Marse en em choulennit pa eh oc'h o pourmen petra 'signifi anvioù ar lec'hioù e welit àr ho hent, "Ar resto", "ar poull pri" , "botquelen"Peotamant anvioù zo daet da vout dister ba galleg. Daou zen o doa skrivet levrioù a-ziàr orin anvioù lec'hioù o c'humun ha Breizh, ni 'glevo Raymond Brabant ha Michel Priziac komz a-zivout o enklaskoù.
Hiziv eh aomp da Langombrag, e kumun Landaol, da selaou doc'h Gwen ha Sylvie Huon é komz ag an ti ekolo a zo bet savet gete àr o zachenn. Get Gwen ' vo displeget deomp perak o deus graet ar choaz-se, penaos ema bet savet an ti, get pesort danvezioù... ha tout an traoù a zo da ouiet.
Ni 'ya da barez persken hiriv e kompagnuneh Marie Cano. He 'ya da gojal ag ar barrez, ar brezel hag ivez pardon Peneti. E penn en abadenn 'vo klevet Raymond Rivalain hag a oa maer Persken neuze, enrollet get Monique ar Boulc'h er blead 90. Sonerezh : Louis Guilloux : Parrez Perken Maria Hyaric : Kanenn en darbodour
Angèle Jacq zo partiet, he 'oa skrivagnourez, kontourez ha daet e oa da studio RBG er blead 98 ewit komz ag ar mojennoù ha levrioù he doa skrivet. Da 11e neuze e yamb da selaou an atersadenn doa groet Marie-Laure Groix get Angèle Jacq. E penn an abadenn eo klevet ur barzhoneg enrollet get Brezhoweb