kronikennoù diwar-benn an ADN, asambles gant Ewen Korr !


An ADN (2/3)

An ADN (2/3)

13/04/2023

Ur gronikenn all asambles gant Ewen Korr diwar-benn an ADN ! Traoù zo da lâret c'hoazh !


An ADN (1/3)

An ADN (1/3)

13/04/2023

Un tammig muioc'h evit 150 bloaz 'zo bremañ eo bet kavet an ADN gant ar skiantourien, met bez 'zo c'hoazh un toullad traoù da ziskoachañ. Ewen Korr zo 'vont da zisplegañ deomp petra eo da gentañ, ha da betra servij deomp.


An tardigrad

An tardigrad

13/04/2023

An tardigrad zo ul loen evel ne vez ket gwelet kalz war an Douar. Ul loen bihan-bihan eo, met gouest a-walc'h eo da chom bev kazimant forzh pelec'h, posubl n'eus ket dour na aer na boued. Ewen Korr zo 'vont da lâret deomp penaos ra.


Ar go (1/2)

Ar go (1/2)

13/04/2023

Evit ar wech tout, an dud a oar ober gant ar go. Da vare ar Ragistor dija 'veze implijet an teknik-mañ da virañ deus ar boued da vont da goll. Ewen Korr a zo 'vont da lâret deomp penaos ya en-dro.


Ar go (2/2)

Ar go (2/2)

13/04/2023

Dibaoe atô, an dud a oar ober gant ar go kuit dezho da goll boued. Evit fardañ bier pe gwin 'vez implijet abaoe pell, met traoù all zo ivez ! Dalc'homp gant Ewen Korr, a zo 'vont da lâret deomp tout pezh zo da c'hoût diwar-benn ar go.