Rodeier

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Youenn ar mil-vicher

Youenn ar mil-vicher

15/02/2024

Youenn Naour zo ganet e Kerien, e-kichenn Kemperle. E dad oa meilher, pe "milér" e-giz ma vez lâret du-se, ha Youenn zo bet o labourat asambles gantañ digentañ. Met pa oa sarret ar veilh 'noa ranket cheñch micher ha mont da glask labour lec'h all. War ar maez 'oa bet o labourat da gomañs, e tout kement kêr oa er barrez d'ar mare-se kazimant. O tennañ beterabez 'oa bet goude-se e-kichenn Pariz, a-raok mont da labourat d'an uzinoù-sukr. Deuet da Vreizh en-dro, 'noa kavet labour war ar chanterioù en Oriant hag e Kemperle ! Yann ar mil-vicher oa Youenn avat !
Benjamin oa bet oc'h ober anaoudegezh gantañ e miz-C'hwrevrer 2019, asambles gant maer kozh Kerien, Marcel Moysan.


Jean Griffon, paotr Goulien

Jean Griffon, paotr Goulien

13/02/2024

Jean Griffon zo aet d'ar bed all e miz-Meurzh 2022. Benjamin oa bet o welet anezhañ bloaz a-raok dre just e Bremeur, e parrez Goulien er C'hab, lec'h ma oa ganet. A-benn neuze 'noa kontet deomp war-benn traoù a-bep seurt : ar pochoù-bez ha "brezel ar pez-bihan", Foar ar Pont ha Foar an Teut, kanañ Nouel hag ar brezel diwezhañ.


Chapel Trolez

Chapel Trolez

12/02/2024

Benjamin zo bet o vizitañ chapel Sant-Gwenole Trolez e parrez Brieg, asambles gant daou gamarad eus komite ar chapel : Yves Rospars ha Per Nedeleg. Kontet 'vo deoc'h war-benn istor ar chapel hag al labourioù zo graet e-barzh, deus ar pardon ha deus istor Kroaz an Turk.


Aotruched ar Menez Du

Aotruched ar Menez Du

29/01/2024

Remi Queffélec zo ganet e Santoz. "Santoz 'kichenn Gouezeg" evel ma vez lâret ! O talc'hen douar eo bet eno e-pad ur c'hrogad mat. Gant saout 'oa bet o labourat da zigentañ, met goude-se 'oa komañset da sevel lapoused ha ne weler ket kalz deuzouto e Breizh sañset : aotruched !


Marsel Gwirrieg, paotr Poullgwenn

Marsel Gwirrieg, paotr Poullgwenn

15/01/2024

Marsel Gwirrieg zo ganet e Poullgwenn e parrez Penmarc'h, lec'h ma oa e dud o talc'hen douar gwechall. Met n'eo ket aet da labourer-douar : e Pariz eo bet o labourat evel elektrisian. Met da Benmarc'h oa deuet en-dro memestra pa oa aet war e leve.
Tunvezh ha Youenn Wloegen zo bet oc'h en em gavout asambles gantañ evit kontañ deus e yaouankiz e Poullgwenn. Marsel zo intereset-bras gant ar brezhoneg hag e lodenn ziwezhañ an abadenn 'gonto deomp un tammig deus brezhoneg e vro, ar brezhoneg bigouden kea !


Koshaat

Koshaat

27/12/2023

En deiz-hiziv n'eo ket brav bezañ kozh. Ar pep brasañ deus an amzer 'vez sellet deus ar re oajet evel tud ha ne dalvezont netra ken ha kaozeet 'vez deuzouto e-giz ma vefent bugale. Kalz re gozh en em sant o-unan bremañ ha dont a ra tristidigezh en o c'halon, pe vefent er gêr atô pe vefent ket.
Met gwechall ne oa ket an traoù ar giz-se. Ne oa ket a gistion da gas an tad-kozh pe ar vamm-gozh da di-ar-re-gozh : ar re gozh chome gant o bugale er gêr ha sikoure anezho keit-ha oant gouest d'ober. Startoc'h 'oa ar vuhez, met peurvuiañ ne veze ket laosket unan kozh da vervel e-unan en ospital.
Evit kontañ deus an dra-se omp bet e Terrug oc'h en em gavout gant Yvonne Derrien. Intañvez eo, marv eo he gwaz Jean pevar vloaz 'zo. Kontañ a raio deomp deus he zud-kozh da gentañ ha goude-se deus he c'hozhni dezhi.


