Karront Sant-Jakez

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

An Douar (2/3)

An Douar (2/3)

12/04/2023

Petra vez kavet war-c'horre an Douar ? Petra zo dindan e gorre ? Petra zo en e aer ? Dominique Merrien a zo 'vont da respont deomp, deus mikro Benjamin Bouard.


An Douar (1/3)

An Douar (1/3)

12/04/2023

Goude bezañ bet war-c'horre Merc'her ha Gwener gant ar c'hronikennoù all, bremañ omp deuet d'an Douar en-dro. Trede planedenn sistem an Heol an hini eo, ha planedenn vrasañ ar sistem diabarzh (ar planedennoù roc'h ma karit). Dominique Merrien a zo deus mikro Benjamin Bouard en-dro adarre ha c'hwi welo : kalz traoù zo da zeskiñ c'hoazh !


Gwener (5/5)

Gwener (5/5)

12/04/2023

Un dra bennak iskis a zo o treiñ tro da Wener : Neith. Diskoachet 'oa bet er bloavezh 1645 gant Francesco Fontana, ha gant meur a hini a oa bet gwelet en-dro goude-se. Met an dra-se n'eo ket gwir ! En em dromplet 'oa an astronomianed ! Dominique Merrien zo 'vont da gontañ an istor-mañ deomp bremañ, deus mikro Benjamin Bouard.


Gwener (4/5)

Gwener (4/5)

12/04/2023

Dalc'homp un tamm bihan c'hoazh gant Gwener, eil planedenn sistem an Heol. Diaes a-walc'h eo studiañ honnezh. Kalz soñtoù a zo bet kaset da Wener met un tamm-mat deuzouto a zo marv a-raok en em gavout war ar blanedenn. Ha n'eus ket gour ebet deus ar re-mañ hag a zo bet gouest da chom bev muioc'h evit un hantereur war-c'horre ! Dominique Merrien a zo deus mikro Benjamin Bouard.


Gwener (2/5)

Gwener (2/5)

12/04/2023

Ar sizhun baseet 'oamp diskennet war-c'horre Gwener, eil pladenn sistem an Heol. Un nebeut sifroù a vo roet deomp gant Dominique Merrien, deus mikro Benjamin Bouard.


Gwener (3/5)

Gwener (3/5)

12/04/2023

Petra zo war-c'horre Gwener ? Peseurt roc'h a vez kavet du-hont ? Ha penaos emañ an aer ? Dominique Merrien n'eo ket bet o welet penaos emañ an traoù eno, met goût a ra kalz traoù diwar-benn ar blanedenn-mañ memestra !


Gwener (1/5)

Gwener (1/5)

12/04/2023

Hiziv 'vo cheñchet planedenn ! Mont a reomp da Wener, asambles gant Dominique Merrien ha Benjamin Bouard, etre Merc'her ha neuze an Douar. Gwechall-gozh 'veze graet deus Gwener un Doue gant kalz pobloù. E galleg 'vez lâret « étoile du berger » deuzouti hag an dra-se n'eo ket mat ! N'eo ket ur steredenn !


Merc'her (2/2)

Merc'her (2/2)

12/04/2023

Ar sizhun baseet 'oamp diskennet war-c'horre Merc'her asambles gant Dominique Merrien. Chom a raimp war e gorre un tammig bihan c'hoazh, evit safaret deoc'h deus ar soñtoù a zo bet kaset da ziskoachañ ar blanedenn-mañ.


Merc'her (1/2)

Merc'her (1/2)

12/04/2023

Re domm eo an amzer war-c'horre an Heol, setu hon eus kavet gwelloc'h mont da Verc'her ! Afin, uhel-mat eo an tempradur war e gorre ivez memestra ... Ne vefemp ket evit beviñ warnañ, nann ! Dominique Merrien a zo 'vont da lâret deomp penaos emañ an traoù war-c'horre pladenn gentañ sistem an Heol !


An Heol (3/3)

An Heol (3/3)

12/04/2023

Ar sizhun baseet 'oa lâret deoc'h gant Dominique Merrien lar zo meur a wiskad-gaz war-c'horre an Heol, e-giz ar fotosferenn, ar gromosferen pe c'hoazh ar gurunenn diabarzh. Deomp pelloc'h c'hoazh, traoù all a zo da lâret !