Avel em fenn

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Avel em fenn - Meurzh 16 a viz Imbril

Avel em fenn - Meurzh 16 a viz Imbril

16/04/2024

Plouz & Foen a zo ur sapre daouad raperion, tapet ar maout gete e taol lañs GBB ar blez paset. Muioc'h àr o neventioù get Kadvael Jolivet alias Kavalou e penn kommañs an abadenn.

Pennad-kaoz ar sizhun: eil tamm an atersadenn a-ziàr an emlazh e bandenn Gaza. Un harzh-tenniñ a-benn" oa bet votet e miz Meurzh get Kuzul Surañtez an ABU (an ONU) ha n'eus bet efed ebet àr an dachenn. Muioc'h get Klaod an Intañv, besprezidant an AFPS Frañs Palestina Kengred doc'h mikro Tomaz Laken.

12 labour Asteriks a vez moian gwelet [er prantad-mañ àr Brezhoweb] (https://www.brezhoweb.bzh/Labour-asteriks_fiche_900.html) . Muioc'h get Florent Grouin, karget ag ar produiñ evit ar chadenn tele àr internet hollvrehonek.

Keleier ar vro get Erwan Blanchard. Avel em fenn oa kinniget dre-eeun ge Enora Molac dre-eeun a studio RBG e Pondi.


Avel em fenn - Lun 15 a viz Meurzh

Avel em fenn - Lun 15 a viz Meurzh

15/04/2024

Ethnosid e Gaza: Ur mennad da c’houlenn « un harz-tennañ diouzhtu » oa bet votet e miz Meurzh gant Kuzul Surentez an ONU. Met hennezh n’en deus bet efed ebet war an dachenn. E-maez an Europ an hini eo e vez kavet ar broioù taerañ e-keñver Izrael, evel Kolombia da skouer. Ar vro-se a oa bet kaoz diwar he fenn e fin miz Meurzh e Lannuon, da goulz bodadeg sizhuniek an AFPS, ar Gevredigezh Frañs Palestina Kenskoazell… Tomaz Laken oa war blas. Ur pennad-kaoz da glevout goude ar c'heleier.

Kan ar Bobl: a benn ar wikend mañ e vo! Muioc'h get Gwenn Vorc'h, e-karg ag an dud a volonte-vat evit ar c'hoñkour. Un atersadenn kaset get Yuna Cojean.

Adkavit ivez Loeiz Belleg: ag eh eus petrol e Breizh? ha Mael Gwenneg, rener programmoù brezhonek FR3 àr neventioù Bali Breizh, hag ar raktres skolaj diwan nevez e bro Roazhon.

Keleier ar vro get Tomaz Laken, Avel em fenn oa kset dre-eeun a Bondi get Enora Molac.



Avel em fenn - Gwener 12 a viz Ebrel

Avel em fenn - Gwener 12 a viz Ebrel

12/04/2024

Dilaosket eo raktres skolaj Diwan e savadur ar Genkiz e Perroz-Gireg. Hag e kreisteiz Bro-Dreger ivez eo dipitet tud Diwan gant diskleriadurioù ar bolitikourien. Kristof Markier ha Laurent Gall o deus respontet da goulennoù Tomaz Laken. Un digarez evit komz deus ar fest-noz souten a vo ivez.
Eil lodenn ar gronikenn Barzhaz war levr brazhonegoù Iwan Couée, gant Magali Baron
Keleier ar vro hag ar bed kinniget gant Metig Jakez Vargas
Displegadennoù Yann-Fanch Durand deus komite souten ospital Gwengamp diwar-benn ar vanifstadeg a vo disul e Gwengamp evit "hon yec'hed hag hon surentez sokial"


Manifestadeg e Gwengamp evit "hon sistem yec'hed hag hon surentez sokial !"

Manifestadeg e Gwengamp evit "hon sistem yec'hed hag hon surentez sokial !"

