Tavarn Kreiz Mintin

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Olier Berson 1/2 Tresour

Olier Berson 1/2 Tresour

24/01/2024

Diam d'ober anaouedegzh gan Olier Berson ba bro an Alre. E dresadennoù vez gwelet ba leverioù evit ar vugale ha skeudennaouet 'noe al levr "De loen en large", scrivet gan Patrick Drean, diwar benn tro lavarioù liamed gan al loened. Hiri, e kontey deomp neuzen un tamm deus e vuhez tresour, penaos 'neus desket dreso, ha peseurt teknikoù a blija dehan implijo.


Marie Ar Floc'h-Grainig - Tresañ ar sonerezh

Marie Ar Floc'h-Grainig - Tresañ ar sonerezh

18/01/2024

Setu lodenn zevezhañ get Marie Ar Floc'h-Grainig hag istoer skritur ar sonerezh. Hiri e tisplega deomp a-gaoz da berag e vez desinet an notennoù èl e ramp bremañ. N'eus ket chañjet kalz a-c'houde 1601 ! Lod o deus ijinet traoù nevez ur sort. Mari a lâray muioc'h deomp !
MUZIK
Kreiz Breizh Akademi 9 - ’Noz Kent Aveit ’N Nihour
Limaj : Iannis Xenakis neus ijinet ur feson nevez da skrivañ ar muzik


Marie Ar Floc'h-Grainig - A-venn 'ta "do ré mi fa sol la si" ?

Marie Ar Floc'h-Grainig - A-venn 'ta "do ré mi fa sol la si" ?

18/01/2024

Ni a zalc'ha get ur gentell istoer ar muzik get Marie Ar Floc'h-Grainig. Hiri e tisplega deomp a-gaoz da berag 'laramp "do ré mi fa sol la si" ba lec'hioù 'zo, ha "ABCDEFG" ba lec'hioù arall.
MUZIK
Didier Squiban- Petit air marin


Ar pilhotour

Ar pilhotour

18/01/2024

Ni a ya da gaozeal hiriv diàr-benn ar vicher Pilhotour. Piv a oa ar pilhotour ha petra a rae ? Monique ar Boulc'h a zisplega pep tra deomp !
Muzik : Serot Janvier et la Groove Compagnie - Polka pas piquée des vers


Glenn An Doujet 3/3

Glenn An Doujet 3/3

20/12/2023

Gall 'ra ar sirk lakaet an tud da hunvreal c'hoezh an deiz hiri ? Glenn An Doujet, hag 'laboura gan ar c'hompani sirk Panik, a responta deomp.


Glenn An Doujet 2/3. Sonour sirk

Glenn An Doujet 2/3. Sonour sirk

20/12/2023

Deomp da Velrand, e ti feurm Keroperh, gan kompagnunezh Glenn An Doujet. Eñ 'halla zono ur bern benvioù : ar Vombar, ar fleüt, ar gitar, ar taboulin skos...Hiri e koaja deomp deus e buhez sonour, ha penaos 'laboura evit ur c'hompani sirk Panik hag evit raktresoù ell.


Glenn An Doujet : Istoer Kerochap

Glenn An Doujet : Istoer Kerochap

11/12/2023

Ba ti ferm Keropezh, ba Velrand, vez kavet ul lec'h war ar mez anvet Kerochap, e lec'h 'ma i chom ar c'hompani sirk Panik. Ni zo bet ennan i fellet Glenn an Doujet, hag zo sonour ar c'hompani. Hiri, e konta deomp istoer ar c'hompani hag penaos 'laboura gan ar ronsed.
Musik :Paloma Désamorçage, Glenn An Doujet


Sklaerenne beaj 4/4 . Tilio ha Mona

Sklaerenne beaj 4/4 . Tilio ha Mona

11/12/2023

Tilio ha Mona oe 10 ha 7 bloaz pa oent aet de veajo gan o zud miz ba India, Nepal ha Malezia. N'oent ket evit mont ba skol pad c'hwec'h neuzen met int doe desket kement a zraoù koulskoude 'nor veajo, komz saozeneg da skoer. Hiri e tisplega diam' o mamm, Sklaerenn Ar Galloudec, penaos oe bet roeit klas dehe 'pad ur veaj ha pegen important oe dehe an avantur-man.
Musik : Parveen Khan & Ilyas Raphaël Khan - Bandhyani


Sklaerenn beaj 3/4. Ba Malezia

Sklaerenn beaj 3/4. Ba Malezia

11/12/2023

Bet eo bet Sklaerenn ar Galloudec ba Asia 'pad cʼhwecʼh miz, gan he gwaz hag he vugale Tilio ha Mona. Hiri, e kaoja diam' deus ar vro Malesia, 'lem oe bet i veajo 'pad ur miz hanter. Aze 'doe kemeret perzh en ur raktres evit gwarediñ boat.
MusiK : Afida Es & the Siglap Boys - jangan goda / Sanisah Huri - Sejak Ku Bertemu Padamu


Marie Ar Floc'h-Grainig - Skrivañ ar sonerezh

Marie Ar Floc'h-Grainig - Skrivañ ar sonerezh

29/11/2023

Marie Ar Floc'h-Grainig 'oa kelennourez solfège ha piano. Ni ya da ouiet muioc'h geti a-venn 'ta skritur ar sonerezh 'ouiam b'an Europe. Hiriv 'kojay deomp Mari diàr-benn ar skrid-sonerezh kozhañ zo bet kaved ha ni ouiay tamm-ha-tamm geti penaos eo daet da vout pezh welamp àr ar partisionnoù bremañ !
Muzik :
Sonerezh hourrite, diàr ar partisioñ ketañ kavet
Ad vielle que pourra - Adagio Des Annees Mornes
Limaj :
Ar partisioñ hourrite ketañ kavet


Première Précédent Suivant Dernière