Avel em fenn

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Digoust eo ar c'hirri-boutin e Montroulez Kumuniezh

Digoust eo ar c'hirri-boutin e Montroulez Kumuniezh

13/04/2023

E Montroulez kumuniezh emañ digoust ar c’hirri-boutin abaoe ar 1añ a viz Gwengolo. War c’hwec’h kumun warn-ugent neuze. Ur sapre choaz politikel evit ar seizh linenn hag hanterkant, bet kaset da benn gant dilennidi ar vro, ‘sambles gant Keolis, ar filiale a ra war-dro d’ar bus dre un DSP, délégation de service public. Ur raktres hollek evit sikour ar familhoù a-fed arc’hant mes ivez evit ma vefe nebeutoc’h a otoioù, o kinnig ivez d’an dud feurmiñ beloioù tredan, pe o kinnig ur c’harr-boutin bihan, o vont en dro dre dredan ivez, digoust, o treuziñ ar ger a-hed an devezh.
‘Vel just e oar an dilennidi eo start kinnig seurt raktresoù evit ur c’humuniezh kumunioù war ar maez kar eo ret dont a-benn da gendrec’hiñ ivez d’ar re o chom ‘bar c’humunioù tro-dro dont betek Montroulez dre ar c’harr-boutin daoust d’ar fed ne vefe ket kalz dionte c’hoazh.
E Breizh, evit poent, ez eus Dinan, Dinard, Gwitreg, Karaez ha Saint-Brévin-les-Pins o kinnig kirri-boutin digoust.
Solange Creignou a zo bez-prezidantez e karg deus an ekonomiezh ha maerez Sant-Tegonneg, asantet he deus respont d’hon goulennoù e brezhoneg, mersi bras dezhi.


Ca moutonne, ramène ta pomme

Ca moutonne, ramène ta pomme

13/04/2023

« Ca moutonne, Ramène ta pomme » vo aozet e Ekomirdi Sant-Degan e Brec'h, bar Morbihan, d’ar 16 a viz Here. Un devezh gouestlet d’ar biolieseurted tro dro d’ar spesadoù avaloù ha deñved orin deus Breizh.
Un doare dudius evitomp da c'houzout hiroc’h war lieseurted spesadou ar vro, ha da zeskiñ jestroù hon zudoù kozh a-fed labourat ar gloan pe ober jistr..
An devezh a grogo da 11 eur betek fin an abardeiz, 4 euro evit mont e barzh ha peadra da zebriñ war blas, krampouz, anat deoc’h !
Tony Le Saux, animatour e Ekomirdi Sant-Degan, a gaso un atalier jug avaloù met a-raok diskrivañ pisoc’h petra vo an atalier-se, e ro deomp un toullad titouroù diwar program an devezh-se.
Atersadenn : Rose Troadeg


Avel em fenn - Yaou 29 a viz Gwengolo

Avel em fenn - Yaou 29 a viz Gwengolo

13/04/2023

En abadenn e vo klevet ar gronikenn Psikologiezh diwar-benn ar pezh a oa bet lakaet en plas gant Ministr ar yec'hed Olivier Veran, Mon Psy. Da c'houde un atersadenn gant Tony Le Saux a labour 'ba ekomirdi Brec'h diwar-benn ar gouel "Ca moutonne", Keleier ar Vro gant Erwan Blanchard, ha pevare lodenn Pennad-kaoz ar sizhun gant Hervé Latimier deus mikro Rose Troadeg evit komz deus an diskouezhadeg skritelloù an UDB. Hag ur gronikenn Teñzor ar brezhoneg komzet : Hennezh 'zo ur breser.


Avel em fenn - Merc'her 28 a viz Gwengolo

Avel em fenn - Merc'her 28 a viz Gwengolo

13/04/2023

En abadenn, un atersadenn gant Rozenn An Dreo, renerez Ti ar C'hoadoù diwar-benn Gouel ar gwez a vo d'an 2 a viz Here. Ar gronikenn War hentoù an Antroposen war buhez ha stourm ekologel ar matematikour Alexander Grothendieck hag ar gronikenn Ouzhpenn 'Vretoned 'zo war ar pobl kusunda e bro Nepal. Ha 'vel just trede lodenn Pennad-kaoz ar sizhun, ur valeadenn e diskouezhadeg skritelloù an UDB gant Hervé Latimier deus mikro Rose Troadeg er Flambard, 'ba Lannuon.


Dekvet "Champ d'expression", arzoù a-vremañ war menajoù kreiz Breizh

Dekvet "Champ d'expression", arzoù a-vremañ war menajoù kreiz Breizh

13/04/2023

Disul 2 a viz Here e vo digoret an dekvet "Champ d'expression". Un darvoud gant ar gevredigezh La Fourmi-e a ginnig pediñ arzourien hag arzourezed da dremen un pennad amzer war menajoù eus kreiz Breizh. Ha dav d'ar re-seoù sevel un oberenn war blas. Deomp da Gerleo, ba Plougernevel, da feurm ar Buis Sonnant, e-lec'h ma vez savet saout brizh-du ha moc'h deus ar vro. Eno zo bet kejadenn etre Marion Henri hag he c'henlabourerien hag an arzourien Denis Colin ha Julien Lannou. Gantañ hemañ zo bet savet un iñstalasion, ur stalerezh, gant danvez diwar ar maez ha da heul...un istor hag ur preder kinniget d'an dud a dey da sevel o fri...


