Kreiz Mintin

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

A-venn 'ta ar yezhoù keltek ? 2/2

A-venn 'ta ar yezhoù keltek ? 2/2

13/04/2023

Dimeurzh peus klevet un abadenn a-ziàr orin ar yezhoù keltek. An eil lodenn a vo klevet hiziv. Ag e-menn ema daet ar yezhoù-se ? Meur a ipotezenn a zo bet savet, ha setu ar pezh a zo bet displeget da Andrea ar Gall get Serj Bozeg.


Kenavo Angèle Jacq

Kenavo Angèle Jacq

13/04/2023

Angèle Jacq zo partiet, he 'oa skrivagnourez, kontourez ha daet e oa da studio RBG er blead 98 ewit komz ag ar mojennoù ha levrioù he doa skrivet. Da 11e neuze e yamb da selaou an atersadenn doa groet Marie-Laure Groix get Angèle Jacq. E penn an abadenn eo klevet ur barzhoneg enrollet get Brezhoweb


Sant Urloù hag an Hurloù

Sant Urloù hag an Hurloù

13/04/2023

Ni ya da bardon Sant Urloù e Langidig hiriv, Sant Urloù hag a aesa an Hurlou just-a-walc'h. Klevet 'vo div vouez o deus bevet e karter ar chapel, an daoù a gonta ar pardon, an dilhad hag ar marc'hadourion veze gwelet an deiz-se.


Bourc'h Nignol

Bourc'h Nignol

13/04/2023

Hiziv eh aomp da Nignol, d'ober tro ar vourc'h e kompagnunezh Raymond an Du, doc'h Mikro Merwin Sauerbrey. Getoñ e vo desket ur bern traoù a-ziàr istoer ha buhez ar barrez-se ag ar Vro Pourlet.


Gérard ar C'huñv, apotiker dre chañs

Gérard ar C'huñv, apotiker dre chañs

13/04/2023

Gérard er ch'unff n'en doe ket 16 vlez pa 'neus komañset labourat en ur farmasi, un ti-an-apotiker, betag e retret. Eñ 'oa o tebriñ er-maez goude skol pa zo daet ur gwaz da genig dehoñ ar labour-se ha Gerard 'noa asañtet. Eñ gonte toud doc'h mikro Loeiz konan.


Filajoù get Jude Paboul

Filajoù get Jude Paboul

13/04/2023

Hiziv e vo komzet ag ar filajoù a veze graet en amzer gozh, e kompagnunezh Jude Le Paboul, a oa bet aterset get Monik ar Boulc'h e 1989. Ag ur bern traoù e vo komzet : an avaloù, ar c'hesten, ar sonennoù a veze kanet, an istoerioù a veze kontet, ha komzet e vo ivez a-ziàr an drouided hag ar relijion kristen.


Saout ar vro

Saout ar vro

13/04/2023

Hiriv 'vo kaojet diàr-benn ar saout, ar re vez kavet er vro. Lucien Guegan a Noal Pondi a gomañs hag àr-lec'h 'vo klevet Maximin Evanno a Vuvri. An daou 'oa doc'h mikro Monique Ar Boulc'h. . Sonerezh : - Bugul Noz : La vache rousse - Lucien Guégan : Er glaouer - Amélie Auréart : Bep Mitin - Annie Ebrel : Olole.


Kit d'an troveni !

Kit d'an troveni !

13/04/2023

Ni 'gerzh e bro Glazik hiriv ! Daniel Jekel 'gomze ag an droveni vihan hag an hani vras, e Lokorn hag a vez bep 6 vlez.


Roumania - eil lodenn

Roumania - eil lodenn

13/04/2023

Diriaou paset peus klevet un abadenn diàr-benn Bro-Roumania. An eil lodenn a vo klevet hiziv. Dominik Allain oa bet aterset get Andrea ar Gall a-ziàr ar sizhunad en deus paset er vro-se, asambl get ur bare tud a vagad an Oriant. Komzet vo ag ar dziganed, ag ar yezhoù a vez komzet er vro-se, a bolitikerezh, ag ar skolioù, ha traoù arall c'hoazh.


Galeririoù Uranium

Galeririoù Uranium

13/04/2023

Marcel Hybois neus labouret 25 ans dizan an douar kar eñ 'oa er SIMURA. Société Industrielle et Minière de l'Uranium hag a oa en Ingnel betag 1985 Marcel Hybois 'zisplege e labour doc'h mikro Monique Ar Boulc'h.


Première Précédent Suivant Dernière