Kalz loened zo gouest d'ober trouz gant o beg, met n'eus nemet an Homo Sapiens zo gouest da sevel frazennoù. Langaj al loened all n'eo ket ken savet ha-se, n'eus tamm ereadurezh (señtaks) ganto. Met marteze a-walc'h n'eo ket gwir : skiantourien o deus studiet n'eus ket a-bell langaj ar marmouzed ha traoù spontus zo bet kavet !
N'eus ket bet kavet skouarnioù d'ar plantennoù morse ha koulskoude 'vefent sañsubl deus an trouz. Un nebeut a vloavezhioù 'zo emañ ar skiantourien o klask goût peseurt efet 'nefe an trouz warno ha penaos int gouest da "glevout". Ewen Korr zo 'vont da gontañ deomp deus ar pezh zo bet kavet betek-henn.