Jean-Louis Henry zo ganet e Plonevez-ar-Faou er bloavezh 1924. Ne oa ken c'hwezek bloaz pa oa degouezhet an Almañted er vro e-doug ar brezel diwezhañ. Met 'noa ket aon araozo ha setu goude-se 'oa bet oc'h en em añgajiñ er Rezistañs er C'hastell-Nevez. E miz-Eost 1944 'oa bet kaset gant e gompagnunezh da liberiñ Kemper ha ziwall ar Menez-Hom.
Benjamin zo bet oc'h en em gavout gantañ en Edern.
Mersi bras da Gurvan Lozac'h evit bezañ kempennet ar son.
Pierre Raoul zo ganet er Sent, e-kichenn Gourin. Goude bezañ bet er c'hloardi e Santez-Anna Wened 'oa bet en Aljeri hag en Almagn oc'h ober e goñje, a-raok mont da New-York da labourat. Daou vloaz eo chomet eno ha d'ar Sent eo deuet en-dro goude-se da grouiñ e santier.
Bet omp bet o welet Jean-Noël Le Bris en-dro adarre ! Ganet eo war ar maez e parrez Pleiben hag atô eo bet intereset gant an traoù kozh ha buhez an amzer gwechall. Gant e dud 'neus desket brezhoneg hag ur bern traoù 'neus desket ivez o selaou ar vrezhonegerien a teue da gontañ kaoz da ostalidi e vamm-gozh.
E 2016 e oamp bet o welet Gurvan Lozac'h en Uhelgoat dija. A-benn neuze 'oa komañset da skrivañ ur pezh mell levr diwar-bouez brezhoneg Kreiz-Breizh. Eizh vloaz warlerc'h eo kresket al levr c'hoazh ha dek mil komz a c'haller lenn war e c'horre, dastumet gant brezhonegerezed ha brezhonegerien eus kreiz ar vro. Met n'eo ket echu al labour c'hoazh, 'neus ket dastumet 'met an hanter deus ar pezh a c'hallfe bezañ graet marteze a-walc'h.
Yvonne ha Jean Derrien a zo dimezet tri-ugent vloaz 'zo bremañ hag atô int bet eürus an eil gant egile. Met Yvonne ne oa ket gwall gontant da fortuniañ ken abred : ne oa ken triwec'h vloaz a-benn neuze ! An div familh a oa bet oc'h en em renkañ asambles da zimeziñ anezho ha setu 'oa bet dav dezhi konsañtiñ da zimeziñ memestra.
Benjamin oa bet oc'h en em gavout asambles ganto o-daou e 2017, e Terrug lec'h emaint o chom, da gontañ deus an eureudoù gwechall, goude ar brezel diwezhañ.
Robert Le Dour zo marv d'ar 14 a-viz Meurzh 2024. Unan deus gwellañ kanerien ar vro a oa. Benjamin oa bet oc'h ober anaoudegezh gantañ e miz-Here 2018. A-benn neuze 'noa kontet dezhañ deus e vuhez e Pariz. E-pad daou-ugent vloaz kazimant 'oa bet o labourat en RATP hag en em señdiket 'oa bet er CGT eno. E Pariz 'oa da vare Mai '68 ha grev 'noa graet evel ar re all.
Roger Stephan ha Youn Daï zo ganeomp en abadenn ar wech-mañ, daou besketour genidik deus Kerien, e-kichenn Kemperle, evit kontañ deus ar beskerezh e-barzh ar stêr Elle gwechall. Pevar-ugent vloaz 'zo 'oa c'hoazh kalz pesket er stêr-se, dluzhet, somoned pe c'hoazh siliou. Met ma oa kalz pesket 'oa kalz brakonnerien ivez !
Abadenn enrollet e miz-Ebrel 2017.
Asambles gant Yvonne Kernevez omp degouezhet an taol-mañ, er C'hap-Kozh e parrez Fouen, da gontañ deoc'h diwar-bouez istor an otel Belle-Vue. Gant he moereb 'oa bet prenet ar batis-se e miz-Gouere 1919 ha degemeret ar c'hentañ touristed e miz-Eost goude-se. Yvonne 'neus kemeret war he lerc'h goude-se. Met an traoù n'int ket bet aes atô, dreist-holl e-pad ar brezel, pa oa ranket lojañ soudarded en otel.
Benjamin zo bet oc'h ober anaoudegezh gant José Déru e parrez Mêlwenn, etre Rosporden ha Konk-Kerne. Bez emañ o chom atô en ti a zo bet savet gant e dad-kozh kant vloaz 'zo. E dad-kozh oa masoner, e dad oa masoner ha José zo aet da vasoner goude-se ivez ha 'neus kemeret war-lerc'h e dad pa oa-eñ aet en e retret. Met gwelet 'neus ar vicher o cheñch bep un tammig.
Pell 'zo ne oamp ket bet oc'h ober un droiad e Molan ! Benjamin zo bet oc'h en em gavout ur wech all c'hoazh gant Marie-Thérèse Guillou da gontañ un tammig deus ar panenn da gentañ, ur vriochenn hag a veze fardet gwechall da vare Nedeleg hag evit an deiz kentañ ar bloaz. Deus al liorzhoù war vord ar mor zo bet kaoz ivez, pe deus ar mod 'oa degouezhet ar galleg er barrez.