Hiziv ur c'heleier pouezhus da selaou : cheñchamentoù bras a zo evit ar bugale ! En abadenn Loenig Loen vo dizoloet an Nadoz Aer gant Louis, Arthur ha Clara eus Skol Itron Varia Rostren ! Selaouet e vo Odette Merrien hag e pouez-mouez brav eus Bro Fouen o kontañ deomp he gontadenn. E Brezhoneg in the City vo klevet kaoz eus Karter Ranzay e Naoned gant Alice hag Anissa. Plijadur vo ! Sonerezh : Me zad me mamm - Louise Ebrel Hey tonight - Creedence Clearwater Revival
En abadenn-mañ vo klevet Loula, Yoann, Anouck, Alexis, Lena, Jean ha Elouan Skol Fañch Gwilhoù Douarnenez o lavar deomp penaos o deus sellet deus ar fallaenn ha peseurt anadennoù estlammus all o deus gwelet en oabl ! Da c'houde, ur kanaouenn adkavet barzh tiretennoù ar radio : "Ar Glav". Krouet ha kanet 5 vloaz-so gant mestr-skol Guénolé Larvol hag e skolidi ! En abadenn Loenig Loen vo dizoloet ar Vaot gant Morgane, Mauve, Amande ha Salomé Skol Diwan Kistreberzh ! Selaouet e vo Skolajidi 5pet klas glas Skolaj Diwan Jakez Riou gant kontadenn ankenius "An ankoù er ger". E Brezhoneg in the City vo klevet kaoz eus Kenseurtiezh lik skol ar Marsauderies gant Louise ha Maélie. Plijadur vo ! Sonerezh : Dans les prisons de Nantes - Nolwenn Leroy
En abadenn-mañ vo klevet Nell, Otalou, Maelys ha Gwenola Skol Diwan Tregon o lavar deomp petra rafent ma vefent prezidantez ar bed ! Da c'houde, bugale ar c'hamp vakansoù "I love roazhon" o deus ijinet loened iskis evit Loenig Loen se zo sur ! Deuit da dizoleiñ ar C'hrak-boum da skouer ! Digwener vo tu deoc'h gwelet ar fallaenn war an Heol etre nav eur ha unnek eur hanter. Met arabat mont da welet an heol hep lunedoù ispisial ! Ur gronikenn diwar-benn an anadenn estlamus a zisplego deoc'h penaos e c'hoarvez ur fallaenn. Deuit da selaou kondatenn "Mona o klask he hent". Kompren a rit pegent pouezhus eo an ditouroù vez roet deomp war ar panelloù. Skrivet gant Julien Cornic ha treset gant Maria Menguy. Sonerezh : Iggy Azalea feat. Charli XCX - Fancy Ar re yaouank - Battle Swing Abadenn kaset gant Ninnog.
Selaouit "Deomp dei' !", abadenn ar vugale ! Disadorn e oa devezh gwirioù ar merc'hed setu hiziv vo komzet deus ter flac'h pouezhus. Mont a rimp war an aod gant Sam, Hoel ha Youenn Skol diavaez Loig Jade ! War gorro ar saout vo klevet Loenig Loen ! Ha mesmes ma n'ouzoc'h ket, dañsit gant Taylor Swift war "Shake it off !" Echuet vo gant kontadenn "Visant Perez ha paotred ar sabad". Tri c'hard eur a blijadur !
En abadenn-mañ vo klevet Riwall, Vincent, Romane ha Melenn o diplegañ penaos eo paz int hep o gerent ! Da c'houde ar gondatenn "Rapunzel" vo selaouet, skrivet gant ar breudeur Grimm ha troet e brezhoneg gant Mark Kerrain. Tennet eo bet deus an istor-se an dresadenn-bev "Raiponce" graet gant ar studioù Disney, selaouit evit gouzout hiroc'h. Klevet vo bugale Brezhoneg in the City o tispleg deomp petra eo an FC Naoned ! Evit echuiñ vo dizoloet Ar Vuzhugenn e-pad Loenig Loen. Abadenn kaset gant Katell ha Ninnog.
An abadenn-mañ zo diwar-benn ar Sonerezh ! Klevet e vo Nell, Otalou, Maelys ha Gwenola Skol Diwan Tregon o komz deomp deus peseurt sonerezh e selaouont. Da c'houde ur gondatenn koantig gant "Malo ha laz-seniñ ar c'hoad", skrivet gant Yves Colin, troet e brezhoneg gant Drian Bernier ha treset gant El Globos. Displeget e vo deoc'h bugale penaos fardañ un tam-tam ha peseurt appli/arload e c'hellec'h pellkargañ war o tablezenn niverel d'ober sonerezh, digoust pe tost ! Evit echuiñ vo dizoloet Ar Maligorn e-pad Loenig Loen. Abadenn kaset gant Morgane ha Ninnog.
An abadenn-mañ vo diwar-benn ar C'hastellioù-kreñv ! Gwelladennet e vo Kastell Duked Breizh gant bugale Brezhoneg in the City ha da c'houde ur gondatenn spontus vo selaouet "Paotr e varv glas", doare ar Breudeur Grimm. Un tamm sonerezh gant "It" Christine & the Queens, priziet arzourez ar bloaz. Displeget e vo deoc'h bugale penaos tagañ ur c'hastell ! Evit echuiñ vo dizoloet Glesker Touseg ha Ranned e-pad Loenig Loen. Abadenn kaset gant Morgane ha Ninnog.
Kroget e vo gant skolidi skol Diwan Tregon o respont da goulennoù Glenn evit gouzout petra a sonjont int eus ar veajin. "La vuelta al mundo", kanaouenn Calle 13 a vo selaouet da heul hag evit keleier ar vugale e vo klevet kaoz eus Rodriguez, ur gitarour brudet kenan ha na ouie ket e oa eñ brudet ! Evit ar rubrikennoù : Loenig Loen war ar pemoc'h indez ha BZG in the city war ar football amerikan. 30 minutenn a blijadur !
Un abadenn klok, kinniget deoc'h gant Glenn ha Ninnog ! Evit kregiñ e vo selaouet kontadennoù, kontet deoc'h gant skolajidi Brizeux Kemper evit ar raktres radioskolaj. Da heul e vo selaouet un ton anvet The young folks, kanet gant Peter, Bjorn and John, ur strollad eus bro Sweden. Just goude e vo klevet ar rubrikenn Loenig Loen: "War gein ar c'hezeg" ha war lec'h ar rubrikenn BZG in the city war bro Tailand. Kinniget e vo deoc'h gant Ninnog keleier ar vugale, hiziv war an 10 boued iskisañ er bed ! Miam ! Un ton all, tennet eus ar film The Mask gant Jim Carrey hag a voe embannet e 1994 hag evit achuiñ ur rekipeig kevnidenn graet gant per ha chokolad evit kendec'hel gant ar boued iskis c'hac'hac'ha !
Selaouomp abadenn radioskolaj kentañ ar bloaz, graet gant skolajidi skolaj Brizeux Kemper ! Heuliet e vo gant Will Smith hag e ganaouenn Fresh Prince of Bel Air. Kaozet e vo eus ar valum 'bar rubrikenn Loenig Loen. Rubrikenn Glenn gant keleier ar vugale a vo kinniget deoc'h, ar wech mañ war al lestr Egor Orion... Klevomp ivez goude se ur pennad war Royale Deluxe (ar vergodennoù divent a c'heller gwellet er poltred a zeou) gant ar rubrikenn Brezhoneg in the city, gant skolajidi Naoned !