Adalek disul goude kreisteiz, ha goude-se bep wikend betek fin ar miz, e c'hallo an dud dont da welet evit mann an oberennoù krouet gant 7 arzour war 6 menaj ba Plougernevel, Rostrenn ha Groñvel. Un digarez da gonto gant arzourien ha menajerien war un dro...


Gouel ar gwez

Gouel ar gwez

13/04/2023

D'an 2 viz Here e vo aozet Gouel ar Gwez gant Ti ar C'hoadoù. Un devezh gouestlet d'al liamm etre mab-den, etre an dud 'b'ar vro hag ar gwez hag ar c'hoadoù. Rozenn an Dreo, renerez Ti ar C'hoadoù a zispleg deomp al labour kaset gant ar gevredigezh evit deskiñ d'an dud bevañ gant ar gwez, gouzout troc'hañ anezho, gouzout profitañ dionte.
Sonerezh : Ar wezenn avaloù - Diaoulez ar menez / Barzhoneg : Meulgan ar c'hleuzioù - Fañch Peru - Dastum


Masterklas kontañ e Plewigner d'an 22 a viz Here

Masterklas kontañ e Plewigner d'an 22 a viz Here

13/04/2023

Daniel Carré a gont kontadennoù ha marvailhoù hengounel d'an dud evit e blijadur, ha 'sambles gant daou gonter-all, Fanny Chauffin ha Pascal Cariou, 'vo animet un devezh atalieroù a-benn deskiñ penaos kontañ dirak ur publik. An darvoud-se 'zo aozet gant Ti douar Alre e Plewigner, d’ar sadorn 22 a viz Here 2022. Titouroù ouzhpenn war ar "Masterklas Kontañ" a gavfet en ur vont e darempred gant Ti Douar Alre a-raok ar 16 a viz Here.
Atersadenn kaset gant Rose Troadeg


Avel em fenn - d'ar meurzh 27 a viz Gwengolo

Avel em fenn - d'ar meurzh 27 a viz Gwengolo

13/04/2023

Petra nevez war Brezhoweb? Evel bep sizhun vez klevet Florent Grouin hag hirie e lak ar gaoz war Kanaouennoù Masha ha Michka, klipoù bihan savet diwar kanaouennoù azasaet e brezhoneg gant tudennoù an dresadenn-vev mil brudet. Da c'houde e heuliomp Yuna Kojan ha Alan Ar Sann war Porzh Keroman b'An Oriant, da zizoloiñ chanteroù hag atalieroù La Perrière hag an "dom-bunker". Ar c'heleier a zo kinniget gant Anton Burel. E "pennad-kaoz ar sizhun", Herve Latimier a gont deomp deus an UDB er bloavezhioù 1970. Hirie 'vez kaoz gantañ deus an doareoù da vrudañ ar strollad er mare-se, deus an doare hag an dibaboù graet gante da sevel ar skritelloù. Kronikenn "Tamm ha tamm 'vez graet he bragoù da Chann" a zo diwar-benn ar parded etre merc'hed ha paotred, klevet vo al lodenn gentañ da glozañ an abadenn.
Animet gant Rose Troadeg
Muzik : Youenn Gwernig, Opa Tsupa


Avel em fenn - d'al lun 26 a viz Gwengolo

Avel em fenn - d'al lun 26 a viz Gwengolo

13/04/2023

Er gronikenn "Dastum" e vez klevet Ifig Troadeg, dastumer ha kaner a Vro Dreger, o kontañ deomp deus Frañsoa Katou deus ar Vinic'hi, 'kichen Landreger, ha deus ar ganaouenn Dilostañ ar wiz a oa kustum kanañ. Ur gronikenn savet gant Tomaz Laken. Solange Creignou eus Kumuniezh Kumunioù Montroulez a respont da c'houlennoù Maelle Ausias diwar-benn ar c'hirri-boutin deuet da vezañ digoust e Montroulez. Ar c'heleier 'zo kinniget gant Tunvezh Gwlagen-Granjean. "Pennad-kaoz ar sizhun" a zo gouestlet da stourmoù ar strollad UDB er bloavezhioù 1970 dre un diskouezadeg skritelloù deus ar mare-se, Herve Latimier 'zo ouzh mikro Rose Troadeg.
Animet gant Rose Troadeg
Muzik : Star Band de Dakar, Neil Young, Les doigts de l'homme, Mardi Grass Brass Band


Avel em fenn - d'ar Gwener 23 a viz Gwengolo

Avel em fenn - d'ar Gwener 23 a viz Gwengolo

13/04/2023

En abadenn e vez kinniget troidigezh brezhoneg Fablennoù La Fontaine gant Ti-Embann ar Skolioù, Anne Pouzarat a zo ouzh mikro Tomaz Laken. Da heul e vez kaoz eus ar festival sinema "Play it again" gant Fulup Gwern kenbrezidant sal du Kallag. Keleier 5e30 a zo kaset a-benn gant Anton Burel hag evit echuiñ an abadenn 'vez klevet pemvet lodenn "pennad kaoz ar sizhun" diwar-benn Foar gezeg Bulad-Pistien. Hirie emañ Tomaz Laken o vale e-touesk ar c'hezeg tal-kichen Yann-Bêr Guyader hag a oar mat deus al loen-se.
Animet gant Rose Troadeg
Muzik : Gogol Bordello, Tribeqa


Première Précédent Suivant Dernière