Pa vez un den klañv mat ha prest da vervel, e vez kaset d'an ospital. Pand'eo marv an den ema ret telefonañ d'ar funerarium. Met gwezharall, ne oa ket ar "funé" ! Penaos 'rae an dud ? Kristof Guilloux ha Jeanne Chevrel zo bet o welet Jo Sergent a Bluniav ewit komz ag an dra se !
3vet abadenn ag an heuliad diàr benn ar Faoued . Faota ket mont pell ewit gwelet traoù bammus, bet on bet get Monique b'ar Faoued ewit gwelladenniñ ar chapeloù hag ar vourc'h. A-barzh an heuliad-se 'vo klevet abadennoù kozh kavet 'ba dielloù RBG. Ni zo bet o vizitañ chapel Sant Bastian get Monique. Ba penn an abadenn vo klevet teir mouez enrollet e 1995 doc'h mikro Monique, Annick Le Goff, Henriette Le Corre hag Adèle Le Guilloux. . Sonerezh : - Kanerion er Skorv : Sant Sebastian - Istan : Gufiros - Liù : En hou kavel
Damb d'iliz Karnasen savet etre 1420 ha 1464. Anavet mat eo he "Danse Macabre" livet ba keur an iliz.( An eil Danse Macabre ba Breizh zo ba Chapel Kermaria an Iskuit ba Plouha). Monique ya da gojal ivez a familh Pontkalleg. Ni ya da glevet tud a volonté-vat hag a oa o kempenn murioù kastel Pontkalleg, b'ar blead 1994.
Bet on bet 'ba Bodamo ba Pluergat ha degemeret on bet get Annie Jossec. Hi zo bet gannet ba tifeurm Bodamo hag he deus dalc'het an dachenn hag a zo b'ar familh a-c'houde gwerz zo. . Sonerezh : - Chim Le Dorze : Pe oen er park - Louise Ebrel : Ar micheriou coz - Roland Becker & Régis Huiban : Les idées heureuses
An abadenn ketañ ag un heuliad diàr-benn ar Faoued ! Faota ket mont pell ewit gwelet traoù bammus, bet on bet get Monique b'ar Faoued ewit gwelladenniñ ar chapeloù hag ar vourc'h. A-barzh an heuliad-se 'vo klevet abadennoù kozh kavet 'ba dielloù RBG. Hiri 'yamb da chapel Sant Fiek, patrom ar jardrinourion, a vro Iwerzhon. . Sonerezh : - Lankum : The old man from over the sea -Casimir Ternec Peur kaeh labourér - Baron - Anneix : Mélodie, j'ai mal aux dents - Carré-Manchot : gavotte montagne
Eil abadenn ag an heuliad diàr benn ar Faoued . Faota ket mont pell ewit gwelet traoù bammus, bet on bet get Monique b'ar Faoued ewit gwelladenniñ ar chapeloù hag ar vourc'h. A-barzh an heuliad-se 'vo klevet abadennoù kozh kavet 'ba dielloù RBG. Damb da welet chapel gaer Santez Barban. . Sonerezh : - Roland Becker : er foerlec'h - Skeeq : Banjso - Teir : Gavotenn - Kaloneu Derv Bro Pondi : O Santez Barbe - Ketiketañ : Marion er Feoued
Ba Breizh 'veze kanet get gozik toud an tud, durant ar labour, durant ar filajoù, pa 'yae an dud d'ar skol... dam ya hir 'oa an hent d'an amzer-se ! Kanourion ha kanerezd zo bet aterset get Monique Ar Boulc'h er bleadoù 1990. get Jude Paboul, a vBaod; Jeanne le Berre, a Vubri; Raymond Darcel, a Gleguer, a ; Emile Diodic, a Bloe ; Lucie Sivy a Garnassen
Dominique a son ar bombard a-c'houde gwerzo bremañ, eñ 'neus gounizet ur bochad koñkourioù. Ni zo bet do'ch e welet get Monique ewit kojal ag ar sonerezh, ag ar bombard hag ivez a-ziàr ar sonerezh difennet get ar relijion gwezharall. . Tonioù : - Dominique Pouleriguen, Claude Le Gallic : gavotte Pourleth - Concours 1996 sonneurs à Gourin - Jean Pouleriguen - Dominique Pouleriguen, Pascal Salvar : aval oranj - Kan Ar Bobl 1997, Le Saint - Trouzerion - Dam d'er bal