Karront Sant-Jakez

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

An Heol (2/3)

An Heol (2/3)

12/04/2023

An Heol a zo ur steredenn, tout an dud a oar an dra-se ! Penaos 'ya en-dro ? Ha petra zo 'barzh ? Pegen tomm eo e-kreiz ha war-c'horre ? Dominique Merrien a zo deus mikro Benjamin Bouard en-dro.


An Heol (1/3)

An Heol (1/3)

12/04/2023

An Heol a zo ur steredenn hag a zo e-kreiz sistem an Heol ha neuze emañ ar planedennoù o treiñ war e dro : an dra-se 'peus desket er skol ! Met petra zo e-barzh ? Ha penaos 'ya an en-dro ? Ha pegen tomm eo ? Feiz, an dra-se n'ouzer ket mat ! Dominique Merrien a zo 'vont da zeskiñ un nebeut traoù deomp c'hoazh, deus mikro Benjamin Bouard.


Sistem an Heol (3/3)

Sistem an Heol (3/3)

12/04/2023

Gwechall 'soñje d'an dud 'oa an Douar ba kreiz ar jeu ha neuze 'oa an Heol ha tout ar blanedennoù all o treiñ war e dro. E-pad pell 'oa bet difennet lâret ar c'hontrol zoken ! Penaos 'oa cheñchet an traoù 'ta ? Dominique Merrien zo 'vont da gontañ an dra-mañ deomp, deus mikro Benjamin Bouard.


Sistem an Heol (2/3)

Sistem an Heol (2/3)

12/04/2023

Pegen bras eo sistem an Heol ? Ha penaos muzuliañ un dra ken bras-se ? Dominique Merrien a zo 'vont d'isplikañ an dra-mañ deomp, deus mikro Benjamin Bouard.


Sistem an Heol (1/3)

Sistem an Heol (1/3)

12/04/2023

Petra eo sistem an Heol, "koskoriad an Heol" evel 'vez lâret deuzoutañ ivez ? Ouzhpenn an Douar a zo 'treiñ tro d'an Heol 'vat ! Dominique Merrien a zo 'vont da lâret neuze petra gaver e-barzh.


Première Précédent