12/04/2024

Galvet eo tud departamant Aodoù-an-Arvor ha pelloc’h da gejañ e Gwengamp disul da geñver ur vanifestadeg evit « hon sistem yec’hed hag hon surentez sokial ». Un dezerzh eo arru ar vro evit a sell ar yec’hed. Mankout a ra medesined boas, klasket e vez serriñ tier-gwilioudiñ pe servijoù trummadoù lakomp. Dimerc’her e oa bet emgav etre dilennidi eus ar vro, Annie C'hwerv, Pierre Saliou ha Visant ar Mo ha servijoù ministrerezh ar yec’hed. En emgav-se e oa bet komzet eus an degemer medesined eus Kuba da vastañ d’an ezhommoù war verr dermen ha da chom hep serriñ servijoù… Met n’eo ket graet ar jeu, se zo kaoz ez eus lakaet emgav ivez fenoz e Ti ar Vro Gwengamp da gomz eus ar strategiezh stourm da gas war-raok. Pedet eo an dud da zont da gaozeal eus kinnigoù war berr ha hir dermen : titlañ ar vedesined o deus bet un diplom e-maez Unvaniezh Europa ha kinnig dezhe labourat e Breizh, kreskiñ ar stummadurioù medesined e skolioù-meur ar vro pe c’hoazh studiañ a-dost azgoulennoù labourerien ar yec’hed da wellaat o buhez labour... Yann-Fañch Durand eus bodad difenn ospital Gwengamp a lavar hiroc’h deomp. Bet oa Tomaz Laken o kejañ outañ e-kreiz un diskouezadeg bet digoret ar sizhun-mañ dirak dor mediaoueg Gwengamp. Un diskouezadeg anvet « an arz da saveteiñ ar yec’hed »…

Emgav da 6e30 digwener 12 a viz Ebrel e Ti ar vro Gwengamp da gomz eus ar strategiezh stourm evit ar yec’hed er vro ha disul war parklec’h ar Roudourou da 2e goude kreisteiz evit un dibunadeg departamant !

Pennad-kaoz gant Tomaz Laken





Avel em fenn - Yaou 11 a viz Ebrel

Avel em fenn - Yaou 11 a viz Ebrel

12/04/2024

Riwanon an Habask, dileuriadez an UBAPAR a zo deuet war-eeun e studio RKB evit kinnig ar gouel evit lidañ 40 vloaz ar gevredigezh a vo d'an 20 a viz Ebrel.
Keleier ar vro hag ar bed kinniget gant Anton Burel
Ul lodenn deus ar [podkastoù kaset war 40 vloaz an UBAPAR] (https://www.radiobreizh.bzh/programme/10953) diwar-benn ar stummadurioù DABU-DARE.


Avel em fenn - Merc'her 10 a viz Imbril

Avel em fenn - Merc'her 10 a viz Imbril

10/04/2024

Cheñchamantoù a zo evit lojeizoù Kemper. Muzulioù a zo lakaet e pleustr a-houde miz Meurzh evit anav gwelloc'h an tier hag ar perc'hennerion·ezed, ha reoliiñ ar marc'had. Resisadurioù get Uisant Crequer, eilmaer e-karg ag an demokratelezh e Kemper. Un atersadenn get Metig Jakez-Vargas.

Metodologiezh Freinet & Calandreta: setu un eured a c'hell roiñ deur d'ar preder a-fed pedagogiezh. Muioc'h e pannad-kaoz hiriv get Maëlle Ausias.

Adkav a rahet ivez Awen Prigent er gronikenn Daouarn ha pri (sellit doc'h ar foto!) ha Padrig Drean, evit ur lared a sirkoñstañs.

Keleier ar vro get Erwan Blanchard, Avel em fenn oa kinniget get Enora Molac dre-eeun a Bondi e studio RBG.


Avel em fenn - Meurzh 9 a viz Imbril

Avel em fenn - Meurzh 9 a viz Imbril

09/04/2024

Distro àr koñkour [Faltaziañ] (https://www.kenleur.bzh/%C3%A9v%C3%A8nement/faltazian-3/) Kenleur, d'ar Sadorn 6 a viz Imbril b'an Naoned. Get Elias (Kelc'h Keltieg Klisson); Loeiza (Montroulez, Dañserien Bro Klegereg); Morvan Jegou animatour er gengevread, en doa labouret àr raktres Klas Dañs Baod. Deuet an trofe get strollad Eskell An Elorn, ha roet ur priz ivez da glas Dañs Baod. 4 strollad a zo labelizet adal bremañ: Eskell an Elorn, Klas Dañs Baod, Kelc'k Keltieg Klisson ha Dañserien Bro Klegereg.
Poltred ar podkast get [Norbert Fest-noz] (https://www.facebook.com/norbertfestnoz.bzh) . Ur reportaj get Enora Molac.

