Hiziv en abadenn Deomp dei ! vo klevet bugale o komz diwar-benn ar pezh o deus lennet, bet aterset gant Morgane. E gronikenn Loenig Loen vo dizoloet Loened an atant. Bugale Skol Divyezh Rostren a gonto deomp piv a ra war-dro al loened er maez, pelec'h vez lakaet al loened da gousket, petra vez roet dezhe da zebriñ& Peadra da gontañ traoù ! Ar gronikenn "100 pobl & 100 giz" vo gouestlet d'an Tibetiz. E mediaoueg Kemper e oa kontet istorioù ha rimadelloù gant Per Meñs-Pegailh d'ar vugale, dezhe da dizoloiñ ar yezh brezhoneg. Hiziv kontañ a ra d'ar vugale istor Lammig an noz ! Sonerezh : Ar meteo - Skol Diwan Brest Paotr a galon - JL Roudaut & Bugale skol diwan Landerne
Goude Maddie Ziegler (te oar, an hini o tañsal barz ar c'hlip video "Chandelier" ar ganerez Sia), klevet e vez kaoz eus ur plac'h yaouank all Taylor Hatala. Deeut e da vezañ brudet a drugarez d'ur video skignet war internet pa oa unnek vloaz. Gwelet vez anezhi ober ur gorollouriezh a feson war IDFWU de Big Sean. https://www.youtube.com/watch?v=K5AUTiRbRkI Gant e mignonez Larsen Thompson, pevarzek vloaz, dañsal e reont evel tud a vicher ! The Fraternal Twins vez graet deus an daou-se ! Hiziv da zaouzek vloaz nemetken dañsal a ra gant e mignonez barz clip video ar rappour E-Train "Wreck the Discotech". https://www.youtube.com/watch?v=xGIsoESjIDc Dizoloet vo an delfined barz ar gronikenn Loenig Loen. 100 pobl & 100 giz a lako ar gaoz war ar pobl Portiguara. E mediaoueg Kemper e oa kontet istorioù ha rimadelloù gant Per Meñs-Pegailh d'ar vugale, dezhe da dizoloiñ ar yezh brezhoneg. Hiziv vo selaouet istor Nanarz ! Sonerezh : E-Train - Wreck the Discotech N'eo ket drol ba'r skol - Skol Fañch Gwilhoù
Aet eo ar maout gant bugale skol divyezh Leston ! Priz kentañ ur genstrivadeg tro-dro d'an treuzkas doare energiezh o deus resevet. Kinnig a reont al levrig savet ganto hag o frofoù. Ninnog a lak ar gaoz war ur bobl tost ouzhomp, an Iwerzhoniz. Hag ur gontadenn hir evit ar re blijet gant an istorioù !
Hiziv en abadenn Deomp dei ! e reomp un tamm tro e mediaoueg Kemper, lec'h ma oa kontet istorioù ha rimadelloù gant Per Meñs-Pegailh d'ar vugale, dezhe da dizoloiñ ar yezh brezhoneg. Selaouet e vo ur c'hoari dedennus "Arzig du", evit deskiñ gerioù e brezhoneg. Dizoloet vo ar c'hrokodiled e gronikenn Loenig Loen ha ar pobl Dakelh e gronikenn 100 pobl &100 giz ! Evit echuiñ brav, un istor gant Michèle Simonsen diwar ur gontadenn danat ha troet ha lennet e brezhoneg gant Mark Kerrain : "Bisig pezh kof" Sonerezh : Non déclaré - Digresk Insane in the brain - Cypress Hill
