Karront Sant-Jakez

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Ar steredegoù (6/6)

Ar steredegoù (6/6)

13/04/2023

Ma 'g oc'h intereset gant ar stered hag ar steredegoù 'zo ur bern traoù a c'hallo sikour ac'hanoc'h ma peus c'hoant : kartennoù deus an oabl pe c'hoazh maeziantoù (lojisieloù), war Internet peotramant war an telefonoù-chakod. Dominique Merrien zo c'hoazh asambles gant Benjamin Bouard.


Ar steredegoù (5/6)

Ar steredegoù (5/6)

13/04/2023

Eizh steredeg ha pevar-ugent a c'haller gwelet en oabl etre tout, evel ma oa bet lâret deoc'h gant Dominique Merrien ha Benjamin Bouard er c'hronikennoù all : lod a c'haller gwelet mad-tre amañ, ha lod all ne vênt ket gwelet tamm ebet ac'hann. Ha ma n'oc'h ket boaz, anveout ar stered hag ar steredegoù a c'hall bezañ diaes a-walc'h memestra. Dre voneur 'vez kavet kartennoù deus ar steredegoù hag a c'hallo sikour ac'hanoc'h kalzig, ma peus c'hoant da sellet deuzouto ho-unan.


Ar steredegoù (4/6)

Ar steredegoù (4/6)

13/04/2023

Soñj 'peus : eizh steredeg ha pevar-ugent a c'haller gwelet en oabl etre tout, met n'haller ket gwelet anezho tout amañ e Breizh evel-just ! Lod a vez gwelet mad-tre amañ, ha lod all a chomo kuzhet evidomp. Dav eo mont deus an tu all da c'houriz ar bed (« équateur » ma karit) evit kavout steredegoù all. Dominique Merrien en-dro, asambles gant Benjamin Bouard.


Ar steredegoù (3/6)

Ar steredegoù (3/6)

13/04/2023

Eizh steredeg ha pevar-ugent a zo bet anveet en ur mod ofisiel gant an UAI (Union astronomique internationale) met n'haller ket gwelet anezho tout forzh pelec'h war an Douar. An dra-se zepand e pelec'h emaomp war an Douar ha pevare : hervez ar vro hag hervez ar sezon 'vo ket gwelet atô memestra. Dominique Merrien en-dro adarre, asambles gant Benjamin Bouard.


Ar steredegoù (2/6)

Ar steredegoù (2/6)

13/04/2023

Eizh steredeg ha pevar-ugent a zo bet anveet en ur mod ofisiel gant an UAI (Union astronomique internationale) ha tout o anvioù zo e latin. Met e-barzh pep bro 'vez kavet anvioù all, e yezh ar vro. Met dav kompren memestra ne sinifi netra : e-barzh ur steredeg n'eus ket tamm liamm ebet etre ar stered. Dominique Merrien zo 'vont da zisplegañ tout an dra-se deomp, asambles gant Benjamin Bouard.


Ar steredegoù (1/6)

Ar steredegoù (1/6)

13/04/2023

An oabl a zo un tamm bihan evel ur mirdi en ur mod, pe ul levr. Pa teu an noz 'zo a-bep seurt traoù da welet ennañ, al loar, ar planedennoù hag ar stered. Met kemend-all a viliarioù stered a zo en oabl o deus bet ezhomm an dud sur a-walc'h da ijinañ steredegoù (« constellations ») kuit da vezañ kollet-net. Ha pell zo eo bet savet ar steredegoù kentañ : 4000 bloaz 'zo an hini oa, gant ar pobloù mezopotamian. Dominique Merrien en-dro, asambles gant Benjamin Bouard.


Ar galasksiennoù (3/4)

Ar galasksiennoù (3/4)

13/04/2023

N'omp ket deuet a-benn da gompren c'hoazh penaos ya ur galaksienn en-dro gant ar stered a zo e-barzh. Treiñ a ra ar galaksiennoù met n'ouzer ket perak. Lod lâr a c'hallfe bezañ efed an dañvez du (« matière noire »), met pezh eo den ne oar petra eo an dra-se ken nebeud ! Dominique Merrien zo asambles gant Benjamin Bouard.


Ar galaksiennoù (4/4)

Ar galaksiennoù (4/4)

13/04/2023

Lod lâr n'eus ket fin ebet d'an Egor. Lod lâr zo muioc'h evit unan . Gant piv emañ ar wirionez ? Evit c'hoazh 'c'hallit bezañ sur n'eus den a zo gouest da gompren penaos ya an Egor en-dro, e-giz m'emañ Dominique Merrien 'vont da lâret deomp, asambles gant Benjamin Bouard.


An oabl don (2/4)

An oabl don (2/4)

13/04/2023

Miliardoù a stered a zo e Hent Sant-Jakez, met ar re-mañ ne teuont ket war-wel forzh pelec'h ! Dont a reont war-wel gant an nivlennoù da gentañ (« nébuleuses » e galleg). Un nivlenn a zo ur seurt koumoulenn gaz ha poultrenn, hag e-barzh 'ra un tammig evel ma vefe un uzin da sevel stered. Chom a ra ar stered nevez « asambles » goude-se, ha deus an dra-se 'vez lâret « druilhadoù-stered » (« amas d'étoiles »). Dominique Merrien a lâr deomp hiroc'h, asambles gant Benjamin Bouard.


An oabl don (3/4)

An oabl don (3/4)

13/04/2023

Ar stered n'int ket tout heñvel an eil re deus ar re all. Lod zo bihan, lod zo bras, ha lod all zo tommoc'h evit ar re all. Cheñch a ra o liv hervez o oad ivez, kar seul-vuiañ kozh eo ar stered, seul-vuiañ yen int sañset. Met bez 'zo lod all c'hoazh hag a zo chomet gaz pe poultrenn en-dro dezho. Ha gant an re-mañ neuze 'zo chañs marteze da gaout planedennoù nevez ! Dominique Merrien a zo 'vont da lâret deomp penaos ya en-dro, asambles gant Benjamin Bouard.


Suivant Dernière