Tavarn Kreiz Mintin

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Nely, sorserez a-vremañ (3)

Nely, sorserez a-vremañ (3)

15/03/2024

Emañ Nely o chom e Melrant, get he gazhez Juju hag e liorzh (a zo un tammig paket fall get an amzer fall an deizioù mañ!). [Un dezenn oa bet graet geti] (https://pure.aber.ac.uk/ws/portalfiles/portal/31458231/van_Seventer_Nely.pdf) , a-ziàr diougan ar Sybil kembread. Mitologiezh eo, a kaver roudoù e testennoù brezhoneg-krenn ivez. Muioc'h a vo displeget geti en tamm diwezhañ mañ deus Tavarn Kreiz Mitin !

Un atersadenn get Enora Molac.


Nely, sorserez a-vremañ (2)

Nely, sorserez a-vremañ (2)

15/03/2024

Nely a zo a orin ag an izelvroioù. Ar vrezhonegerez e chom de Melrant he doa tennet ar c'hartennoù tarot da Enora, a oa bet d'he gwelet. Komzet oa bet a dudennoù an tarot, ag o arouez er vuhez. Un ostilh interesus a vez anehoñ a-houde kantadoù a vleadoù, implijet e mar a feson.


Nely, sorserez a-vremañ (1)

Nely, sorserez a-vremañ (1)

15/03/2024

Hiriv e kinnigomp deoc'h daremprediñ get ur vaouez lan a c'hevrinoù.
Nely a zo troerez a-vicher, ha troet àr zu dudioù dic'hortoz àr an dro. Bet e oa bet Enora Molac d'he gwelet betag he zi e Melrant. Komzet o doa ag an tarot, ar meditasion, pe mitologiezh kelt.
Enrollet e oa bet an afer e saloñs Nely, e kompagnunezh Juju ar gazhez, hag ar fornigell e kas tommder bourrapl.


Véronique Bourjot 3. A raok ar glav

Véronique Bourjot 3. A raok ar glav

15/03/2024

Veronique Bourjot a vourra poetri. Goude ur stag 'doe graet ba bro Euskadi, 'doe decidet ober ur bladenn gan tonioù ha barzhoniezh hag oe bet savet ganti. Anvet eo "A raok ar glav". Hiri, e konta deomp Veronique deus ar bladenn se.
Musik : Marie Louise, Veronique Bourjot / Melodie e gerig hont - Kost'r C'Hoad, Veronique Bourjot.


Véronique Bourjot 2. Bro Iwerzhon

Véronique Bourjot 2. Bro Iwerzhon

15/03/2024

Deus bro Iwerzhon vo komzet hiri gan kompagnunezh Veronique Bourjot. He oe bet i chom du-hont just goude 'doe kuitaet al lice. Tapet oe bet Veronique gan musik deus ar vro se ha breman, ema i labouro diwar benn a raktres nevez hag vo an arvest anvet "Les Irlandais de Bretagne".
Musik : The May Morning Dew, Veronique Bourjot, Arz Nevez.


Veronique Bourjot 1/3. Deus Seine-Saint-Denis beta bro Gwened

Veronique Bourjot 1/3. Deus Seine-Saint-Denis beta bro Gwened

29/02/2024

Ba Seine Saint Denis oe bet disavet Veronique Bourjot ha ba Rostren oe bet o chom. Neuzen, perak oe bet tapet gan ar brezhoneg ha gan ar ch'an deus bro Gwened ? Peseurt mod 'deus rencontret al Loeroù ruz ? Peseurt mod oe deit da vout kelenner ba skol sonerezh An Orian ? He a gonta tout !
Musik : A-dra-sur, m'en asur. Loeroù Ruz


Guy Morzadec 3/3 : Chofeur

Guy Morzadec 3/3 : Chofeur

28/02/2024

Hiri e konta deomp Guy Morzadec istoerioù deus ar c'houlz pe oe chauffeur routier. Peseurt mod 'noe choazet ha desket ur vicher-se, penaos oe respetet krontoll ar tizh, ha peseurt mod oe ket gwellet alies kontrolloù gant ar polis.


Guy Morzadec 2/3. E goniflet

Guy Morzadec 2/3. E goniflet

08/02/2024

Diamp 'ba Pelann evit goût peseurt mod Guy Morzadec 'maga koniflket ha yer. Dre chans, eñ 'neus ket afer de breno kig. Guy 'displegey ivez perak ne jiboeza ket kin.
Musik ; Koñskried, na disul 'barzh en Pelann


Guy Morzadec 1/3. Boued deus e bugaleaj

Guy Morzadec 1/3. Boued deus e bugaleaj

08/02/2024

'Ba parrez Pelann 'hamp d'ober anaoudegezh gant Guy Morzadec. Guy zo 'chom ba Roskerieg, etre bourk Pelann ha bourk Melhioneg. Hiri e koajey diamp' deus peseurt boued vije debret pa oe bihan, e bloavezhioù 1940-1950.
/ Musik : Fest noz Pelann


Olier Berson. 2/2 Kelenner

Olier Berson. 2/2 Kelenner

29/01/2024

Olier Berson a ro kentelioù brezhoneg gan Kerlen Sten Kidna ha Ti Douar Alre. Kont a ra deomp deus e istor gan ar yezh. Displega a ra ivez peseurt tud vez gwellet ba e gentelioù, ha perak 'deus c'hoant desko ar yezh. Er fin vo koajet gantan deus ar vro Island ha deus broioù all 'lem 'noe beajet.
Musik : Saga dæmda mannsins, Hljómar


Première Précédent Suivant Dernière