Gouel-Nedeleg e Breizh-Izel

Gouel-Nedeleg e Breizh-Izel

18/12/2023

War-benn Gouel-Nedeleg 'ni vo kontet deoc'h ar wech-mañ, asambles gant Daniel Jéquel !
Daniel gonto deomp deus ar mod ma veze lidet Gouel-Nedeleg e Breizh-Izel gwechall, da vare e yaouankiz e Douarnenez, e-tro ar bloavezhioù 1950. Ar pep brasañ deus an dud yae atô d'an oferenn d'ar mare-se, ne veze ket lakaet tamm gwezenn-sapin ebet en ti ha ne veze ket klevet kaoz c'hoazh deus an Tad Nedeleg. Ar Mabig Jezuz 'ni gase traoù d'ar vugale a-benn neuze ! Daniel zo bet o labourat e brezhoneg e RBO ivez, ha setu 'neus bet digarez da glevet a-bep seurt traoù diwar-bouez Gouel-Nedeleg er vro ha bet eo bet er Gerveur oc'h enrollañ kanaouennoù Nedeleg memes.
Enrollet e 2019.


Trovini Lokorn

Trovini Lokorn

23/11/2023

Ronan Hénaff oa aet kuit d'an 31 a viz-Gouere 2023. Goût a ouie brezhoneg mat-tre hag un den gouizieg a oa. Kontant 'oa atô da zegemer an dud da gontañ dezho diwar-bouez parrez Lokorn, lec'h eo ganet.
E miz-Genver 2016 'oamp bet oc'h en em gavout gantañ evit kontañ deus an Drovini e Lokorn. Deus ar pardonioù all, deus ar fablijen ha deus Bara an Anaon 'noa kontet deomp ivez.


Pakañ toñed ha pakañ kregen e Morgad

Pakañ toñed ha pakañ kregen e Morgad

20/11/2023

En deiz-hiziv n'eus koulz lâret pesketour a-vicher ebet ken e Morgad. Ar beskerezh oa aet d'an traoñ er bloavezhioù 1980 hag ar porzh-plezañs 'neus kemeret plas ar porzh-pesketa abaoe. Met ur mare zo bet 'oa kalz a besketourien e Morgad ! Ar re-mañ yae da bakañ sardin, kregen ha dreist-holl toñed hag ur bern familhoù a veve deus ar beskerezh.
Bernard Sénéchal zo ganet e Morgad. Pesketour eo bet, evel e dad hag e dad-kozh araozañ. Benjamin oa bet oc'h en em gavout asambles gantañ e 2018.


Gouel an Hollsent, Gouel an Anaon hag ar re varv

Gouel an Hollsent, Gouel an Anaon hag ar re varv

30/10/2023

Ret eo lâret ar wirionez : an dud n'int ket kement-se ambaraset gant ar re varv ken en deiz-hiziv. Neubeutoc'h 'vez gwelet tud o vont d'ar vered da fleurisañ beioù hor re ha neubeutoc'h a dud 'vez gwelet en iliz da Ouel an Hollsent. Met gwechall ne oa ket ar giz-se tamm ebet !
Benjamin zo bet e Sant-Vig oc'h en em gavout gant Anna Menez, evit klask goût penaos oa an traoù gwechall da Ouel an Hollsent ha Ouel an Anaon. Deus an interemantoù war ar maez ha deus ar c'hredennoù vo kontet un tamm bihan goude-se.


Première Précédent Suivant Dernière