Adkavit ivez Cédric Binet e Pennad-kaoz ar sizhun mañ àr ar bedagogiezh Freinet (get Maëlle Ausias), ha Florent Grouin evit Brezhoweb àr ar serienn nevez da welet e streaming [Korf & ene] (https://www.brezhoweb.bzh/Korf-hag-ene_385.html) .

Keleier ar vro get Yuna Cojean. Un abadenn animet get Enora Molac.


Avel em fenn - Lun 8 a viz Imbril

Avel em fenn - Lun 8 a viz Imbril

08/04/2024

« Tri, daou, unan »… E klub melldroad an Oriant ema degemeret ar c’hoarierion e brezhoneg ! A-c'houde ar blez paseet ema an diskounter e brezhoneg, er stad. FC an Oriant en deus sinet karta ya d’ar brezhoneg ha posubl eo ivez heuliañ ar c’hogadoù get live-twettoù e brezhoned, dre X, ar twiter kozh. Plantet mat eo ar brezhoneg er c’hlub a zo e lig unan ur seurt ! Liammoù zo bet savet etre FC an Oriant ha skol Diwan an Oriant. Klask a rae ar c’hlub tud evit sevel pennadoù skrid e brezhoneg. Ur skipailh entanet get ar raktres zo bet savet, bodet get mammoù ha tadoù ar skol Diwan. En o zouez ema Florian Pedrot, kenurzhier Emglev Bro an Oriant. Un atersadenn get Yuna Cojean.
Pennad-kaoz ar sizhun mañ a zo gouestlet d'ar bedagogiezh Freinet, Cédric Binet a zo doc'h mikro Maëlle Ausias ag RKB.

Adkavit ivez Mael Gwenneg e-karg a programmoù brezhonek FR3 Breizh, àr neventioù programmoù ar chadenn; ha Loeiz Belleg, evit ar gronikenn War hentoù an antroposenn.

Keleier ar vro get Tomaz Laken (e RKB), Avel em fenn oa kaset dre-eeun a studio RBG e Pondi get Enora Molac.


Avel em fenn - Gwener 5 a viz Ebrel

Avel em fenn - Gwener 5 a viz Ebrel

05/04/2024

Morgane Lefebvre a zo kenurzhierez Ti ar Vro Sant Brieg ha kontañ a ra hiroc'h diwar-benn an diskouezadeg anvet Buzudel a vo staliet adalek al lun 8 a viz Ebrel hag ar bodad lenn lañset gante e miz Gwengolo.
Ar gronikenn Barzhaz, gant Magali Baron, diwar-benn al levr barzhonegoù Arall, skrivet gant Iwan Couée.
Keleier ar vro hag ar bed gant Tomaz Laken
Lodenn diwezhañ Pennad-kaoz ar sizhun gant Carmen Briz o kontañ deus mikro Enora Molac he beaj e Bo Ladakh.


Avel em fenn - Yaou 4 a viz Ebrel

Avel em fenn - Yaou 4 a viz Ebrel

04/04/2024

Un diskouezadeg nevez a vo e Mirdi Skol Botoha adalek an 21 a viz Ebre diwar-benn ar bedagogiezh Freinet. Cedric Binet a labour eno ha displegañ a ra petra eo ar bedagogiezh-mañ ha penaos eo ganet an diskouezadeg-mañ : un toullad taolennoù livet gant bugale 10 vloaz brav abominabl deus ur c'hlasad, meret d'ar c'houlz-se gant Annick Auvray, ur skolaerez a gase ar bedagogiezh Freinet e skol Plerin.
Ar gronikenn Ouzhpenn ar Vretoned 'zo war an anvioù-lec'h keltiek e inizi Feroe.
Keleier ar vro hag ar bed kaset gant Erwan Blanchard
Pevare lodenn Pennad-kaoz ar sizhun gant Carmen Le Bris o kontañ he beaj e Bro Ladakh e Tibet deus mikro Enora Molac
Hag ar gronikenn 2 vunutenn 'vit kompren war ar c'hoant staotaat pa vez riv ganeomp.


Première Précédent Suivant Dernière