En abadenn Deomp dei ! vo selaouet ur rimadell hag un istor kontet gant Per Meñs-Pegailh d'ar vugale e mediaoueg Kemper. Da gentañ, selaouet e vo ar rimadell Glazig ha Melenig, dedennus da zeskiñ. Gwellet vo peseurt liv e teu da vezañ al livioù glas ha melen pa vezont mesket. Setu ar pozhioù : Glas, glas, glas, Penn da benn, Setu Glazig ! Melen, melen, melen, Penn da benn, Setu Melenig ! Hag e pokont, Hag e pokont An eil d'egile ! Gwer, gwer, gwer, Penn da benn, Setu Glazig ha Melenig ! Ha da c'houde, ur gontadenn vihan : A-dreñv ma zi. E gronikenn Loenig loen e vo komzet d'eus ar bleizi..hoouuuuu. Evit echuiñ brav : ur gronikenn nevez flamm, 100 popl & 100 giz, ur gronikenn war ar pobloù dianavezet pe get ! Hiziv vo komzet d'eus ar pobl Fon ! Sonerezh : I don't want nobody, Popa Chubby Abassi, ur ganaouenn e yezh Fon : https://www.youtube.com/watch?v=VQSAjrvxUNM
En abadenn Deomp dei ! vo selaouet eus Alwena, ur plac'h vras, daouzek vloaz eo, a gomz deomp deus e beñveg gitar. War-lec'h ar gronikenn Loenig Loen a vo gouestlet d'ar gepard ! Anavezout a rit ar FabLab ? Ket ? Displeget vo deoc'h petra eo neuze ! Hag evit echuiñ brav : ur gontadenn, Burzhud koad an dug, lennet gant Sten Charbonneau. Deomp dei !
Hiziv un abadenn gouestlet d'ar chi ha dar chaz ! Deoc'h da zeskiñ traoù war al loened doñv-se e vo ur gronikenn war ar chas hag ar c'hizhier. Bugale Brezhoneg in the City a laro deomp petra eo ha petra vez kavet e Enez Naoned. Ar chas vo sujet ar gronikenn Loenig loen hag ar c'haz hini ar gontadenn gant "Ar chaz e karantez" Sonerezh : Ar gazhez hag ar c'hi - Marthe Vassallo Do you want my purr purr ? - Poopy Cat Dolls
Dimerc'her, devez ar vugale ! Skolidi Fañch Gwilhoù Douarnenez zo bet da enrollañ pozhioù war bladenn nevez ar strollad Bobby &Sue ! Da geñver 81añ deiz-ha-bloaz lurskeudenn kentañ euzhvil al Loch Ness e vo lakaet ar gaoz war istor an euzhvil e-pad ar gronikenn. Gouestlet e vo d'ar vuoc'hig ar gronikenn Loenig Loen ! Hag evit echuiñ ur gontadenn ar vreudeur Grimm anvet "Ar roue glesker". Plijadur vo !
En abadenn Deomp dei ! hiziv e zeomp da zizoloiñ c'hoarioù e brezhoneg gant skolajidi Brizeux e Kemper da-geñver sizhunvezh ar brezhoneg. Dre « Din an dorn » ha « Klask ar ger », daou c'hoari nevez krouet e brezhoneg o deus gellet ar re yaouank kas ur prantad blijus asambles ha deskiñ traoù liesseurt war ar memes tro. Bugale Brezhoneg in the City a lako ar gomz war Enez Naoned ha dizoloet e vo danvad al lannier gant ar gronikenn Loenig Loen ! Kontet e vo deoc'h istor "An Itron Holle", Frau Holle zo unan eus kontadennoù ar vreudeur Grimm. An anv roet d'ar vaouez vojennel a ra an erc'h er broioù alamanek eo. Plijadur vo ! Sonerezh : Children go where 1 send you - Nina Simone Ma 'z out trist - Mona Jaouen
Dizoloit ar fardañ kouignoù gant bugale skol-vamm Diwan Kermoguer bet er stal-vara gant ho vestrez-skol Laurence Le Berre. Selaouit ar rekipe evit gallet fardañ ur c'houign a feson ! Kalon vat ! En abadenn Loenig Loen vo dizoloet ar Gavr ar fozell maout fisel ! Selaouet e vo kontadenn ankenius "Saig hag ar bleiz". E Brezhoneg in the City vo klevet kaoz eus T meur Naoned gant Claudie ha Liza. Plijadur vo ! Sonerezh : Ain't she sweet - Enoch Light & Charleston City All-Stars Un oto ruz - Jean-Luc Roudaut